Danevellou a Vreiz/Mariannig

Eus Wikimammenn
troet gant Adrien de Carné.
Ar Wenanen Aour (l’Abeille d’Or), 1922  (p. 32-43)



MARIANNIG



Lenva a reot, tud vat, o selaou buez truezus Mariannig, ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al leaz. Ar baourez keaz a zo maro he zad, he mamm hag he c’hoarezed diganti.

Digemeret eo bet gand eur voereb fall ha piz.

Eat eo kuit he mignoun karet, gand e aotrou koz, da stourmi a enep d’an enebourien, en tu all d’ar mor

Ha daou vloaz zo abaoue m’eo eat kuit, ha n’he deus kelou ebet, eviti da wela ha da bidi. Pignat a ra, bemdez, da veg an tour, abaoue daou vloaz, da zellet ouz ar mor glas. Ha morse ne zeu en dro al lestr m’en em gav he mignoun karet warnan.

Petra a rit hu aze eleac’h mont da gerc’hat dour ? Ha me a vago, neuze, eun dra didalvez eveldoc’h oc’h ober netra ? Hag ar gwall bez, rust ha rok, a gas Mariannig er meaz eus he zi, ganti eur brog pounner en he daouarn.

Ha setu Mariannig o vale. Noz eo ; skedi a ra al loar etre ar gwez, ma ’z eo eun dudi.

Ar mesiou a bez a zo, warno, ar zioulded, ar peoc’h, an davedegez. Ema Mariannig o vont da denna dour eus ar feunteun.

Endra ma s tou d’an daoulin, gwelet a ra, e mellezour an dour, skeuden eur marc’heg deuet hep beza klevet ganti. Gwenn evel an erc’h eo e varc’h.



Harnez ar marc’heg estlammus se a lugern oc’h skerder al loar. E jakeden zu a zo, outi, brouderez skarlek evel ouz hini Alan ; ya zur, henvel mil eo ouz jakeden Alan, he mignoun karet.

Ha Mariannig a gren gand ar spount, epad ma komz outi ar marc’heg dispar ze, ma ne weler ket e zremm, abalamour d’an noz, hag a zo dinerz e vouez, evel pa vije o komz pell pell bras.

Alan, eme ar marc’heg, a zo c’hoarvezet gantan kaout eun taol kleze bras. Mat ; echu eo, koulskoude, ar boan en devoa gand e c’houli. Va c’has a ra etrezeg en hoc’h, plac’h yaouank, da rei d’eoc’h e walen aour evit lakaat doun, en ho spered, e teuan eus e berz. Dont a rai, kent ma vezo dale, d’ho kerc’hat, ha ne viot neuze ho taou, nemet unan da viken. Mar en em gav, ganeoc’h, avat, eur gwall-zarvoud bennak, n’ho pezo ken tra da ober nemet kemeret gwalen Alan hag her gervel, teir gweach. Dont a rai, neuze, raktal, d’ho kerc’hat.

War ze, skeuden ar marc’heg a ya war zisteraat hag a dec’h a zirak daoulagad Mariannig.


————


Sizuniou a dremen, misiou a dremen, ha Mariannig a bign, bemdez, da veg an tour, da zellet ouz ar mor glas. Ha morse ne zeu en dro al lestr m’en em gav he mignonn karet warnan.

Setu ar zoner koz, e goz dillad kaon warnan, o tont a dreuz d’ar vourc’h, en eur lakaat eur chloc’hig da zeni.

Pedit, emezan, pedit evit ene Alan, ar marc’heg, ma tigouezas gantan eur gouli marvel epad eun emgann er broiou pell. Maro eo evel eun den kalounek, evit e vro hag e feiz. R’hen digemero an Aotrou Doue en e varadoz.

— Red eo d’eoc’h paouez gwela, va merc’h, ha p’eo gwir eo maro Alan, dimezi a rankit, ha kavet em eus eur pried dereat evidoc’h.

— Ho pidi start a ran, va moereb vat, na gomzit ket er c’hiz se. Ne Fell ket d’in dimezi.

— Ha me a fell d’in, Mariannig, ha kemeret a reot, da bried, Gilherm ar c’hemener ; ha ma ne fell ket d’eoc’h hen ober, me ho tanfoueltro en eun toull tenval, eur maread razed hag aered ebarz.

Pebez eureud ! va Doue ! Biskoaz n’eo bet gwelet kemend all a dristidigez. En eur vont d’an iliz Mariannig a wele ; o tont en dro e hirvoude. Ar zonerien, kel laouen peurliesa, a oa beac’h d’ezo o miret oc’h o daelou da redek.

Hag an dud holl, war an hent, a lenve, o lavaret :

Pebez truez gwelet eur seurt eureud. Mariannig ar goant, koant evel an deiz, gwenn evel al leaz, a oa, gwechal, he levenez henvel ouz hini an alc’houeder. Ha breman dimezet eo gand eur c’hemener divalo ha tort. Ouspenn, sorser eo, dioc’h a leverer.

E ti ar goaz nevez, ar fest eureud oa dare. War nez da vont ebarz, Mariannig, buhanoc’h eget eun heizez, a ya kuit en eur redek. Den ne c’hell he zizout, ha den ne oar da beleac’h eo eat.

Mariannig en em gav he unan penn er c’hoajou. Noz dall eo anezi, hep stereden ebet. Laboused dic’hiz a nij en dro da Variannig. Aoun he deus ; dinerz eo ; dioc’h he mennoz ema o vont da vervel. Kemeret a ra, en he enkrez, ar walen aour, o c’hervel teir gweach : Alan ! Alan ! Alan ! Hag en em ziskouez a ra, dirazi, ar marc’heg du, hag he lakaat adre e gein war varc’h. C’houirina a ra ar marc’h, ha lammet, ha mont kuit buhan a dreuz d’an noz.

— O mignoun ker ! nag hen zo buhan da varc’h !


— Ni a zigouezo kentoc’h gant hon ti.

— O mignoun karet, nag i a zo yen da wiskamanchou !

— Dre m’eo gleb ha yen skourn an ti ma choman ennan.

— O mignoun karet bras, lavar d’in ’ta ; e peleac’h eo da di ?

— En eur vro, va dous, ha n’eo deuet den biskoaz en dro diouti ; en eur vro m’ankounac’haer enni kement glac’har a zo: ma kaver, enni, eun nevez amzer beurbadus, eun eurusded a bado da viken. En em gavout a ri eno, adarre, gant da dad, da vamm ha da dud holl.

— O ! va mignoun, nag hen a zo buhan da varc’h, nag i a zo yen da zaouarn ! Ema da galoun o paouez lammet !


————


Petra zo ? Kriadennou a glever, tud o lenva a weler ; perak an heul bras se, duhont, o vale goestad ? Mariannig a zo bet kavet maro, er c’hoajou, gwenn dindan he c’hurunen roz gwenn, gwenn dindan he zae eureud.

Eat eo kuit d’ar vro ha n’eo deuet den biskoaz en dro diouti, d’ar vro m’ankounac’haer, enni, kement poan kement glac’har a zo, ma kaver enni eun nevez amzer beurbadus, eun eurusded a bado da viken.

En em gaout he deus great eno, adarre, gand he mamm, he zad, hag he zud holl.