Mont d’an endalc’had

Breiz-Izel hag ar spered republikan

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 67-68)



BREIZ-IZEL
Hag ar spered republikan
————


Ober vad d’ann nesa, n’euz fors euz pe leac’h eo,
Euz a berz eur c’hristen n’ez euz netra ken brao,
Pe ve gwenn pe zu-pod, pe ve ruz pe velen ;
Eur gwir gristen a wel ar garantez ebken.

Med da genta, michans, araok kemeret truez,
E tleer sellet mad ha beza war-evez ;
Rei, war ar boull-galoun, tomder d’eunn aer-viber
Ho flemmo da c’houde, zo beza re dener.

Ni, Bretouned, a zo re vad vid meur a dud
Pere c’hoarz dira-z-omp hag adre-kein zo iud ;
Ma teuont re c’hallouduz, re lorc’hek, enn hor bro,
Hon drantel heb dale vezo lipet gant-ho.

Ni ioa ken euruz gwech’all gand hor giziou,
Gand hor feiz katolik ha gant iez hon tadou,
Ma chomomp sebezet o welet divroidi
O komz brema gronsoc’h eged-omp enn hon ti.

Ia, brema pa c’houzont ho deuz enn hon dachenn
Kemeret, start da-vad ha doun braz, ho grisienn,
E fell d’ezho beza kalz muioc’h c’hoaz enn eaz,
Ha gant-ho, marteze, ni vo taolet er meaz.

N’hon defe nemet lenn eunn nebeud ann histor
Vit gwelet peur d’ann drouk hon euz bet roet digor :
Adaleg ar mare m’omp bet diot a-walac’h
Da jom sioul, heb herzel oc’h spered ann dispac’h.


Hag oc’h ar spered-se, spered republikan,
Ma n’hon euz ket kaloun da vale d’ann emgann,
Heb dale ni vezo sklaved-holl, Bretouned,
Dindan ann dud difeiz hag ann haillevoded.

Bretouned, diskouezomp hon euz c’hoaz nerz-kaloun,
Dalc’homp d’hor spered koz, ha bazad d’al laeroun ;
Breiz-Izel zo d’e-omp, hor iez hag hor gredenn ;
Evel Jezuz, enn Templ, kemeromp ar gordenn.


————