Catechis a signifi un instruction familier voar doctrin J. C., pe un abrege eus ur memes doctrin hervez he foëncho principala.
Ret eo gout ha pratica an doctrin-se, pe vezàn collet. Gret eta attantion penaus n’en d’eo quet avoalc’h dac’h gont ha pratica ar mad. Instrui ar re ignorant a so un œuvr a drugarez, ha memes a justiç evit cals. Credi, goulen, ober ha receo eo an abrege eus ar c’hatechis. Instruet eta voar ar pes a sel ar fe, ar beden, ar gourc’hemeno, ar sacramancho Jesus-Christ en deus prezeguet publicamant ; instruet ha catechiset en deus en particulier Philip, Nicodem, Madelen, un den ganet dall, ur bec’heres paour, ar Samaritanez. Ha mæz o pe-hu oc’h ober ar pes en deus gret J. C. ? S. Paul o coms a bredication an Aviel, a lavar penaus eo en em groet oll, voar an oll evit gounit an ineo da Zoue. Ma teuïo eta an eil da sicour eguile, ar re instruet da disqui d’ar re ignorant, hac ar re-màn da guemeret ar boan da disqui. Ar voyen eo da chasseal an erreur hac ar gaou. Peb christen a rai attantion, a c’hanaveo, a garo hac a difenno voar e vuez, mar be ret, ar guirioneo eus hon religion santel.