Mont d’an endalc’had

Dogan

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dogan skolveuriek.

Skrid ha Skeudenn, 1943  (p. 11-48)


Tud ar c’hoari

LOM, eur polis.

LAOU, eur polis.

JEREMI, komiser.

POLISED 22, 6, 50, 9, 13

AN ARZOUR.

AR C’HANER, er-maez.





KENTA ARVEST
aparent rari nantes


Bureviou ar polis, e kêr Roazon.

Allo ! allo !… Eur c’hard eur ’zo emaoun o hopal e genou ar pellgomzer ha ne deu respont ebet d’in dre an orjalenn.

LAOU

Ken d’it chom eur pennadig hep hopal, hag e teuio dit marteze eur respont bennak.

LOM (droug ennañ)

Allo ! allo ! Bouzar eo ar c’homiser Jeremi… Tri mil c’hast !…

LAOU

Unan hepken…

LOM

Unan petra ?

LAOU

Unan hepken. (Sila a ra d’ezañ eun draig bennak e pleg e skouarn.) Eur c’hast hepken. Den ne respont ha den ne responto : an Aotrou Komiser bras a zo, d’an eur-mañ, o c’hoari gant… Kompren a rez, Lom ? Unan hepken…

LOM

Ho ! la ! la ! ar seurt traou-se a gomprenan dioustu. (C’hoarzin a reont). Adarre gant e vestrez goant. A ! hennez a zo eul loen, m’hel lavar d’it. Ha setu perak en deus kaset e wreg da Sant-Malo !…

LAOU

D’an hotel Solidor. Evit yec’hed an itron, a lavar an Aotrou.

LOM

A ! sant Malo benniget… Kerniel ar vaouez kaez a dle beza re bar da douriou an Itron-Varia. (Er pellgomzer) Allo !… Allo !…

LAOU

Koll a rez da amzer, ha koll a ri da vouez.

LOM

Koulskoude, n’oun ket evit chom hep goulenn.

LAOU

Goulenn pe chom hep goulenn a vo ingal d’imp. Pa lavaran d’it emañ, d’an eur-mañ, souchet brao e gwele e vestrezig.

LOM

Mar ne deo ket bet dihunet gant ar stailhadenn spontus, neuze moarvadt n’en-deus ket bet damant da nerz e gorf.

LAOU

Hennez a zo eur c’hole-taro.

LOM

Allo !… Allo !… An houc’h anezañ ! ne responto ket.

LAOU

Ar ger Jeremi a zegouez gant salopri… (Ar c’homiser o tont tre).

JEREMI

Allo ! petra ’ c’hoarvez ?

LAOU

Petra ’ zo c’hoarvezet ?

LOM

Eun hanter eur ’ zo emaoun…

LAOU, da LOM

Da c’henou !… (D’ar c’homiser). Eun dra spontus a zo c’hoarvezet.

JEREMI

Petra ’zo c’hoarvezet ha petra a zo spontus ?

LAOU

N’hoc’h eus ket klevet eur stailhadenn da bemp eur nemet ugent ?…

LOM

Eur boum hag eur bing, ’vel an ifern o tarza.

JEREMI

Klevet em eus — dre gousk pe dihun — ar boum hag ar bing, hag evit-se emaoun amañ, beure mat.

LOM

Evit-se e c’halven ac’hanoc’h.

JEREMI, taer

…Evit-se emaoun amañ.

LOM

An Aotrou Komiser ne oa ket er gêr, moarvat ? O ! n’eus forz.

JEREMI

Hein ?

LOM

O ! pep hini a zo libr…

JEREMI

Inosant, petra a zo c’hoarvezet ?

LOM, krenn

Ar monumant a zo bet dic’hastet.

JEREMI

Hein ?

LAOU

A zo bet diskaret.

JEREMI

Monumant piou ha monumant petra ?

LOM

Ar monumant kaera a oa e kêr Roazon.

JEREMI

Hini plasenn an ti-kêr ?

LOM ha LAOU

Ya ! Monumant an Unvaniez !

JEREMI

Ar Mo… Ar Mo… mo… nunu… Allas ! Allas ! (Hag e kouez war e goañze, mantret).

LOM

(Mao an tamm anezañ, gant e zeskadurez nevez prenet) Gouzout a rez, Laou : an unvaniez etre Breiz ha Bro-Hall ?

LAOU

Gouzout a ran ; mil bell ’zo eo bet desket d’in ar gentel-se eus hon istor.

LOM

Te ’ oar an dra-se mil bell ’zo ha me n’em eus desket ar gentel-se nemet ar mintin-mañ, — gant ar gazetenn ! Gwir eo, n’on ket bet keit ha te er skoliou ha den ne zeskas d’in e voe ar Vretoned, gwechall goz, o mistri d’ezo o-unan. Pevar c’hant vloaz ’zo nemetken, eo bet staget Breiz ouz Bro-C’hall, ha ne oulen ket… Na tad, na mamm na mestr ne zeskas d’in ar gentel-se. (Breizad taer, en eun taol). Tad, mamm ha mistri-skol a zo torfetourien.

LAOU

N’int ket torfetourien, Lom ; rak, kazi sur, ne oant ket gwall zesket o-unan.

LOM, Eürus

Hizio, e Gwened e vo graet gouel bras gant pevare kantved an Unvaniez, hag, eeun hag eeun, d’ar penn-deiz… bing ! Hervez ar mod, ne blije ket ar monumant-se d’an holl.

JEREMI

Hein ?

LOM

Me ’oa o tisplega da Laou penaos eo c’hoarvezet an taol…

JEREMI

An taol, ar gwall daol… Daoust hag eo c’hoarvezet e gwirionez ?

LAOU

Mar deo c’hoarvezet ?

LOM

Flastret ha flistret.

LAOU

Mac’hagnet e kement korn ha war gement tu.

LOM

Frikaset.

JEREMI, o prederia

Hirvoudusat noz !

LOM

Eur saladenn.

JEREMI, evel o tihuni

Eur saladenn ?

LOM

Ya ! ar monumant.

LAOU

Re wir.

JEREMI

A du ganto emaoc’h ?

LOM ha LAOU

C’hopala ! ha n’emaomp ket.

LOM

Ar c’hontrol beo. Ni a zisplege an eil d’egile penaos eo c’hoarvezet an taol evit gouzout an tu da lakaat hor c’hrabanou war an dorfetourien.

JEREMI

Pet eur eo ? (Sellout a ra ouz e vontr). Pemp eur hanter…

LOM

Eun hanter eur oun bet o telefoni…

JEREMI

Piou a c’houlenn netra diganit ?… Perak eo bet gwintet ar monumant da bemp eur nemet ugent ? N’oa den eta war ar blasenn ? (LOM ha LAOU a sell an eil ouz egile, nec’het) Respontet ’ vin ?

LOM

Feiz ! evel kustum e oa, Aotrou Komiser.

JEREMI

Petra ’oa evel kustum ?

LOM

Ne oa polis ebet.

JEREMI

Siouaz ! ne oa polis ebet war ar blasenn d’an eur eus an noz ma oa lankidi o lakaat an tanfoeltr. Ne oa den war ar blasenn !… Ha perak, ne oa den war ar blasenn, d’an noz ha d’an eur ?…

LOM

N’ouzon ket, Aotrou Komiser.

LAOU

Me n’ouzon ket muioc’h.

LOM

N’eo ket me ar mestr.

JEREMI

Me eo ar mestr. Nemet pelec’h emañ hoc’h Inspektor ?

LOM

Eiz devez en deus kemeret.

JEREMI

Brao emaomp ganti. Kemer eiz devez repoz d’ar zeiz a viz eost mil nao c’hant daou ha tregont. Den ebet war ar blasenn evit diwall monumant an Unvaniez !… (E zivrec’h d’al laez) Biskoaz kement all ! Domaj eo n’oc’h ket bet gwintet ivez, rak, ma red an dorfetourien, daou dorfetour a welan dirazoun.

LOM, da LAOU

Ha me a oa em soñj kaout avañsamant.

LAOU

Da avañsamant ha va hini a zo e sac’h an diaoul.

JEREMI

Sac’het oun. (Goude eur pennad). Ha piou ar mestr amañ goude ar mestr ?

LOM

Me eo ar mestr war-lerc’h an hini all.

JEREMI

Dioded lakaet da vistri. Souezus eo n’out ket deût a-benn da c’houzout, te pe unan all, a-hed da droiou a-dreuz kêr, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure.

LOM

Feiz, nann !

JEREMI

Na den, na piou, na penaos, na petra, na pelec’h… Mat, paotrig, gouzout a ri hep dale pell, piou eo ar mestr bras en ti-mañ. Ha n’ac’h eus zoken kaset den war lerc’h ar voiouchen ?

LOM

N’em boa den da gas.

JEREMI

Pelec’h emañ neuze paotred an Urz : polis war droad ha war vilo, archerien, ar c’hedourien war varc’h ?…

LOM

E Gwened, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ar polis e Gwened hag ar reuz e Roazon ! O ! malloz ruz ! C’houi ’oar ha me ne ouien ket… Holl int bet kaset da Wened ?

LOM

Hiniennou a zo e kêr gant o servich.

JEREMI

Ha n’int ket deût c’hoaz en-dro ?

LOM

Marteze emaint war-lerc’h an dorfetourien ?

JEREMI

(Sellout a ra ouz Laou o tastum e gartou.) Petra an dra-se ? Ma n’eo ket malevurus ! Servicherien ar Vro o c’hoari « manille » hag an tan e kêr hag an dorfetourien o redek ! Den n’en doa gouezet, den n’en deus gwelet ! (Gwinta a ra gant penn e vaz ar c’hartou a ziwar an daol.) N’eus bet den gloazet na lazet ? N’eo ket eus ar polis e komzan, nemet eus an dremenidi.

LOM

N’hon eus klevet klemm ebet war ar blasenn, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ken buan eun tad a familh o vont abred da gemer an treñ, pe eur paour kaez micherour o vont da besketa, a vije bet tizet gant an tammou houarn talmet ha strinket tro-war-dro. Petra ar baperenn-mañ ?

LOM

Abaoe dec’h, d’an noz, emañ war ar bureo. Soñjet em boa da genta he c’has deoc’h d’ho ti.

JEREMI

Ne dalveze ket ar boan. Arabat e vije bet, zoken. Pa ne deuan ket d’ar bureo, ar paperennou degaset em ano a zo da veza miret war ar bureo, nemet urz e vije bet roet d’it araok, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, lenn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-se d’in dioustu.

LOM

Mes…

JEREMI

D’ar red, d’ar red…

LOM

N’em boa urz ebet.

JEREMI

Ar paperou didalvez a c’hell gortoz em buro ; nemet hemañ a oa eus ar re gapitala, ha n’ac’h eus ket gouezet. Azen ac’hanout, azen gornek memes, n’ouzez ket an A B K eus da vicher.

LOM

Pelec’h em bije kavet an Aotrou Komiser ?…

JEREMI

Em zi, em zi… (Sellout a ra ouz LOM gant daoulagad kasaũs). Em zi… (Lenn a ra, a vouez uhel, ar baperenn).

KUZUL-MEUR GWENN-HA-DU

« Emañ ar C’hallaoued o lida hizio an deiz ma voe trec’het ar Vretoned pevar c’hant vloaz ’zo ha staget Breiz ouz Bro-C’hall. Bretoned omp atao. N’omp ket bet gounezet c’hoaz abaoe pevar c’hant vloaz m’emañ ar C’hallaoued er vro. Fellout a ra d’imp eta, e vefe renet Breiz hiviziken gant Bretoned a ouenn, evit brasa mad Pobl Vreiz.

« Kregi a reomp en emgann evit dieubidigez hor bro, e deiz ha bloaz he stagidigez, en eur zistruja arouez hor sklaverez bet savet gant hor mistri e kreiz hor c’hêrbenn. »

Dre urz : GWENN-HA-DU.

An torfetour en deus bet ar vadelez da lavarout d’imp, neizeur, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure, ha den ne ouie… ha den ne ouie…

LOM

Domaj eo, Aotrou Komiser, n’eo ket bet digoret al lizer.

JEREMI

Domaj eo n’eo ket digor da spered… Koll a ra unan e benn.

LAOU, d'ezañ e-unan

Er bloaz a zeu, d’ar mare-mañ, ni a ’vo adarre hon daou, Lom ha me, o labourat douar. (Sellout a ra piz ouz ar sinadur war ar baperenn).

JEREMI

Piou eo Gwenn ha Du ?

LAOU, mao an tamm anezañ

Aotrou Komiser, Gwenn ha Du n’int ket anoiou tud. Ar gwenn hag an du zo liviou, er politik. (O vont, a gred d’ezañ, a-du gant e vestr). Ar gwenn hag an du a zo mat, nemet ar ruz a zo an tad.

JEREMI, hep selaou

Gwenn ha Du ?… Daou e tleont beza.

LAOU

Aotrou Komiser, gwenn ha du a dle beza liviou Breiz.

JEREMI

Liviou Breiz ?

LAOU

Liviou ar banniel.

JEREMI

Daoust ha Breiz he deus eur banniel ?

LAOU

Sur he deus.

JEREMI

Nann ! (D’ezañ e-unan). Banniel Breiz a dle beza. Piou ar re-se : gwenn ha du. (O prederia, eur pennad. Da LOM ha da LAOU) Penaos ? c’houi atao amañ, ha Gwenn ha Du o redek ?

LOM

Mont a ran.

LAOU

Mont a ran ivez. (Mont a reont).

JEREMI

Polis an diaoul ! (Eur polis o tont trumm)

N°22

Aotrou Komiser, gwelet em eus eur wetur dre dan, tiz braz warni, o vont war hent Redon. An torfedour a zo e-barz.

JEREMI

Heñ e-unan en deus roet d’it da c’houzout e oa e-barz ?

N°22

E gwirionez, n’em eus ket gouezet, nemet sur oun, hervez tiz ar wetur.

(An N°6 o tont)

N°6

Aotrou Komiser, eun den en deus treuzet, eun eur ’zo, plasenn an ti-kêr hag a zouge en e zorn eun dra bennak.

JEREMI

Petra ’zouge ?

N°6

N’ouzon ket. Marteze, avat, e oa eun dra dañjerus hag an den a c’hell beza an torfetour. Rak, da genta e jilgamme, kerkent, avat, m’en deus gwelet ac’hanon, en deus troc’het kuit, ha, pa oa aet a ziwar weled, ne jilgamme mui.

N°50

Aotrou Komiser, daou zen o deus treuzet, bremaik, war vilo-tan, plasenn Santez-Anna… Eur gwaz a-dreñv, eur vaouez a-raok… Nann, ar c’hontrol a fell d’in lavarout. Chouket e oant o daou gant aon da veza anavezet. Eun trouz spontus a rae ar vilotan ha tiz an diaoul oa warnañ, ken na daole moged. War o lerc’h em eus redet, en eur soñjal e vijent chomet a-sav en eun tu bennak, tost da Roazon. N’o d’eus bet pann ebed hag, a-benn bremañ, moarvat, e tleont beza pell.

JEREMI

Pe hent o deus kemeret ?

N°50

Hent Sant-Malo.

JEREMI

A, ya ?

(An N°9 o tont)

N°9

Aotrou Komiser, tri den a zo o pourmen war lez ar Wilen… Tri den : unan bras, unan bihan hag unan etre an daou. An hini bras, bras evel eur skeul ; an hini bihan, skañv evel eur marmous evit pignat war gein an hini bras ha lammat a-dreñv ar monumant ha lakaat an tan er poultr. An hini etre an daou a oa evit ober ar ged.

JEREMI

Gwelet mat hoc’h-eus anezo ?

N°9

Ha klevet ar pez a lavarent.

JEREMI

Ha petra a lavarent, an eil d’egile ?

N°9

An hini bras a lavare d’an hini etre an daou : hizio e vo gwall sklaer an dour evit chom e Roazon.

JEREMI

Pesketourien int neuze ?

N°9

Marteze pesketourien ha kazi sur pesketourien « en eau trouble » da lavarout eo an dorfetourien, ha « gwall sklaer an dour » a zo geriou troet evit lavarout : gwall zañjerus ar pavez evit chom e Roazon.

(An N°13 o tont).

N°13

Aotrou Komiser, pevar den am eus gwelet war-du an Tabor. Pe goz pe yaouank e oant, n’ouzon ket re vat. Unan ’oa kamm, an daou all a oa evel c’houi ha me. Ha marteze an hini kamm ne oa ket kamm, an hini tort ne oa ket tort hag an daou a valee kompez a zo marteze tort ha kamm en o bale ordinal. Noz oa.

JEREMI

Ya ! Ya ! gwelout a ran ; ho tiskleriaduriou a zo ivez gwenn ha du ha n’oc’h ket souezet eo bet diskaret ar monumant gant kement a dud e kement korn eus kêr. (Eur pennad. Dezañ e-unan) Taol Gwenn ha Du zo bet graet a-hed an noz, pe, d’an nebeuta, a-raok an deiz. N’int ket moarvat paotred dispont ha dont a rin a-benn da graouia war eun dro an du hag ar gwenn. Gwenn ha Du… Gwenn ha Du a zo gavout. (D’ar polis). Chomit eun hanter ac’hanoc’h war ar blasenn, da ziwall ar monumant en kas e vefe laeret eun tamm bennak anezañ ; an hanter all a stanko an hentou a zegas da Roazon. Klevit : eur muntrer a zistro alies da dachenn e dorfed, keuz ennañ pe fouge. Taolit evez eta ! An hini kenta a dostao ouz ar monumant bruzunet, lakait d’ezañ an ereou ; an neb a dremeno e-biou d’ezañ en eur c’hoarzin pe zoken gant eur mousc’hoarz, an ereou d’ezañ ; d’an neb a glasko kuitaat Roazon, prez warnañ, an ereou ; d’an neb a droio kein ouz ho kwelout, an ereou ; d’an den a dremeno, stouet e benn, an ereou. Ereou ! ereou ! gant ma vo ereet an torfetour gwir ! Rak Gwenn ha Du a zo da gavout. Klevout a rit ! Ahe ! prim ac’han ha pep hini an e blas, ha degasit d’in eur gwenn pe eun du. An hini a raio kazeg en e dro en do keuz moarvat. (Ar polis en em denn). Pa soñjan e paro bremaik an heol war blasenn an ti-kêr… Ha pa soñjan e paro an heol-se e lec’h all ivez… (Sellout a ra ouz an deiziadur a verk 7 a viz Eost 1932. Diframma a ra ar bajenn, ouz he zortuilha, en eur waska war e imor). Seiz… a… viz eost mil… nao c’hant… daou… ha… tre… gont…




EIL ARVEST
Quo vadis ?

Kambr un arzour yaouank.

AN ARZOUR

Hi ! hi ! hi !… ha ! ha ! ha !… Petra ’m eus gwelet ? Petra ’m eus lennet ? (lenn a ra eur pennad a vouez uhel) « Ar mintin-mañ, lakepoded o deus diskaret monumant an Unvaniez. » Lakepoded ! Hag amañ : « Ma vez kavet an torfetour, e c’hell beza barnet d’ar maro… » Oc’ho ! o ! o !

(Lenn a ra) :

Pennad 434vet (Lezenn 13 mae 1863)

« An neb piou a vo bet lakaet, a-youl hag a-ratoz, an tan-gwall e savaduriou, listri, bagou, magazinou, chañteriou, gant tud o chom e-barz, pe a c’hellfe tud beza o chom e-barz, ha, bewech, e lec’hiou- annezet pe annezek, pe ez int perc’hennet pe ne dint ket, gant an torfetour, a vo barnet d’ar maro. »

Pennad 435vet (Kemmet gant Lezenn 2 ebrel 1892) Eilved dilinenna.

« Al lakaat gant eur meno-torfed war eun hent boutin pe berc’hennet eun ardivink-tarza a vo hevelebekaet ouz ar c’hlask-muntra a-youl hag a-ratoz. »

Ha ! ha !… Lakepoded !… Torfetour !… Ar maro !… Dic’houget… Paotred ar c’hazetennou a skriv, memestra, berniou sotoniou. Tud farsus int pe tud diskiant. Dont a ra an dour em daoulagad… gant ar joa. Ha ! ha ! ha !… (Skei a raer war an nor) Deus tre ! A ! Gortoz ! gortoz ; prennet eo an nor. Te an hini eo, Youenn ? (Digeri a ra an nor. Eun den, barodenn du, gant eun tok melon hag eun disglavier, a zeu tre).

JEREMI

Ar polis an hini eo.

AN ARZOUR

Deuit tre, memes tra !

JEREMI

Me eo ar c’homiser bras.

AN ARZOUR

D’ezañ ar brasa salokras. Azezit !

JEREMI

Trugarez ! N’on ket skuiz ha, dreist holl, n’em eus ket amzer da goll. Evit labourat oun deuet amañ.

AN ARZOUR

A, ya ?

JEREMI

Souezet oc’h moarvat, o welout ac’hanoun o tont ken abred d’ober eun enklask en ho ti ?

AN ARZOUR

Feiz ! N’oun ket re an holl. An arzourien a zo boazet da welout kemend-all a draou : kaer ha divalo, noaz ha dinoaz… Peseurt enklask ho tegas ?

JEREMI

Evit ar monumant… Kompren a rit bremañ, emichañs.

AN ARZOUR

Ho komzou a gomprenan ; a-hend-all, avat…

JEREMI

Da furchal en ho ti.

AN ARZOUR

A-berz piou an enor bras-se ?

JEREMI

Na c’hoarzit ket ! tremenet eo ar mare. Kemer a ran eur gador, kemerit unan all. Meur a dra am eus da c’houlenn diganeoc’h.

AN ARZOUR

Senti a ran. (Azeza a ra)

JEREMI

Savit ho torn dehou, ha touit e lavarot ar wirionez ha netra nemet ar wirionez.

AN ARZOUR, o sevel e zorn

Toui a ran.

JEREMI

Pelec’h hoc’h eus tremenet an noz eus ar c’houec’h d’ar seiz ?

AN ARZOUR

E Sant-Malo, aotrou komiser.

JEREMI

E Sant-Malo ? Gevier ! E Roazon oc’h bet gwelet er beure-mañ, pa zone pemp eur e tour an iliz veur.

AN ARZOUR

N’eo ket gwir.

JEREMI

Mat ; an eil gaou.

AN ARZOUR

Ar wirionez.

JEREMI

Gwelet e vo, paotrig, piou emañ ar wirionez ouz e du. Ha bremañ selaouit mat ha respontit fraez : perak hoc’h eus diskaret ar monumant ?

AN ARZOUR

Ha ! ha ! biskoaz kement all ! Me an hini en deus diskaret ar monumant ?

JEREMI

Ya ! C’houi an hini eo, ha me ho ped da chom hep c’hoarzin e-keit ha ma vezin dirazoc’h.

AN ARZOUR

Ha !… ha !… ha !…

JEREMI

Ne vin ket paket genaouek gant hoc’h Ha ! ha ! ha ! Anzav a rit pe ne rit ket ?

AN ARZOUR

Anzav petra ?

JEREMI

Te an hini eo ; prouet eo.

AN ARZOUR

Bezit seven, aotrou komiser bras, ha lavarit : c’houi !

JEREMI

Malevurus eo, memes tra, lavarout : c’houi ! d’eun torfetour. Pa ne fell ket deoc’h anzav, gwaz a-se ! Ober an azen ganin, ha lavarout d’in e oa en e wele, e Sant-Malo… A ! Sant-Malo benniget !…

AN ARZOUR

E Sant-Malo e oan, Aotrou Komiser..

JEREMI

Ta ! ta ! ta ! Kompren a ran : e straed Sant-Malo, e Roazon, ha goude blasenn Santez-Anna, hag, ac’hano, dre laer da dre guz, cheddit en ho torn, betek plasenn en Ti-Kêr, hag eno… boum !

AN ARZOUR

E Sant-Malo, en hotel Solidor.

JEREMI

Ta ! ta ! ta ! gwelloc’h e karfen bezan dogan eget kredi ho kevier.

AN ARZOUR

Hi ! Hi ! Hi !

JEREMI

Perak e c’hoarzit ?… Hogen, evit furchal oun deut amañ.

AN ARZOUR

Furchit !

JEREMI

Pelec’h emañ ho liziri ?

AN ARZOUR

N’em eus ket a liziri.

JEREMI

Eur bern mignoned a skriv deoc’h, koulskoude. Gouzout a ran o anoiou ; gant eur paotrig eus ar P.T.T int bet degaset d’in.

AN ARZOUR

Mignoned, ha mignonezed zoken, ken alies ha bemdez… Nemet ne viran ket o liziri. O devi a ran, kerkent lennet.

JEREMI

A ? Perak e tevit anezo ? Gant aon marteze da veza diskuliet ganto eun deiz bennak ?

AN ARZOUR

Abalamour ne gomzont nemet eus karantez, ha morse eus Breiz.

JEREMI

Diot an hini ho kredo. Louarn oc’h ; re hir avat, eo ho lost.

AN ARZOUR

Hirik, aotrou komiser.

(An Ao. Jeremi a furch.)

JEREMI

Paperou koz… Petra ’dalvezont ?… Hum… Eur poltred… Piou hounnez ?

AN ARZOUR

Va c’hoar vihan.

JEREMI

Pe oad he deus bremañ ?

AN ARZOUR

Er bloaz-mañ he deus graet he fask kenta.

JEREMI

Pelec’h emañ o chom ?

AN ARZOUR

E ti he zad hag he mamm.

JEREMI

Mat ! Derc’hel a ran ar poltred-se ganin. Marteze e talvezo diwezatoc’h. Ne oar den… Hag ar poltred-mañ ?

AN ARZOUR

Hini va mamm-goz.

JEREMI

En em zarempredi a rit ?

AN ARZOUR

Daou vloaz ’zo n’en em zarempredomp mui.

JEREMI

A ! N’en em zarempredit mui ? Perak ?

AN ARZOUR

Daou vloaz ’zo eo bet kaset d’ar vered.

JEREMI

Neuze, ar poltred-se n’en deus talvoudegez ebet… (Teurel a ra ar poltred war an daol. En traoñ, war ar ru, eur paour a gan war e zornoglez. Jeremi a selaou, sebezet da genta, ha mantret goude).

AR C’HANER

Mes chers et bons amis, écoutez la nouvelle,
Une nouvelle triste et fraîche d’aujourd’hui ;
Le monument de l’Union vient de faire étincelle
Et, comme une salade, il s’est aplati.

JEREMI

O ! Petra ’glevan ? Piou hennez ? piou hennez ? (Emañ o vont er-maez.) Allas ! allas ! n’oun ket evit mont ac’han ; panevet se…

AR C’HANER

Il s’est aplati comme une salade
En tombant d’la niche où il était logé ;
Et moi, en vous donnant cette sérénade,
Je sens que mon cœur s’est aussi brisé.

JEREMI

N’emañ ket c’hoaz er bidouf ?

AR C’HANER

Je sens en mon cœur une grande tristesse
En songeant à ce bronze qu’était si bien niché.
Le duo d’amour du roi et d’la duchesse
Est mort le sept août, hélas ! assassiné.

JEREMI

Mont a ran buzubul o selaou an istrogell-se. (Mont a ra d’ar prenestr). Ha n’eus den war ar blasenn d’ober d’ezañ stanka e c’henou ? Morse den war ar blasenn d’ar munut ma vez ezomm eus ar baotred.

AR C’HANER

La bonne duchesse est maintenant gisante,
Gisante et honteuse, son cul à l’envers,
Ah ! donnez l’aumône au bard’ qui vous chante,
Au barde qui vous fait l’aumône de ses vers.

(An Aotrou JEREMI a gemer eur c’hreuzeur hag emañ o vont da winta anezañ dre ar prenestr war benn ar c’haner).

JEREMI

An aluzen ? Anduilhenn !

AN ARZOUR

Resped d’eoc’h ! Aotrou Komiser bras, ar c’hreuzeur a zo d’in. (Selaou a reont eur pennadig. Ne glever mui ar c’haner.)

JEREMI

Ouf ! Emichañs emañ war hent ar bidouf. Kendalc’homp !… Pelec’h emañ ho paperou ?

AN ARZOUR

N’em eus na paperou na liziri. Va micher a zo liva. Levriou diwar-benn va micher, netra ken.

JEREMI

Petra eo ar paperig-mañ a zo oc’h astenn e fri a-zindan an horolach, war mantell ar siminal ? (Sevel a ra an horolach hag e kav eul lizer. Lenn a ra.) Eureka ! amañ e oa an teñzor kuzet. Furchet em eus, paoniet em eus, kavet em eus. Ka… vet… em… eus ! Souezet e choman : penaos em eus kavet ken abred an hini a glasken ?… Gwir, gant tregont vloaz er vicher oun deût da veza eur fri-furch dispar. (Lenn a ra a vouez uhel).

« Va muia karet,

« Da darz an deiz gant arem o tarza, ni a lido dirak ar bed holl, ar pevare kantved. » Al lizerig a zo sinet : Berneza.

AN ARZOUR

Eun ano flour

JEREMI

Mil bennoz : ano va gwreg !

AN ARZOUR

Gouzout a ran.

JEREMI

Gwaz pe vaouez eo Berneza ? E skritur moul eo bet skrivet al lizer ha gant ar skriverez eo sinet an ano. (Eur pennad) N’eus forz ; dont a rin da c’houzout ha dindan bragez pe dindan broz e kavin kroc’hen Berneza…

AN ARZOUR

Al lizer-se a oa eul lizer sakr.

JEREMI

Anzavet hoc’h eus. Sklaer eo an afer penn-da-benn ha ne dalvez ket ar boan chom da furchal pelloc’h. Setu amañ, a-berz ar barner, eur baperenn hag a bed ac’hanoc’h da zont bremañ d’am heul.

AN ARZOUR

Ho polontez bezet graet !

JEREMI

C’hoarzit goap da c’hortoz c’hoarzin glas… (Eur pennad) Marteze en eur furchal pisoc’h e kavin eun ano all, gwaz pe vaouez, rak daou e oant evit kas o zaol da benn… Ha c’houi, pehini oc’h eus an daou ? Ar gwenn pe an du ? (An Arzour a ginnig mouga kement e c’hoarz.) Goude c’hoarzadeg e vo leñvadeg, paotrig. Diskouezit d’in ar poltredou hoc’h eus livet.

AN ARZOUR

Ne dalvezo ket d’eoc’h, Aotrou Komiser bras, arvesti poltredou livet gant eun arzour yaouank. Emaoc’h o tont ouz lavarout edo echu hoc’h enklask.

JEREMI

Gouzout a ran, moarvat, ar pez am eus d’ober. Gwelomp ! (Digeri a ra eur c’hartoñs ez eus ennañ taolennou)

AN ARZOUR

Na sellit ket outo, Aotrou Komiser ! Difenn a ran.

JEREMI

N’em eus na difenn nag urz da reseo digant den, amañ. Piou ar mestr, d’an eur-mañ, en ti ?

AN ARZOUR

An hini a oa mestr araok, a zo bremañ ar mestr.

JEREMI

Hi ! hi ! hi ! arzourig farsus…

AN ARZOUR

Gwelit !

JEREMI

Ar pez a ran. O ! an daolenn-mañ a zo kaer kenañ : bleuniou mae, bleuniou a garantez tener. Hag amañ, eur c’hein noaz. Eur c’hroc’hen flour he deus hounnez, moarvat. (Luchat a ra ouz an arzour.)

AN ARZOUR

Gwir eo.

JEREMI

An trede-mañ, petra ’dalvez ?

AN ARZOUR

N’he deus an daolenn-se talvoudegez ebet. Na sellit ket outi ! ho pedi a ran, Aotrou Komiser.

JEREMI

Ha ! bremañ e pedit ! Lavaret em boa d’eoc’h : goude c’hoarzadeg, leñvadeg. Perak ne sellin ket ouz an daolenn-se ? Toui a rafen oun degouezet war an neiz.

AN ARZOUR

Eeun.

JEREMI, (Eürus).

Gant m’eo eur pec’hed bras… Goude eur c’hein noaz, setu eur vaouez noaz pilh ! Hudur eo gant he fenn en traoñ. Dereat eo sellout ouz eur vaouez en he sav. (Cheñch a ra penn d’an daolenn. Souezet maro e chom.) Petra ? piou ?… pehini… penaos… va… va… va… o ! n’eo ket va… va… gwreg… va gwreg… va gwreg…

AN ARZOUR

Ho kwreg, Aotrou Komiser.

JEREMI

Hein ? Va gwreg ? Me ’lavar d’it, paotrig, ne deui ket da veza eun arzour brudet. Ha va gwreg, pa deuio amañ da sellout ouz ar poltred-se a roio d’it eur flac’had war da fri hag a skopo d’it e-kreiz da zaoulagad.

AN ARZOUR

Hi eo, koulskoude.

JEREMI

Hi ? hi ?… Piou ?…

AN ARZOUR

Ho kwreg, an Itron Jeremi. Tenna a ra d’ezi pe ne ra ket ?

JEREMI

Tenna a ra dezi, sur, hag an dra-se eo ar gwasa ; ar gwasa evidout a fell d’in lavarout. Ar penn a denn, netra ken… Ar peurrest ? Pouah ! A ! paotrig, ker e kousto d’it an taol farserez-se. Ma n’eo ket spontus liva poltred eur c’hast, e noaz pilh, ha lakaat warni penn va gwreg. Ya ! ker e kousto d’it, marmouz fall ; ker e kousto d’it…

AN ARZOUR

Penaos em bije gallet lakaat penn ho kwreg war an daolenn-se ? N’em eus ket dibennet eur c’horf na digorfet eur penn all evit lakaat da zegouezout ar pez na zegouez ket.

JEREMI

Ne gomprenan ket.

AN ARZOUR

Eun arzour en dije komprenet. Penaos em bije gallet liva ho kwreg e noaz hep hi dirazoun ?

JEREMI

Pa lavaran d’it eo penn va gwreg war gorf eur c’hast. Liva dre vemor dremm eur vaouez hag a weler bemdez o tremen war ar ru, n’eo ket sorserez evit eul liver. Va gwreg, hounnez ? Ne denn ket d’ezi zoken, nag a bell nag a-dost.

AN ARZOUR

Gwir ! n’eo ket heñvel outi c’hoaz, neudenn ha neudenn, rak ar poltred n’eo ket echu. Mankout a ra ar pik du a zo dindan he bronn dehou.

JEREMI

A ! o !… (Ret eo d’ezañ azeza).

AN ARZOUR

Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vat.

JEREMI

(D’ezañ e-unan). Daou e oant war varc’h-dre-dan, maouez a-raok… nann, gwaz a-raok, maouez a-dreñv… An n°50 n’eo ket ken diot ha ma krede d’in. Ha me a gase va gwreg… (Eur pennad. D’an Arzour.) Ne gomprenan na penaos, na perak hoc’h eus kredet ober d’in eun taol farserez ken brao kudennet, rak eun taol farserez n’eo ken… Perak oc’h aet da Sant-Malo ha diskennet en hotel Solidor ? Ne c’houlennan ket diganeoc’h perak oc’h aet da dremen an noz eus ar c’houec’h d’ar seiz e Sant-Malo, peogwir… — n’am respontit ket ! — peogwir, e-kreiz an noz, oc’h deut da Roazon d’ober an taol ?… Mousc’hoarzin a rit. Ha kompren a ran ; ar prouennou-mañ a zo farserez ivez ha n’eo ket c’hwi hoc’h-eus graet an taol.

AN ARZOUR

N’eo ket me, a lavaran d’eoc’h.

JEREMI

Soñjal a raen n’eo ket c’houi an hini oa. An arzourien n’int ket gwall baotred hag o zaoliou dispar a lak atao da c’hoarzin. Soñj am eus, pa oan e skol ar skulterez e Pariz — rak me ’zo bet darbet d’in mont da skulter panevet e oan eur zero war ar vicher — nag a droiou kamm am eus c’hoariet… Ha n’oc’h ket evit lavarout d’in petra a zouge ac’hanoc’h da vont da Sant-Malo ?…

AN ARZOUR

Abalamour…

JEREMI

Ne c’houlennan ket diganeoc’h an abalamour eus ho pourmenadenn. Lavarit d’in perak, c’houi, eur Breizad taer, n’oc’h ket aet da Wened, evel ar re all ?

AN ARZOUR

Abalamour ez aen da Sant-Malo…

JEREMI

Mat, mat ! (D’ezañ e-unan) Al loen… (Kregi a ra er pellgomzer) Allo ! Sant-Malo 45-74 evit 89-46. (D’an arzour) An hotel Solidor am eus goulennet.

AN ARZOUR

Gouzout a ran ; boazet oun ouz an numero.

JEREMI

Diot oun, memes tra ! (Galv ar pellgomzer) Allo ! an hotel Solidor ? A ! mat ! Amañ ar c’homiser Jeremi, eus Roazon… Eur c’homiser. Ne gomprenit ket ? Polis, mar komprenit gwelloc’h. Klevit ! Daoust hag an Aotrou… (D’an Arzour) Ankounac’haet em eus hoc’h ano

AN ARZOUR

An Du.

JEREMI

Allo ! daoust hag an Aotrou Gwenn ha Du… Allo ! Allo ! an Du hepken, An Du, arzour ha liver, en deus kousket en hoc’h hotel en noz eus ar c’houec’h d’ar seiz, da lavarout eo en noz diweza ?… A ! ya ? Mat, mat ! Soñjal a raen. Trugarez, Itron ! (D’an Arzour) E Sant-Malo hoc’h eus tremenet an noz ; sklaer eo n’eo ket c’houi an hini eo, n’eo ket c’houi an hini a glasken.

AN ARZOUR

Lavaret em boa deoc’h.

JEREMI, gant ur mousc’hoarz glas

C’houi a zo evelato eun den farsus. Allo ! kenavo ! (Sevel a ra da vont er-maez. An Arzour a ginnig d’ezañ e zorn ; Jeremi a sell outañ gant daoulagad kasaüs hag a dro kein. En eur huñvreal) Daou e oant war vilo-tan, gwaz a-dreñv, maouez a-raok… Daou a oant war vilo-tan o redek war-du Sant-Malo… Trouz an diaoul ha tiz ganto… (Eur pennadig) « Ho kwreg, Aotrou Komiser, a zo eur Vretonez vat… » (Distrei a ra en eun taol krenn d’an arzour.) Petra ’ lavarit ?…

AN ARZOUR

Stouit ho penn, Aotrou Komiser, en kas e vefe re izel an treust !

JEREMI (Droug ennañ)

Foei ! n’oun ket ken bras-se emichañs. (Hag o tremen e zorn war e dal. D'ezan e-unañ). Loen brein !… Daonet va ene ! gant piou an diaoul eo bet taolet ar monumant en traoñ ?…

ECHU