Emgann Kergidu/Pennad 10

Eus Wikimammenn
◄   Konk-Leon Lokournan ha Porspoder Plougerne   ►


DEKVET PENNAD


————
Lokournan ha Porspoder


Dont a rankan breman var va c’hiz, rak, evel am euz lavaret d’ehoc’h, eat oun eun daou vloaz bennag araok, evit diskouez d’ehoc’h enn eun taol, peger kriz tud a ioa deuet enn hor bro da heul ar republik.

Mar hoc’h euz sonj, em euz lavaret d’ehoc’h, er penn kenta euz va c’hount, oa deuet e penn ar republikaned lakaat ar veleien da zilezer hon Tad Santel ar Pab hag an eskibien evit senti outho epken. Ha var gement-se, goude beza kountet d’ehoc’h penaoz oa marvet gant he c’hlac’har an Aoutrou Conan de Saint-Luc, eskop Kemper, ha penaoz oa tec’het an Aoutrou de la Marche, eskop Kastel, evit mont da Vro-Zaos, ounn eat enn eul lamm euz a Gastel da ober, da gostez Treger, eun dro hag a zo padet pell. Dont a rankan var va c’hiz, evit lavaret d’ehoc’h petra zo c’hoarvezet enn hor bro, pa deuaz ar republikaned da lavaret d’hor beleien e rankent dilezel hon Tad Santel ar Pab hag hor guir eskob evit senti ouc’h lezennou ar c’houarnamant epken.

Ar pennou braz, digaset euz a Baris evit rena Breiz-Izel, a ioa o chomm e Brest. Dre an tu-ze ive e oue skoet an taoliou kenta. Kaset e oue, var ar meaz, bandennou soudardet da lakaat ar veleien da doui senti ouc’h lezennou ar republik, pe d’ho digas gantho d’ar prizoun. Evelse kastel Brest ne zaleaz ket da veza karget a veleien, rak dibaod oa ar re a blege da urzou ken dizoue. Ne c’hellan ket ho henvel oll d’ehoc’h. Mar oc’h euz c’hoant da c’houzout ho hanoiou, lennit al leor en deuz skrivet, var an amzeriou-ze, e Breiz, an Aoutrou Levot, euz a Vrest. El leor-ze e kafot meur a dra ha ne gountan ket d’ehoc’h aman. An Aoutrou Levot, enn he leor, hervez va c’hreden-me, a zo demdost a du gand ar republikaned ; zoken enn deuz evel eun tamm c’hoant da vennaat lod euz an traou kriz ho deuz great er vro, hag evelato, ne ket evit nac’h o deuz great goall draou. Mad, e leor an Aoutrou Levot, etouez kement-all a hanoiou, e kavor, divar dro Brest, hano persoun Guipavas, persoun Plabennec, kure Guilers, kure Ploumoger, kure Lanrivoare, etc..., ha meur a velek-all n’em euz ket breman sonj euz ho hano.

Mar gelle er zoudardet kregi e meur a velek, ne deuent ket evelato a-benn euz ho zaol e kement leac’h ma’z eant. Pa en em gafchont e Lokournan, an Aoutrou Poullaouec, persoun ar barrez, a ioa gand he ofern. Mont a rejont var eeun d’an iliz. An Aoutrou persoun a ioa e kreiz he ofern. Marteze en doa klevet trouz tud o tont enn iliz, mez ne reaz van ebed. He spered hag he galoun a ioa gant Doue hag he elez ; ne ieaz na buannoc’h na goustatoc’h ; ha pa oa achu he ofern, pa zistroaz da rei he vennoz d’an dud, he roaz kerkouls d’ar zoudardet evel d’ar re-all, ep sevel zoken he zaoulagad da zellet outho. Kerkent ha ma oue achu ganthan, e tiskennaz diouc’h an aoter hag ez eaz var eeun d’ar segreteri, evit lammet he zillad oferenna. Ker buan, ar zoudardet, mall braz gantho, a ia var he lerc’h hag o deuz c’hoant da lammet varnhan raktal. Eur c’hloc’her a benn hag a galoun a ioa e Lokournan. Pa velaz edot o vont da gregi enn Aoutrou persoun, e reaz van da veza ker republikan hag ar zoudardet, hag e lavaraz d’ezho :

— Paotred, paotred, ne ket aman eo d’eomp chomm, ar belek-man ne ket evit tec’het, re a dud omp enep d’han e Lokournan. Guell eo d’eomp mont da genta d’he di da danva he vin ha da velet ha mad eo al lein a zo aozet d’ezhan.

— Guir a leverez, eme kabiten ar zoudardet ; deomp d’he di da zibri peb a damm ha da eva peb a vanne evit krenvaat ac’hanomp. Hag ouc’hpenn, heman, ar belek-man, a ziredo var hor lerc’h, rak aoun en devezo na d-afe he arc’hant ganeomp.

— Mad a livirit, eme ar c’hloc’her. Na c’houi a zo eun den a skiant, kabiten !

— Her lavaret a c’hellez, va den ; me am euz dija guelet meur a hini.

Hag ar c’habiten a frize hag a gordigelle he varo en eur zevel var he zeuliou.

Kerkent ez eaz an oll euz ar segreteri, ar c’hloc’her hag ar c’habiten er penn kenta, hag an Aoutrou Poullaouec a jommaz he-unan. Ne jommaz ket pell evelato. Ker buan ha m’oa eat ar zoudardet d’ar presbital, ec’h en em ruzaz er meaz euz an iliz, ha, kuzed gand eur guchenn tud vad, e c’hellaz, abarz nemeur, mont kuit euz a gear. Eur veach eat kuit euz a Lokournan, ec’h en em lakeaz da vale lijerra ma c’helle. Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h dre be hent oa eat ; ar pez a zo guir, eo pell araok m’oa noz, oa en em gavet e Larret, neuze parrezik vian, dianket var ar meaz, hag herrio chapel a barrez Porspoder. Eno e chommaz e kuz e ti an Aoutrou persoun, he gamarad koz.

Epad m’edo an Aoutrou Poullaouec o vont varzu Larret, ar zoudardet a zebre, a eve hag a lakea ar presbital var an tu enep. O velet ne gavent ket a arc’hant, ha ne deue persoun ebed var ho zro, e teuaz eun tamm nec’h d’ezho ; dont a rejont d’an iliz ; n’oa den ebarz, nag Aoutrou persoun, na den-all ebed. Ma n’hoc’h euz biskoaz guelet droug e den, n’o piche nemed beza bet neuze e iliz Lokournan, hag o piche guelet. Ne c’hellan ket lavaret d’ehoc’h ar sakreou nag ar mallochou a oue neuze laosket el leac’h ma ne glevet aziagent nemed kuzuliou mad, meuleudiou Doue ha kanaouennou santel. Klasket e oue an Aoutrou persoun e pep leac’h, betek enn tour zoken ; goude-ze e oue furchet kement ti a ioa e kear, mez atao enn aner, rak, gouzout a rit, d’ar mare-ze, an Aoutrou Poullaouec a ioa pell dija var hent Larret.

Ar c’hloc’her a c’hoarze enn he galoun hag a lavare outhan he-unan :

— M’en deuz guelet meur a hini, kabiten ar zoudardet, n’en doa ket guelet c’hoaz kloc’her Lokournan.

E fesoun oa c’hoant braz da lakaat ar graban var an Aoutrou Poullaouec, rak, evel n’her c’havet ket e Lokournan, e oue kemennet da eur vanden-all a zoudardet dont euz a Vrest da zikour furcha kement kougn a ioa er vro, adalek Konk beteg Guitalmeze. E parrez Ploumoguer e chommaz hanter-kant soudard epad eur miz. Kement ti ha kement kraou a ioa er barrez a oue furchet meur a veach, rak an Aoutrou Poullaouec a ioa euz ar barrez-se. Evel a ouzoc’h, furcha a rejont enn aner ; ne d’eaz den da Larret, rak Larret, evel m’em euz lavaret d’ehoc’h, a ioa eur barrezik vian : daou di epken oc’h ober bourg.

Eno oa kuzet an Aoutrou Poullaouec. Evelato n’edo ket en he eaz : diasur e kave he lojeiz ha c’hoant tremen da Vro-Zaoz en doa. Evel ma’z oa anavezet ha brudet mad dre ar vro, e kavaz, e parrez Porspoder, daou zen a galoun evit esa her c’has da Vro-Zaoz, en eur lakaat ho buez hag ho danvez e riskl evithan, rak ma vichent paket, n’o doa nemed ar maro da c’hortoz ; ho madou a viche eat gand ar republik, pe, evel a lavaret neuze, gand an nasion, hag ho gragez hag ho bugale o diviche ranket mont da glask ho boued dre an hentchou. An daou zen-ze oa ar c’habiten Jaouen, euz Graeok, hag ar c’habiten Kivoron, euz ar Vourc’h. Ar c’habiten Jaouen, nevez distro euz a Vourdel, a ioa he lestr e porz Brest, o c’hedal karg da vont enn tu-bennag ; mez ar garg-se ne deue ket buan, rak, neuze kerkouls ha breman, pa vez trouz ha dispac’h er vro, pep hini a zalc’h tost d’he arc’hant. Enn dro-man avad ec’h en em gave an traou evit ar guella. Ar c’habiten Jaouen a ioa er gear, er C’hraeok, azezet e kichenn an tan o kaozeal gant Mari-Jann Kerebel, he c’hrek, pa en em gavaz enn ti ar c’habiten Kivoron. Araok lavaret ger e selle a gleiz hag a zeou evit gouzout ha n’oa den ebed a re enn ti. Mari-Jann Kerebel a zivinaz petra a glaske, hag a lavaraz d’ezhan :

— Bez dinec’h, kabiten Kivoron, n’euz den aman nemed va fried ha me.

— Doue r’ho pinnigo ! eme Givoron.

E goeled Leon, en eur vont enn ti, araok lavaret ger ouc’h den ebed, e leveror atao ar c’homzou brao-man : Doue r’ho pinnigo ! Breman Kivoron ne grede ket ho lavaret gant aoun na viche bet eur republikan bennag enn ti.

— Petra a zo a nevez ganez, Kivoron, eme ar c’habiten Jaouen ? An ear ec’h euz da veza nec’het braz.

— Nec’het ounn, ha nec’het n’ounn ket. — N’ounn ket nec’het var ar pez am euz c’hoant da ober hag a rign eo zoken ; mez nec’het ounn o klask gouzout penaoz dont a benn euz va zaol.

— Kivoron, anaout a rez ar c’habiten Jaouen. Mar gell da zikour, lavar eur ger ; kement en deuz a roio did ; lavar euz a betra ec’h euz izomm.

— Selaou, Jaouen, va c’hamarad koz, eme Givoron, o sellet c’hoaz enn dro d’ezhan, kement a aoun en doa da veza klevet ; selaou ac’hanounn. Anaout a rez an Aoutrou Poullaouec, persoun Lokournan ?

— Va Doue, ia-da, hen anaout mad ; ha bremaik zoken edo Mari-Jann ha me o komz anezhan. Aoun hon euz na ve kouezet etre daouarn ar republikaned, kement a glask a rear d’ezhan dre bevar c’horn ar vro.

— Nann, ne ket kouezet etre he daouarn ; kuzet mad eo, n’eman ket pell ac’halenn.

— N’eman ket pell ac’halenn ! Kement-all a zoudardet a zo bet ouc’h her c’hlask dre aman ! Eur mirakl a berz Doue eo kement-man, a dra zur ?

— Me gredfe avoualac’h.

— Lavar dign e peleac’h eman, rak kredi a ran e vank d’ezhan meur a dra enn he guz ; hag epad m’en devezo ar c’habiten Jaouen eunn tamm bara, ar veleien vad o devezo ive.

— Ia, lavaret a rign did. Mez ne ket eun tamm bara eo a c’houlennan diganez.

— Petra eo ’ta ? Lavar.

— Kabiten Jaouen, hon daou omp ganet e Porspoder ; er memez iliz omp bet badezet...

— Krena a ra da vouez, Kivoron ! Ha ne anavezez ket ar c’habiten Jaouen ? Aoun ec’h euz ?

— Da anaout a ran, Jaouen ? n’em euz ket a aoun ; mez ar pez a ginnigan did a zo ker riskluz !...

— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet azindan meur a daol amzer ; meur a veach en deuz guelet ar mor braz dirollet evit her lounka. Ha klevet ec’h euz en defe biskoaz bet aoun ?

— Nann, Jaouen ; anavezet out gand an oll evit eun den a benn hag a galoun.

— Lavar ’ta neuze dioc’h-tu ar pez ac’h euz da lavaret, rak, gouzout a rez, ni etrezomp kabitened, a gar e ve sentet buan ouzomp.

— Mad, selaou. An Aoutrou Poullaouec a zo kuzet, e kreiz eur bern keuneud, e ti bersoun Larret. Eno eman mad avoualac’h evit eur pennad, mez abarz nebeut aman ne vanko ket da veza dizoloet, hag e karfe beza kaset da Vro-Zaoz.

— En em gavet brao. Va lestr a zo e Brest o c’hedal fret ; va martoloded a zo ho femp euz a Borspoder, ha, dre-ze, e c’hellan kaout fizianz ennno. Mez penaoz a reimp evit kas an Aoutrou Poullaouec d’al lestr, ha gellout her c’huzet ouc’h ar vatouterien ?

— Neuze ’ta ec’h en em lakeez a galoun vad a du ganen evit kas an Aoutrou Poullaouec da Vro-Zaoz ?

— Ha var var a gement-se e c’hellez beza, te hag a anavez keit-all a zo ar Jaouen ?

— Ia, mez ma vez gellet kaout an Aoutrou Poullaouec enn da lestr, e vezi da-unan barnet d’ar maro, ha da c’hrek ha da vugale a ranko mont da glask ho boued. An traou-ze a zo bet embannet d’eomp meur a veach.

— Ma n’euz nemed da c’hrek ha da vugale o viret ouzit, kea enn hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’e doa lavaret ger ebed c’hoaz, kea enn hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo maro oc’h ober ar mad.

— Bennoz Doue did, va fried. Te a zo enn da greiz kaloun ha feiz da bried ar c’habiten Jaouen.

Hag e krogaz enn he dourn, an dour enn he zaoulagad.

— Ne ket avoualac’h lavaret, Kivoron, eme, goude eur pennadik, ar c’habiten Jaouen ; mez penaoz e reimp-ni hon taol ? Te, mechanz, ac’h euz sonjet e kement-se araok dont d’am c’haout ?

— Ia, Jaouen ; setu aman petra am beuz sonjet : Te a ielo da Vrest, eno ez i da di ar c’hommiser hag e tenni da baperou evit mont da Vro-Zaoz da gerc’hat glaou-douar, pe draou-all ; goulen digant ar pennou kenta petra ve ar guella did da zigas ganez evit dirouda anezho ; gra gantho da zen nec’het ; lavar ec’h euz mil boan oc’h esa beva da c’hrek ha da vugale, hag e c’houlennez kuzul digantho evit gellout ober evit ar guella. Pa vezi deuet euz a di ar c’hommiser, gand da baperou, ez i da gaout ar vatouterien hag e laki anezho da furcha da lestr euz ar strad betek bek ar guerniou evit diskouez d’ezho ec’h euz c’hoant da vale dre an hent var eeun. Pa vezo great an traou-ze ganez penn-da-benn, e savi da eor, e laki da liann goel var da lestr hag ez i varzu Bro-Zaoz en eur dremen dre ganol ar Fourn. Etre dek heur ha kresteiz ez i euz a Vrest ; dioc’h ma vezo an avel e laki kals pe nebeut a liann var da lestr, ha pa deui an abardaez, e tostai ouc’h an douar evit beza enn tu-man d’ar Fourn, etro unnek heur pe hanter-noz. Me, euz va zu, ne jommign ket da c’hinaouegi. Epad ma vezi e Brest o lakaat pep tra en urz evit da lestr, me a gemenno an Aoutrou Poullaouec, a lavaro d’ezhan petra a ranko da ober, a zigaso ganen a damm-a-damm ar pez en devezo c’hoant da gas ganthan hag a c’hello dont ganen. Ha neuze, eun dervez ma vezo deisiaded ganeomp, e lavarign d’ezhan en em viska evel eun den divar ar meaz, ha mont, pa vezo noz, d’am gedal var bek karrek Melgorn. Me a raio an neuz da vont da besketa, a ielo euz ar Porz-Doun gand va bak, hag a dremeno a-rez Melgorn evit kemeret an Aoutrou Poullaouec en eur vont abiou, hag her c’haso d’as lestr-te a vezo var dro ar Fourn.

Pemp dervez goude-ze, eur merc’hervez, etre dek hag unnek heur euz ar mintin, sklear an amzer ha tomm an heol, ar viskinen Maris-Stella, — stereden ar mor, — kabiten Jaouen, a zave he heoriou euz a borz Brest, hag a iea, gand an avel draon, er meaz euz ar rad, dre greiz al listri a vrezel, ep ma teuaz hini da c’houlen diganthi da beleac’h ez ea. A benn teir heur goude kresteiz, oa kollet a vel gand an oll, ha den ne sonjaz mui ennhi.

Er memez dervez, var dro eiz heur dioc’h an noz, ar c’habiten Kivoron a ioa, e Porspoder, o vont er meaz euz he di. Pa zigoraz dor he borz ec’h en em gavaz tal-oc’h-tal gand eur vanden soudardet ne baouezent da ober klask ha furch dre ar vro.

— Sell ’ta, kabiten Kivoron, da beleac’h ez ez-te evelse d’ar mare noz-man, eme mestr ar zoudarded ?

— Mont a ran da besketa ; brao an amzer, me gred e krogo ar pesked fenoz.

— Hag e chommi epad an noz var ar mor ?

— Me gred, nemed araok an deiz em befe karget va bak, ar pez a vezo diez, a gaf dign.

— Guelloc’h eo did dont da Arc’hantel ganeomp-ni da eva peb a vanne e ti ar Prat.

— Guir a livirit ; mez va fried a zo grignouz an tamnn anezhi. Ma klefe e ven bet oc’h eva eur banne epken zoken ganeoc’h c’houi, e c’helfen kaout fest ar vaz varc’hoaz vintin, en eur digouezout er gear.

— Selaouit ’ta, paotred, ar c’habiten Kivoron, eur c’hi mor, en deuz aoun da veza kannet gand he c’hrek ! Ah ! ah ! ah !

Hag ar zoudardet a-bez da c’hoarzin a-unan gand ho c’habiten.

— Mad, mez a rit dign, eme Kivoron, gortozit ma sellign ha ne ket deuet var va lerc’h.

Hag ar c’habiten Kivoron a reaz an neuz da zellet e porz he di dre eur faout a ioa enn nor. — Ne rea nemed an neuz, rak Esther n’oa ket droukoc’h eget eun all. — Hag e lavare outhan he-unan : epad ma paign da eva d’ar re-man, e ti ar Prat, an Aoutrou Poullaouec en devezo amzer da ziskenn var an aod, ha da vont, eb beza guelet gantho, da guzet var roc’h Melgorn. Hag en eur zistrei kel laouen hag an heol ouc’h ar zoudarded :

— Brao an taol, Esther e deuz serret dor an ti varnhi. Deomp buan da Arc’hantel gand aoun na glefe ac’hanomp ha na deufe he fri er meaz da c’houzout piou a zo oc’h ober trouz aman.

— Guir a leverez, Kivoron ; deomp buan enn hent.

Ha Kivoron hag ar zoudardet varzu ti ar Prat en eur astenn ho gar.

Kerkent na ma ouent en em gavet enn ti Kivoron a griaz ouc’h ar Prat :

— Digas d’eomp aman, Fransoa Prat, peb a vanne, ha peb a vanne soun. Hasta buan, rak me n’em euz ket a amzer. Hag en eur lavaret se, e reaz eul luchadenn ouc’h ar Prat.

Heman a anavezaz raktal oa eun dra-bennag a nevez gant Kivoron, hag a lavaraz d’ezhan :

— Kemer da amzer, Kivoron, ne c’hedi ket pell.

— Nann, ne garfen ket dale kals, rak me a rank mont er mor fenoz, pe varc’hoaz, e vezo klevet trouz digant Esther. Red eo karout ar c’habiten aman hag he zoudarded kement ha m’her gran, evit distrei evelhen divar va labour.

— Ia, gouzout a ran, eme ar c’habiten, out eur guir republikan.

Ha klevet a rit-hu heman, eme ar Prat, en eur drei varzu mestr ar zoudardet hag en eur ober d’he dro eul luchadenn ouc’h Kivoron evit diskouez d’ezhan en doa ententet mad, hag e talc’hche enn he di ar zoudardet, evit rei amzer d’ezhan da ober he daol ? Da viana ne daio ket ganthan kao ar Prat, hag epad ma vezo eur banne er varakenn e ti ar Prat, soudardet ar republik ne varvint ket gand ar zec’hed.

— Ac’hanta, Kivoron, ne glevez ket ? Setu aman tud ha n’o deuz ket a aoun rak Esther ! Alo, Prat, digas peb a vanne d’eomp da drinka gant Kivoron, rak heman en deuz mall da vont kuit.

— Iec’hed did, Kivoron, eme ar c’habiten en eur drinka.

— Iec’hed da Esther ive, eme ar serjant, ha nerz d’ezhi da skoi stard var chouk he fried, ma ne bak pesk ebed d’ezhi.

— C’houi a zo farserien hag a zo brao d’ehoc’h kaozeal ; mar o piche bet eun Esther evel va hini-me !... Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chommo va bak er zeac’h. Digas d’eomp peb a vanne-all c’hoaz, Prat, araok mont en hent, ha diouall da lavaret da Esther oun bet aman fenoz. C’houi, paotred, hoc’h euz amzer, mez ar mare ne c’hortoz ket.

— Ne ket eur banne nemed ken a vezo fenoz aman, eme ar Prat en eur lucha adarre ouc’h Kivoron. Ne vez ket re aliez em zi soudardet ar republik, ha fenoz mar o deuz eun tamm amzer, e raimp eun tamm fest.

— Amzer hon euz, eme ar c’habiten, a verve he lagad enn he benn hag a dride he galoun enn he greiz o klevet hano euz a ober fest. Amzer hon euz, rak emaomp pell amzer-zo o c’haloupat ar bek douar-man, o klask an Aoutrou Poullaouec, persoun Lokournan. Deac’h diveza oa lavaret d’eomp c’hoas furcha mad, dre aman, e pep ti hag e pep kougn. Ar re-ze a Vrest a gaf d’ezho eo ken eaz galoupat ar vro-man adalek an Aber-Ildut beteg Landunvez ha Kerzent, dre greiz ar pri hag ar vouillenn, evel ma’z eo skriva urzou divar eur gador vourell ; me garfe ho guelet enn hor leac’h-ni. Hag ouc’hpenn, dre aman pell a zo n’euz persoun Lokournan ebed kuzet ; ma viche bet, ni hor biche her c’havet. Ha goude, evit eun nosvez da viana, e c’hellomp chomm da ehana.

— Kea da besketa, Kivoron, eme ar Prat, ha diouall na pefe taoliou baz varc’hoaz vintin digant Esther. Me a zo er gear hag a zo fouge ennoun, o velet ar c’habiten hag he zoudardet o chomm ganen. Kerz enn da hent.

Ne oue ket red lavaret diou veach da Givoron. Hasta a reaz mont enn he hent, goude beza lavaret d’an oll sonjal e viche o vranskellat var he vak epad ma vichent-hi oc’h ober fest e ti ar Prat.

Kerkent ha m’en doa serret Kivoron an nor var he lerc’h, ar Prat a zistroaz ouc’h ar c’habiten hag a lavaraz d’ezhan :

— Hennont, ar c’habiten Kivoron, evithan da veza eur bleiz-mor ha dispount dirak ar Zaozoun, a gren dirak he c’hrek ; kaset ha digaset e vez ganthi evel eur bugel. Lezomp anezhan da vont da besketa. Evidomp-ni a ia da azeza ouc’h an daol, hag, evid ma vezo easoc’h da bep hini ac’hanomp kemeret ar pez a blijo d’ezhan, ha kemeret kement ha ma karo, me a ia da lakaat var an daol diou bodez. Enn unan e vezo guin, hag enn eben guin-ardant. Pep hini a ielo gand he verenn d’ar bodez a garo hag a evo hervez he faltazi.

— Pebez den out-te, Prat, eme ar zoudardet a unan ! Setu aman penaoz e tlefe an oll ober da dud hag o deuz kuiteat ho bro evit dont d’ho diouall a enep fals kredennou ar veleien diskiant !

Epad m’edo ar Prat o karga he ziou bodez, ar c’habiten Kivoron a iea breman dinec’h avoualac’h varzu he vak. He c’haout a reaz el leac’h m’en doa he staget ; chommet oa pep tra evel m’oant bet lakeat : koufr an Aoutrou Poullaouec a ioa, evel araok, alc’houezet mad ; n’oa bet den var dro. He distaga a reaz, kregi a reaz enn eur roenv, hag, en eur levia, ez eaz er meaz euz ar Porz-Doun en eur zistrei a gleiz varzu roc’h Melgorn.

Eun hanter-heur, pe var dro, araok ma oa eat Kivoron euz a di ar Prat, eun den guisket evel an dud divar ar meaz a gostez Porspoder, a ioa o treuzi buanna ma c’helle, an tevenn en eur zellet enn dro d’ezhan ; aoun en doa e fesoun. P’oa en em gavet enn enezen Sant-Loranz, e chommaz eur pennad da ehana, chouchet adren eur c’hleuz, evit guelet ha ne deue den ebed var he lerc’h. Nann, n’oa den na var an aod, na var an tevenn. Doue ra vezo meulet, eme an Aoutrou Poullaouec, rak hen oa ! Ha ker buan ec’h en em lakeaz adarre enn hent evit treuzi enezen Sant-Loranz ha mont var roc’h Melgorn, ar roc’h a iea larka er mor enn tu-ze a Borspoder. Edo eno, eur pennad a ioa, o pedi Doue, pa velaz eun dra-bennag du o sevel hag o tiskenn var ar mor. Ar guel-ze a lakea he galoun da lammet enn he greiz, hag he beden a zave tommoc’h varzu an env. Tostaat a ra ouc’h ar roc’h an dra zu... eman en em gavet e kichenn... Eur vak eo hag er vak-se n’euz nemed eun den.

— Kivoron, eme an Aoutrou Poullaouec, a hanter-vouez ?

— C’houi eo a zo aze, Aoutrou Poullaouec ?

— Ia, o pedi Doue evidot hag ouc’h da c’hedal.

— Mad eo. Diskennit izella ma c’helfot, betek ar mor mar gellit ; me a ia da dostaat gant va bak ; kenta ma kafot ho tro lammit ennhi.

An Aoutrou Poullaouec a reaz ar pez a ioa gourc’hemennet d’ezhan, hag, abarz eun nebeut amzer, edo er vak gand ar c’habiten Kivoron.

— Hastomp buan tec’het diouc’h an douar gand aoun na gouesfe beac’h varnomp. Ti ar Prat a zo leun a zoudardet ; ne gredan ket e teufent d’hor c’hlask dre aman, evelato p’emaomp aman eun tamm e kuz d’an douar braz ha m’eo mad ha brao an avel, savomp dioc’htu al liann-goel var ar vak ma tec’himp buannoc’h. Ar c’habiten Jaouen a dle beza breman var dro ar Fourn.

Al liann a oue savet, ha dembrest goude, e kreiz tevalijenn an noz, ar vagik vian a ruze var ar mor varzu ar Fourn, evel pa viche hortet gand sant Budoc, patrom Porspoder.

Breman ez euz savet var ar Fourn, evit he rei da anaout d’al listri, eun tour-tan hag a zo ennhan sklerijenn, evel eur c’houlaouen vraz-vraz, a zao hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guz, evel eur bugel o c’hoari koukouk adren kein he vamm. Neuze n’oa ket an traou er c’his-se ; neuze n’oa netra var roc’h ar Fourn hag e ranket he c’hlask, enn noz, mar doa c’hoant d’he c’haout. An dra-ze n’oa ket diez d’ar c’habiten Kivoron, a ioa bet dre eno, enn he iaouankiz hag abaoue, ouc’hpenn mil gueach, me gred.

Ne zalejont ket d’en em gaout gand ar Maris-Stella, a ioa o neuennat ouc’h ho gedal, eun nebeudik liann epken varnezhi. Tostaat a rejont outhi ; ne ouent ket pell evit en em rei da anaout an eil d’egile. Kement a ioa d’an Aoutrou Poullaouec e bak Kivoron, a oue savet e lestr ar c’habiten Jaouen. Araok sevel he-unan ebarz, an Aoutrou Poullaouec a grogaz a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en eur lavaret :

— Bennoz Doue dit, d’as krek ha d’as pugale, Kivoron. Ne c’hellign biken da baea er bed-man, rak n’en em velimp ken var douar Breiz-Izel. Doue da baeo, rak me, euz an env, her pedo d’ho tiouall-oll diouc’h peb drouk, te ha da dud, ha da rei d’ehoc’h pep mad da c’hedal dont oll d’am c’haout d’ar Baradoz.

— Kivoron, eme ar Jaouen, dalc’h sonj e rankan araok an deiz beza eat er c’hein-vor gand aoun da veza anavezet.

— Ia, Jaouen, her gouzout a ran ; mez va c’haloun a rann em c’hreiz o tispartia dioc’h an Aoutrou Poullaouec, ha n’oun ket evit miret da vouela.

— Sec’h da zaelou, Kivoron, eur bugel a c’hell gouela ; mez eur c’habiten a rank kaout kaloun, beza den hag ober he zever ; hon dever-ni eo tenna an Aoutrou Poullaouec euz a skilfou ar republikaned.

— Savit aman, Aoutrou Poullaouec, roit dign ho tourn.

An Aoutrou Poullaouec a zavaz e bourz ar Maris-Stella. Kerkent e klefcheur ar poleou o c’hrigonsal, o vigourrat, hag, enn eun taol, al lestr, goloet a liann, a zoublaz gand nerz an avel, hag a droaz penn var eeun da Vro-Zaoz, en eur lezel, er mor, eun aridennad eonenn var he lerc’h. P’edont o pellaat, ar c’habiten Jaouen hag he vartoloded, en eur lakaat ho daou zourn a bep tu d’ho ginou, a griaz :

— Hor gourc’hemennou er gear !

Antronoz vintin, ar c’habiten Kivoron a ioa var hent Arc’hantel o sellet ouc’h ar mor, a du Bro-Zaoz. Ne vele netra, kaer en doa sellet piz. Ar Maris-Stella a ioa, d’ar mare-ze, demdost da Falmouth. O klevet unan-bennag erru varzu ennhan, e tistroaz :

— Te a zo aze, Prat, emezhan ? Ac’hanta, hag ar re-hont ?

— D’ehoc’h c’houi da genta. Gret mad eo ho tro ?

— N’oan ket evit ober guelloc’h. — Neuze ’ta eo eat an Aoutrou Poullaouec da Vro-Zaoz ?

— Var an hent eman, da viana ; ha, m’en deuz ar memez roud avel ganeomp-ni, n’eman ket pell.

— Guell a ze, ha Doue ra vezo meulet !

— Ha te, gand da zoudardet, petra ec’h euz great gantho ?

— Me am euz roet da eva d’ezho kement ha ma karent. Sec’hed mad o doa, rak n’int ket bet pell evit goullonderi diou bodezad guin-ardant ha teir bodezad guin. Neuze avad oant leun betek ho ginou, hag int en em roet da gousket. Me a zo chommet var vale. Da bemp heur em euz dihunet ho c’habiten, en eur lavaret d’ezhan oa deiz. P’en deuz va c’hlevet eo savet, enn eul lamm, enn he za, hag en deuz dihunet he-unan he zoudardet en eur grial varnezho hasta affo, rak abred dioc’h ar mintin e tlie en em gaout e Landunvez gand soudardet-all hag a deue euz a Vitalmeze.

— Eun tamm brao a zispign ec’h euz bet eno evelato.

— Daoust ha ne ket evit an Aoutrou Doue eo em euz great, pa’z eo guir eo evit unan euz he veleien ? Ha c’houi, daoust ha n’hoc’h euz ket great muioc’h evidon-me, pa’z eo guir hoc’h euz risklet ho puez ha bara ho krek hag ho pugale ?

— Sell, digas a rez da zonj dign hor boa deac’h da noz lavaret goall-draou divar benn Esther ; deomp da c’houlen diganthi peb a damm kik ha bara, ha da eva, d’hon tro, eur voutaillad euz ar guin a ioa deuet ganen euz a Vourdel, er blavez m’oaz-te dimezet.

— Hennez a zo koz neuze, rak va merc’h hena a ioa enn oad da ober he fask kenta er bla-man, ma viche bet beleien er vro.

— Ker kos-se eo ; mez ne ket falloc’h evit-se. Ni a evo da iec’hed an hini a zo breman tost da zouar Bro-Zaoz, en eur lavaret da Esther ne ket dre zrouk outhi eo hon euz, enn noz tremenet, lavaret kement a draou divar he fenn.


————