Eun dezir braz am euz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout O ma Jezuz, O ma c’harantez.
1. Eun dezir braz am euz da virviken da garet
Jezus gwir Vab Doue, ha ma Zalver beniget.
Diskan.
O ma Jezus ! o ma c’harante,
Bezet em c’halon, ha bemnoz ha bemde.
2. Ma Jezus, c’houi zo mad, c’houi a zo trugarezus,
Ma Jezus, c’houi zo dous, c’houi a zo karantezus.
3.Bete breman on bet ziouas ! en em abuzet,
Gant afferiou ar bed ken e oan gante dallet.
4. Mez breman, ma Jezus, me a ro d’ac’h ma ine
Ma c’horf ha ma c’halon vit ar rest euz ma bue.
5. O pebes karante ec’h euz-hu bet, ma Zalver,
Da vezan bet skuillet ho koad evit ar pec’her ?
6. Goude mervel vidomp er Groaz war lein ar C’halvar,
E chomet c’hoaz genimp d’hon magan war ann douar !
7. Pegen euzus eta, pegen fol eo ar pec’het,
Pa n-euz lazet Jezus ma Redemptor beniget !
8. O pec’het miliget, birviken mui n’am zrec’hi,
N’am bezo ken ouzid nemet heuz ha kasoni.
9. Pegouls e welin-me an ol oc’h ober brezel
E pevar c’horn ar bed d’an ol bec’hejou marvel !
10. Koulskoude, ma Jezus, paour ha zempl evel ma z-on,
N’hellan ket pell mont eün mar na renet ac’hanon.
11. Evit heuill ho lezen ha plegan ma gwal dechou,
Am euz ezom bemde euz ho nerzusan grasou.
12. Gret eta, m’ho suppli, d’in ma-unan ma varvin
Hag evidoc’h hepken em ol amzer ma vevin !
13. N’am euz ken, o Jezus, c’hoant ebet war an douar
Nemet ma veritin mont davedoc’h en ho kloar.