Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 13

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 136-142)


TRIZEKVET PENNAD


————
An tenna d’ar zort e Plabennec hag e Kastel


Me gred em beuz lavaret avoualac’h d’ehoc’h, en eur gounta ar pez a c’hoarveze dre bevar c’horn hor bro, evit rei d’ehoc’h da anaout e tlie an oll beza skuiz gand kement a fallagriez, a ziskianterez hag a grisder. Ne vioc’h ket souezet eta ma lavaran d’ehoc’h e save krosmol etouez an dud, ha ma klevet hiniennou o lavaret, a vouez huel, oa poent derc’hel penn oc’h ar republikaned, ha kas an divroidi d’ho bro. Diez e kavent, hon tudou koz, chomm eb ofern hag ep kofez ho fec’hejou, pell dioc’h an Aoutrou Doue. Abalamour da ze epken e viche, abarz nebeut, en em zavet a-bez Breiz-Izel a enep ar republik, pa deuaz eun dra-all da lakaat, enn eun taol, an traou e belibann.

Evel am beuz diskouezet d’ehoc’h, paotred a republik a rea brezel da dud ho bro. Ouc’hpenn-ze, c’hoantaat a rejont ober brezel d’ar broiou-all ive, abalamour ma ne felle ket d’ezho ober, enn ho bro, an diskianterez a reant-hi enn hon hini.

An nep a ra brezel a rank kaout soudardet. Araok an amzer ma komzan anezhi, araok an dispac’h vraz, pe an dispac’h kenta, mar kirit, ne d’ea da zoudard nemed an nep a gare. Ar c’hrouadur a ioa d’he dad ha d’he vamm, ha den ne c’helle dont d’her lammet digantho. Neuze ne ranke ket ar mammou paour dizec’ha gant glac’har var ho zreid, nag an tadou terri ha brevi ho c’horf gant al labour, dre an abek m’en doa ranket ho bugel mont da zoudard, pell-pell dioutho. D’ar mareou-ze, an Noblansou a ioa oll soudardet, mez n’oa nemed an Noblanz epken. Kouer a veve ar vro en eur labourat he zouar, hag an Noblanz he difenne a eneb an enebourien. Ma ranke kouer turiat an douar, an Noblansou o doa ive ar blijadur da vont d’ar brezel ha da lakaat terri ho fenn. Pehini oa ar guella ? M’en doa c’hoant eur c’houeriad bennag da vont da zoudard, e c’helle mont evit netra, ma karje, hag e teuche kuit d’ar gear pa viche skuiz. M’en doa c’hoant da gaout arc’hant, e rea gand an Noblanz marc’had c’houeac’h miz, bloaz, daou vloaz hag ouc’hpenn, ha, pa viche achu he amzer, e teue d’ar gear, evel ma teu breman ar mevel euz a di he vestr pa vez achu he vloaz. Klevet a rear, herrio enn amzer, ginaoueien o krial : Frankiz, frankiz ! Liberte, liberte ! Peur ive ’ta euz bet muioc’h a liberte eget na ioa enn amzeriou-ze ? Koulskoude ar ginaoueien eo a zo o rei da gredi d’ehoc’h edo aziagent kouer etre daouarn an Noblanz, evel m’eman breman hor loened mud etre hon daouarn-ni. Traou sot ha diskiant eo an traou-ze, mez breman an traou sotta ha diskianteka eo a vez kredet da genta. — Lavarit euz bet eur c’hi bian gand ho kazez, hag e vioc’h kredet dioc’htu !!!

Araok an amzeriou-man, e kavet soudardet avoualac’h hag a iea gand an Noblanz da ober brezel evit ar Roue. Mez breman, piou eo ar c’hristen mad hag a garfe mont mesk-e-mesk gant tud evel ar re am euz komzet d’ehoc’h anezho ? Piou a garfe brezellekaat gand tud hag a ra brezel d’ho Doue, d’ho Roue, d’ho beleien, d’an oll dud vad euz ho bro ha d’an estren, var gorre ar marc’had, abalamour ma ne reont ket eveld’ho ? Den ebed. Setu perak e rankchont neuze invanti an tenna da zort, tra griz meurbed, re anavezet breman.

Hogen, e miz meurs 1793, e oue evit ar veach kenta tennet d’ar zort e Breiz. Da Blabennec e teuaz da genta paotred ar republik da esa ober ho zaol hag her c’has da vad. Mez ne c’houient ket petra oa paotred Plabennec. Hini anezho ne d-eaz var dro, den ne lakeaz he zourn er zac’h, rak den n’en doa c’hoant da vont da zoudard. Guelloc’h e kave an dud iaouank chomm er gear gand ho zad hag ho mamm da lavaret ho Fater bep noz ha bep mintin, ha da vont d’an ofern da zul, eget n’oa mont da c’haloupat bro, da zarempredi tud difeiz, tud saotret ho daouarn gand goad ar re vad, ha da gaout ar penn torret o stourm ouc’h enebourien n’o doa biskoaz great drouk da hini anezho, ha ne reant nemed difenn ho bro. Kaer o deoue ar pennou kenta a Blabennec alia an dud iaouank da denna d’ar zort, hini anezho na zentaz. Neuze e kaschont kelou a gement-se da Lambezellec, el leac’h m’edo Corbet, eun dispac’her braz, o kas an traou enn dro. Corbet a ziredaz da Blabennec gand eur guchenn soudardet ; kaout a rea d’ezhan en diviche lakeat koueriaded Plabennec da zoubla dioc’htu ha da zenti ouc’h urzou ar republik. Mez allaz ! ne c’houie ket ouc’h piou en doa effer ; den ne rea van evit her c’hlevet. Mont ha dont a rea euz an eil bandenn d’eben, he durban tricolor enn dro d’he groaz-lez : kounta komzou flour ha lavaret gevier brao a rea guella ma c’helle ; den ne rea van evit her c’hlevet, zoken tec’het a reat diouthan. Petra c’hoarvezaz neuze ? Ne oufen ket her lavaret d’ehoc’h. Lod a lavar oa eat drouk e Corbet, hag en doa roet eun taol dourn da eun den iaouank ne felle ket d’ezhan lakat an dourn er zac’h, hag e lakeaz he fri da voada. Ar guel euz ar goad a atizaz an oll ; eur iouc’hadenn skiltruz a dregernaz dre bevar c’horn bourk Plabennec, ar bizier a zavaz enn ear, ar mein a gouezaz stank var Gorbet hag he zoudardet. Ar re-man a gemeraz aoun ; Plabennegiz her guelaz hag a lammaz var Gorbet hag her lazaz var al leur-gear a daoliou baz hag a daoliou treid.

Paotred Lannilis a ioa bet kemennet d’ezho gand Corbet dont ive da Blabennec ; deuet oant buanna ma c’hellent. Sonjal a reant, paotred kear eveld’ho, dont buan a benn euz a goueriaded diskiant Plabennec. Koueza a reaz ho bizig enn ho dourn pa velchont, oc’h erruout, ar pez a ioa c’hoarvezet gant Corbet. Aoun a grogaz ennho, ha distrei a rechont d’ar gear, d’an nebeuta ker buan ha m’oant deuet. Ar vourc’hisien a zo mad d’en em fougeal a-bell ha da ober aoun d’an dud divar ar meaz, mez pa ziskouezer an dent d’ezho, e c’houzont brao-braz trei kein buan.

D’ar c’houls-se ive, eur jeneral hanvet Canclaux, a ioa, enn hano ar republik, o kas an traou enn dro e bro Leon a-bez. E Brest edo o chomm. Pa glevaz ar pez a ioa c’hoarvezet e Plabennec, ez eaz eun droug braz ennhan. Toui a reaz dont a-benn euz ar Vretouned, koustche pe goustche, hag ober anezho soudardet d’ar republik, zoken daoust d’ezho. Labour e pezo, jeneral Canclaux, rag ar brud a baotred Plabennec a zo eat dija dre ar vro, ha dre oll oar var zell da harza ouzit. Hag araog ma tui a-benn euz da c’hoant, e vezo laosket meur a denn fuzil ha diskaret meur a zen.

An tenna d’ar zort e Kastel a ioa merked evit an 19 a viz meurs 1793. Galvet oa da vont da lakaat ho dourn er zac’h, an oll dud iaouank a dro-var-dro, beteg Guinevez, Guiniventer, Plouvorn hag ar parresiou-all tostoc’h. Canclaux a c’houie an dra-ze, ha c’hoant a deuaz d’ezhan dont he-unan da Gastel da lakaat an dud iaouank da zenti ouc’h lezennou ar republik. Mez evel oa bet teurket Corbet e Plabennec, ha ma h’en doa ket a c’hoant da goll evel-d’han he vuez, e testumaz an dud a ioa diouc’h he zoare e kear Vrest, hag ouc’hpenn eur rejimant soudardet, hanvet rejimant ar C’halvadoz, abalamour ma’z oant ginidik euz al lodenn-ze euz an Normandi, hanvet breman Calvados. Ouc’hpenn kement-all a dud, e kasaz ganthan c’hoaz meur a bez kanol, rak n’en em fizie ket avoualac’h enn he zoudardet. En em gaout a reaz e Kastel-Paol daou zervez araok an dervez lakeat evit tenna d’ar zort. Lakaat a reaz sevel teltou e kreiz al leur-gear evit loja he zoudardet. Sevel a ra he ganoliou harp ouc’h an iliz cathedral, tro ho ginou ouc’h an dud.

Epad an noz ha dioc’h ar mintin, deiz an tenna, soudardet ne ehanent da vale, gant ho fuziliou, dre an oll ruiou euz a gear. Mez caer en deoue Canclaux diskouez he zoudardet gand ho fuziliou, hag he ganoliou gand ho ginou du ha spountuz da velet, ne c’hellaz ober aoun da zen. Ar baotred iaouank a dlie tenna d’ar zort, hag ez oant kals, stard var ho zreid, ploumm enn ho za, ho boned segovii a-ispill var ho diou skoaz, a valee, eb aoun, dre gear, sioul ha mud da velet. Mud ha sioul oant c’hoaz, rak ne lavarent grik ; mez, pa zellet piz outho, e velet ho daoulagad o lugerni hag e klevet ho c’haloun o lammet enn ho c’hreiz. Henvel oant ouc’h ar goabrenn a zao enn oabl. Goloet eo an heol, du eo an amzer, mez ne strakl ket c’hoaz ar gurun.

Ar mammou ne ziskrogent ket ken nebeut euz ho bugale. Dre ma valeent dre gear, e teuent var ho lerc’h. Anat oa ez oant glac’haret, roudou an daelou a ioa var ho diou-voc’h, mez n’oant ket evit lakaat enn ho fenn e rankche ho bugale ho dilezer. Ho c’hlevet a reer o komz evelhen, pep hini ouc’h he vugel : « Evidoud-te, va map, ne di ket kuit. Ha perag ez afez ? Daoust ha brezeliou an dud fall-ze a zell ouzomp-ni ? Ma karfent chomm e peoc’h n’o defe trabas ouc’h den. Ne ket avoualac’h d’ezho laerez hon ilizou hag ar c’houentchou ; ne ket avoualac’h d’ezho lakaat ar veleien er prizoun, pe ho c’has, gant an noblansou, da glask ho boued er broiou estren, el leac’h marteze ma varvint gant an naoun, int-hi hag a veve a-ziagent peorien hor bro, red eo d’ezho c’hoaz mont da glask trabas ouc’h tud ar broiou-all ; greont da viana ho brezeliou er c’hiz ma kirint, gant ho bugale ho-unan, ha lezont hor re ganeomp-ni. Evit va hini-me ne d’ai ket gantho. »

Setu ar c’homzou a glevet e kement bandenn dud a valee dre ruiou Kastel. Klemmou hag huanadou hon tud a ranne hor c’haloun ; sevel a reaz ar goad d’hor penn. Mar d’oamp sounn enn hor za araok, breman, o klevet hor mammou, ne reomp kals forz a netra. Ne ouzoun ket petra oamp o vont da ober, pa glefchor eur vandenn o tont var al leur-gear en eur gana ar verz-man, savet enn amzer goz, hag a zo enn eul leor hanvet Barzaz Breiz. Mont a rejomp-oll d’en em heul en eur gana a-unan, hag oc’h en em respount peb eil koublad, an eil bandenn d’eben :

— Petra leret-hu potred iot,
Ha paea ar guiriou a reot?
Evidon-me ne baeign ket !
Guell ’ve ganen beza krouget!

— Evidon na rign ken nebeut !
Noaz va fotred, va chatal treud :
Na rign ket, m’en toue ru-glaou tan,
Sant Kado kerkouls ha Sant Ian !

— Me, va danvez a ia da goll,
Da goll ez an enn oll-d’an-oll ;
Ken na vo ar bloaz achuet,
‘Vo ret dign mont da glask va boued.


— Da glask ho poued na eot ket,
Enn tu ganen ne laran ket ;
Mar d’eo trouz ha kann a glaskont,
Kent na vezo de a gaffont.

— Kent an de e kaffont trouz ha kann !
Ni hen toue mor ha taran !
Ni nen toue stered ha loar !
Ni hen toue env ha douar !


Soudardet Canclaux ne c’houient ket petra ganemp, mez o velet hon daoulagad entanet, hor bale dichek ha faeuz, e krogaz eun tamm aoun ennho. Sevel a rechont ho daoulagad da zellet enn dro d’ezho, hag e chomchont sebezet o velet enn oll brenestrou, enn dro d’al leur-gear, hon tadou, hor breudeur, hor c’herent hag hor c’hamaraded, deuet ganeomp da Gastel. Anat oa d’ezho e viche trouz ha kann araok an tenna d’ar zort ; kaout a reaz d’ezho n’o doa na poultr, na ploumm avoualac’h evit herzel oc’h kement-all a dud. Mont a rejont d’an ti-kear, pe, pa lavarign mad, d’an Eskopti e doa laeret ar republik goude m’oa eat kuit an Aoutrou de la Marche, an eskop, da c’houlen c’hoaz poultr ha ploumm. Ar mear lakeat gand ar republik, hanvet Prud’hom-Langon, n’en doa ket da rei d’ezho. Canclaux a gavaz d’ezhan edo ar mear oc’h ober goab anezhan, hag en doa c’hoant d’her lakaat da veza lazet, hen hag he zoudardet, gand an dud divar ar meaz. Mont a reaz drouk ennhan ; lakaat a reaz he zoudardet da gregi e Prud’hom-Langon ha d’hen digas var al leur-gear. Eno, dirak an oll, e oue lazet a daoliou kleze hag a daoliou kros-fuzil. En eur ober ar muntr-se, e kave d’ezhan edo o vont da lakaat an oll da grena dirazhan ha da lakaat an dud iaouank da denna difre d’ar zort.

Allaz ! ne ket an dra-ze a c’hoarvezaz ! Prud’hom-Langon a ioa eur mear republikan, n’edo ket ive ’ta e kostez ar Roue, mez eun den a goustianz eeun oa, ha, dre-ze, evithan n’oa ket euz a Gastel, oa karet avoualac’h e kear. Ar guel euz ar c’horf maro-ze, lazet ken didruez, a lakeaz penn an oll da drei. Drouk a ia ennomp ; hon tud a deu, d’ar red, er meaz euz an tiez var ar leur-gear, hag oll a-bez e lammomp var ar zoudardet. Den n’en deuz aoun, bunta a reomp tud Canclaux, hag, enn eun taol, ec’h en em gavomp eharz mogeriou an iliz cathedral ; peziou kanol Canclaux a zo kemeret ganeomp, emaint etre hon daouarn. Mes siouaz ! den ne oar penaoz tenna gantho ! Ar zoudardet, sebezet, a dec’he enn hor raok ; ni a skoe varnezho a daoliou dourn hag a daoliou baz ; mesk-e-mesk edomp gantho ; c’hoant o deuz d’en em denna a gostez evit en em renka hervez o giz ha gellout tenna varnomp. Lod euz hon tud-ni a ioa ive fuziliou gantho hag en em lakeaz da denna varnezho, breman pa’z int dispartiet dioc’h ouzomp. Ar zoudardet a dennaz ive, ha kear Gastel a dregernaz epad eur pennad gand an tennou. Ar goad a rede, meur a gorf maro, diouc’h an daou du, a ioa astennet var ar pave.

Canclaux ne gollaz ket he benn. Kals tud a ioa diskaret d’ezhan, evit guir, mez guelet a reaz n’oa urz vad ebed enn hon touez-ni, ha ne c’houiemp ket stok ar brezeliou. Lakaat a reaz he ioul da denna talvoudegez a gement-se. Dastum a reaz enn dro d’ezhan ar zoudardet chommet e buez ; gourc’hemenni a reaz d’ezho en em deuler varnomp, a benn-herr, ho baionnettez e beg ho fuzil, beza didruez ouc’h an oll, ha diskar d’an douar muia ma c’helchent, koz ha iaouank, goazed ha merc’hed ; hag ar pez en doa gourc’hemennet a oue great enn eun taol. Ar zoudardet, pep hini enn he renk, a lamm varnomp ; skei a reont a gleiz hag a zeou, kas a reont tud d’an traon, toulgofa a reont heman, dalla a reont hennont, terri a reont he c’har da eun all... Ar Vretouned a jommaz mantred. A enep beg lemm eur vaionnettez, petra oa ho fenn-baz, petra oa zoken ho fuziliou ? Ni, ne c’houiemp ket c’hoaz ar vicher ; edor oc’h he deski d’eomp, ha divezatoc’h e kousto ker d’ar C’hallaoued. Buntet e ouemp d’hon tro, eb dale, ha red e oue d’eomp mont var hor c’hiz er meaz euz a gear Kastel. Kriz, ha kriz meurbed oa d’eomp rankout mont kuit ep kas ganeomp hon tud lazet ha mac’hagnet, ni hag a venne terri, enn dervez-se, he benn ouc’h Canclaux hag ouc’h he zoudardet. E meur a emgann ounn bet abaoue, koulskoude ar sonj euz a emgann Kastel eo a zo chommet dounna em c’haloun, marteze abalamour ma’z oa hennez va emgann kenta.


————