Mont d’an endalc’had

Dre ar zerr-noz

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1916



Dre ar zerr-noz
————

War don : Le soleil monte
à l’horizon
(Bourgault-Ducoudray).

An noz a goue, ar c’hlaz a zon
En traouiennou pellan,
Monaïg dre an henchou don
A gerz en eur ouelan.
 
Tec’hel a ra ’vel eur skeuden
Er sioulder moredus,
Poaniusoc’h ’vit ar goumoulen
En oablou hunvreüs.
 
Pa ziskenn a-hed ar spern-gwenn,
Balafen dianav,
Ar yeod tener a zav o fenn
Hag an êstig a dav.
 
Hekleo ar zaonen hag ar roz
A respont d’he c’hlemmou
Ha war he hent, leun a c’hliz-noz,
Ar bleun a skuilh daerou.
 
Diredet eo hep goût d’an dud,
Evnig hep diouaskell,
Er maeziou don pell eus ar vrud,
Da zelaou an avel.
 
An êzen flour a c’houez sioulig
Aze, er balan glas,
He deus luskellet eur vagig
Du-hont war ar mor bras.
 
Eur vagig skanv, splann he goueliou
War ar moriou tec’het,
O lezel e bro ar c’hoajou
Eur galonig nec’het.
 
Distan’ a rae pouez he glac’har
O sonjal en distro
P’eman deut ar c’helou digar :
— Yannig a zo maro !
 
Ar mor houlennus ha diroll
’N eus lonket ’n e fulor,
E-kreiz yud goue an avel foll
Martolod an Arvor !
 
Evel eun hirvoud a anken,
Dirak he nec’hamant
Eun hurusaden a dremen
’Barz an elo arc’hant.
 
O, nag eo poanius ar zerr-noz
D’eur galon en anken,
Pa zav demeus an derven goz
Mouez klemmus ar gaouen !
 
War linsel ganvus an nenvo
Al loar ’zo dispaket,
Ha d’an douar, hanter-varo,
Monig a zo semplet.
 
Doue, c’houi ro heol ar beure
D’ar vleuen dinerzet ;
Frealzet, en ho karante,
Ar goulmik glac’haret !

Koulmig Arvor.