Communion ar Sænt

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 79-80)


Communion ar Sænt.

Communion ar sænt eo ar gommunaute a vado spirituel commun entre ar re eus at gristenien a so mempro d’an Ilis, en vertu a beini o deus ar gouir da gavet lod en oll mado spirituel an Ilis, rac ar goulenno a rer da Doue, a so groet en hano an oll. Hanvet eo communion ar sænt ; rac an oll vempro eus ar societe-se a so sænt pe destinet d’ar santeles ; bezàn o deus ar memes fe, ar memes sacramancho pere a uniss aneze gant J. C. Bezàn o deus ar memes pastoret, ur memes religion evel ar sænt pa veont voar an douar ; anfin dre vertu ar gommunion e heus ur c’hommerç santel entre mempro an Ilis voar an douar, en env, er purgatoar. Pedi a reomp ar sænt, hac ar sænt on sicour ; soulagi a reomp an ineo eus ar purgatoar dre on œuvro mad, on pedenno hac ar sacrifiç adorabl eus an auter. Etreomp voar an douar on deus lod en œuvro mad, er graço, er sacrifiç, er sacramancho, er fe eus on mam santel an Ilis. Ar pec’her paour, mar chom fidel er fe ha mempr eus an Ilis, ne deo quet privet eus e lod en communion ar sænt ; pedenno an ineo mad a obten e c’hraç hac e bardon. Ar Judevien, ar Bayanet, an heretiquet, ar schismatiquet ha quement o deus renoncet d’ar fe, ne maïnt quet en comnmunion ar sænt. Mar deo affligeant evite an navet articl-se eus ar Gredo, eo ive meurbet consolant evit piou benac a so mempr eus an Ilis. Pa glevet ur schismatic o lavaret penaus en deus bet an oferen, en em drompl. Ar froez eus ar sacrifiç adorabl, ne deo nemet evit bugale an Ilis. Ne deo quet ar bresanç corporel en un templ materiel a rent dign eus ar sacrifiç ; ar fe, ar galite eus a vugale da Doue ha d’an Ilis eo. N’en deus cas pegueit e alfac’h bezan dious ur Belec catholic, pa lavar an oferen oc’h eus lod er sacrifiç mar d’oc’h chomet mempr eus an Ilis ; rac bezàn ezoc’h en communion ar sænt. Ar pes en defo hadet an den, a vedo, eme ar Speret Santel. Heuillet ar gompaignonez a guerfet, o pezo lod anezi. Groet eta reflexion vad ; mar doc’h en erreur, retornet prompt. An den a so sujet d’en em drompla, ne apparchant nemet ous an diaoul da berseveri en erreur hac er pec’het.