Barados dudius !

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 112)



N° 93. — Barados dudius.
War don N° 93.


Diskan.
Barados dudius !
Bro ar zent eo ma bro !
Ah ! pegen evurus
E vin-me bepret eno !

1. Euz ar bed ankenius
Pegouls ec’h in d’an Envou ?
Pel ouzoc’h, ma Jezus,
N’euz nemet poan ha daerou !

2. O pegen glac’harus
Eo bevan bars ar pec’het ;
Pegouls, o ma Jezus,
Evezin-me divec’het ?

3. Noz ha de, ma Jezus,
E lavaran o vouelan :
Pegouls, o bed tromplus,
E tei ma heur divezan ?

4. Skuiz ha melkoniet
En draouien-man a zaerou,
Ma Jezus, me ho ped
D’am digemer en Envou.

5. En Envou, ma Jezuz,
Me a hello lavaret :
An daerou hirvoudus,
Ar boan a zo tremenet.

6. O peoc’h, o joaüstet,
Ma Jezus, ha ma Doue,
Na pebes eürustet,
Epad an eternite !

7. Neuze, o ma Jezus,
Me a gano de ha noz :
« Gloar d’ac’h, Tad truezus,
« Ha da Vari mil benoz !

8.« Elet euz an Envou,
« Oh! me a zo evurus
« O klevet ho mouejou
« Hag ho kan meulodius! »

9. Pel ouzin an daerou !
Bezet, ma ine, joaüs,
Hep dale en Envou
Me a welo ma Jezus !