Mont d’an endalc’had

D’ar ministr Andre

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 66)



D’AR MINISTR ANDRE
————

Kear Vrest he deuz savet, enn deiz all eur skeudenn
Evid hor zoudarded maro war ann dachenn
Hag hor vartoloded beziet ebarz er mor.
D’ar re zo bet er boan eo dleet ann henor.
Med daoust hag eur skeudenn da-viken a bado
Evit digas da zonj perag ez int maro ?
Nan, Bretouned nerzuz, netra barz er bed-ma
Ne bad oc’h ann amzer, rag pep tra rank uza.
Marvet int vid ho bro, med gwir vugale Breiz,
Oc’hpenn ann nerz-kaloun ho deuz ivez ar feiz.
Perag int ken dispount war dachenn ann emgann ?
Perag, evel leoned, ez eont e-kreiz ann tan ?
Perag ? Abalamour ma kredont enn eunn Doue,
Hag e c’houzont ho deuz vid ann Env eunn ene.
Ha perag enn deiz all, e-c’harz troad ar skeudenn,
Ar ministr n’en deuz ket komzet euz hor gredenn ?
Daoust hag e kav d’ezhan e ve bugale Breiz
Nerzuz, ma ve lammet euz ho c’haloun ar Feiz ?
O ! nan, aotrou ministr ; ar Vretouned a dle,
Evit karet ho bro, da genta karet Doue.
Ho prezegenn dizoue, dirag hon re varo
Ho deuz skuillet ho goad evit difenn ho Bro,
A zo bet evid-omp, Bretouned a feiz kren,
Evel eunn taol kountel roet gand eur iud, adren.
Andre, dalc’h evid-oud, enn distro da Baris,
Das spered franmasoun, ni zalc’ho start d’hor Feiz !


————