Ar Schism

Eus Wikimammenn
L. Prud’homme, 1817  (p. 73-79)


Eus ar Schism.

Ar guer a Schism a so ur guer grec peini a sinifi division, separation. « N’en deus, eme sant Cyprien, nemet un Escopiaich, peini a so dre oll dre an nombr eus an Esquibien unisset gant ho chef hac an eil gant eguile. E-maez eus ar chaden-se n’en deus quet a vouir bastoret. Piou benac ne ma quet en communion gant e Escop anaveet evit catholic, ne ma quet en communion an Ilis universel. An Ilis catholic a so unan, na ell bezàn separet na diviset ; ar chaden eus an Esquibien unisset gant an Tad santel ar pap hac entreze, a ra ar bed christen ha catholic. » Diou fæçon so evit bezàn casset pe galvet d’ar fonction a vinistr : unan extraordinal, pa vezer galvet gant Doue e-unan, evel ma voe Moyses ha Jesus-Christ. Un all, pa vezer placet a bers Donue gant an Esquibien catholic. Piou benac ne justifi quet bezàn hanvet ha placet dre unan eus an diou fæçon-se, a so un tromper, mar pretant bezàn person pe Escop.

An heresi a so un antêtamant da souten ur santimant control d’ar fe. Ar schism a so ur separation dious ar cheffo legitim eus an Ilis, evel en em separi eus an obeissanç d’ar pap, d’an Escop, d’ar person unisset gant ar penn visibl eus an Ilis, ha parconsequant catholic hac en succession an Ebestel. Poanius eo coms voar ur matier peini so caus d’ar c’holl eus un nombr bras a ineo. Digueromp al levro sacr : lenn a reomp d’abord penaus ne voa er Judee nemet un templ, un auter, figuren sansibl eus un Ilis, ur veleguiach, ur sacrifiç epquen en religion J. C. Ar sacrifiç a ve offret dezàn er maez eus an Ilis catholic hac a gommunion ar sænt, a so un offanç groet d’e Vajeste. Er memes Scritur sacr e lennomp gant horreur ar schism eus a Samari, pronostic eus ar schismo pere a dlefoa en amser separi cals a gristenien dious Ilis J. C., e maez a beini n’en deus quet a silvidiguez. En repeti a ràn : ar rebellion, an disobeissanç d’ar bastoret legitim a rent schismatic. Piou benac n’en deo quet soumis d’ar pastor roet dezàn gant an Ilis catholic, ar pastor se soumis d’e Escop, ha hemàn d’ar pap chef eus an Ilis universel, n’en d’eo quen membr a Ilis J. C.; separet eo, schismatic eo. En effet, (soufret ar repetition-mân) an Ilis eo ar bobl christen unisset assambles dre ar memes fe hac ar memes Sacramancho, ha gouvernet gant ar pab ha gant an Esquibien. A c’hane eo facil compren penaus.

1°. Ar Judevien hac ar Bayanet ne dint quet eus a llis J. C., rac ne dint quet christenien pe badezet.

2°. An heretiquet, ar schismatiquet, ar re o deus renoncet d’o religion ne dint quet mempro eus a Ilis un Doue, rac n’o deus quet ar memes fe, rac ne dint quet gouvernet gant ar pap hac an Esquibien legitim.

3°. An dud excumunuguet ne dint quet eus an Ilis, rac ne dint quet eus a gommunion ar sænt a beini e zint retranchet.

N’en deus cas piou na petra a bretantfac’h bezàn, mar doc’h separet dious ar bastoret legitim, ezoc’h separet dious an Ilis. Douguen a ret, eme sant Paul, o setanç c’hui oc’h-unan, hac an oll a so obliget da evita pep sort commerç guenac’h en treo spirituel.

An abostol sant Jud a goms er guis-màn eus ar gatholiquet : « Mæs c’hui, ma breudeur quer, bezet sonch penaus ezoc’h bet avertisset dre Ebestel on Autro J. C. e tlefoa arruout un amser en peini certen tromperien goneet gant ur panchant impi, en em separo aneze o-unan. Ho santimancho a so evit an douar, n’o deus quet speret Doue ; mæs c’hui, en em sevel voar o fe, ha pedet dre ar Speret-Santel. »

Sant Paul a ordrenas Tite Escop, hac en lezas en enezen Crêt evit ordren Esquibien ha Beleyen. C’hoas ur veaich, piou benac ne deo quet heritour d’an Ebestel hac a bretant bezàn Escop pe un dra all benac en Ilis, a so un tromper. Rac, eme sant Paul, den na ell dre e autorite e-unan en em attribui an hini da brezeg pe da administra ar sacramancho. Penaus e prezegont-ii ma ne dint quet casset ? Or ar c’hass-se, an destination-se a nez peini an oll fonctiono a so nul en Ilis Doue, a voe communiquet gant J. C. d’an Ebestel, dre ar re-màn, d’ar re a succede deze a re da re on bete. Bezàn ordrenet, destinet ha casset gant an Ilis, chetu a-se ar pes a ra ar pastor. Piou benac, eme sant Yan, ne antre quet en craou an denvet dre an oor, maes dre ur plaç-all, a so un tromper, ul laër. « Sant Paul o scriva d’ar Galatet, Paul abostol, non pas a beurs an dud, na dre autorite den crouet, mæs dre hini J.C., ne discoe-àn quet sclaer penaus eo digant J. C. e receo e bouario. Jesus en choasas, en cassas da Anani evit bezan instruet ha badezet ; goude e voe ordrenet dre an Ebestel-all pere en cassas gant sant Barnabe evit exerci ar fonctiono eus an abostalaich. » Ar schismatiquet Donatistet a gassas da Rom un Escop eus o fæçon, non pas evit laret e voant en communion gant ar pap, ar maïl quenta eus ar chaden a union, mæs evit bezàn approuvet, ha dre enno trompla ar bobl. Sant Optât, Escop a Vilevf, a goms er guis-màn ous ar schismatiquet rebutet en Rom. « Perac, eme ar sant, n’h-eus-u quet cavet un Escop evidoc’h en Rom ? Casset oc’h-eus Victor ? Bet eo enno ur buguel ep tad, ur soudard nevez ep cabiten ; un discipl ep mæstr, heritier ep heritaich, rac ne voa quet maro an hini da beini e pretante bezàn heritier. »

C’hui, ma breudeur, pere gueich-all a brofesse ar memes creden eveldomp, discoet dimp ho titro, oc’h ordination catholic ha hervez lezenno an Ilis. Prouvet dimp penaus ezoc’h placet gant an Ilis dre successoret an Ebestel, ha penaus e ma en Rom scrivet ho c’hanoïo en daulen eus a successoret an Ebestel. Discoet dimp eta cador an Escop da beini oc’h-eus heritet. Allas ! a belec’h ezoc’h-u ? Respontet. Bezàn ezoc’h sur bugale ep tad, successoret ep predecessoret. O ma Doue, bezet truez ous quement a ineo a ia da goll ! Er momet ma voar separet dious an Ilis, ne voar quen e bugale ; penaus a eller bezàn e ministret ep ar galite-se ? Ne doc’h quet epquen schismatiquet, mæs c’hoas heretiquet voar gals a boencho a fe.

1°. Un articl eo eus ar fe penaus sant Pêr a so bet etablisset gant J. C. chef eus e Ilis : ar pap eo heritier sant Pêr, hac eveltàn chef eus an Ilis. Condaonet en deus an Ilis nevez a Franç hac e c’honstitution evel leun a schism hac a heresi, ha cousgoude ne obeisset quet, rac anaveout ur superieur eo senti outàn [1].

2°. Un articl a fe eo penaus e so en Ilis mempro ha superioret d’ar re-all. C’hui o groa egal.

3°. Un articl eo eus ar fe penaus pouario an Ilis a deu digant J. C. C’hui n’oc’h eus o re nemet digant tud ar bed, n’oc’h-heus eta pouar ebet.

4°. Un articl eo eus ar fe penaus an Esquibien a so superieur d’ar Veleyen. C’hui o groa egal, hac a voa memes prest d’en touet evet ma oc’h eus-àn groet en sans ar gonstitution.

5°. Un articl a fe eo penaus ne deo quet avoalc’h evit exerci ar fonctiono a Vinistret un Doue, bezàn bet ordrenet hervez reglenno an Ilis, ret eo ive bezàn destinet ha casset da exerci gant on mam santel dre urz an Esquibien legitim ha hanvet gant ar Speret-Santel ; cals a c’hanoc’h a so bet ordrenet a enep an oll lezenno, hini a c’hanoc’h ne deo na casset a beurs an Ilis, nac anaveet evit he ministret.

6°. Un articl eo eus a fe penaus an Ilis e deus ar pouar hac ar gouir da excommunia ; bezàn heretiq ha schismatic eo bezàn excommuniet, ha cousgoude e chomet antêtet, ha quement den a receo sacramant, sacrifiç, peden eus o peurs a so coupabl eveldoc’h ; rac evel m’en lavar sant Cyprien, piou benac a guita « ar guir Ilis evit heuil un Ilis avoultr, en em briv eus ar promesseo groet d’an Ilis, birviquen na recevo ar recompanç prometet : un estranjour, un adversour d’an Ilis eo. birviquen den n’en devo Doue evit tad, ma n’en deus an Ilis evit mam. »

Dangerus bras eo eta en em drompla. N’en deo quet avoalc’h lavaret ne renoncer quet d’an Ilis, an oll heretiquet ha schismatiquet o deus-in laret eveldoc’h. Bezàn ezoc’h obeissant d’o pastor legitim, d’oc’h Escop, d’an tad santel ar pap ? Mar d’oc’h en revolt a enep an aut-rite spirituel, jamæs, eme ar sant, ne vezet salvet. An taich eus ar schim na ell quet bezàn effacet memes o scuil e voad hac o crial Jesus-Ckrist. Ur faut bras eo ; na eller quet bezàn merzer e maez a Ilis J. C. An oll Dado santel a goms voar ar schism evel sant Cyprien. Obeisset eta, christenien ; Doue a ordren dac’h evita ur sort tud : Et hos devita. Indignite ur Belec na ell quet noas d’ar sacrifiç adorabl eus an Auter, rac J. C. eo ar victim hac ar Belec principal assambles. Ar ræson-se e deus apparanç evit tud pere a sonch deze gout tout, ha cousgoude ho ignoranç voar o religion, a raïo malhurusamant un deiz o brassa malheur. Bezàn so, eme ar Speret-Santel, un hent peini a seblant condui d’ar vuez, non obstant ma condu d’ar maro eternel. Attantion me o ped.

Indignite ur Belec na ell quet noas d’ar sacrifiç ; quement-se so gouir, mar deo ar Belec Pec’her supposet anaveet evit ministr eus an Ilis ; mæs mar comset eus ur Belec excommuniet, heretic, schismatie public, na eller quet dindan boan da vezàn coupabl ha da douguen lod eus e grim, asista, non pas epquen en e oferen, mæs memes en distera fonction spirituel eus e beurs. Ur sort Belec na ell quen, ep laret gaou, coms en hano J. C., peini en deus trahisset ; N’en deo quen ministr eus an Ilis ; dezàn ha da guement den en em avis da bedi gantàn e lavar ar prophet : Teulen a rin en o faç ar poultr hac ar viltanç eus o solemniteo. Projiciam in faciem vestram stercus solemnitatum vestrarum. O ma Jesus, ô ma Doue, reït sclærigen d’o crouadurien, hac ar c’hraç da gompren ha da bratica ho lezen !

  1. War a seblant, ouzhpennet eo bet ar frazenn-mañ d’an destenn orin (1783) da goulz an Dispac’h Veur, goude ar Gonstitusioñ sivil eus 1790 ha kent ar C’honcordat eus 1801. [Notenn gant Wikimammenn]