Mont d’an endalc’had

Distro Ann Newez-Amzer

Eus Wikimammenn
◄   Tina, Merc’h ar Meliner Distro Ann Newez-Amzer Ann Itron Varia Sant Karé   ►


DISTRO


ANN NEWEZ-AMZER.


Da Varz an Awiel,
I. G. an Herry. —


DISTRO ANN NEWEZ AMZER.


————


Ar mintinn-ma, ’vel ma saviz,
Eùn heol ken laouenn a weliz ! —
Ha me tiskenn d’am liorzik,
Skanv ha zeder ma c’halonik.

Oh ! Doue, koanta da vleuniou
’N touez ar ieot-glaz hag an dèliou,
Ré a beb-liou, ha ruz ha gwenn,
Ré c’hlaz, hag iwe ré velenn !

Ma zeblante d’am daoulagad
Ewit lavaret d’in : — « Deiz-mad ! »
E savent ken koantik hò fenn
Hag è c’hoarzent pa drémenenn.


Ha war beb skour oa eùn evnik,
O kànan enò he zònik ;
Hag ann awell ez oa kloùar,
Ann oabl ken glaz uz d’ann doùar ! —

Klewet duhont al laouenan,
Hag aman eùn drask ò kànan :
Goude eur goanv ken didruez,
E kavont gwelloc’h ar vùez. —

Duhont enn heol, war ar c’hlazenn,
’Vel ma lamm ann oanigou gwenn !
Ha pelloc’h eùn eubeul bihan
A red, red, beteg koll àlan ! —

Mès ma c’halon, ken trist dec’h c’hoaz,
A gavé ken poùner he groaz,
Perag iwe m’eò ken laouenn,
Prest da gànan eur ganaouenn ! —


’Vel ar prajou, ’vel ar parkou,
Ann oanik, ann evnidigou,
’Vel ann env ha ’vel ana doùar,
Ec’h ankouaz kanvou ha glac’har ;
 
Ewit kànan : — Alleluia !
Ha meulodi ha Gloria
D’hon Zalwer a zò as-sàvet,
Ha deùt da frealzin ar bed !

Hag è teù leùn a vadèlez,
Gant-han pardoun ha karantez,
War he lerc’h ann newez-amzer,
A laka peb kalon zeder ! —


————
Kerarborn, an ùgent a viz Meurz 1864.