Mont d’an endalc’had

Displeg ar vartoloded diwar-benn ar zent koz

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 133-138)



V


Displeg ar vartoloded diwar-benn ar zent koz


Ar vartoloded, en-dro d’ar weenn dilh, a deue da gôzeal, da brezeg, evel gwechall-goz an dud a skiant vras war an henchou, war leuriou kêr evit diski d’o diskibien an traou burzudus a oa diwanet en o spered pe o devoa diwriennet eus hini ar re all.

Bilzig a vije eno gante, digor-frank e ziouskouarn evel gwechall en ti-nean. Eno e tiske al lavariou fur a ziwane war deod ar vartoloded koz, furnez talvoudek d’ar re yaouank evit ren o buhe eeun.

Eno eta, en-dro d’ar weenn dilh, hon zud a skiant a brezege, eun dudi o c’hlevet.

Eun devez, unan anê a welas Bilzig war ar c’haë o tistrei diouz ar Gwennili, hag a lavaras da Zaïg Jelvest :

— Abaoe ma ’c’h a Bilzig ganec’h d’an ôd, eo deut eun tammig war vad. Nan eo ket eur sant, pell ac’hane, nag eun êlig Doue. Evelkent…

— Gras d’ean, eme Saïg, da zont da vea eur gwaz, eur martolod mat.

— Eus ar zent, ha, dreist pep tra, eus ar sentezed, ôtrou Doue, hon diwallit ! eme unan all, leshanvet Petare, pehini an nevoa trawalc’h, ha re, da ober gant e hini, eur zantezig klouar, eur glufan anei, ma oa unan er bourk.

Klevet ’ta ! eme egile, Olier an Treut. Bea evelkent a zo sent ha sentezed… An ôtrou person, pep sul, er gador-zarmon, a lenn d’emp, ha penn-da-benn, buhe eur Sant pe eur Zantez, grêt gante pinijenn galet war an douar, bet merzeriet, hag a zo aet, hep douetans ebet, war nij, ha war-eeun, d’ar Baradoz.

— Met me a zonj d’in, eme unan all, penôs ive gwechall, ar zent a oa gwelloc’h en kenver an dud eget ma int breman. Gwechall-goz ar zent a rê burzudou kaer meurbed : yac’haat a rênt an dud klanv, eeuna a rênt ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re dall, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha breman !…

— Droug enne, marvad, eus an dud, eme Bilzig.

Ar pôtr koz a zellas a-dreuz ouz ar pôtr.

— Leaz a zo c’hoaz e beg da fri, marmouz !

— Ar pez a zo gwir, eme Jarlig koz, sant Kirek a wenve hag a ziwrienne ar goanvennou, an darvoedennou, ar gwenaennou ; sant Melar a roe nerz d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goullou, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar goriou ; santez Rosa a zigase leaz e bronnou dizec’het ar mammou ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklerijenne ar sperejou klanv gant an displijadur… Ar zent-ze a oa uhel er Baradoz, brudet meurbed war an douar. Ha breman !…

— Breman, pôtr kêz, eme Bipi an Drask, ar zent-ze a zo koueet e kas : maro int marteze !…

— Ho ho ho, maro !… ar zent ne varvont ket, Pipi.

— Ar zent ne varvont ket ? Ma ! perak ’ta neuze chapel sant Melar a zo koueet en he foull ?… Eus chapel santez Rosa aet ar zent gant al laer. Ah ! ah ! ah ! ya, gant al laer !… Ha marvad, ma vijent bet beo ?… Ha chapel ar Jaou ! Panevet an dud yaouank a deu, da ze ar pardon, da zansal en-dro d’ei, pell zo…

— Sant Kado ! fae eo gantan sellet ouz gouliou an dud klanv. Figus, ’m eus aon, eo deut da vea, eme Jarlig koz… Luduenn, c’houi ’oar, gouliou o dislina en e c’houg, teir pe beder gwech, a zo bet gant e vamm beteg e chapel, diarc’hen, e korf e roched, evit goulenn bea yac’haet. Bouar sant Kado : al Luduenn an neus dalc’het e c’houliou. Dislina a reont, dislina a refont… Piou ac’h a da bardon sant Haran ? Piou ?… Den !… Eur pagan, ya, eur pagan an neus prenet ar chapel hag ar feunteun, en pehini eman (goût a ret an dra-ze kouls ha me) bac’het, stlejet dindan gazul-gê, an Dukez Anna gant he holl zenzoriou.

— Nan eo ket eun diod ar pagan-ze ! eme Saïg. Hennez a glasko hag a gavo marteze an tenzôr.

— N’eo ket krenv a-walc’h ! eme Herve Yann, pehini, sonj hoc’h eus, a oa bet oc’h esa delivra an Dukez. Met, e gwirione, me ’gred d’in penôs Herve Yann ne oa ket bet beteg ar chapel : spontet eo bet marvad gant eur c’hornandon pe eun teusk bennak war an hent. Met arabad eo d’ec’h lavaret ze d’ean, findaonet !…

— Oh ! ya, evel ma lavar Jarlig, ar zent koz a zo aet o brud e kas. Re neve a zo deut gant an ôtrou person, sent Leonarded : santez Mari-Madelen, santez Mari Ejiptianez, sant Minigourdin, sant Yann dibenn-eost, sant Anton, ha me ’oâr ped a re all…

— Sant Anton, oh ! oh !… Hennez, lavaret n’eus forz petra. a zo eur sant mat, tad-koz ar moc’h lart, paeron an ôtrou person, eme Ber Vourel.

— Paeron an ôtrou person ?…

— Ya, ya, Anton eo e hano badeiant.

— Ah ! ah ! Anton !…

Darn a vousc’hoarze.

— Ne oa ket eul Leonard, marvad, an ôtrou sant Anton.

— Me ’ra forz, eme Ber, me ’ra forz eus a belec’h e oa ginidik.

— Eur sant mat meurbed, mat ral, hennez ! eme ar Paluter. Hini all gwelloc’h, tad ar gwadigennou, ar silzig hag ar rost-kandadenn [1].

— Ha n’ankouait ket, mar plich ganec’h, an anduilh ! eme Saïg Fanch Lar, pehini a oa gwall douget d’e gof.

— Ha penôs, a gav d’ec’h, e vefe levene e kalon hon zent koz ? Dilezet int gant an holl : pedenn ebet ne zav beteg enne. Piou a brof d’ê ?… Den !… Na lin, na kudenn neud, na bechenn amann, na vi, na pesk ne ve kinniget d’ê. Hag e fell d’ec’h penôs e teufent, eun devez a vo, da rei skoazell ha dorn d’ec’h en ho poaniou pe en ho trubuilhou ?

Evel-se e komzas ar C’habon Bras, selaouet gant an holl evel eur prezeger, eun den a skiant-vat.

Ha Bilzig hag ar bôtred all a zigore o ginou, evel ginaoueien ma oant, dinik eun hevelep prezeger.

— Setu aman, emean, sant Kirek, patron hon farroz ! Hen eo an hini a ziazeas hon iliz kenta, chapel e leandi. Gwechall e yac’hae ar goanvennou, neketa ? N’ho poa nemet lakaat war ho koanvenn eun tamm koad brein bruzunet, diframmet diouz e skeudenn ha lavaret pemp gwech Hon tad pehini a zo en henv ha Ni ho salud, Mari, an de war-lerc’h gwenvet ar goanvenn. Ar merc’hed yaouank ive, ar re o dije c’hoant dimei…

— Holl ! eme Jarlig koz, holl !…

— … n’o devoa nemet sika d’ean eur spilhenn en e droad dehou evit bea sur da zimei er blâ… Abaoe ma eo bet, ar paour kêz sant Kirek, disprizet gant e vugale, abaoe m’o deus ar re-man tennet o zad diouz o iliz, evit lakaat war e dron sant Jakez, abaoe ez eo en em zistroet a-grenn diouzomp, ha, kaer ho po pega war ho koanvennou, ho kwenaennou pe ho tarvoedennou koad brein bruzunet e skeudenn, vad ebet ne raïo d’ec’h an tred-ze.

— Gwir eo, eme Erwan an Intanv, gwir eo. Eiz devez zo em eus lakaet eur vruzunenn eus an tred-ze war ar goanvenn a verve war biz bihan va zroad klei, abaoe n’on ket evit herzel, n’on ket evit pad ganti : an tan ru a zo e-barz.

— Ar gwir a zo gant ar Zant, Erwan, a lavaras d’ean ar C’habon ; ar gwir a zo gantan, ar gaou ganit. Goap a rês outan, Erwan. Fabrik sant Jakez ne oas-te ket warlene ? E-pad eur blâ out bet o kestal evitan arc’hant, neud, bleud, greun, kig. Hag ec’h out souezet, ma zo droug e sant Kirek ?… Ma ! petra ec’h eus-te profet d’ean ?… Ar gaou ganit, Erwan !

— Oh ! eme an Dalaren, sant Efflam nan eo ket kalz gwelloc’h. Pa ve taolet d’ean spilhou en e feunteun, e lavar, e lavare d’ar merc’hed yaouank e timezfent evit ar blâ… Ma ! eun devez e oamp aet hon daou, Soazig va c’henitervez, ha me, da gaout sant Efflam. Heman a zisklerias d’ei, sklêr evel an de, gant ar spilhou, penôs e timezfe. Soazig laouen o tont d’ar gêr. Triouec’h vlâ a zo abaoe ! triouec’h vlâ !… Plac’h yaouank eo atao Soazig.

— Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank koz viret ! a c’hrozmolas unan bennak.

— Ha breman e ra al lez d’an êle a zo en iliz. Koant meurbed int an êle-ze, ha, dreist-holl, ar re a zo a-us d’an aoter vras, livet en aour, displeget gante o diouaskell evel ma vijent o nijal a-dreuz ar Baradoz. Seblantout a ra d’ei, marvad, ec’h aio gante war o diouaskell, luskellet gante, goustadik, a-dreuz an oabl, betek dor an Nenvou ! Diod-nay eo deut da vea gant an êle-ze… Oh ! ma karje sant Efflam bea bet roet d’ei eur pried, Soazig a vije bet eur vamm vat, eur wreg a urz hag a zoare. Ha breman ?… breman e troio gant he êle.

— Gwechall ive, eme Lomm an Dibreder, an êle a deue da vale war an douar : dont a rênt evit rei sikour d’an dud en poan hag en doan. Disul diwea, an ôtrou person, er gador-zarmon, a gontas d’emp kôz Tobi. Eun êl madelezus a henchas anean e-pad e veach du-ze pell, pell. E fe, avad, pelec’h ? Ankouaet am eus pelec’h, met nan eus forz pelec’h. Ar pez a zo anat ha sklêr, eun êl a ziskennas deus an nenv evit e vleina, e hencha beteg ar gêr… Ha pegen kunv ive a oa an êlig a deuas, eus peurz an Otrou Doue, da gaout ar Werc’hez Vari, evit diskleria d’ei penôs e oa bet dibabet, e-touez an holl verc’hed yaouank all, evit bea mamm d’ar Mabig Jezuz… Hag an hini a oa bet lakaet gant Doue e toull dor ar Baradoz, evit he zifenn enep Adam hag Eva, eur c’hleze lugernus en e zorn. Paour kêz Adam, oh ! ya, setu unan all ha na oa ket lemm e spered. Koll e Varadoz evit eun tammig aval trenk, put marteze !!…

— He ! he ! eme Jarlig koz, an aval, marteze, ne oa ket ken trenk-ze, marteze blazet mat da staon hon zad-koz.

Ha Jarlig a lipe e vuzell gant e deod.

— M’an nije bet kollet ar Baradoz evitan e-unan c’hoaz !… Met koll anean evit e holl vugale !

Ma ! ma ! petra a lavarin-me d’ec’h, eme Laou ar Gallou.

An traou-ze a zo diês ral da zibuni, ha gwelloc’h eo, marvad, furoc’h, chom hep heskina en hon empenn mennoziou ken pounner.

— Berr-welet omp war ar skianchou-ze, a lavaras Laou Vihan.

— Berr-welet ! a c’hrozmolas Pipi an Trêz. Berr-welet ! berr-welet !…

— Traou diês da wenta, eme Saïg, diês ral…

— Ma ! ma ! ro tan d’emp, eme Fiakr an Teo, greomp peb a gornedad. Red eo d’emp divogedi hon spered, skuba ar boultrenn hag ar pailhorou [2] koueet war leur-di hon empenn eus a gemend-all a skiant hag a furnez.

Ha Jarlig a dennas eus e c’hodell e voest tont, an direnn hag ar mean-tan.

Chachadeg war an duellennou, hag ar moged butun a zilas entre muzellou ar fumerien. Sioul ar brezegerien. Pep-hini a chache, a grainche. Divogedi a rê ar c’herniel… Sioul an dud a skiant, skuiz da vea malet gant o mennoziou o empennou grognonek [3].

— Da… dao… daoust hag ar zent…, a visteodas Lellig an Touz, e… e… barz ar Baradoz, a deu, evel ma omp-ni, bo… bo… bodennet dindan o… o… o… o gweenn dilh, e… evit tremen an amzer, da fumi, da chikat, da virbilhat ha da bre… bre… brezegi, pa… pa… pa ve divalo an amzer, pa… pa na c’heller ket mont d’an… d’an ôd ?

Bilzig en eur c’hoarzin :

— Evel just, Lellig.

Komzou Lellig a goueas war ar vartoloded koz evel eur vantell a yenienn bouk ha du. Lavaret ho pije penôs komzou divaoue Lellig o devoa kropet, skornet d’ê o empenn. Den ne rannas gir, den ne vousc’hoarzas, den ne finvas…

Bilzig ar c’henta a dorras ar blanedenn :

— Da bed heur ar gourlenn warc’hoaz, Saïg ?

Ha pep-hini dihunet a sikas e gorn en e c’hodell. Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardae, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godellou, ac’h ês d’ar gêr, war o fouez, goustadik, dem-zerret o daoulagad, skuiz o fenn da vea douget e-pad keit amzer mennoziou ken boull ha ken goullo.

  1. Rost-kandadenn, fibres du lard dont on a extrait la graisse qui fait le saindoux.
  2. Pailhorou, balayures.
  3. Grognonek, rempli de petites pelotes.