Dogan skolveuriek
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dogan.
Da ruzell-veure unan euz deiziou kenta miz eost 1932 – setu bremañ deg vloaz dres[1], e hoarveze eun darvoud, ha n’oa den en gortoz eus e strakadenn.
E-keid ma oa keal, e kêr-Wened, bokedi gant lidou pompaduz sizunveziad goueliou Pevare Kantved ar Feur-Emgleo a stagas Breiz ouz Bro-Hall, e tarze gand eur vombezenn hag e tisahe, e-kreiz kêr Roazon, ker-benn Bro-Vreiz, arouez-eñvor ar Feur-Emgleo eeun-hag-eeun, eun Delwenneg arem, hweh mil lur a bouez dezi, bet savet eno 21 bloaz a-raog.
An dra a hoarvezas d’ar zul, 7 a viz eost da 4 eur 40 euz ar mintin.
Trouz braz a reas ar poultr, e peb keñver : dindan oabl Doue hag e poull ar halonou. N’oa ket gwelet gwall-vad gant ar Vrezoned skeudenn o zujidigez, en abeg dreist-oll, ma oa bet lakaet an Dukez Anna, gant ar skultour Yann Voucher, da blega he glin dirag roue Bro-Hall azezet. Hag eun dra nevez e oa gweled Brezoned o lavaret : nann ! en doare-ze da aozerien Reuziou Gwened, klevet brogarourien oh embann, gand danvez-brezel, ne gavent ket deread e vije eñvoret, seurt eur Gouel laouen, e Breiz, gand Brezoned, ar Feur-Emgleo a reas ganto mevelien ur Bobl estren.
Paneved goueliou Gwened, koulskoude, ne gredan ket e vije bet eet hekleo tarzadenn Roazon en tu all da harzou Bro-Vreiz. Mouget e vije bet brao-braz ar helou, e heller kredi, gant Servijou an « Agence Havas ». Meneget e vije bet ar « mestaol », a-dra-zur, hogen e c’hweh linennig, ha mad, pell ’zo !... Dizoñj eo ar Hallaoued.
Gwened, avad, he-doa kaset he hefridi da benn gand aket, hag heb damant da gleier, trompillou, ha taboulinou ar Vruderez. E Gwened eo e oa bet sinet ar Feur-Emgleo e 1532. Da Wened e oa, na petra, da vruda war un ton braz ar seurt Degouez Istorel mennet gant Doue E-Unan !
Gand piou an duzig e oe broudet kelaouennerien an « Ouest-Journal », da genta, an « Ouest-Eclair » da heul, ha da houde, oll gazetennou Bro-Hall ?… E-pad c’hweh miz, heb ma oe disterniet eun devez, e oe helibini etre ar helaouennou, o voulla pennadou, o houlennata tud uhel : arzourien, skrivagnerien, politikerien, kargidi, diwar-benn kaerder ha madelez « dimezi » an diou vro, gall ha breizad, oh embann luhskeudennou aozerien ar gouel, ar merhed yaouank a oa da veza « rouanezed » an abadennou, ar brefeded, an eskibien, ar zonerien biniou, an tirvi, ar yer, an istr, — rag « Concours Agricole » a oa ivez, h.a., h.a.
Pajennadou a vefe da skriva diwar-benn an traou mad mesk-ha-mesk gant an traou droch, a oe dibunet er helaouennou da rei lufr da Reuz ar pevare Kantved.
Ha gouel a oe, ken a foeltre, e Gwened, penn-da-benn eur sizun ! Va zesteni a hellan rei, rag eno e oan, ha kazetenner ahanon, ouspenn.
Ha brud a oe : kazetennerien oll gelaouennou Europa, da lavared eo Daoulagad ha Diskouarn ar Bed-oll, a oa deredet da Wened, da weled, da gleved, ha da rei testeni a-zivoud Unvaniez didorr Breiz ha Bro-Hall, da embann ne weled du-mañ na liou na roud euz an dispaherien, a lavared e vagent keuz d’ar Frankiz a wechall. Paotred « Breiz Atao ? »… Eun dornadig fentigellerien !…
Ar zul, 7 a viz eost, a oa da veza an Deiz Braz. Ambrougadenn geneduz a-dreuz strêdou kêr, dre zindan ar bolzou-enor ha mor liezlivet ar bannielouigou flammeg ; bole ar hleier, tennadeg kanoliou ; prezegenn dindan Kohu an Ed, gand an Aotrou Edouard Herriot, Ministr Braz Bro-Hall ; c’hoariva, sonerez, korolladegou al Loie Fuller, ha n’on dare mui petra…
Eun devez a hloar, e vije bet ar Zulvez-se, paneved taol-trafalgar Roazon.
Padal, a-raog an deiz, en-doa tarzet ar Monumant.
Ez-skwer e oa bet skoazellet Roazon gand Gwened !…
E Redon e oa erru an Aotrou Herriot, o tond diouz Pariz da Wened gand e goskor, pa glevas ar helou diwar diweuz mêr Roazon e-unan, an Aotrou Lemaître.
Ministr Kenta ar Hallaoued a lammas diwar beg e deod ar ger estlamm galleg brudet :
— « M… ! Petra ’lavarin dezo ? »
Dezo ?… D’ar Vrezoned deredet da Wened da ober degemer Dezañ, Kannad Bro-Hall, en ano Breiz Leal… Rag anad e oa, adaleg neuze, n’oa ket « leal » an oll Vrezoned !…
Tomm bero ruz e oa an heol, ar zulvez-se, en eun oabl hinon. Eun heol a viz eost. Ar Pennou-Braz, avad, e oa bet skornet o dremmou dezo gand ar helou kasauz. Ha ne oent ket evid diskornan a-hed an deiz.
Dremmou Gwenediz hag ar weladennourien n’oant ket heñvel. C’hoarzin a ree ar re-mañ gand eur joa divergont, o kleved an nevezinti. En ostaleriou leun-tenn hag en tiez, e touged yehedou da ziskar an Delwenneg ha d’an « dorfetourien » dianav.
Ar boliserien, kennebeud, n’oa ket dizeblant o dremmou. Gweled a reent, hiviziken, eun « otonomist » milliget e kement kristen a yee re zonn gand e hent…
Diwar neuze, n’eo ket mui c’hoari e oe. Dindan boan lakaad goueliou Gwened da goll lufr ha talvoudegez, e oa red teurel an dorn prim ha buan war unan pe unan euz dismantrerien ar Monumant. Ouspenn m’o-doa eur vezekadenn da walhi. Soñjit eta ! kemennet e oa bet, en a-raog, dezo, poliserien, ha d’ar helaouennou, gand eur helh-lizer sinet : « Gwenn-ha-Du », e vije bet diskaret Delwenneg Roazon, da geñver goueliou Gwened !!! Ha kemeret e oa bet lizer ar Gevredigez Kuz evid eur godiserez !
Distaget e oe an oll friou-furch a-dreuz ar vro, hag e kement kêr ma vev Brezoned. Toullbahet e oe gwazed youank, heskinet berniou tud, ha greet, e-kerz c’hweh miz, furchadennou e ti ouspenn tri mil Breizad, kabluz dre ma karent o bro, pe, zoken, peogwir e ouient lenn ha skriva brezoneg.
Ne oe ket dizoñjet, evel just, nag aozer al linennou-mañ, na saver ar pezig-c’hoari a vo lennet da heul, nag arzour an tresadennou.
Difreta, klask ha diglask a oe greet, a-dreuz hag a-hed, e-pad miziou ha miziou…, padal, chomet eo ar Polis… ar pez a lavar Jakez Riou. Goueliou Gwened n’o-deus mui a dalvoudegez ; ha Ti-Kêr Roazon a zo goullo atao deg vloaz diwezatoh, logell e Vonumant.
E Gwened e oa ganin Jakez Riou ha R.-Y. Creston e-pad ar Zizunvez estlammuz. Meizet o-doa raktal da begen braz he-dije tennet strakadenn Roazon ; lakaet he-doa ivez da darza ar strobinell a oa kiliet ha morzet ganti ar Vrezoned.
War an taol, avad, n’oant ket bet heb merzout ar strafuill iskiz a grogas er Boliserien ; evel merien pennfollet e oant deut da veza, en o hrugell dizahet… Ha plijadur dim, gwalh or halon !
An taol breskenn-ze eo o-deus fellet da Jakez Riou ha da R.-Y. Creston skeudennaout, en enor da Zarvoud-Meur ar 7 a viz eost 1932, e Roazon. Evel-se, e reas, en Amzer-Goz, an dramatour Æskulos : goude emgann-terh Salamis, e-leh lakaad Hellasiz da hweza gand al lorh war leurenn ar c’hoariva, e tiskouezas dezo ar Bersed fêzet, gand o hlemmou hag o hañv du.
Skrivet ha skeudennaouet eo bet daou arvestig an « Dogan » war an tomm, er bloavez 1932. Diembann e oant chomet, beteg henn, en abeg da veur a zarvoud ; ha menegi a hellan, e-touez ar re hrevusa, maro, e miz genver 1937, or heneil Jakez Riou, ha, goude-ze, ar brezel.
Hogen, setu-ni erru war dreuzou miz eost 1942. Trouz em-bije bet, hag eñ eet da Anaon, gand an dranta hag ar muia awenet euz or skrivagnerien — anvet em-eus Jakez Riou — ma n’em-bije ket roet d’am henvroiz ar pezig-c’hoari drant-mañ, da goulz degved Deiz-ha-Bloaz diskar ar « Monumant ».
Youenn DREZEN
Roazon, 31 a viz gouere 1942.
LOM, eur polis,
LAOU, eur polis,
JEREMI, komiser,
POLISED 22, 6, 50, 9, 13,
AN ARZOUR,
AR HANER, er-mêz.
Bureviou ar polis, e kêr Roazon.
Allo ! allo !… Eur hard eur ’zo emaon o hopal e genou ar pellgomzer ha ne deu respont ebed din dre an orjalenn.
Ken dit chom eur pennadig heb hopal, hag e teuio dit marteze eur respont bennag.
(droug ennañ) Allo ! allo ! Bouzar eo ar homiser Jeremi… Tri mil hast !…
Unan hepken…
Unan petra ?
Unan hepken. (Sila a ra dezañ eun draig bennag e pleg e skouarn.) Eur hast hepken. Den ne respont ha den ne responto : an Aotrou Komiser braz a zo, d’an eur-mañ, o c’hoari gand… Kompren a rez, Lom ? Unan hepken…
Ho ! la ! la ! ar seurt traou-ze a gomprenan dioustu. (C’hoarzhin a reont). Adarre gand e vestrez koant. A ! hennez a zo eul loen, m’hel lavar dit. Ha setu perag en deus kaset e wreg da Zant-Malo !…
D’an otel Solidor. Evid yehed an itron, a lavar an Aotrou.
A ! Sant Malo benniget… Kerniel ar vaouez kêz a dle beza re bar da douriou an Itron-Varia. (Er pellgomzer) Allo !… Allo !
Koll a rez da amzer, ha koll a ri da vouez.
Koulskoude, n’on ket evid chom heb goulenn.
Goulenn pe chom hep goulenn a vo ingal din. Pa lavaran dit emañ, d’an eur-mañ, souchet brao e gwele e vestrezig.
Mar ne deo ket bet dihunet gand ar stailladenn spontuz, neuze moarvad, n’en-deus ket bet damant da nerz e gorv.
Hennez a zo eur hole-taro.
Allo !… Allo !… An hoh anezañ ! ne responto ket.
Ar ger Jeremi a zegouez gand salopri… (Ar homiser o tond tre).
Allo ! petra ’ hoarvez ?
Petra ’ zo c’hoarvezet ?
Eun hanter eur ’ zo emaon…
(Da Lom) Da henou !... (D’ar homiser). En dra spontuz a zo c’hoarvezet.
Petra ’zo c’hoarvezet ha petra a zo spontuz ?
N’hoh-eus ket klevet eur stailladenn da bemp eur nemed ugent ?...
Eur boum hag eur bing, ’vel an Ivern o tarza.
Klevet em-eus - dre gousk pe dihun - ar boum hag ar bing, hag evid-se emaon amañ, beure mad.
Evid-se e halven ahanoh.
(Taer) ...Evid-se emaon amañ.
An Aotrou Komiser ne oa ket er gêr, moarvad ? O ! n’eus forz.
Hañ ?
O ! pep hini a zo libr...
Inosant, petra a zo c’hoarvezet ?
(Krenn), Ar monumant a zo bet dihastet.
Hañ !
A zo bet diskaret.
Monumant piou ha monumant petra ?
Ar monumant kaerra a oa e kêr Roazon.
Hini plasenn an ti-kêr ?
Ya ! Monumant an Unvaniez !
Ar Mo... Ar Mo... mo... nunu... Allaz ! Allaz ! (Hag e kouez war e goañze, mantret).
(Mao an tamm anezañ, gand e zeskadurez nevez prenet) Gouzoud a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ?
Gouzoud a ran ; mil bell ’zo eo bet desket din ar gentel-ze euz on istor.
Te ’ oar an dra-ze mil bell ’zo ha me n’em-eus desket ar gentel-ze nemed ar mintin-mañ, - gand ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keid ha te er skoliou ha den ne zeskas din e oe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri dezo o-unan. Pevar hant vloaz ’zo nemetken, eo bet staget Breiz ouz Bro-Hall, ha ne oulen ket... Na tad, na mamm na mestr ne zeskas din ar gentel-ze. (Breizad taer, en eun taol). Tad, mamm ha mistri-skol a zo torfetourien.
N’int ket torfetourien, Lom ; rag, kazi zur, ne oant ket gwall zesket o-unan.
(Eüruz). Hizio, e Gwened e vo greet gouel braz gand pevare kantved an Unvaniez, hag, eeun hag eeun, d’ar penn-devez... bing ! Hervez ar mod, ne blije ket ar monumant-se d’an oll.
Hañ ?
Me ’oa o tisplega da Laou penaoz eo c’hoarvezet an taol...
An taol, ar gwall daol... Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ?
Mar deo c’hoarvezet ?
Flastret ha flistret.
Mahagnet e kement korn ha war gement tu.
Friket.
Eur zaladenn.
(Evel o tihuni). Eur zaladenn ?
Ya ! ar monumant.
Re wir.
A du ganto emaoh ?
Hopala ! ha n’emaon ket.
Ar hontrol beo. Ni a zisplege an eil d’egile penaoz eo c’hoarvezet an taol evid gouzoud an tu da lakaad or hrabanou war an dorfetourien.
Ped eur eo ? (Selled a ra ouz e vontr). Pemp eur hanter...
Eun hanter eur on bet o telefoni...
Piou a houlenn netra diganit ?... Perag eo bet gwintet ar monumant da bemp eur nemed ugent ? N’oa den eta war ar blasenn ? (Lom ha Laou a zell an eil ouz egile, nehet) Respontet ’ vin ?
Feiz ! evel kustum e oa, Aotrou Komiser.
Petra ’oa evel kustum ?
Ne oa polis ebed.
Siwaz ! ne oa polis ebed war ar blasenn d’an eur euz an noz ma oa lankidi o lakaad an tanfoeltr. Ne oa den war ar blasenn !… Ha perag, ne oa den war ar blasenn, d’an noz ha d’an eur ?…
N’ouzon ket, Aotrou Komiser.
Me n’ouzon ket muioc’h.
N’eo ket me ar mestr.
Me eo ar mestr. Nemed peleh ema hoh Iñspektor ?
Eiz devez en-deus kemeret.
Brao emaon ganti. Kemer eiz devez repoz d’ar zeiz a viz eost mil nao hant daou ha tregont. Den ebed war ar blasenn evid diwall monumant an Unvaniez !… (E zivreh d’al laez) Biskoaz kemend all ! Domaj eo n’oh ket bet gwintet ivez, rag, ma red an dorfetourien, daou dorfetour a welan dirazon.
(Da Laou) Ha me a oa em zoñj kaoud avañsamant.
Sac’het on. (Goude eur pennad). Ha piou ar mestr amañ goude ar mestr ?
Me eo ar mestr war-lerh an hini all.
Dioded lakaet da vistri. Souezuz eo n’out ket deut a-benn da houzoud, te pe unan all, a-hed da droiou a-dreuz kêr, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure.
Feiz, nann !
Na den, na piou, na penaoz, na petra, peleh... Mad, paotrig, gouzoud a ri heb dale pell, piou eo ar mestr braz en ti-mañ. Ha n’ah-eus zoken kaset den war-lerh ar voiouchen ?
N’em-boa den da gas.
Peleh ema neuze paotred an Urz : polis war droad ha war vilo, archerien, ar hedourien war varh ?...
E Gwened, Aotrou Komiser.
Ar polis e Gwened hag ar reuz e Roazon ! O ! malloz ruz ! C’hwi ’oar ha me ne ouien ket... Oll int bet kaset da Wened ?
Hiniennou a zo e kêr gand o zervich.
Marteze emaint war-lerh an dorfetourien ?
(Selled a ra ouz Laou a tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevuruz ! Servicherien ar Vro o c’hoari "manille" hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redeg ! Den n’en-doa gouezet, den n’en-deus gwelet ! (Gwinta a ra gand penn e vaz ar hartou a-ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket euz ar polis e komzan, nemed eus an dremeni-di.
N’on-eus klevet klemm ebed war ar blasenn, Aotrou Komiser.
Ken buan eun tad a famill o vond abred da gemer an tren, pe eur paour kêz micherour o vond da besketa, a vije bet tizet gand an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ?
Abaoe deh, d’an noz, ema war ar bureo. Soñjet em-boa da genta he has deoh d’ho ti.
Ne dalveze ket ar boan. Arabad e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemed urz e vije bet roet dit a-raog, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, benn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-ze din dioustu.
Mez...
N’em-boa urz ebed.
Ar paperou didalvez a hell gortoz em buro ; nemed hemañ a oa ar re gapitalla, ha n’ah-eus ket gouezet. Azen ahanout, azen gorneg memez, n’ouzez ket an A B K euz da vicher.
Peleh em-bije kavet an Aotrou Komiser ?...
Em zi, em zi... (Selled a ra ouz Lom gand daoulagad kasauz). Em zi... (Lenn a ra, a vouez uhel, ar baperenn).
« Ema ar Hallaoued o lida hizio an deiz ma oe trehet ar Vretoned pevar hant vloaz ’zo ha staget Breiz ouz Bro-Hall. Bretoned om atao. N’om ket bet gounezet c’hoaz abaoe pevar hant vloaz m’ema ar Hallaoued er vro. Felloud a ra dim eta, e vefe renet Breiz hiziviken gand Bretoned a ouenn, evid brasa mad Pobl Vreiz.
Kregi a reom en emgann evid deubidigez ar bro, e deiz ha bloaz he sujidigez, en eur zistruja arouez or sklaverez bet savet gand or mistri e-kreiz ar hêrbenn. »
Dre urz : GWENN-HA-DU.
An torfetour en-deus bet ar vadelez da lavared dim, neizeur, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure, ha den ne ouie... ha den ne ouie...
Domaj eo, Aotrou Komiser, n’eo ket bet digoret al lizer.
(Dezañ e-unan) Er bloaz a zeu, d’ar mare-mañ, ni a ’vo adarre on-daou, Lom ha me, o labourad douar. (Sellet a ra piz ouz ar sinadur war ar baperenn).
Piou eo Gwenn ha Du ?
(Mao an tamm anezañ). Aotrou Komiser, Gwenn ha Du n’int ket anoiou tud. Ar gwenn hag an du zo liviou, er politik. (O vond, a gred dezañ, a-du gand e vestr). Ar gwenn hag an du a zo mad, nemed ar ruz a zo an tad.
(Heb selaou). Gwenn ha Du ?... Daou e tleont beza.
Aotrou Komiser, gwenn ha du a dle beza liviou Breiz.
Liviou Breiz ?
Liviou ar banniel.
Daoust ha Breiz he-deus eur banniel ?
Sur he-deus.
Nann ! (Dezañ e-unan). Banniel Breiz e tle beza. Piou ar re-ze : gwenn ha du. (O prederia, eur pennad. Da Laou ha da Lom) Penaoz ? C’hwi atao amañ, ha Gwenn ha Du o redeg ?
Mond a ran ivez. (Mond a reont).
Polis an diaoul ! (Eur polis o tond trumm)
Aotrou Komiser, gwelet em-eus eur wetur-dre-tan, tiz braz warni, o vond war hent Redon. An torfedour a zo e-barz.
Eñ e-unan en-deus roet dit da houzoud e oa e-barz ?
E gwirionez, n’em-eus ket gouezet, nemed sur on, hervez tiz ar wetur.
(An N°6 o tond)
Aotrou Komiser, eun den en-deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennag.
Petra ’zouge ?
N’ouzon ket. Marteze, avad, e oa eun dra dañjeruz hag an den a hell beza an torfetour. Rag, da genta e jilgamme, kerkent, avad, m’en-deus gwelet ahanon, en-deus trohet kuit, ha, pa oa eet a-ziwar weled, ne jilgamme mui.
Aotrou Komiser, daou zen o-deus treuzet, bremaig, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna... Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez araog... Nann, ar hontrol a fell din lavared. Chouket e oant o-daou gand aon da veza anavezet. Eun trouz spontuz a ree ar vilo-tan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War o lerh em eus redet, en eur zoñjal e vijent chomet a-zav en eun tu bennag, tost da Roazon. N’o-deus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvad, e tleont beza pell.
Pe hent o-deus kemeret ?
Hent Sant-Malo.
A, ya ?
(An N°9 o tond)
Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen... Tri den : unan braz, unan bihan hag unan etre daou. An hini braz, braz evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmouz evid pignad war gein an hini braz ha lammad a-dreñv ar monumant ha lakaad an tan e poultr. An hini etre daou a oa evid ober ar ged.
Gwelet mad hoh-eus anezo ?
Ha klevet ar pez a lavarent.
Ha petra a lavarent, an eil d’egile ?
An hini braz a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklêr an dour evid chom e Roazon.
Marteze pesketourien ha kazi zur pesketourien "en eau trouble" da lavared eo an dorfetourien, ha « gwall sklêr an dour » a zo geriou troet evid lavared : gwall zañjeruz ar pavez evid chom e Roazon.
(An N°13 o tond).
Aotrou Komiser, pevar den am-eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vad. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’hwi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa.
Ya ! Ya ! gweled a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oh ket souezet eo bet diskaret ar monumant gand kement a dud e kement korn euz kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet greet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raog an deiz. N’int ket moarvad paotred dispont ha dond a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du... Gwenn ha Du a zo gavoud. (D’ar polis). Chomit eun hanter ahanoh war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennag anezañ ; an hanter all a stanko en hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alïez da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait dezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou dezañ en eur hoarzin pe zoken gand eur mousc’hoarz, an ereou dezañ ; d’an neb a glasko kuitaad Roazon, pres warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kweled, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gand ma vo ereet an torfetour gwir ! Gwenn ha Du a zo da gavoud. Kleved a rit ! Ahe ! prim ahann ha pep hini an e blas, ha degasit din eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en-do keuz moar-vad. (Ar polis en em denn). Pa zoñjan e paro bremaig an heol war blasenn an ti-kêr... Ha pa zoñjan e paro an heol-ze e leh all ivez... (Selled a ra ouz an deiziadur a verk 7 a viz Eost 1932. Diframma a ra ar bajenn, ouz hoezortuilla, en eur waska war e imor). Seiz… a… viz eost mil… nao hant… daou… ha… tre… gont…
Kambr un arzour yaouank
Hi ! hi ! hi !… ha ! ha ! ha !... Petra ’m-eus gwelet ? Petra ’m-eus lennet ? (lenn a ra eur pennad a vouez uhel) « Ar mintin-mañ, lakepoded o-deus diskaret monumant an Unvaniez. » Lakepoded ! Hag amañ : « Ma vez kavet an torfetour, e hell beza barnet d’ar maro… » Oho ! o! o! (Lenn a ra) :
Pennad 434-ved (Lezenn 13 mae 1863)
« An neb piou a vo bet lakaet, a-youl hag a-ratoz, an tan-gwall e savadurioù, listri, bagou, magazinou, chanteriou, gand tud o chom e-barz, pe a hellfe tud beza o chom e-barz, ha bewech, e lehiou annezet pe annezeg, pe ez int perhennet pe ne dint ket, gand an torfetour, a vo barnet d’ar maro. »
Pennad 435ved (kemmet gand Lezenn 2 ebrel 1892)
Eilved dilinenna.
« Al lakaad gand eur meno-torfed war eun hent boutin pe berhennet eun ardivink-tarza a vo hevelebekaet ouz ar hlask-muntra a-youl hag a-ratoz. »
A ! A !… Lakepoded !… Torfetour!… Ar maro !… Dihouget… Paotred ar hazetennou a skriv, memestra, berniou stoniou. Tud farsuz pe tud diskiant. Dond a ra an dour em daoulagad… gand ar joa. A ! A ! A !… (Skei a raer war an nor) Deus tre ! A! Gortoz ! gortoz ; prennet eo an nor. Te an hini eo, Youenn ? (Digeri a ra an nor. Eun den, barodenn du, gand eun tok melon hag eun disglavier, a zeu tre).
Deuit tre, memestra !
Me eo ar homiser braz.
Dezañ ar brasa salokras. Azezit !
Trugarez ! N’on ket skuiz ha, dreist-oll, n’em-eus ket amzer da goll. Evid labourad on deuet amañ.
A, ya ?
Souezet oh moarvad, o weled ahanon o tond ken abred d’ober eun enklask en ho ti ?
Feiz ! N’on ket re an oll. An arzourien a zo boazet da weled kemend all a draou : kaer ha divalo, noaz ha dinoaz... Peseurt enklask ho tegas ?
Evid ar monumant… Kompren a rit bremañ, emichañs.
Ho komzou a gomprenan ; a-hend-all, avad…
Da furchal en ho ti.
A-berz piou an enor braz-se ?
Na hoarzit ket ! Tremenet eo ar mare. Kemer a ran eur gador, kemerit unan all. Meur a dra am-eus da houlenn diganeoh.
Senti a ran. (Azeza a ra)
Savit ho torn dehou, ha touit e lavarot ar wirionez ha netra nemed ar wirionez.
(o sevel e zorn) Toui a ran.
Peleh hoh-eus tremenet an noz euz ar c’hwec’h d’ar seiz ?
E Sant-Malo, aotrou komiser.
E Sant-Malo ? Gevier ! E Roazon oh bet gwelet er beure-mañ, pa zone pemp eur e tour an iliz veur.
N’eo ket gwir.
Mad ; an eil gaou.
Ar wirionez.
A ! A ! biskoaz kemend-all ! Me an hini en-deus diskaret ar monumant ?
Ya ! C’hwi an hini eo, ha me ho ped da chom heb c’hoarzin e-keit ha ma vezin dirazoh.
A !… A !… A !…
Ne vin ket paket genaoueg gand hoh A ! A ! A ! Anzav a rit pe ne rit ket ?
Anzav petra ?
Te an hini eo ; prouet eo.
Bezit seven, aotrou komiser braz, ha lavarit c’hwi !
Maleveruz eo, memestra, lavared : c’hwi ! d’eun torfetour. Pa ne fell ket deoh anzav, gwaz a-ze ! Ober an azen ganin, ha lavared din e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !…
E Sant-Malo e oan, Aotrou komiser…
Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e strêd Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ahano, dre laer ha dre guz, cheddit en ho torn, beteg plasenn en Ti-Kêr, hag eno…
boum !E Sant-Malo, en otel Solidor.
Ta ! ta ! ta ! gwelloh e karfen bezan dogan eged kredi ho kevier.
I ! I ! I !
Perag e c’hoarzit ?... Hogen, evid furchal on deut amañ.
Furchit !
Peleh emañ ho liziri.
N’em-eus ket a liziri.
Eur bern mignoned a skriv deoh, koulskoude. Gouzoud a ran o anoiou ; gand eur paotrig euz ar P.T.T int bet degaset din.
Mignoned, ha mignonezed zoken, ken aliez ha bemdez... Nemed ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet.
A ? Perag e tevit anezo ? Gand aon marteze da veza diskuliet ganto eun deiz bennag ?
Diod an hini ho kredo. Louarn oh ; re hir avad, eo ho lost.
Hirig, aotrou komiser.
(An Ao. Jeremi a furch.)
Paperou koz... Petra ’dalvezont ?... Hum... Eur poltred... Piou honnez ?
Va hoar vihan.
Pe oad he-deus bremañ ?
Er bloaz-mañ he-deus greet he fask kenta.
Peleh ema o chom ?
E ti he zad hag e mamm.
Mad ! Derhel a ran ar poltred-se ganin. Marteze e talvezo diwezatoh. Ne oar den... Hag ar poltred-mañ ?
Hini va mamm-goz.
En em zarempredi arit ?
A ! N’en em zarempredit mui ? Perag ?
Daou vloaz ’zo eo bet kaset d’ar vered.
Neuze, ar poltred-se n’en deus talvoudegez ebed... (Teurel a ra ar poltred war an daol. En traoñ, war ar ru, eur paour a gan war e zornoglez. Jeremi a selaou, sebezet da genta, ha mantret goude).
Mes chers et bons amis, écoutez la nouvelle,
Une nouvelle triste et fraîche d’aujourd’hui ;
Le monument de l’Union vient de faire étincelle
Et, comme une salade, il s’est aplati.
O ! Petra ’glevan ? Piou hennez ? piou hennez ? (Ema o vond er-mêz.) Allaz ! allaz ! n’on ket evid mond ahann ; paneved se...
Il s’est aplati comme une salade
En tombant d’la niche où il était logé ;
Et moi, en vous donnant cette sérénade,
Je sens que mon coeur s’est aussi brisé.
N’ema ket c’hoaz er bidouf ?
Je sens en mon coeur une grande tristesse
En songeant à ce bronze qu’était si bien niché.
Le duo d’amour du roi et d’la duchesse
Est mort le sept août, hélas ! assassiné.
Mond a ran buzubul o selaou an istrogell-ze (Mond a ra d’ar prenestr). Ha n’eus den war ar blasenn d’ober dezañ stanka e henou ? Morse den war ar blasenn d’ar munut ma vez ezomm euz ar baotred.
La bonne duchesse est maintenant gisante,
Gisante et honteuse, son cul à l’envers,
Ah ! donnez l’aumône au bard’ qui vous chante,
Au barde qui vous fait l’aumône de ses vers.
(An Aotrou JEREMI a gemer eur hreuzeur hag ema o vond da winta anezañ dre ar prenestr war benn ar haner).
An aluzen ? Anduillenn !
Respet deoh ! Aotrou komiser braz, ar hreuzeur a zo din. (Selaou a reont eur pennadig. Ne glever mui ar haner.)
Ouf ! Emichañs ema war hent ar bidouf. Kendalhom !... Peleh ema ho paperou ?
N’em eus na paperou na liziri. Va micher a zo liva. Levriou diwar-benn va micher, netra ken.
Petra eo ar paperig-mañ a zo oh astenn e fri a-zindan an horolach, war mantell ar siminal ? (Sevel a ra an horolach hag e kav eul lizer. Lenn a ra.) Eureka ! amañ e oa an teñzor kuzet. Furchet em-eus, paoniet em-eus, kavet em-eus. Ka... vet... em... eus ! Souezet e choman ; penaoz em-eus kavet ken abred an hini a glasken ?... Gwir, gand tregont vloaz er vicher on deut da veza eur fri-furch dispar.Lenn a ra a vouez uhel).
« Va muia karet,
« Da darz an deiz gand arm o tarza, ni a lido dirag ar bed oll, ar pevare kantved. » Al lizerig a zo sinet : Berneza.
Eun ano flour
Mil bennoz : ano va gwreg !
Gouzoud a ran.
Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gand ar skriverez eo sinet an ano.(Eur pennad) N’eus forz ; dond a rin da houzoud ha dindan bragez pe dindan broz e kavin krohenn Berneza...
Al lizer-ze a oa eul lizer sakr.
Anzavet hoh-eus. Sklêr eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloh. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ahanoh da zond bremañ d’am heul.
Ho polontez bezet greet !
Ne dalvezo ket deoh, Aotrou Komiser braz, arvesti poltredou livet gand eun arzour yaouank. Emaoh o tond ouz lavared edo echu hoh enklask.
Gouzoud a ran, moarvad, ar pez am-eus d’ober. Gwelom ! (Digori a ra eur hartoñs ez eus ennañ taolennou.)
Na zellit ket outo, Aotrou Komiser ! Divenn a ran.
N’em-eus na divenn nag urz da reseo digand den, amañ. Piou ar mestr, d’an eur-mañ, en ti ?
An hini a oa mestr a-raog, a zo bremañ ar mestr.
A ! A ! A ! arzourig farsuz...
Gwelit !
Ar pez a ran. O ! an daolenn-mañ a zo kaer kenañ : bleuniou mae, bleuniou a garantez tener. hag amañ, eur hein noaz. Eur hrohenn flour he-dous hounnez, moarvad. (Luchad a ra ouz an arzour.)
Gwir eo.
An trede-mañ, petra ’dalvez ?
N’he-deus an daolenn-ze talvoudegez ebed. Na zellit ket outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser.
A! bremañ e pedit ! Lavaret em-boa deoh : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perag ne zellin ket ouz an daolenn-ze ? Toui a rafen on degouezet war an neiz.
Eeun.
(Eüruz).
Gand m’eo eur pehed braz... Goude eur hein noaz, setu eur vaouez noaz pill ! Hudur eo gand he fenn en traoñ. Deread eo sellet ouz eur vaouez en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?... pehini... penaoz... va... va... va... o! n’eo ket va... va... gwreg... va gwreg... va gwreg...
Ho kwreg, Aotrou Komiser.
Hañ ? Va gwreg ? Me ’lavar dit, paotrig, ne deut ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da zelled ouz ar poltred-se a roio dit eur flahad war da fri hag a skopo dit e-kreiz da zaoulagad.
Hi eo, koulskoude.
Hi ? hi ?... Piou ?...
Ho Kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra dezi pe ne ra ket ?
Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-ze eo ar gwasa, ar gwasa evidout a fell din lavaroud. Ar penn a denn, netra ken... Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto dit an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontuz liva poltred eur hast, e noaz pill, ha lakaad warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto dit, marmouz fall ; ker e kousto dit...
Penaoz em-bije gallet lakaad penn ho kwreg war an daolenn-ze ? N’em-eus ket dibennet eur horv na digorvet eur penn all evid lakaad da zegouezoud ar pez na zegouez ket.
Ne gomprenan ket.
Eun arzour en dije komprenet. Penaoz em-bije gallet liva ho kwreg e noaz heb hi dirazon ?
Pa lavaran dit eo penn va gwreg war gorv eur hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evid eul liver. Va gwreg, honnez ? Ne denn ket dezi zoken, nag a-bell nag a-dost.
Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, nag ar poltred n’eo ket echu. Mankoud a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou.
A ! O !... (Red eo dezañ azeza).
Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad.
(Dezañ e-unan). Daou a oant war varh-dre-dan, maouez a-raog... nann, gwaz a-raog, maouez a-dreñv... An n°50 n’eo ket ken diod ha ma krede din. Ha me a gase va gwreg... (Eur
diskennet en otel Solidor ? Ne houlennan ket diganeoh perag oh eet da dremen an noz euz ar c’hweh d’ar seiz e Sant-Malo, peogwir... - n’am respontit ket! - peogwir, e-kreiz an noz, oh deut da Roazon d’ober an taol ?... Mousc’hoarzin a rit. Ha kompren a ran ; ar prouennou-mañ a zo farserez ivez ha n’eo ket c’hwi hoh-eus greet an taol.
N’eo ket me, a lavaran deoh.
Soñjal a reen n’eo ket c’hwi an hini oa. An arzourien n’int ket gwall baotred hag o zaoliou dispar a lak atao da hoarzin. Soñj am-eus, pa oan e skol ar skulterez e Pariz - rag me ’zo bet darbet din mmond da skulter paneved e oan eur zero war ar vicher, nag a droiou kamm am-eus c’hoariet... Ha n’oh ket evid lavaroud din petra a zouge ahanoh da vond da Zant-Malo ?...
Abalamour...
Ne houlennan ket diganeoh an abalamour euz ho pourmenadenn. Lavarit din perag, c’hwi, eur breizad taer, n’oh ket eet da Wened, evel ar re all ?
Abalamour ez een da Zant-Malo...
Gouzoud a ran ; boazet on ouz an numero.
Diod on, memestra ! (Galv ar pellgomzer) Allo ! an otel Solidor ? A ! mad ! Amañ ar homiser Jeremi, euz Roazon… Eur homiser. Ne gomprenit ket ? Polis, mar komprenit gwelloh. Klevit ! Daoust hag an Aotrou… (D’an Arzour) Ankounac’haet em eus hoh ano
An Du.
Allo ! daoust hag an Aotrou Gwenn ha Du… Allo ! Allo ! an Du hepken, An Du, arzour ha liver, en-deus kousket en hoh otel en noz eus ar c’hweh d’ar seiz, da lavaroud eo en noz diweza ? … A ! ya ? Mad, mad ! Soñjal a reen. Trugarez, Itron ! (D’an Arzour) E Sant-Malo hoh-eus trement an noz ; sklêr eo n’eo ket c’hwi an hini eo, n’eo ket c’hwi an hini a glasken.
Lavaret em boa deoh.
(Gant eur mousc’hoarz glaz). C’hwi a zo evelato eun den farsuz. Allo ! kenavo ! (Sevel a ra da vond ar-mêz. An Arzour a ginnig dezañ e zorn ; Jeremi a zell outañ gand daoulagad kasauz hag a dro kein. En eur huñvreal) Daou e oant war vilo-tan, gwaz a-dreñv, maouez a-raog… Daou a oant war vilo-tan o redeg war-du Sant-Malo… Trouz an diaoul ha tiz ganto… (Eur pennadig) « Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vad… » (Distrei a ra en eun taol krenn d’an arzour.) Petra lavarit ?…
(Droug ennañ). Foei ! n’on ket ken braz-se emichañs. (Hag o tremen e zorn war e dal. Dezañ e-unan). Loen brein !… Daonet va ene ! Gand piou an diaoul eo bet taolet ar monumant en traoñ ?…
- ↑ e 1942 e skrive Youenn Drezen