Covezion ar serjant

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 192-198)



COVEZION AR SERJANT
____


Arri Pasq, ’me ar serjant,
Me ’c’h a breman, incontinant,
Da gâd ar person pe ’r c’hure,
Da gonta d’hê darn ma doare.
Dom Simon ’zo re gurius,
Dom Gilès ’zo re scrupulus ;
Ar person n’eman ket er gêr,
Ar c’hure raïo ma affer.
— Demad d’ec’h, aotro ar c’hure,
Arri on d’ho câd adarre.


ar c’hure


Pe-geït ’zo, mar oc’h eus sonj mad,
’Boue n’oc’h ket bet o covesâd ?


ar serjant


Naontec vla ’zo, tost da ugent,
Pa erruo goel ann Hol-Zent.


ar c’hure


Penos, ’mez-han, ma bugel kèz,
Na oas-te ket er Gristenès ?
Hac ’vijes bet en Hiberni,
Pe en Bro-Sôz, pe en Turki,
As bije bet bêlec bennac
Eur vech ar bla, d’hes covesâd.


ar serjant


Eur vech ar bla, ma zad, ec’h enn,
Met nemet êssa na hallenn ;
Pa lârenn d’hê ’vijenn serjant,
A bellaïnt incontinant.


ar c’hure


Penos, ’mezhan, ma mignon paour,
Eur serjant n’eo ket eun diaoul !
Aboue m’ out recevet serjant,
Grêt ’t-eus gaou ouz neb payzant ?


ar serjant


En ti ’n diweza ma ’c’h on bet,
E-lec’h eur scoet, ’m eus goullet dec,
Ha c’hoas, ma zad, am eus gret waz ;
Gwerzet am eus ar billig vraz ;
Ann trebe hac ar billig vraz,
Ar ribot hac ouspenn ar vaz.
En de all, ma zad, dre wall chans,
’C’h is da gass copi d’eun noblans :
Me ’zonje d’in-me bezan bet
Pe gwin-ardant, pe gwin-clairet ;
Was ’wit ann Diaoul, pe ’n Antechrist,
Oe digasset d’in ’n eur billig
Dour, oa bet o tizallan kig,
Pe ’vin daonet kig hac eskern !
C’hoas hen efan tout a rencjen !
C’hoas a rencjen hen efan tout !
Coulscoude ’oa eur gwall ragout !
Ann ôr a oa hanter-digor,
Ma sonjis ricour ma enor.
Leuskel ’rer neuze war ma zreid
Ann dogezed hac ar chass red ;
Ann dogezed hac ar chass red ;
Tiout coz serjant vije rèd.
Abenn oan en kichen ann dour,
Foeris em brago hac em lour.
Ac’hane ’c’h is da Runarfô :
P’arruis, oar er gousperô ;

Ha ractal pa ’c’h on antreet,
’Ndan gap eur wrac’h on nem guzet,


ar c’hure


Cont d’in-me ’ta da bec’hejô,
Ha lès d’in-me da ziscourio.


ar serjant


Kemer ’rer ganin troad ar groaz,
Casset on maës a dôlio baz.
Deuz ar verret p’on sortiet,
Ann Diaoul am eus rancontret ;
— « Mar cares gilaou dom Gilès,
« Gilaou dom Fulup mar cares,
« N’ c’honeï ket, epad nao miz,
« Peadra da spahan eur wiz.
« Breman, ’mez-han, ewit ann hanv,
« ’Vô dillad war ’r c’harz o sec’han :
« Kemer eur c’hoeff, eur mouchouer,
« ’R gotillonenn, eun davanjer ;
« Gwerz anhê hac es pô arc’hant.
« Hol ec’h int mad ’wit eur serjant !
« Breman, ’mezhan, ewit ann hanv,
« ’Vô kezec en hent o peuran ;
« Be zur demeuz eur gabestrenn,
« Ewit hi lacad en ho fenn ;
« N’em abuz ket de efan dour !
« Ho gwerz d’ar c’hentan marc’hadour ;
« Deuz anezhe as’pô arc’hant ;
« Hol ec’h int mad ’wit eur serjant !
« C’hoas mar cares, m’hes kelenno
« Da vezan Zorser bars ar vro.


ar serjant


« O-ho ! mar caries ober ze,
« Ganit d’ann ifern me ’c’h afe ;
« Ganit d’ann ifern me ’c’h afe,
« Hac a vikenn me hes carfe.


ann diaoul


« Lemman ar vilinn gant ler-zol,
« Hac ober bleut gant trunchô-côl ;
« Ha chanch ar c’hezec en merrienn,
« Arad ann douar gant kellienn,
« Ober-gwin gant ziladur iod,
« Hac ober baro gant eur ribot [1] !...
. . . . . . . . . . . . . . . . . .

____________

  1. Suite trouvée à Prat; — c’est toujours le diable qui parle.

    Bale en de, bale en noz ;
       Let kezec ha ler moc’h ;
    Ke war ar c’hroashentjou,
    Attaq ann dud a vandennou ;
       Zao arc’hoas, beure-mad,
    ’C’h efomp hon daou d’ar zabbat ;
    Eno ’tiski cals a draou mad :
       Ampich al lès da ribotad,
    Zorc’hi ’r merc’hed d’vont war da lerc’h...
       Gant scoulmou plouz kerc’h...