Mont d’an endalc’had

Danevellou a Vreiz/Yann Postik

Eus Wikimammenn
troet gant Adrien de Carné.
Ar Wenanen Aour (l’Abeille d’Or), 1922  (p. 48-64)
◄  Mariannig Yann Postik Peronik  ►





YANN POSTIK



Pedomp, kristenien, pedomp evit ar re varo. Breiziz a gar o zud eat d’an Anaoun. Pedomp evit o eneou war an douar m’ema o c’horfou keiz o kousket dindanan. Kannadez ar goanv, da lavaret eo Gouel an holl zent a zigas, dreist holl, da bep hini, sonj eus an dud tremenet.

Epad an nozvez se kristenien, epad an nozvez se hepken, an Aotrou Doue a blij, gantan lezel an Anaoun da vont d’an ti m’o deus karet ennan, d’ar vro m’o deus bevet enni, d’al leac’hiou m’o deus labouret start enno.

Bez’ez eus, epad an nozvez se, e kement ti a zo, ken alies a zen maro hag a zen beo ; war an hentchou ken alies a zen maro hag a zelien velenet ; war an aochou, ken alies a zen maro hag a labous aod e toullou ar c’herreg.

Ha setu perak, a hed an nozvez se, e pep ti, an daol a zo gwisket. Bez’ ez eus goulou warni ; bez’ ez eus eun tantad mat a dan en oaled. Evelse ar re varo keiz a c’hell dibri eun tamm boed ha tomma o izili kroummet gand yenien ar berejou.

En nozvez se an daol a oa gwisket, hag an tan a flamme kaer e pep ti, ya, e pep ti, nemet e ti Yann Postik.

Yann en devoa tremenet an dervez hed da hed, o tansal epad an ofisou, oc’h eva epad an oferen, o c’hoari gant martoloded.

Chom a reas da gana, da c’hoari ha da eva, hep sonj ebet da vont d’ar gear, ken na vije war dro hanter noz anezi.

Ar re all, pa voent skuiz gand ar pec’het, a yeas kuit, ha Yann, neuze, a zeuas d’ezan. ive, ar c’hoant da zistrei d’ar gear. Dilezel a reas an davarn, ker krenv ha ken yac’h evel ma ’z oa araok mont enni. Hennez a oa e gorf ker kalet hag an dir evit ar blijadur.

Laouen gand ar banneou, e kane o tilezel an davarn, e kane o tilezel kear, e kane o vont gand e hent.

Tremen a reas e tal ar C’halvar, hep tenna e dog, allaz ! Tremen a reas dirak an Aotrou Doue, allaz ! hep mont da vud.

Ec’h en em gav, erfin, gand eur groaz hent. Daou hent zo aze, ma ’z eer d’e di, ganto. Ar zalver, war e groaz, a zifenn diwar laez, an hent hirroc'h. An hini berroc’h, avat, ar re varo hen darempred. Kalz tud, o vont gantan epad an noz o deus gwelet meur a dra na gomzer anezo nemet pa vezer tost d’eul leac’h santel.

Mez Yann n’en deus aoun rak netra hag ez eus, en e greiz, eur galoun mean. Marvet eo e vamm ha kanet en deus ; marvet eo e c’hreg ha danset en deus.

Mont a ra gand an hent berroc’h, o lakaat e voutou koat da drouzal oc’h mein an hent.

Du pod eo an noz, an deliou a red, kaset gand an avel ; ar broustou a gren gand eun trouz spountus, ha kammejou Yann a dregern evel re eul langouineg.

Ha Yann a gerz dalc’hmat, o kana atao, o c’hoapaat atao.


O tremen e tal ar maner koz ar wiblen a lavar :

Distro, Yann, distro.

Ha Yann a gendalc’h gand e hent.

Pa zigouez gand al lamm dour, an dour a hiboud :

Na dremen ket, Yann, na dremen ket !

Lakaat a ra e dreid war ar vein kompezet gand ar ster hag he zreuzi.

O veza en em gavet gand an derven goz, an avel a lavar, o froumal er skourrou :

Chom ama, Yann, chom ama !

Yann avat a sko, war ar wezen, gand e vaz, hag a dremen :

E teu, erfin, e traonien ar re varo. Kleier teir barrez a sko taol hanter noz. Yann a gan hag a grog da c’houibanat ton Marionig.

Mez endra ma c’houiban, e klev trouz eur c’harr o tant davetan, eur ballen gaon ouz e c’holei.



\header {
  tagline = ##f
}

\layout {
  \context {
    \Score
    \remove "Bar_number_engraver"
  }
}

global = {
  \key a \major
  \numericTimeSignature
  \time 2/4
  \partial 4
}

right = \relative c'' {
  \global
  \repeat volta 2 { e8 fis16 gis | a8 e a16 gis fis gis | e fis dis8 e fis16 gis \break
  a8 e a16 gis fis gis | e4 } \key c \major e8 e16 f | d8 e c c16 d \break
  b c a8 c b16 a | g8 a b16 a b c | b8 b e e16 f \break
  d8 e c c16 d | b c a8 c b16 a | g8 a c16 a b g | a4 \fermata \bar "||" \key a \major
  
}

left = \relative c' {
  \global
  \repeat volta 2 { <a,e>8 <e a,>~| <e a,> <a e a,> <a e> <e a,> ~| <e a,> <a e> <a e a,> <e b> ~ \break
  <e b> <a e> <a e a,> <e a,> ~| <e a,> <a e> } \key c \major <e' a,>8 <a, e> ~ | <a e> <e' a, e> <a, e> <e' a,> ~ | \break
  <e a,> <e a, e> <e a,> <a, e> ~| <a e> <e' a, e> <e b e,>\arpeggio <a d,> | <b e,> <b, e,-^> <a e a,-^> <e' a, e> ~ | \break
  <e a, e> <a, e> <e' a,> <e a, e> ~ | <e a, e> <e a,> <a, e> <e' a,> ~| <e a,> <e a, e> \stemUp <a e a,>8.-^ <b e, a,>16\arpeggio | <c e, a,>4 _\fermata _\markup {  \halign #-2 D.C.} \key a \major
  
}

\score {
  \new PianoStaff <<
    \new Staff = "right" \with {
      midiInstrument = "acoustic grand"
    } \right
    \new Staff = "left" \with {
      midiInstrument = "acoustic grand"
    } { \clef bass \left }
  >>
  \layout
    { line-width = #123
    indent = #0 }
  \midi {
    \tempo 4=90
  }
}



Karr ar c’horfou maro eo, warnan eur ballen zu ha daou varc’h du ouz e gas. Ema an Ankou war skabel ar c’harr, o lakaat e skourjez da strakal, hag o lavaret hep ehan :

Distro pe me az troio ! Distro pe me az troio ! Yann hep aoun ebet, a ro d’ezan frankiz da dremen.

— Petra ’rez te ama, dre an hentchou, ken divezad ?

— Krapa, ha dont rust.

— Ha da beleac’h ez ez ’ta, Ankou, ma ’z eus kemend a vall ganez ?

— Mont a ran da gerc’hat an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz ; mont a ran da gerc’hat Yann Postik.

Yann a ziroll da c’hoarzin, hag a gendalc’h gand e hent.

Neuze e wel diou vaouez wenn o tisplega lien war ar broustou.

— Petra d’eoc’h beza ken divezad er foenneg va merc'hedigou koant ?

— Emaomp o walc’hi, o sec’ha, o c’hriat, eme ar genta.

— Emaomp o walc’hi, o sec’ha, o c’hriat, eme an eil.

— O walc’hi petra, o c’hriat petra, merc’hed koant ?

— Linser an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz, linser Yann Postik.

Yann a c’hoarz leiz e gof hag a ya pelloc’h.


————


Ha klevet a ra golvisier ar c’hannerezed noz o tregerni war vein an douez ; o gwelet a ra, o unan, dizale, o walc’hi, en eur gana o diskan klemmus :

Ken na zeui kristen salver
Red eo gwalc’hi hol linser
Dindan an erc’h hag an ear.

Dal ma welont ar paotr, e teuont holl en eur red, o kinnig d’ezan o linseriou hag o c’houlen digantan o gwaska da lakaat an dour da vont kuit diouto.

Lakaat a ra Yann, neuze, e vaz a gostez, ha kemeret penn al linser a ginnig d’ezan unan eus ar merc’hed maro ; teurel a ra evez da waska en hevelep tu ganti, rak, her gouzout a ra, n’eus tro all ebet evit na vijed ket lazet.

Endra ma tro al linser er c’hiz se, setu kannerezed all o tont en dro d’ezan ha Yann oc’h anaout e vamm, e c’hreg hag e c’hoarezed, an holl o youc’hal :

Mil malloz d’an hini a ankounac’ha ar re varo ! Mil malloz d’an hini a lez anezo hep pedennou ! Mil malloz d’an hini a lez e dud da zevi er purkator.

Hag i ha heja o bleo dispak en eur c’hourdrouz anezan, hag a dreuz d’an draonien, d’al lanneier ha d’ar c’hoajou, a bep tu, mouesiou a zav, o krial :

Mil malloz ! Mil malloz !

Yann, er meaz anezan e unan, spountet evel ma ’z eo, a grog da waska d’an tu all. Al linser a stard e zaouarn ha Yann a gouez, lazet mik gant divreac’h kalet ar gannerez.


————




O tremen dre eno da c’houlou deiz, he fodad leaz livriz war he skoaz, eur plac’h yaouank a welas Yann da c’hourvez war vein glas an douez. Kavout a reas d’ezi en doa, ar gwin ardant, her pilet eno ; tostaat a reas, eur vroennen ganti, d’hen dihuna. O welet e chome atao diflach, ar plac’hig a grogas aoun ganti hag ez eas prim d’ar geriaden da c’houlen skoazel.

Savet e oe ar c’horf ha lekeat war eur c’harr sachet gand ejenned, ha douget d’ar gear.

Hogen ar goulou benniget a varve, dalc’hmat, en dro d’an arched ar pez a roas da c’houzout d’an holl e oa, Yann, kouezet en ifern da viken.

Rak se korf Yann Postik a oe douaret dindan an diribign mean, er meaz eus ar vered.

Pedomp evit bon tud varo !