Diwar lein an touriou, ar Groaz
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Diwar lein an touriou.
1. Diwar lein an touriou
Ar Groaz a lar dalc’h-mad :
« Kristenien, d’an Envou
Zavet ho taoulagad ! »
Diskan.
Bepret e lec’h ma vo
Dirag-han Kroaz Jezus,
Eur c’hristen a gavo
Kenteliou talvoudus.
2. Ar Groaz war an henchou
A lar d’an tremener :
Gwir hent bro an Envou
Eo hent Kroaz hon Zalver.
3. Dirag ol dud an ti,
Ar Groaz ouz ar voger
A zesk da bep hini
Ober mad e zever.
4. Diski ra d’ar bugel
Bezan bepret zentus :
Zenti bete mervel
Setu bue Jezus.
5. D’an tadou ha mammou
E lavar hon Zalver :
« Beillet war ineou
« A m-euz prenet ken ker !
6. Kroaz an ti d’ar c’hlanvoar
Zo ive presius :
En-hi e kav zikour
Da vezan gouzanvus.
7. Ar groaz war ar beiou
A n-euz eun nerz dispar
D’ober d’ar c’halonou
Dougen pouez ar glac’har.
8. Ar Groaz pa ve zavet
E kichenik an od
A ro fians bepret
D’ar paour kez martolod.
9. E fin eur Mission
Pa ve zavet eur Groaz,
D’an ol dre ar c’hanton
Kentel gaer a rei c’hoaz.
10. Hi laro da vepred
Madelezou Doue
D’ar re n-euz he zavet,
Kouls ha d’o bugale.
T. B.