Elet euz ar Baradoz, zellet pebes enor
A ra d’imp er Zakramant Jezus hon Redemptor :
Eur wej evit hon prenan ec’h eo bet inkarnet,
Hag evit dont d’hon magan genimp e chom bepret !
Mari, gwir Vam da Jezus, Mari ma Mam dener,
Ma zikouret da resev ho Mab ha ma Zalver :
Me na n-on ziouas netra, netra nemet pec’het,
Mes enoc’h ec’h esperan, o ma Mam beniget.
Krouer an Env, an douar, war an oter bemde,
Dre goms nerzus ar belek a zisken a neve ;
Eun Doue kalz hueloc’h evit ar firmamant,
Enem izela didan spesou ar zakramant.
Eun Doue na chanj james epad an ol amzer.
Eun Doue war bal e zorn a doug ar bed antier,
Enem lez gant ar belek da vezan diblaset
Evit disken e kalon ar paouran euz ar bed !
O mirakl ar zouezusan e-touez ar miraklou,
O burzud na hell kompren ar c’haeran sperejou :
Evit gonit kalonou ho pugale ingrad,
O maget, o ma Jezus, gant ho Korf ha ho Koad !
Nan, evit eur mab unik ar vam an deneran,
Biskoaz na zantas kement he c’halon o toman !
Goude ken braz karante piou a helfe refus
Konsakri e ol galon d’ho karet, ma Jezus ?
Mar d-eo dister kalonou ar zent hag an ele,
Evit karet eun Doue ken dign a garante,
Penos e prizet, Jezus, dre ar gomunion,
E kalonou ken sklaset dont da ober ho tron !
Penos kredi azean ouz tol zakr eun Doue,
Goude bezan offanset kement e vajeste ?
D’ho taoulagad, ma Zalver, na heliomp prezanti
Nemet kalonou ziouas ! leun a ingrateri.
Koulskoude pa hon galvet da vont ol d’ar banket,
Dre eur gomz a drugare effaset hon fec’het :
Teuet sklas hon c’halonou gant tan ho karante,
Leun a joa hag a fians e tostaïmp neuze.
Pebes eürustet breman pa zantin em c’halon
Jezus o vevan genin evel eur gwir vignon :
E ine gant ma ine pelloc’h enem vesko,
Gant ma goad em izili e oad pur a redo.
Prestet d’in ho tiou-askel, ma El-mad zoursius,
Ma ninjin evel eur goulm etre divrec’h Jezus ;
Me rei dezan ma c’halon, hen rei d’in e hini,
Gantan me a repozo e peoc’h ha dizoursi.