Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 09

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 101-109)


NAOVET PENNAD


————
Konk-Leon


Traou ker zot, ken dibenn ha ken difeiz hag an traou a gountan d’ehoc’h, ne dlient ket lezer dinec’h skiant an dud vad er vro. Abalamour da ze e klevet eun tamm krosmol e touez ar bobl. Mez ouc’hpenn an traou diot-se a rea an divroidi digouezet e Breiz, meur a dra all a c’hoarvezaz c’hoaz er bloaz varlerc’h. Guell e kavan kounta d’ehoc’h, araok mont larkoc’h, ar pez a c’hoarvezaz e Konk-Leon. Traou ker kriz hag ar re-ze a erruaz e meur a leac’h, ha ienaat a ra kaloun eun den enn he greiz oc’h ho c’hounta ; ne lavarign d’ehoc’h nemed an dra-man :

Guelet a reat, er parreziou divar ar meaz, bandennou tud, pemzek pe ugent asamblez, gantho armou ha fuziliou. Hanvet oant dre ar vro an arme noar (ger gallek evit lavaret an arme du, evelse oant hanvet dre ar vro). Dre ma’z eant, an oll a grene, a dec’he pe a en em guze, rak n’oa ket krisoc’h tud var an douar eget ar re-man. Ne reant nemed laerez an arc’hant, devi an tiez ha lac’ha an dud pa glaskent miret outho ober ho fallagriez. Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h ped banden a ioa er c’his-se dre ar vro, na kounta d’ehoc’h an drederenn zoken euz ho goall-oberou. Lavaret em beuz d’ehoc’h perak. Ne lavarign d’ehoc’h nemed eur ger epken euz ar vanden a ioa eat euz a Vrest varzu Lokournan ha goueled Leon.

Me gred e rankent beza bet oc’h ober ho zro varzu Plougonvelen ha Plouzane, rak var dro eiz heur diouc’h ar mintin, goude beza karget mad ho c’hof ha lipet meur a vanne, ec’h en em gafchont e tal kouent Sant-Vaze, var riblen ar mor, e kenver kerik vian Konk-Leon. Eno, enn eur park, oa eur paour keaz koz o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija eur gazeliad bodou lann, hag e lavare outhan he-unan :

— Bremaik, en eur virvi va banne zoubenn ar brignenn, me a c’hello tomma va izili morzet gand ar ienien hag ar gosni.

Ar paour keaz koz ne c’houie ket oa tud fallakr o sellet outhan !

Unan euz an arme noar her guelaz, ha ker buan e lavaraz d’he gamaraded :

— Setu a-hount unan hag a ve brao da ziskar, avad.

Koulskoude ne ket ar guel euz ar paour keaz eo a dlie hen alia da ober drouk d’ezhan, rak koz ha daou-bleget oll, evel ma oa, ne c’helle ober aoun ebed da zen. Ne dlie ket sonjal, ken nebeut, oa kals arc’hant enn he c’hodellou, rak ouc’hpenn ma’z oa toull he zillad e meur a leac’h, e viche bet nec’het an hini en diviche ranket lavaret pe liou en doa bet an tam mezer kenta en doa griet ar c’hemener p’edo oc’h ober ar porpant-se, ker penseliet oa. N’euz fors, sevel a reaz he fuzil d’he skoaz, biza a reaz en eur lavaret d’he gamaraded :

— Sellit, paotred, penaoz e tiskaran-me va den d’an douar.

An tenn a grozaz hag ar paour keaz a ruillaz d’an douar, he benn var he gazeliad lann seac’h.

N’oa ket evelato maro-mik. Ar zoudard digaloun a gargaz adarre he fuzil, hag a lavaraz da bevar-all dont d’he gaout evit tenna a-unan ganthan var ar paour.

Kement-se a badaz eur pennadik, hag epad ar pennad-se, an hini koz a ruille var an douar oc’h esa en em zevel. Siouaz ! n’oa ket evit hen ober ; e fesoun oa bet goal dizet ! Her c’hlevet a reat avad o lavaret a vouez huel :

— Jesus ha Mari, var va maro va zikourit !

Abarz nebeut oa ar pemp muntrer a renk : pemp tenn a oue tennet en eun taol, hag ar paour keaz koz a oue draillet. C’houi a gaf d’ehoc’h marteze e oue eun tammik truez bennag outhan ? Oh ! nann. Anat oa ez oa maro, hag an arme noar a ieaz adarre gand he hent eb ober muioc’h a van eget pa ne diviche lazet nemed eun tousek.

Goude beza bet o klask krog var dro bourg Lokrist, edont erru da Gonk pa velchont en ho raok, var an hent, eur vaouez koz, ganthi he fod trutell enn eun dourn, hag eur vaz alek, rostet he beg gant an tan, enn dourn-all evit en em harpa. Mont a rea a-hed an hent en eur jilgammat ; bep paz a rea, ez ea var he fenn, ar baourez keaz, hag, anez he baz, pell a ioa e viche kouezet d’an douar. Bet oa e bourg Lokrist o klask eur banne leaz da zouba he mern, hag edo erru d’ar gear.

— Sell ta, eme unan euz ar re ruz a ioa o tont var he lerc’h, setu aman unan hag a ve mad da ober parez d’an hini koz a zo chommet du-hont da ober he veac’h lann.

— Ia da, eme eun all, guir a leverez. Hennont a zo o klask lann da aoza mern, hag houman a zo bet o kerc’hat leaz da zouba anezhan. Kasomp anezho ho daou da vernia fenoz da di Lucifer, d’an ifern, mar deuz eun ifern bennag.

Hag an oll a zirollaz da c’hoarzin o klevet komzou ker kriz ha ken digaloun.

Ar baourez keaz o klevet anezho o c’hoarzin, a zistroaz he fenn harpet var he baz alek ; ober a reaz eur zell ouc’h al laeroun a ioa var he lerc’h. Mez ne reaz van ebed evit ho guelet nag evit ho c’hlevet. Rak petra e diviche-hi aoun ? Petra e doa-hi da goll ? Ne doa ket eun diner toull var he hano, hag, evel a lavare d’he amezeien, guelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget beva var an douar er baourentez en eur stleja he gar gamm var he lerc’h dre ma’z ea. Abalamour da ze ne reaz van ebed hag e kendelc’haz da vale ken disoursi ha ken dinec’h evel pa viche bet enn he zammik ti, a-uz ar c’hae, o sellet ouc’h ar mor e porz Konk.

Klevet avoualac’h a rea trouz ar fuziliou ha chaok ar zoudardet ; mez petra a rea an traou-ze d’ezhi ? Mont a rea en eur jilgammat, harpet var he baz alek, ep trei nag a gleiz nag a zeou. Ne ouzounn ket hag hi a viche zoken troet enn tu pe-du euz an hent evit lezer da vont abiou d’ezhi ar vuntrerien n’edont ket dek paz ken var he lerc’h, pa glefcheur daouzek pe bemzek tenn fuzil enn eun taol...

Ar baourez a gouezaz d’an douar gant he fodad leaz, toullet he fenn, draillet he c’horf gand n’ounn dare pet boulet fuzil, he baz alek trouc’het dre an hanter...

Ne finvaz ket an disterra.

P’edo he muntrerien o vont abiou d’ezhi, tri pe bevar anezho o deoue c’hoaz ar grizder da rei d’ezhi peb a daol troad !

Hag ar baourez koz a jommaz astennet e kreiz an hent, poulladet ar goad azindan-hi.

An arme noar a ioa boazet da ober taoliou er c’his-se evit lakaat an dud da grena dirazho. Hag, e guirionez, e Konk e krene an oll pa glefcheur edo erru e kear an arme noar, goude beza great, var ho hent, daou vuntr euz ar re grisa, rak en ho raok oa en em gavet e kear ar c’helou euz an torfejou o doa great en eur zont.

Petra a rejont betek an abardaez e kear Konk ? Ar pez a reant dre gement leac’h ma tremenent : laerez, dibri, eva hag heskina an oll.

Epad m’edo paotred ar republik o c’hoari ar vaz dre gear, eun den iaouank, hanvet Roparz Menguy, map da Herve, troet he spered o velet kement all a grizder, a deuaz en he benn ar c’hoant da lakaat al laeroun fallakr ha digaloun-ze da baea ker da vihana an daou vuntr o doa great e parrez Konk.

Heman oa taol kenta Roparz Menguy ; mez n’eo ket an diveza, hag e goueled Leon, he hano a zo chommet brudet meurbed evel kristen mad hag enebour an dispac’herien hag an dud fall.

Epad m’edo an arme noar o laerez e ti ar re binvidik, Roparz Menguy a iea, e kuz, euz an eil ti d’egile. Gervel a rea d’he gaout, e kement ti ma’z ea, an dud a galoun, — ha ne ket tud a galoun a vanke e kear Konk, — lavaret a rea d’ezho ar pez en doa c’hoant da ober ; lavaret a rea d’ezho e felle d’ezhan terri ho fenn ouc’h banden an arme noar a-bez, enn eun taol, evit miret outho da ober drouk hiviziken.

Ne oue ket pell evit kaout tud, ha tud a galoun, m’hen tou d’ehoc’h. Peb hini en em hastaz da gempenn he fuzil ; an hini n’en doa ket, a iea da glask, ha kaout a rea, rak var bord ar mor, e pep ti peurvuia, e vez eur fuzil evit tenna, epad ar goan, var an ouidi gouez a deu, euz ar mor doun, da glask ho zamm boued var an douar.

Tostaat a rea an abardaez ; an arme noar a gendalc’he da laerez, da zibri, da eva ha da ober drouk d’an dud e kear Konk.

Roparz Menguy, euz he gostez, a ioa gand he dud, daou-ugent den, kountet mad, kaloun enn ho c’hreiz ha ioul enn ho fenn, enn eur c’hraou da dud ar Poder, e Kreac’h-ar-Stank, a zeou d’an hent pa’z eer euz a Gonk da Lokournan.

— Erru an abardaez varnomp, eme Roparz Menguy ; ne zaleo ket ar vuntrerien fallakr ha digaloun-zont da vont enn ho hent. Bet int oc’h ober ho reuz dre Blouzane, ne zistroint ket ’ta dre an tu-ze ; ne daint ket dre an treaz da Bloumoguer, ne ouzont ket an hent. Va c’hreden-me eo ez aint varzu Lokournan. Mad, neuze e rankint tremen dre bount Kerian. Eno ho gedan, hag eno e kavint ho maro, mar sentit ouzign, m’hen tou d’ehoc’h.

— Eo, eo, senti a raimp, kement a giri a vezo great, Roparz Menguy, hag e ve mont d’ar maro e ve.

— Nag ho kas d’ar maro, na mont ganeoc’h d’ar maro, ne ket va sonj. Fourra ploumm kaled ha ien e penn ar vuntrerien a ouzoc’h, ho douara-oll, evel chas klan, hennez eo va mennoz.

— Brao, brao, Roparz Menguy, da zourn dign ma stardign anezhan. Te, evidot da veza iaouank c’hoaz, a zo den a benn hag a galoun.

— Bizomp mad, ha skoomp eeun ; diouallit da grena ; arabad eo e vankfe hini he zen.

— Bez dinec’h, Roparz Menguy, va fuzil-me a zo a zaou denn, ha, m’hen tou did, daou zen ive a ziskarign.

— Ho klevet a ran, ha va c’haloun a drid em c’hreiz ouc’h ho klevet ; mez tenna var dud ne ket tenna var ouidi gouez eo. Tenna var eun den... Eun dra griz eo kement-se, hag ho tourn a c’hellfe krena.

— Hon dourn-ni krena ?

— Ia, ia. Tenna var dud !...

— Daoust ha tud eo ar vanden loened gouez a zo digouezet er mintin-man e Konk, goude beza lac’het, var ho hent, daou baour keaz koz ne reant ha n’oant evit ober drouk ebed d’ezho ?

— Nann, nann, eme an oll a-bez, ar re-ze ne ket tud int kentoc’h e vent diaoulou dislounket gand an ifern.

— D’ar groug, d’ar maro ar vuntrerien.

— Avoualac’h eo kement-man ; barnet int. C’hoant hoc’h euz ’ta e vefenn-me lakeat da vestr varnoc’h ?

— Ia, ia, Roparz Menguy. Te eo ec’h euz savet an taol-man, dide eo d’he gas da benn. Oll e sentimp ouzit ha kement a liviri a vezo great.

— Mad, setu aman petra a raimp : kargomp da genta hor fuziliou ha kargomp anezho mad. Goude-ze e tiskennimp, a-hed ar c’hleuz, d’an traon, dre bark ar Stank ; mont a raimp enn tu-all d’an dour da guzet e lost koat maner Kerian. An Aoutrou de Kersauzon, pa deuio enn dro d’ar gear, ne lavaro netra d’eomp. Eno e chommimp da c’hedal. Pa vezo an arme noar treuzet ar ganol ganthi, pa vizint o vont da zevel d’ar c’hreac’h, enn tu-all, varzu Lokournan, var eur ger euz va ginou e skoimp a-unan, enn eun taol, var ar vuntrerien difeiz ; pep hini a vizo he zen hag hen diskaro. Mar chomm unan-bennag en he za, ar re ho deuz fuziliou a zaou denn, a skoio ractal varnezho evit ho douara evel ho c’hamaraded. Arabad eo ez afe unan epken kuit.

— Tridal a ra hor c’haloun enn hor c’hreiz ouc’h da glevet, Roparz Menguy, ha mall hon euz da skei var an arme noar.

— Mad, neuze deomp enn hent, ha deomp sioul gand aoun da veza na guelet na klevet. Mez araok, lavaromp a-unan hag a galoun eur Bater hag eun Ave Maria, evit diskuez d’an Aoutrou Doue ha d’ar Verc’hez Vari n’emaomp ket oc’h esa ober droug ; ne reomp nemet difenn, gand lealded, hor bro hag hon tud.

Hag an daou-ugent den iaouank a Gonk, var bennou ho daoulin, dizolo ho fenn, harpet var ho fuzil, a lavaraz a galoun eur Bater hag eun Ave Maria. Goude-ze e safchont en ho za, ha Roparz Menguy a lavaraz d’ezho :

— Diskarg eo hor c’haloun dirag Doue, deomp ive ’ta enn hent dispount ha dinec’h.

— Ia, deomp enn hent ha diskaromp d’an douar an dud digaloun deuet er vro evit lac’ha tud koz ha paour ne reant droug ebed d’ezho.

N’oa ket goal bell abaoue m’edont e koat Kerian ; amzer o doa bet epken d’en em renka a-hed ar c’hleuz, ha da ober peb a riboulik da veg ho fuziliou, dre greiz ar c’harz, evit gellout guelet mad enn hent-braz, pa glefchont o tont dioc’h tu Konk eur chaok hag eur cholori ker skiltruz ha iouc’herez paotred ar Zabat, enn nosvez m’o doa kaset gantho eur c’hemener da goania, enn eur foennok distro, leun a lagennou. Anat oa ez oa ar re-ze an arme noar. Dont a reant buan avoualac’h, rak tostaat a rea an noz. P’oant en em gavet var bount Kerian, unan anezho, o sellet ouc’h al lenn a zo a zeou d’an hent, a c’halvaz eur c’hamarad d’ezhan :

— Sell ’ta, Bombanz, emezhan, na braoa lenn !

— Ia, eul lenn dour ! Peuh ! An dour ne ket mad ; guelloc’h e viche eul lenn guin-ardant.

— Daoust ha ne c’heuz ket bet avoualac’h a vin-ardant da eva ? Ne ket an dra-ze am euz c’hoant da lavaret did. Sonch ec’h euz a Doull-al-Lakez, e-harz Pont-Krist, var hent Plouescat ? Ankounac’heat ec’h euz ar c’hoarz hor boa great eno gand eur vaouez koz, a reat eur soeur anezhi ?

— Nann, mestr, n’em euz ket ankounac’heat hor boa taolet eur vaouez koz, eur chapelet stag ouc’h he c’hostez, e kreiz Toull-al-Lakez, hag edomp, hon ugent, peb a geuneuden ganeomp, enn dro d’an toull, evit miret outhi da zont er meaz.

— Krag, an dra-ze eo. Me gaf dign, Bombanz, guelet c’hoaz an hini goz oc’h astenn he daouarn, hag, en eur zisteuler an dour e doa evet epad m’oa bet oc’h ober he zro e goeled an toull, o tispourbella he daoulagad da zellet ouzomp. Pebez c’hoarzaden a zave en hon touez, pa c’helle unan ac’hanomp rei d’ezhi eun taol peul var he fenn evit he c’has adarre da ober eun dro-all d’ar goeled !

— Mad, mestr, me a c’hoarze ive evel ar re all, mez evelato me em oa truez outhi.

— Truez, Bombanz ! Oh ! oh ! N’out mad nemed da garga da gof, evel a velan. Pa vezo red, evit difenn ar republik, rei eun taol kleze, pe tenna eun tenn fuzil, Bombanz a ielo da guzet : aoun en devezo da ober zoken eun tamm hillik d’an noblanz ha d’ar veleien a ioa ker kriz e kenver ar bobl.

— Nann, mestr, Bombanz, ma kaf mad he vanne, a zo evelkent enn he greiz kaloun eur republikan. Ha n’hoc’h euz ket a sonj euz an Itron Koatanskour, a vaner Kerian, e parrez Sant-Vouga ? Piou en doa dalc’het he zreid d’ezhi da rosta enn tan, ken ne doa lavaret e peleac’h oa kuzet he arc’hant ?

— Ia, an dra-ze a poa great ; mez abaoue, e fesoun, eo eat da galoun da netra.

— Nann, n’eo ket guir. Gourc’hemennit n’euz forz petra, hag e velfot euz kaloun atao e kof Bombanz.

— Perak ’ta e leverez e poa truez ouc’h al leanez koz hor boa beuzet e Toull-al-Lakez ?

— Ne oufen ket evit her lavaret d’ehoc’h. Mez ne ankounac’haign biken an taol lagad a roaz dign, p’edo, evit ar veach diveza, o vont d’ar goeled.

— Kas an huvreou-ze euz da benn. M’am bichen-me gouezet oa aman, ken tost da Gonk, eul lenn ken doun, me am biche digaset ganen an Aoutrou Maze-Launay koz, an hini hon euz ranket trouc’ha eur skouarn d’ezhan evit kaout diganthan eur skudellat pesiou daou-skoued epken. Kals muioc’h a arc’hant a ioa enn he di, me her goar mad ; goap en euz great ac’hanomp, ha ni, d’hon tro, hon deviche great goap anezhan epad ma viche bet o veuzi el lenn-man.

— Guir a livirit, mestr. A veac’h en deuz roet d’eomp avoualac’h evit paea hor c’hoan everr, e kear Lokournan.

— Ia, Bombanz, ma rankomp paea hor c’hoan ; mez me gred e koagnimp evit netra adarre fenoz.

Ia, evit netra o doa koaniet enn nosvez-se an arme noar.

Edont o pignat, var diou renkad, dizoursi ha dinec’h, kreac’h Kerian, pa glefchont eur vouez o krial ken na dregerne an draonien ganthi :

— Tan, paotred Konk !

Krozal a reaz koajou Kerian hag an aod betek Konk ; an hent braz a ioa leun a voged, ha, dreist ar moged, e velet var gleuz ar c’hoat penn daou-ugent den prest da denna adarre.

Ne oue ket red. Tizet mad oa d’he zro an arme noar ; n’oa ket chommet unan ebken en he za : astennet oant oll var an hent, maro-mik.

Roparz Menguy hag he baotred kalounek a deuaz d’ar gear da lavaret d’ho zud ne deuche ken an arme noar-ze da laerez, da zevi na da drouc’ha skouarn den ebed dre ar vro.

Antronoz, eur guchen dud a gear Konk hag a zivar ar meaz, a ieaz da ober eun toull braz e koat Kerian. Eno, evel gagnou, bern-var-vern, e oue taolet ar republikaned ruz ; ne deuaz e penn den ebed ar sonj d’ho c’has d’an douar binniget.

Lavaret a rear ez euz savet eur renkad guez euz ar re gaera el leac’h m’oant lakeat enn douar.

Ar republikaned a nac’ho an arme noar evit beza a du gantho, — koulskoude e meur a leac’h euz c’hoarvezet traou ker kriz hag e Konk. — Nac’h a zo eaz, mez diskouez ne c’hrie ket var ar memez torchenn ar re ruz a gomzan anezho hag ar republikaned-all, ne ket ken eaz. Her c’hompren a rit kerkouls ha me ; ne gavet ket brao kaout a du ganeoc’h tud hag o deuz great torfejou ker braz ; mez, e fesoun, ar republik a rank beza mamm da gement den fall a zo enn hor bro ; azindan he diouaskell da vihana ec’h en em lakeont-oll. Evit her guelet ker sklear hag an heol, it d’ar galeou, d’ar prizoun ; esait lakaat ar re a zo eno, enn tiez-se, da grial : « Bevet ar Roue ! » Hini ne zigoro he c’hinou. Lavarit d’ezho krial : « Bevet ar Republik ! » ha ker buan kement ginou a zo a zigoro hag a iouc’ho : « Bevet ar Republik ! » Koulskoude me gred ne ket enn tiez-se eman an dud guella euz hor bro.

Herrio enn deiz, kerkouls var ar meaz evel e kear, pa velfot eun den mezo, astennet gand he gorfat var an hent, skoit var he skoaz, savit-hen en he za, aliit anezhan da lavaret : « Bevet ar Roue ! » hag e velfot anezhan o trei he benn en eur grial : « Bevet ar Republik ! » Ar memez tra a glefot gand ar galouperien noz a veler o reded an hentchou, lod evit ober fallagriez, lod-all evit laerez madou an nesa.

Ar pez a lavaran aman ne ket evit lavaret d’ehoc’h eo tud fall kement hini a zo a du gand ar republik, mez evit diskleria d’ehoc’h ha d’an oll eo ez a a du gand ar republik, kement den fall a zo er vro. Setu perak Ian Pennors ne vezo biken republikan, rak ne gavo biken eaz mont mesk-e-mesk gand ar vezvierien, ar galeounerien, ar vuntrerien, an dud diroll ha difeiz.


————