Mont d’an endalc’had

Divis entre eur c’hliant yaouanc ac eur risquerès coz

Eus Wikimammenn
◄   An den samet pounner Divis entre eur c’hliant yaouanc ac eur risquerès coz Caz Pipi   ►



XI

DIVIS

entre eur c’hliant yaouanc ac eur risquerès coz

————

Var ton : Quimiat pautret Plouhillau.

1

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, bet e zoc’hu coant gouech all ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, coantiri zo eun dra fall.
Couscoude e voan plac’h terrub, degaget, croc’henet caër,
Va lanchen distaguellet mad, va lagat lem a zeder.

2

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, bet o peus servigerien ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, na c’houl quet ar veleyen.
Couscoude ne voan quet scornet, plijout a rë din Pipi,
A pa frote eur plac’h all e santen vel jalousi.

3

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, tenerèt neus ho calon ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, rac ar pec’het e moa aon.
Couscoude eur sulvès pardon e c’houlas quer brao ouzin
Rei dezan eun toullat pocqo, ma voe ret din acsantin.


4

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, voant quet pocqo pen da ben ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va miguon quœs, n’avanturis ma c’hroc’hen.
Couscoude eun nosvès bennac ma voan o prezeg dezan
E presegas quer brao ive quen a risquis, a gredan.

5

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, risquet o peus c’hoas goude ?

AR PLAC’H

O nan biscoas, va mignon quœs, nemert an noz malevrus se,
Couscoude vit laret gouir, alyès pa zifunen,
E vijen meurbet souëzet o caout Pipi em barlen.

6

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, risqla rafec’h c’hoas bremâ ?

AR PLAC’H

O nan biquen, va mignon quœs, guell ve ganen periçsa.
Couscoude mar ve ret absolu ober ze dho soulagi,
Na me quet açsur ar galon da zonet dho rèvuzi.

7

AR PAUTR

Leveret din, moëreb Cato, dre an hent se c’her dan Een ?

AR PLAC’H

O nan biquen, va mignon quœs, na gueffet quer reis ac hen.

AR PAUTR

O trugare, moëreb Cato, ho quelen ne neo quet fall,
A couscoude vit nem salvi me guemèro eun hent all.