D’an dud figus

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 444-445)



D’an dud figus.
————


Bez’ ez euz tud var an douar
A so tenn ober ho lavar ;
Lavarit guenn, lavarit du,
Abeg a gavint tu pe du.
Comzit outho sioul, goustadik
Hag ho cavint eur c’hlouarik ;
Comzit dezho freas, distagel,
— « Geier, emezho, rimadel !
« Perak, mar fell deoc’h-hu prezek,
« Na gomzit deomp e brezounek
« Euz a galz a virionezou
« A sclerafe hor sperejou ?
— Mad, gortozit, tud kivioul,
Me ia da rei deoc’h hoc’h ioul.
Evesait mad, silaouit piz,
Me brezego dioc’h ho tiviz.
« Den diskiant, guel ar maro,
« He falc’h lemmet, he drem garo,
« Seac’h ha scornet he c’hrabanou
« Troad ha troad stog oc’h da zeuliou !
« He morzoliou, ne glevez ket ?
« So o tacha dit eun arched !
« Ar barner braz, eul levr ganthan,
« Da vuez oll scrifet varnezhan,
« A so o c’hortos da ene ;
« Da vont d’he gaout ha prest out-te ?
« An drouk speret, goal ankeler
« A c’houlen da ene, pec’her !
« En ifern, ’creis an tan grizias
« E vezo da vele varc’hoas !
« Dor an Env a zo enk ha striz,
« Ha nemet pinijen, den criz.....
— Avoalc’h ! avoalc’h ! tav, prezeger !
Emaout aze o coll amzer ;
Ni anavez hon deveriou
Hag a voar mad hor c’hredennou,
Divar benn hor bro Breiz-Izel
Ma vije c’hui ’roje kentel ;
Brezounek c’houek ha guir verziou,
Ha ne ket bris-prezegennou.....
— Den egasus ! lenner digar !
Guelomp ha ni rai da lavar !
« Guechall pa deuas Cesar da stourm oc’h Breiz-Izel,
« He listri var ar mor, ho goueliou en avel,
« E crede n’en doa ken nemet diskuez he vin,
« Evit lacat ar vro da goeza d’an daoulin.
« Breiziz a lavare, sounn ho fenn, reud ho breac’h :
« Dirak Cezar na den ne gemerimp an teac’h ;
« Mar disken ni velo ha stard eo he botret,
« Ha dir so var ho zal, ho izili dervet.
« Ha Cezar a lare varlerc’h an abaden

« Goassa tud eo Breiziz pa laront torr-he-benn !
— Peoc’h a roi-te, coz randounen ?
Hag eun hevelep canaouen,
A so brema dioc’h doare
Eur c’hornandon eveldout-te ?
Ha c’hoant a pefe, var ma feiz,
Beza lojet e Barzaz Breiz ?
Na zao ket da vouez ken huel,
Ha digas deomp eur rimadel.
— Eur rimadel, va mignonet,
Ne ket ken aez ha ma sonchfet ;
Ne ket roet da vouez pep unan
Plega dioc’h eun hevelep kan.
Pa fell deoc’h, guelomp gouscoude,
Ha ni’ gano var an ton-ze.
« Pa vez brao ha clouar an amzer
« Mintin mad e sao ’n alc’hoeder
« Varzu an oabl en eur bedi,
« Monet d’an Env a fell dezhi ;
« Hag e lar, gant he mouez lirzin :
« Digor din Per ! Per, digor din !
« Ne bec’hin mui, nan, mui biken ;
« Ne bec’hin ken, ne bec’hin ken !
« Digor-ta, Per ! digor ! digor !
« Pa vel e chom serret an or,
« E chench ha mouez ha canaouen,
« Hag e c’hrosmol en eur zisken :
« Ne bec’hin mui ? eo da.... pec’hin !
« Pec’hin hirio, pec’hin varc’hoas,
« Pec'hin meur a vech all c’hoas.
— Evez ! evez ! barz distrantel,
Pe a dreuz ez ai ’r rimadel !
O sellet oc’h da labouset
Ne velez ket out faziet ?
Eur vers dis ! eun emzivadez !
Eul labous kez ep he barez !
Ha neuze c’hoaz ha varc’hoaz
Sterniet ha sparlet scoaz oc’h scoaz !
Mar dout bars, distag deomp guerziou,
Pe gra plean da rimadellou !
— Morse eta, den cassaüs
Ne eano da deod flemmus ?
N’em lezi eta birviken
Da vont da benn gant va erven ?
Pa n’helles serra da c’hinou
Me les ganez tachen c’houllou,
Strif brema ouzit da unan
Keit ha ma pado da halan.

————