Va Jesus, va Doue, c’hui ebquen a zeziran ;
C’hui eo va c’harantes, en oc’h-hu e c’hesperan ;
O va Jesus, ô va c’harantes !
Bezit em c’halon bemnos ha bemdes.
Va Jesus, c’hui so douç, c’hui a zo carantezus !
Va Jesus, c’hui so mad, c’hui a zo trugarezus !
O va Jesus ! etc.
Bete-hen, va Jesus, oun bet en-em abuset
Gant afferou ar bed pe gant re oun bet dallet ;
O va Jesus ! etc.
Mæs breman, va Jesus, rei a ran deoc’h va ene,
Va c’horf, va squianchou, quement zo a c’hanon-me.
O va Jesus ! etc.
O pebes madeles, va Salver ha va Autrou,
Ho pe priset douguen ar boües eus va fec’hejou !
O va Jesus ! etc.
O pebes carantes oc’h eus bet em c’henver !
Da c’housaon evidon ûr maro cris, va Salver,
O va Jesus ! etc.
Pe guen horrupl eta, pe guen drouc eo ar pec’het !
Pa en deus ho lazet, va redemptor bénniguet.
O va Jesus ! etc.
Un ene caer meurbet dirazoc’h quent, va Jesus,
A vez dre ar pec’het rentet iffam ha flærius.
O va Jesus ! etc,
O pec’het milliguet, dont a ran d’as detesti,
Ha n’em bezo pelloc’h ouzit nemet cassouni !
O va Jesus ! etc.
Ra vezo great bepret ûr bresel continuel,
Dre bevar c’horn ar bed, d’an oll pec’hejou marvel !
O va Jesus ! etc.
Pe guer glac’haret oun da veza bet offancet
Un Doue a zo quer mad, quen din da vesa caret !
O va Jesus ! etc.
Me bromet, gant ho cras, va Doue, en em viret
Ar rest eus va buez, oc’h peb viç ha peb pec’het !
O va Jesus ! etc.
Sellit, o va Jesus, ouzin a drues bremâ !
Roït din graçou nerzus da zerc’hel va fromessa.
O va Jesus ! etc.
Grit, grit, me ho suppli, din va-unan ma varvin,
Evidoc’h-hu hepquen hiviziquen ma vevin.
O va Jesus ! etc.
Ne meus, o va Jesus, quen desir var an doüar
Nemet d’ho possedi da viquen en ho cloar !
O va Jesus ! etc.
Languissa a reomp er bed oc’h esperout an deves
Ma zaïmp oll d'ho meuli gant ar Sent ac an Æles.
O va Jesus ! ô va c’harantes !
Bezit em c’haloun bemnos ha bemdes.