Tina, Merc’h ar Meliner

Eus Wikimammenn
◄   Soezik Tina, Merc’h ar Meliner Distro Ann Newez-Amzer   ►


TINA,


MERC’H AR MELINER.


————


Anaout a ret Tìna Kerc’hoant,
Merc’h ar meliner, ar plac’h koant,
Ken braò kempennet d’ar zùliou,
A dans ken skanv er pardòniou ?

Setu ar plac’hik dimèzet.
Piou a sonj dec’h a deùz-hi bet ?
Neb he c’harrie ’vel he lagad,
Laouik eùz a vilinn Rozmad ? —
 
Nann ! bet a deùz eur genaouek,
Pinvidik, a gomz ar gallek, —
Ha setu rannet gant glac’har
Kalon ar meliner he c’hàr !

 
Laouik a zò karantezuz,
Eur poanier mad, eùn dèn nerzuz ;
Med égilé hen deùz arc’hant :
Setu ’n em werzet Tìna goant ! —
 
Laouik gomzé a garantez :
Egile gomzé a danvez :
Gant dillad kaër, arc’hant hag aour
E c’hònezaz ar plac’hik paour ! —

Ma malloz rù war ar màdou,
A drò pennou ar merc’hejou !
Gwell eò karantez leiz ann dorn,
Wit aour hag arc’hant leiz ar forn ![1]


*
  1. Krenn-lavar anvezet mad en Breiz-Izell. —