Eil levr - I

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche




EIL LEVR


————


KENTA KENTEL.


Evit distaga hon ene dioc’h traou ar bed hag he zevel war-zu Doue


1. — Rouantelez Doue a zo enn-hoc’h, eme Jezuz-Krist, distroit oc’h Doue a greiz ho kaloun, ha dilezit ar bed-man n’euz nemet enkrez enn-han ; neuze hoc’h ene a gavo ar peoc’h. Deskit ober fae euz a draou ar c’horf hag en em roit da draou ann ene ; neuze e welot rouantelez Doue o tont enn-hoc’h.

Hag evit gwir, rouanlelez Doue a zo peoc’h ha laouenidigez er Spered-Santel ; ann dud difeiz n’ho deuz ket anezho. Jezuz-Krist a zeuio daved-hoc’h d’ho frealzi, mar likit hoc’h ene e stad vad evit digemeret anezhan.

Ann holl c’hloar hag ann holl
c’hened a fell d’ezhan, euz ann

diabars ; eno eo e kar Jezuz beza dreist-holl. Darempredi a ra aliez ann den zo distag he galoun dioc’h ann traou a ziaveaz, komz c’houek a ra out-han, her frealzi mad a ra, rei a ra d’ezhan eur peoc’h braz, bez’ en deuz out-han eur garantez hor laka souezet.

2. — Poanit eta, ene mad, digorit ho kaloun d’ho Pried, evit ma plijo gant-han dont d’ho kavout ha choum enn-hoc’h. Rak lavaret en deuz : Mar kar unan-bennag ac’hanoun, e talc’ho mad d’am c’homziou, ha va Zad a garo anezhan, hag e teuimp hon daou d’he gavout, hag e choumimp enn-han. Digorit ’ta ho kaloun da Jezuz, ha ne list netra all e-bed da zont enn-hi.

Mar d-ema Jezuz gan-e-hoc’h, ez oc’h pinvidik ; a-walc’h hoc’h euz gant-han. Rei a raio, digas a raio pep tra d’e-hoc’h, ha n’ho pezo ezomm e-bed da lakaat ho fisians enn dud. Rak ann dud a dro buhan, enn eun taol e vez diouer anezho. Jezuz avad a zo a viskoaz hag a vezo da viken ; choum a raio gan-e-hoc’h evit

mad.

3. — O veza ma’z eo ann den sempl ha dindan dalc’h ar maro, ne dleit nemeur fisiout enn-han, n’euz fors peger kouls-bennag e ve, n’euz fors peger mignoun-bennag oufe beza d’e-hoc’h. Ne dleit ket ivez en em nec’hi kalz mar teu a-wechou da enebi ouz-hoc’h oc’h ober dael. Ar re a zo hirio enn eunn tu gan-e-hoc’h, warc’hoaz marteze a vezo enn hoc’h enep ; hag ar re a zo hirio a-enep d’e-hoc’h, a vezo marteze mignouned d’e-hoc’h warc’hoaz ; ann dud peurvuia a dro evel ann avel.

Likit hoc’h holl fisians e Doue, n’ho pezet doujans ha karantez nemet evit-han hep-ken ; kred e vezo evid-hoc’h, hag ober a raio pep tra evit ar gwella. N’emoc’h ket aman el leac’h ma choumot bepred, hag e pe leac’h-bennag e viot, ne viot ken nemet eunn divroad hag eunn tremeniad ; biken ive n’ho pezo ar peoc’h nemet beza e vec’h a-unan gant Jezuz-Krist a wir galoun.

4. — Pe evit tra emoc’h-hu o sellet enn dro d’e-hoc’h er bed man, pa n’eo ket aman e kavot ar peoc’h ? D’ann env

eo e tleit mont da choum. Ne dleit eta
sellet, nemet enn eur dremen, oc’h kement

zo er bed. Pep tra a dremen, ha c’houi a dremeno ive gant-ho. Diwallit na stagfac’h ho kaloun oc’h traou ar bed, gant aoun na vec’h touellet gant-ho ha na’z afac’h da goll.

Troit hoc’h ene war-zu ho Toue a zo enn env ; ra zavo hep paouez ho pedennou etreze Jezuz-Krist. Ma n’oc’h ket evit prederia war draou huel, war draou ann env, sellit piz oc’h poaniou Jezuz-Krist hag oc’h he c’houliou sakr ; ra vezint-hi atao dirak ho taoulagad. Ma ve bepred dirak ho taoulagad gouliou ha poaniou santel Jezuz-Krist, neuze e teufe d’e-hoc’h kalz a nerz evit gouzanv ho poaniou, neuze ivez ne rafac’h van e-bed euz a fae ann dud evid-hoc’h ; neuze e c’houzanvfac’h hep klemm komziou flemmuz ann drouk-prezegerien.

5. — Jezuz-Krist he-unan a zo bet disprizet gant ann dud ; dilezet eo bet gant he vignouned ha gant he gerent d’ar c’houls ma oa gwall-gaset muia. Falvezet eo bet d’ezhan gouzanv ha beza disprizet, ha c’houi a gredfe en em glemm euz a eunn

dra-bennag ! Jezuiz-Krist a zo bet kaseet
ha drouk-prezeget, ha c’houi a fell d’e-hoc’h

beza karet, beza meulet gant ann holl !

Penaoz ec’h hellot-hu gounid ar gurunen ma ne c’houzanvit hep klemm na poan nag enebiez e-bed ? Ma ne fell d’e-hoc’h gouzanv netra, penaoz e viot-hu mignoun da Jezuz ? Gouzanvit eta gant Jezuz hag evit Jezuz, mar fell d’e-hoc’h kaout ho lod e rouantelez Jezuz.

6. — Ma vec’h eat doun eur weach hep-ken e kaloun Jezuz-Krist, mar ho pe anavezet eur weach peger braz eo he garantez enn ho kenver, neuze ne rafac’h fors e-bed pe hen a ve eaz pe ziez ho toare. Enn enep, muioc’h a ze a blijadur ho pe da veza disprizet gant ann dud, rak karantez Jezuz a ra d’e-omp en em zisprizout hon-unan.

Ann neb a gar Jezuz e gwirionez, hen-nez a zo he ene distag dioc’h pep karantez direiz ; beza ec’h hell eaz trei war-zu Doue, en em zevel enn he spered dreist-han he-unan ha beva e peoc’h gant karantez Jezuz.

7. — Ann hini a briz ann traou dioc’h

ma talvezont, kent eget dioc’h ma
lavarer pe dioc’h ma kreder ez int, hen-nez

a zo fur e gwirionez hag a zo desket mui gant Doue eget gant ann dud. Gouzout a ra kerzet enn henchou he ene, prizout a ra nebeut ann traou a ziaveaz, ober a ra e pep leac’h, e peb amzer, ar pez a zo gourc’hemennet gant ar feiz.

Buhan e tistro enn-han he-unan, o veza n’en em ro morse holl d’ann traou a-ziaveaz. Ne stourm out-han na labour-korf na netra all e-bed a zo red d’ezhan da ober dioc’h ann amzer, rak hervez ma c’hoarvez pep tra gant-han, ec’h oar en em ober diout-ho.

Neb zo he ene e reiz vad hag e stad vad, ne ra van euz a oberiou ann dud, pe int-hi zo mad, pe int-hi zo fall. Seul vui e teu ann den da sacha traou d’he heul, seul vuioc’h a ze e vez sparlet ha distroet dioc’h Doue.

8. — Ma vec’h evel ma tleit beza, ma ve peur-neteet ho kaloun, neuze pep tra a errufe evit ho mad hag a gasfe ac’hanoc’h araok enn hent ho silvidigez. Meur a dra a zisplij d’e-hoc’h hag a enkrez

aliez ac’hanoc’h, dre n’oc’h ket c’hoaz
maro a-grenn d’e-hoc’h hoc’h-unan, na

distag dioc’h holl draou ann douar.

N’euz netra a gemend a ve evit saotra kaloun ann den hag he reustla, evel ar garantez direiz evit ann traou krouet. Mar tilesfac’h ar frealzidigez a zeu a berz ann dud, neuze ec’h hellfac’h prederia war draou ann env, neuze e ve aliez hoc’h ene karget a levenez.


EVIT HOR C’HELENN.


Ann ene kristen, pa vez distag dioc’h ar bed, ne c’hoanta evit ann amzer a-vreman kouls hag evit ann amzer da zont, ne c’hoanta netra ken nemet beza a-unan gant Jezuz-Krist, e-c’hiz ma’z eo skrivet e kanaouen santel ar garantez a ra d’hor c’halounou tridal gant levenez: Va muia karet a zo d’in, ha me a zo d’ezhan ; kousket eo e-mesk al lili, da c’hortoz ma savo ann deiz ha ma kuzo ann devalijen.

Siouaz, na petra glaskit-hu er-meaz ac’hanoc’h ? Distroit enn-hoc’h hoc’h-unan, ha poanit da lakaat hoc’h ene e stad vad, evit digemeret ho Pried a zo enn envou. Neuze e teuio hag e choumo gan-e-hoc’h, rak he zudi vrasa zo beza er galoun a c’halv anezhan. Neuze pell dioc’h trouz ar bed pell dioc’h ann traou krouet, neuze

e viot hoc’h-unan gant Jezuz a gomz

ouz-hoc’h evel ma komz eur mignoun ouz he vignoun ; neuze e vezo ho kaloun karget a levenez oc’h her c’hlevet, ha ne falvezo mui d’e-hoc’h selaou tra nemet-han.