Doue zo a viskoaz (Katekis dre gân)
1. Doue zo a viskoaz, unanet e tri Ferson,
Krouet a n-euz pep tra, peb tra a zo dezan ;
E zaoulagad a wel bete diabars hon c’halon,
Dezan kont a rentimp euz an traou disteran, euz an traou disteran.
2. Roet a n-euz d’an dud e c’hourc’hemenou zantel,
Ha war al lezen-ze peb hini vo barnet :
D’ar Barados ec’h ei kement den a vo fidel,
En ifern e kouezo ar pec’her miliget.
3. Barados hag ifern ho daou a bado dalc’hmad ;
An dud e diou loden goude ma vint rannet,
A vevo darn er joa hag e-touez an elet mad,
Darn e tan an ifern e-touez an drouk-elet.
4. Doue, dre vadelez kenver ar bec’herien gez,
A n-euz bet digaset e Vab war an douar :
En eur c’hraou oe ganet gant eur Vam bepred gwerc’hes ;
Goude kals a boaniou e varvas er C’halvar.
5. O kuitat ar bed-man hon Zalver a n-euz lezet
An Iliz katolik da ziskuill d’imp kentel :
Elec’h Jezus, ar Pab zo pastor an ol denvet ;
Eskibien war e lerc’h, e plas an ebestel.
6. An Ilis gant he Mest a n-euz bet evit lezen,
Prezek ar Fe gwirion e pevar c’horn ar bed :
En eur chilaou he mouez ha dre ober pinijen,
Herve an Aviel, e vezimp ol zalvet.
7. Eneb d’ar gwir Ilis a viskoas zo bet brezel
A beurs kement hini a blij ar gaou dezan,
Hag a beurs an ol re na c’houlont ket ’nem zevel
Euz a fank ar pec’het nag a skilfou Satan.
8. Dre ar seiz Zakramant an Ilis a skuill grasou
War an ol gristenien enem brepar erfad :
C’hoaz e tleomp pedi, a galon hag a c’henou,
Ha zantelat ar zul, zo de Doue hon Tad.
9. Ar Werc’hes beniget, an ol zent euz an Envou,
A chilaou ouz hon mouez pa c’halvomp aneze :
Ni ive, mar karomp, d’an anaon kez er flammou,
A ro freskadurez, pa bedomp evit-he.
10. O serviji Doue hag o karet an nesan,
Talvoudus a vo d’imp andur ha labourat ;
Lec’h enem glem eta, memes er poaniou brasan,
Etrezeg hon gwir vro zavomp hon daoulagad.
11. Kredi, goulen, ober, resev, eo ar pevar zra
A disker d’ar bugel, dioualomp d’o ankouat :
Na chom gant ar c’hristen nemet an trao vad a ra,
An traou-al a dremen evel eur zer-lagad.
K. G.