Digouet eo an devez
1. Digouet eo an devez a zonjemp e-nezan
Aboe ma c’houzomp koms, aboe hon fajou kentan ;
Jezus tost d’hon c’halon a skoe war an or,
Zouden ec’h antreo, hon c’halon zo digor.
Diskan.
Deut, o Jezus, deut hep dale
E kalonou ho pugale :
C’houi, ma Zalver, a vo breman
Hon magadur dre ar bed-man :
Deut, o Jezus, deut, o Jezus !
2. E vouez a lare d’imp : « C’hoant am euz da zisken
« E kreiz ho sperejou d’o c’hargan a sklerijen ;
« C’hoant am eus da vevan genac’h ’n hoc’h izili,
« Ha da veskan zoken ma goad gand hoc’h hini ! »
3. Tridal ra an ilis euz kân ar c’hantikou ;
Me wel ouz an oter ar belek oc’h ofernian ;
Pleget am euz ma fen epad ar goureou ;
Kuzet er spesou zakr Jezus a zo aman !
4. Jezus, me hoc’h ador tre daouarn ar belek :
Piou oc’h, m’hen goar erfad, c’houi zo gwir den ha Doue,
Bugel e Bethleem, lein an Envou Roue,
Mab ar Werc’hes zantel, Mab an Ol-C’halloudek !
5. Endro d’imp hon ele a ninj, leun a zudi,
Hon tadou, hon mammou, a ouel o sellet ouzomp,
Ha gant ar fe grenvan, o Jezus, ho suppli
Da chilaou eur wej c’hoaz o feden evidomp.
6. Ol vadou an douar, e ol blijaduriou,
A zo pri ha moged en ho kenver, o Jezus,
E kenver au tensor euz ho prezans eürus,
En devez-man ken kaer etouez an ol deiou !
7. Pelloc’h, o ma Jezus, pa vefet em c’halon,
Me vank d’in ho miret er vuez hag er maro,
Ha dre ma vertuiou bemde kaerat ho tron :
D’an drouk evit biken e laran kenavo !
K. G.
Goude kreiste, evit hadnevezi promeseou ar Vadeiant : Karet Doue da gentan, 96 ; Fe hon tud-koz, 97 ; Me zo kristen, 98 ; O pebes tan, 135.
Evit enem westlan d’ar Werc’hes Zantel : Diskan ar Vretoned, 60 ; Mari, Rouanes Breiz-Izel, 56 ; Zantes Mari, 41, ha kals a werzenou-all.