Mont d’an endalc’had

Doctrin Jesus-Christ

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 9-11)


Eus a Doctrin Jesus-Christ.

Er Vadiant e recevomp an hano precius a gristen, hac ar promesseo a reomp eno a verq dimp hon deverio.

An oll doctrin eus a J. C. a ra oll deverio ur c’hristen, hac en e scol eo e disqui. Comset eta, Salver ar bed, discoeet dimp an abrege eus ho toctrin.

An doctrin divin-se a disq dimp penaus n’en deus nemet un Doue, crouer an env hac an douar ; penaus en Doue e so tri pherson distinct, ha carguet a bep sort perfection. An Doue-se en deus c’hoas crouet an Ælez hac an dud, da bere e teu d’en em gommunica evit o renta evurus. Ur loden eus an Ælez a chomas fidel ; int eo an Ælez mad hac evurus. Ur loden-all eus an Ælez, dre ur speret a ourgouil, en em revoltas a enep Doue, peini o frecipitas en ifern ; int eo an diaoulou, pe drouc-sperejo eternellamant malhurus ha mechant.

Doue a blaças hon Tad quenta en ur jardin delicius hanvet barados an douar. Eva hon mam guenta, tromplet gant an drouc-speret, a debras eus ar froez difennet, hac a roas d’e friet eus ar froez se. Doue o chasseas eus ar barados terrestr. Ho fec’het o rentas malhurus, hac ho oll bugale ho goude, pere o deus heritet eus ho disobeissanç, ha suito pere eo an ignoranç, ar panchant d’an drouc, inimitie un Doue offancet, an oll infirmiteo eus ar vuez presant, hac an necessite da vervel. Doue couscoude en devoe truez oute ; prometi a eure deze ur Redampteur, e vap unic, peini a arruas pevar mil bloas da neubeuta, goude pec’het hon tad quenta. An dud a deuas d’en em renta mechant ha corrompet. Doue ho c’hastias dre un diluc’h universel ; den na voe espergnet nemet Noë hac e famill, gant an anevalet a voe ordrenet dezàn gant Doue da lacat en arc’h. An dud goude Noë en em rentas adare quen mechant hac ar re a voe beuzet dre an diluc’h universel. Doue oc’h abandonas, hac a choasas Abraham hac e ligne evit bezàn e bobl, peini a voe hanvet Hebreanet, ha d’ar goude, Judevien. Etre daouarn ar bobl se e lesas Doue e lezen, e religion, e bromesseo, e brophetio, hac ober a eure en e faveur un nombr bras a viraclo, ispicial dre Moyses. Non obstant ar graço particulier a accorde Doue d’ar bobl-se, e voe alies mechant hac alies castiet. Anfin Rédampteur ar bed a arruas en amser merquet hac annoncet gant ar prophetet ; quemeret a eure ur c’horf hac un ine en corf ar Verc’hes glorius Vari ; hac an Doue-se groet den eo Jesus-Christ, peini dre e vuez santel, e doctrin, e viraclo, a discas d’an dud petra o deus da ober evit bezàn evurus. Prouvi a eure dre e doctrin hac e viraclo penaus e voa guir map Doue, ha Doue e hunan. Hon prena a eure dre e varo er groas ; tri deiz goude e resuscitas ; instrui a res e Ebestel, formi e Ilis, ha sevel en env daou-uguent deiz goude e resurrection. D’ar goude e tigassas ar Speret santel voar an Ebestel, pere a prezegas an Aviel, pe doctrin Jesus-Christ, da guenta d’ar Judevien, ha goude d’ar bed universel. Predication an Ebestel, ho miraclo, ho goad, evel hini un infinite a verzerien, scuillet evit difen ar fe, a gonvertissas ur loden vras eus ar bed, en despet d’an oll arraich eus a boissanço an douar, animet gant Satan evit ampeich ar religion gristen da vezàn etablisset. Ar bobl fidel convertisset dre an Ebestel, ha conduet gant ho successoret, eo an Ilis catholic en peini epquen e quefer ar guir doctrin a J. C., recevet gant an Esquibien, pere so successoret d’an Ebestel, digant pere e deus-hi recevet gant an autorite d’e frezeg d’ar bobl. D’an Esquibien unisset gant hon tad santel ar Pap, en deus confiet Doue ar fe ha reglamant a vuez ar bobl fidel, evel m’er guelfomp d’ar goude.