Eizved Cantic. Clemou ha disesper ar re zaonet

Eus Wikimammenn
J.-B. Lefournier, 1836  (p. 42-44)



EIZVED CANTIC.


Clêmou ha disesper an dud daounet, da zeiz ar varn goude o setanç. Var ton : Ælez an Eê deut d’an doüar..



D’an deiz diveza eus ar bed,
Pe guen estranch vezo clevet
Ar c’hlemou eus ar re gollet,
Goude ma vezint condaounet !

Crial a raïnt à boues-pen
Gant glac’har vras, ha gant anquen ;
Autrou Jesus, guir vap Doue,
Ho pet truez ous hon ene.

Ar Barner just a respounto,
O sellet rust meurbet outho ;
An or à druez zo serret ;
Pelloc’h ne deus pardon ebet.

Gant va goad deoc’h, tud milliguet,
Ar Barados am boa prenet,
M’ar carjac’h beza bet sentet
Ouc’h va lezen deoc’h annoncet.


Me’meus bet ho c’havertisset
Dre voyen predicatoret,
Er retred, hac êr Mission,
Hac è meur à occasion.

Mès c’hui oc’h eus-hi dispriset
O terc’hel ato d’ar pec’het ;
Pe guer maleürus bennac oc’h,
N’oc’h eus da damal nemed-oc’h.

Va Jesus, Tad a drugares,
Roit deomp-ni ho Rouanteles ;
P’oc’h eus evidomp oll scuillet
Ho coad sacr, n’hon refusit quet.

Re zivezat em suppliit,
Ha re zivezat e vouelit ;
An or à drüez, zo serret,
Pell diouzign, tud milliguet.

Neuze gant eur c’hlac’har c’huero,
Ar re zaounet oll a gryo,
Adieu eta, Salver ar bed,
Adieu d’ho coad er groas scuillet.

Adieu Ælez, Sent, Sentezet,
Adieu querent ha mignounet.
C’hui a bign joaüs en Eevou,
Ha ni a gouez en Ifernou.

Mallos dit, tad, mallos dit, mam
C’hui so kiriec d’hor foan estlam :
Ra viot da viquen milliguet,
Deffot m’oc’h eus hor c’hourriget.

Mallos dit mignon libertin,
Te zo caos eus va oll chagrin ;
Mallos deoc’h, mæstr ha mæstreset,
Deffot n’oc’h eus hor c’helennet.


Mallos d’ar c’hartou, d’an dançou,
D’ar c’hoariou, d’an nosveziou ;
Mallos d’ar guin ha d’an dud fall ;
Zo bet occasion d’hor goal.

Pec’her, pec’heres, ha te gleo
Ar pez a dle padout ato ;
Gra pinigen hep differi ;
Pe autramant divezat vezi.