Colibri
Petra da ober var eul lestr-beachour, pa vez var al lestr eur c’hant pe ouspen a veachourien ha n’o deus netra da ober nemet cousket, dibri eun tam bennak pa deu ar mare, sellet oc’h ar mor var an deiz, hag oc’h ar stered pa deu an noz ? Petra da ober evit stleper er mor an enouamant en defe c’hoant da lamet var ho choug ha d’ho bec’hia evel eur zam pounner ? Red eo en defe ar sturier pe ar c’habiten eur guiscat marvaillou hag istoriou renket en he gelorn evel eur guiscat sardinet, hag e tennfe anezho ac’hano dioc’h tro ; marvaillou epad ar pred, evit rei eun tam saour d’ar bouet ; istoriou goudeze evit tremen an amzer ha miret oc’h ar veachourien da zizaela ho javedou o tisvlevi ien.
Evit dizenoui he veachourien, ar c’habiten Mistral euz a Varseil, n’en doa ket he bar. Ha pa badje eur bloaz ar veach, e cave ato en he gelorn, ep morse mont beteg ar gouelet, peadra da lacat oll dud al lestr, bemdez, da heja ha da neza ho c’horf o c’hoarzin bete gouela. Al lestr ma voa cabiten varnezhan a reat ar C’hallez anezhan, hag evel ma touge eun hano maouez e veze ive ato fichet ha klinket a zoare evel m’ema ar c’his gant ar merc’hed. Dreist oll er penn kenta euz he veach e veze livet ha cordennet ker caer hag eur plac’h nevez deiz he eured. Eul lestr-tan e voa euz ar re vrava, ha beachi a rea etre Marseil hag ar Chin. Clevit, lenner, al lennik vor en doa da dreuzi a zo eun tamik ledanoc’h eget an hini a dreuzer e treis Plougastel pe e treis Rosnoen. Cant antercant beachour a c’helle da gemeret evit lacat chek ar bours, evel ma lavar ar vartolodet.
Eun dervez-ta, eme an hini a scrif kement-ma, ar C’hallez a ioa e pors Marseil, hag a iea da vont en hent, er mor eo a fell din da lavaret. Dispag oa ar gouelliou e beg ar guerniou, an heor a ioa savet, ar chiminal a zivogede, ar gaoter a basea hag a roc’he, ne c’hortozet nemet eur sutaden digant ar c’habiten. Eno neuze e voa tousmac’h, pep beachour o clask eur c’horn evit lacat he dam sam-bragou,tud eat var al lestr evit kimiada dioc’h ar veachourien, hag ar vartolodet oc’h ho bounta er meaz hag o crial outho mont d’an douar pe e rajent eur bourmenaden hirroc’h calz eget n’o doa c’hoant, hag ar re-ma, lod laouen, lod o vouela, o chom irra ma c’hellent.
Setu sutaden ar c’habiten o skiltra. Ger ebet ken. Al lestr a finv, hag a ia, sounn var he aelou, da gomans he veach. Sonjal a reat e voa eat oll d’an douar ar re ne dlient ket beachi ; hogen ne voant ket. Eat eur pennad dioc’h ar c’hae e veljot eun den o sevel euz a draon al lestr, hag ep marc’hata, oc’h en em deleur dreist ar speuren var he benn er mor.
— Tron-de-ler, eme ar c’habiten, petra eo ar moroc’h-ze a zo savet sec’het ganthan ker buan ?
— Bezit dinec’h, cabiten, ar moroc’h-ze a anavez mad park ar siliou. Hag e guirionez, neun a rea evel eur pesk, hag ep dale edo var an aod oc’h en em heja evel eur c’hi pa deu euz an dour. An den ze a ioa eun douger-samm, hag a ioa chomet da chipotal oc’h eur beacher engravet ne felle ket dezhan he baea, hag evelse n’en doa ket gouezet peur oa diblaset al lestr.
Eun tam ebat a voue-ta dioc’htu araok lavaret kenavezo da gær Marseil.
Evit ar penn devez kenta-ze, ar c’habiten Mistral ne c’hellas safarat nemeur gant he veachourien a ioa vardro pevarugent anezho en dro-ze. Re a draou en doa da renca ha re a urziou da rei d’he vartoloded evit lacat pep tra e ratre. Ar re hen anaie o devoa ta mall da velet lein o tont evit lacat anezhan da zistaga eur marvail bennak.
Gouscoude lein a deuaz, hag ar c’habiten ne zistagas marvail ebet ; prez a ioa varnezhan, ha goullonder a rea be scudel buhana ma c’helle. Evel ato d’ar fin e lavaras d’ar martolod a zerviche taol :
— Colibri, digas deomp cafe hag eur voutaillad melenok bennak ma tiroufennimp hon tal.
— Petra, cabiten, Colibri ? A beleac’h en deus bet ho keginer an hano-ze ?
— Colibri eo va martoled, petra bennak ne d’oun ket he dad, ha tost avoalc’h eo bet din ober va asten gar diveza evit he gaout.
— Distagit deomp-ta, Cabiten, istor Colibri !
— Varc’hoaz. Evit hirio en eus re a labour da ober. Antronoz eta e voue digaset da zonch d’ar c’habiten euz a istor Colibri.
— Mar fell deoc’h, eme atr c’habiten Mistral, me ia d’he dibuna deoc’h. O pet sonch avad me n’oun ket eur prezeger goest da zistaga bomou deoc’h keit hag a zo ac’hann d’al loar. Me ne d’oun nemet eur bleis mor, eur moroc’h boasoc’h da vlejal evel eul leue mor eget da gana evel eun eostik. Ma caf deoc’h ne rouenvan ket mad, n’oc’h eus nemet lavaret, Stok, ha kemeret ar rouenv ; ma caf deoc’h e cordennan kempen avoalc’h, e lesot ar stur ganhen ken n’am bezo pleget va gouel.
— Ia, ia, eme an oll beachourien, d’an eac’h, d’an eac’h ! hag an istor en dro.
— Evit istoriou, va c’helorn a zo leun avoalc’h, ec’h ellit cridi. Abaoue pemp bloaz hag antercant zo ma zoun ganet, ha bremaik c’huec’h vloaz hag antercant ma emaoun o verdea var ar gazek c’hlaz…
— Clevit-ta, cabiten, eme eur beacher, ma n’eus nemet pemp bloaz hag antercant abaoue ma zoc’h ganet, penauz e ve c’huec’h hag antercant abaoue m’emaoc’h o verdea var ar gazek chlas ? Neuze-ta oac’h comanset da c’hoari ho ki var ar mor araok m’oac’h deut var an douar ?
— Var an douar ? Tron-de-ler ! Me n’oun ket deut var an douar ; me zo ganet er mor, hag ar pez a lavaran deoc’h a zo guir Pater. Va zad a ioa sturier var al lestr Sant Per a veze o pesketa balen, ha va mam a rea ar gegin d’ar vartolodet. C’huec’h miz a ioa edont var ar mor pa deuis-me er bed, d’an deg a vis Guengolo, dre greiz eur bar amzer scrijuz a dorraz hor guerniou, a ziframaz hor goueliou hag a reas pillou anezho. Eur c’houred bennak c’hoaz, hag e zeamp da steki oc’h an aod. ha setu va zad, eur c’hristen c’hoek, oc’h va badezi gant dour mor, ne ket beuzet e vijen araok ma c’heljent mont d’an douar. Hag abaoue m’em eus guelet pesketerez, brezeliou, penseou, kement a laca dagrena an douar hag ar mor.
Asa, brema e c’hellan distaga va bak ?
— Ia, ia, distagit ho pag ha loskit da vont.
— Mad, deomp neuze da istor Colibri.
E 1855, eme ar c’habiten Mistral, edon o verdea var eur c’hanfard a lestr a reat al Louarn anezhan, hag hanvet mad oa, rak n’en doa ket aoun rag eun all, ha pa en em gave dirag creoc’h evithan, e cave ijin hag ardou avoalc’h evit en em denna ato divac’hagn. Al lestr-ze a voa renet gant ar c’habiten Poulteo, eun orin a zen ; eur martolod avad hag a vouie he vicher, hag a vouie lacad al Louarn da zenti outhan pa veze fall an amzer, ha pa her guelet aze e kichen ar rod pe ar vis, he vontr ganthan en he zorn, evit guelet pet tro bep minuten a rea. Mar o poa c’hoant da veza caset e cannad da gaout an oll diaoulou euz an ifern, n’o poa nemet mont d’he zistrei dioc’h an tam labour-ze. Er mare all avad oa ken dizrouk ha pep den.
Great em eus dindan ar c’habiten-ze meur a dro d’ar voul vras, d’ar bed, mar d’eo guell ganeoc’h. Bet oun ganthan en Ejipt, er vro-ze eleac’h ma voa guech all ar c’hiz, a leverer, pa varve unan bennag, eleac’h he lacat en douar, en eur bez, evel ma rer e leac’h all, pe he zisken divar ar planken evel ma reomp-ni avechou e Rouantelez ar moroc’het, e veze cordennet evel eun tam butun carot, ha laket da viret en eul laouer vean, evel ma lakeomp-ni ama moru pe kik sall da viret en hor c’helorniou. Asa, pep bro en deuz he c’hiz, evel a ouzoc’h. Guelet em euz eno ive an doare touriou-bras-ze a rer anezho Peren-ed pe piramid. Ne ket touriou eo e zint avad, mes berniou mein ha me ne ouzon ket calz oc’h petra int henvel. Sellit, bet euz unan benag ac’hanoc’h e Brest ?
Ia, ia, a lavar meur a hini.
— Guelet oc’h eus-hu coc’hi ar gær-ze ?
— Oh ia, her guelet on eus.
— Mad, n’oc’h eus nemet sonjal ; ma ve laket eun ugent pe dregont coc’hi evelse an eil var gorre egile, hag e ve ar c’henta, an tosta d’an douar, al ledana, an eil strisoc’h eget ar c’henta, an trede strisoc’h eget an eil, hag evelse var voanaat beteg ar beg, o pefe eun dra bennag henvel oc’h eur piramid. Ar bern cohiou-ze an eil var egile a ra a ziaveaz eun doare delez hag a zo eur rampladen hir pep pazen anezhi. Gouscoude e leverer ez eus bet guelet eun tabouliner o sevel dre an delez-ze he daboulin gantha oc’h he gein. Ia, credit an dra-ze hag efit dour !… Eun tabouliner ! Doue r’am pardono ! ma vije c’hoaz eur martolod a lavarjet ! ha c’hoas !… Ne ket dies lacat da graza pa gonter istoriou.
— Cabiten, divar beg unan euz an touriou bras-ze eo e deut Colibri ganeoc’h.
— Tron-de-ler ! mad a rid digas da zonch din eo histor Colibri am eus da zibuna Edon o vont ganeoc’h da ober tro’r bed. Comzomp-ta euz an dro ma cavis va martolod.
En dro-ze oamp eat d’ar penn pella euz ar moriou bras.
C’huec’h miz a ioa edomp o tont hag o vont etre Java ha Sumatra, euz a Sumatra da Vasilan ha da Holo, dre douez eur bern enezennouigou ha n’eus nemet reier en dro dezho. Di e teu ar Sinais da besketa perlez ha ne dalont nemeur a dra. Pesketa a reont ive eun doare prenved bras divent, hag e loncont ar prenved-ze ker c’hoek ha ma lonk potred Marseil ar guella histr, hag e lipont ho mourrou varlerc’h an draze. Eugi a ra va c’halon gant donjer o sonjal enho ep mui-ken. Hogen, petra fel deoc’h, an dra-ze eo bouet ar Sinais.
Gouscoude ne ket traou mad eo a vank er c’harter-ze.
Pa zeamp gant hor bagou bihan tost d’an douar dindan ar guern hag an aleg a zo eno pleget ho blenchen bete’n dour, ne c’hellemp ket skei eun taol rouenv na velemp o tec’het bandennou pesket bihan hag a lugerne al liou anezho evel bleun. Guelet a reamp o nijal euz ar guez bandennou perrokedou rus, glaz, guenn, melen, dubeed, turzunelled griz, goazi, glujiri, killeien brak kement hag ouidi, ha me n’ouzon ket pegement a laboused all. Asa, peadra da lacat oc’h ar ber.
Aliez ive, pa zeamp da garga hor bidonou a zour dous, e velemp bandennou kirvi ha iourc’het o peuri var al leton evel denved pe zaout ; ejennet gouez, picoliou chatal gourvezet en dizheol hag a zigore ho daoulagad da zellet ouzomp evel p’o divije c’hoant da c’houlen ouzomp petra a reamp. Ni on divije carel avoalc’h lavaret daou c’her dezho, ha caout eun tam bevin fresk eleac’h hor c’hik sall hag hol lugumach.
Ia, mes er vro ar grouk-ze ne c’hellet nemet sellet a bell, ha sec’ha he fri gant kil he zorn.
Difen da vont d’an douar dindan boan da vont beteg an diouscouarn ha larcoc’h el lagen dindan ar guez, pe da velet planta en ho corf eur zaezen contamet bennag tennet varnoc’h gant anter morianet an enezi-ze. Difen da vonten dour sall, ne ket flemmet e vijac’h gant an aered mor a zo ker stang hag an deliou dre eno, hag o deus kement a vilim hag aered viber. Difen da vont en dour dous, a zo carget a grocodillet, eun doare glazarded hag o deus pemp troatad var-n-ugent hed, hag a long eun den ker brao ha ker buan ha ma loncfac’h eur brunen. En eur ger, difen evit pep tra, ha frankiz evit ar rest goude.
Bro an diaoul, a lavaremp-ni, guelet kement all a draou dioc’h hon doare, ha mont ebiou hor ginou digor ep paca netra ! Ar re ac’hanoc’h a ia d’ar Chin pe d’ar C’hochinchin a velo ar vro-ze en eur dremen.
Evidomp-ni n’edomp ket eno en hor plijadur. Tam ean ebet ; rag ar mor eno zo ken treitour hag an douar. Ar plom dalc’h mad er mor ha tud e beg ar guerniou. Karreg a zeou, karreg a gleiz ; karreg araok, karreg adren ; en eun tu teir pe beder goured donder epken, en eun tu all, goueled ebet. Asa, an aotrou Doue en deus kemeret he ebat eno o lacat da zevel var ar gouelet digompez-ze eun doare guez mean begou dezho kel lem ha notennou. Evelse pa dolemp kerdin o sonjal staga al lestr, oant troc’het deomp dioc’htu gant begou ar rec’hil-ze. Pa dolemp an heor, ne groge ket, pe mar croge, e croge re vad hag or boa mil boan oc’h he zacha davedomp goudeze. Red oa deomp delc’her ato da vont ha da zont, hag ato var evez.
Eno avad oa guelet ar c’habiten o conta troiou ar rod ; ne finve ket ac’hano, ha ne dalie ket ar boan clask he denna dioc’h an tam labour-ze. Ni, evit miret da vouela, a rea neus da c’hoarzin.
Ouspen an dra-ze a drubuillou or boa c’hoas. Tud gouez divar an aodchou a deue da gaout al lestr en ho guez cleuz. Dont a reant antercant pe driugent var eun dro, ha var digarez digas deomp riz, craon coco ha traou all, ar vastokined anezho ne glaskent nemet hon laerez ha zoken ober eur vech diou vech ganeomp evit gallout samma eas goudeze kement a vije el lestr.
Ar forbanet-ze a ioa gant lod anezo peder pe bemp contellasen e goask ho gouriz, ha ne deant ket diouzomp zoken pa deue an noz, ha ni ne c’hellemp ket cousket eur berad. Ouspen c’hoaz abalamour d’an domder oa red deomp goalc’hi al lestr dalc’h mad. Evit mont en dour e rankemp disken eur gouel braz er mor, hag ar gouel-ze a zerviche deomp da gibel ; anez e vijemp flemmet gant ar zarpanted melen pe draillet gant ar mor-vleizi.
Erfin e teuas mis Mae hag e c’heljomp mont ac’hano da enez Borneo. An dra-ze a c’halver eun enez, hogen lavarit ama din ha ne dlefe ket caout mez o kemeret an hano a enezen eur pez douar hag a zo marteze brasoc’h eget ar Frans ? Daou c’hant pemp leo ha pevarugent e deuz a hed, ha daou c’hant antercant leo a ledander, hag en he c’hreiz ez euz meneziou hag o deuz eis mil troatad hueldet, ha pa vezer savet varnezho, eo red disken evit beza aresed gant an oabl.
Var al lestr ez oa eun orin ar seurt n’oc’h eus guelet biscoas. C’hui lavaro da ober petra ez ea an den-ze d’an enizi er penn pella ar bed ?
— Da glask aour, credabl, cabiten.
— Aour ? an orin-ze ne rea fors nag a aour nag a arc’hant. Va den a iea d’an enizi da vigorneta. He galon en divije roet evit eur bigorn etiz ar seurt n’en doa ket c’hoaz en he gelorn. Rak c’hoant en doa da zestum eun nebeut euz a gement seurt bigerniel zo bet crouet gant Doue. Paca a rea ive palafennou ha bete zoken kellien hag ho stage gant spillou oc’h he daolennou paper. Araok m’oamp digouezet e Borneo, va orin ne bade ket gant ar fouge a ioa enhan. E keit ha ma vouemp o vont di, n’o pije ket tennet eur ger euz he benn nemet divar benn Borneo. Eno en doa sonch da ober eun eost bigerniel euz ar puilla. Dioc’h he glevet Borneo a ioa eur barados var an douar. C’hui lavaro oc’h petra oa henvel, emezhan, an enezen vras-ze ?
— Oc’h an Itali marteze, pe oc’h Spagn.
— Ne maoc’h ket ganthi, nag a dost. Borneo, emezhan, a ioa henvel oc’h eur Baot (tortue) cousket var an dour.
— Tron-de-ler, a liviris-me, evit poazat ar baot-ze avad e ve red caout eur pod ha ne ket eur podig e ve ! Hag ar grogen divar he c’hein a rafe eul lestr goest da zigemeret oll bugale Adam.
— Cabiten, livirit deomp hag e Borneo eo e cafjoc’h Colibri ?
— Ia, ia, mes araog he gaout e veliz eno meur a dra ha n’em boa ket guelet bete neuze. Me’m eus cutuillet eno histr e scourrou ar guez evel ma cutuïllit per pe avalou en hor bro-ni. Ah ! c’hoarzin a rit ? An dra-ze zo gouscoude ker guir ha ma lavaran deoc’h. Me ive a voue souezet hag am boa beac’h o cridi d’am daoulagad. Hogen va orin ar bigorneter a ziscuezas din eun dervez penauz e tigoueze kementse.
Er goanv, pa deu glaoeier braz evel a vez er broiou-ze, ar guez-ze a vez goloet gant an dour. An histr, poulzet gant an houliou-mor beteg ar guez-ze a stag oc’h ho scourrou ; goude pa za an dour beuz kuit, an histr a jom stag hag ho c’haver neuze da gutuil evel frouez. Dont a ra Sinais da zestum an histr-ze. Eno avad ne rer netra evel e lec’h all. Ar re-ze a zastum histr evit caout ar c’hregin hag a daol ar bouet kuit, evel pa zeont da neziaoui ne ket evit caout viou na laboused eo, mes an neiz a zebront evel eun tam lib-he-bao. Asa, pa lavaran deoc’h, ar bed var an tu a enep.
Eno ken nebeut n’eus na nevez amzer na discar amzer. Euz an hanv e coezer er goanv dioc’htu, euz an domder er ienien.
Deut oan da veza mignon ar bigorneter, ha bemdez ez ean ganthan d’an douar, hag her sicouren da baca laboused a bep seurt hag a bep liou. Hogen ar c’habiten a zifenne mont pell dioc’h an aod, ar pez a rea poan vras d’am c’hamarad en doa c’hoant bras da velet petra a ioa e creiz an enezen, ha da zevel var beg unan bennag euz he meneziou. Bemnoz, da goan, e chome defot na c’helle mont da ober eur veach dioc’h he frouden e creiz an enezen.
— Petra, eme ar c’habiten, ha ne gavit ket a loened hag a laboused avoalc’h var bord an aod ?
— Nan, eur c’holibri a vanc din, ha n’her c’haver nemet pell en douar, er c’hoajou hag er meneziou.
— Ne zervich ket deoc’h clask mont, rak n’ho lezin ket ; coll a rafac’h ho puez.
— Coll va buez ? cabiten, ha perak, mar plich ?
— En em goll a rafac’h er c’hoajou, ha ne c’helfac’h ket en em denna kuit.
— Me a zo bet e meur a goad, ha n’oun ket chomet enho. Bez’ ez eus ganhen diou nadozen hag a dro varzu an anternoz.
— Ar meneziou-ze zo leun a zarpanted bilimuz hag a loened gouez.
— N’em euz aoun ebet razho.
— An dra-ze ne viro ket outho d’ho tibri, ha mar gallit en em zifen outho, n’en em zifennot ket oc’h an dud gouez a zo aze.
— Oh ! tud gouez an enezen-ma ne zebront ket a dud !
— Neuze-ta, n’eus netra evit ho tistrei ?
— Netra, cabiten ; rak-se ta e roit din an aotre da vont varc’hoas ?
— Nan, re roan ket.
Var gementse ar bigorneter a loske eun huanaden ha ne lavare ger mui. Hogen mar doa pennog ar c’habiten, ar bigorneter a ioa c’hoas goasoc’h. Pedi hag aspidi a reas kement ma voue lavaret dezhan eun dervez ober evel a garje. M’o pije guelet neuze ar bigorneter ar fouge a ioa enhan o tont d’am c’haout ; eur jeneral hag en deus gounezet eur victor vras var enebourien he vro ne ziskuez ket kement a levenez.
— Varc’hoaz, emezhan, e zaimp mintin mad ; bezit prest.
— Ia, eme ve, mes ne ouzon ket ha ni a gavo martolodet da vont ganeomp ; rag evidomp hon daou ne c’hellomp ket mont a bell dioc’h an aod.
— Oh, caout a raimp, n’o pet ket a nec’h.
Caout a rejomp e guirionez c’huec’h martolod hag a assantas dont ganeomp da gas deomp hor bak, gant gouscoude ma tistrojemp en dervez-ze da bardaez. Lacat a rejomp e goueled ar vag armou evit en em zifen, mar bije izom, he setu ni en hent. Caout a rejomp eun tamik ster hag e zejomp gant ar ster-ze hirra ma c’heljomp en douar. Dre ma pelleamp dioc’h an aod, ar c’hoad a deoea hag a denvalea en dro deomp, ha tachadou ar scourrou hag al liamfrouez a iea euz an eil tu d’egile d’ar ster hag a stanke an hent ouzomp.
Hor bigorneter a ziscolpe he zaoulagad dre ma zea, o clask guelet eur c’holibri bennag, ha ne gleve netra euz ar pez a lavaremp. Rak ni a ioa nec’het. Ne glevemp trouz ebet nemet mouez al laboused ; etouez kan al laboused avad e clevemp cri al labous noz, hag ar c’hri-ze ne blije ket deomp. Lod a lavare e voa eno mouez ar c’houezidi oc’h en em c’helver evit dont varnomp hag hon laza eno el leac’h gouez-ze.
Epad ma zeamp evelse gant poan avoalc’h hag ive gant encrez dre douez pe kentoc’h dre zindan ar guez, setu hon labousetaer o crial : Eur c’holibri ! daou golibri ! hag hen o cregi en eur roued a ioa ganeomp, hag o crial varnhon da vont ganthan d’he zicour da baca an daou labous-ze. Ep gortos ma voa caset ar vag bete’n douar e lamas var ar riz hag e voue tost dezhan en em veuzi. Me a ieas d’he zicour, hag e pakjomp eur c’holibri ; hogen ker e coustas deomp. Epad ma edo al labousetaer o trei hag o tistrei he golibri, o tiskuez din pe ger caer oa, e voue faoutet he benn dezhan gant eun taol penn baz.
An dud gouez a ioa deut beteg enhomp dre douez ar bodennou a ioa ker stang eno ma na ellet ket guelet diou gamed diouthan. Me a zonjas lamet var va fuzil, mes n’em boue ket a amzer ; eur gorden tolet en dro din evel eur roued a viraz ouzin da c’hellout en em zifen. Guelet a riz oa great ganeomp, hag e criiz oc’h va martoloded d’en em denna kuit gant ar vag. Hogen ar gouezidi a ioa en dro deompni evel eur vanden diaoulou, a ieas var ho lerc’h goude m’o devoa cordennet mad ac’hanonme. Hogen kementse a goustas ker dezho ive d’ho zro.
Hor martoloded a loscas meur a denn, hag a ziscaras meur a hini euz an dud gouez-ze, ha dreist oll ho c’habiten. Pa zistrojont e tigaschont gantho corfou ar re a ioa bet lazet gant bouliji ar vartolodet, da viana ar re o doa gallet da gaout, rak lod anezho a ioa coezet en dour, hag ep mar, lonket gant ar c’hrocodilet. Teleur a rejont pemp corf maro e kichen ar bigorneter a ioa ive dare da vervel, hag abars m’oa maro tre e troc’hjont he benn dezhan. Neuze en em lakejont da zansal en dro d’ar re varo, da iudal ha da ober eur safar evel loenet gouez.
E c’hellit cridi, me ne voan ket dinec’h eno ; sonjal a rean e tlient va laza ha marteze va dibri ; ne c’hortozen nemet eur maro scrijus. Gouscoude ne voen ket lazet. Diliama a rejont va divesker, hag e rejont din bale en ho raog beteg ho c’hear pehini ne voa ket pell ac’hano. Pebez kear ! eun nebeut lochennou henvel oc’h re ar c’hlaouerien pe kentoc’h oc’h lokou chas, ha kementse dindan guez bras ken toupok ho scourrou ma na bar morse an heol eno ha ma vez ato tenval. Euz a gorfou ho c’hamaradet n’o doa caset gantho nemet corf ho c’habiten da behini e reant abep seurt orbidou. Da unan euz al lochennou e vouen caset ; hogen ne vouien ket petra a ioa sonch da ober ouzin.
Edo ar c’habiten Mistral o vont adarre d’he istor, hag an itron saoz a c’houlenne evit an trede guech peur e clefchent peleac’h oa bet cavet Colibri, pa voue clevet ar gedour euz a veg ar vern o crial :
— Cabiten, eul lestr dirazomp en drem-vel ?
— Pe du ?
— Er c’hevred izel.
— Pe seurt lestr eo ?
— Eul lestr forbanet a gredan eo.
— Eul lestr armet ?
— Eur rencad canoliou a uz ar mor.
— Dre dan pe dre voueliou ?
— Dre voueliou ; ema oc’h en em lacat en hon avel evit stanca an hent ouzomp, hag hor plaoufi pa dremenimp.
— Tron-de-ler, ar C’hallez ne lezo ket he lonca evel eur gellienen gant eur pesk. Ma sonch d’ar moroc’het-ze e zeont d’hon lonca en eur c’hinaouat, e pakint eur souezen.
Ar c’habiten a zavas trum var he scaon c’hed, he luneden hir-velet ganthan en he zorn. Ne voue ket pell na velaz ervad e voa guir ar pez a lavare ar gedour. Eul lestr forbanet pe laeron vor, arabet pe vedouinet euz an Afrik a ioa oc’h ho gortoz hag o tenna he daol nij evit dilamet varnezho evel eur sparfel var eul labous.
Eno neuze e savas freuz ha tousmac’h. Ar c’habiten a grie : beac’h d’ar stur, beac’h d’an tan, beac’h d’an armou ; ar vartolodet pephini d’he labour ha beach var al lestr ! Ar veachourien a grene evitho ho unan hag evit ho danvez, ho arc’hant ; ar merc’hed a vouele, a gunude, a grie fors.
— Ar merc’hed d’an traon, er c’hamprou, eme ar c’habiten, ha chom eno ken na dear d’ho zenna ac’hano. Ar veachourien o deuz aoun a rai evel ar merc’hed, ha ger ebet ken. Ar voazed n’o deus ket a aoun a gemero armou da zicour ar vartolodet, ha buan, rag ar voricoted-hont o deus naoun a gredan, hag o deus mall e rofemp ho meren dezho. — Alo, potred, eun abaden zans a vezo, ha red eo lacat he oll rubanou d’ar C’hallez evit diskuez d’ar pennou maout-ze ez euz eul lestr ama hag a voar en em gempen a zoare p’en deus da vont e touez an dud.
Ep dale ar vartolodet o doa digaset var ar pont armou a bep seurt, fuzillou, sabrinier, bouc’hilli. Ar veachourien a ioa chomet eun antercant bennag anezho da zicour ar vartolodet, hag a ioa gantho oll pistolennou tro.
Var ar C’hallez n’oa nemet eur pez canol a zerviche muioc’h da c’houlen sicour pa veze izom eget da vrezelecaat. Hogen ar mestr canolier a ioa en em laket var gorf he roched ; destumet en doa, evel a lavare. prun da gas d’ar Vacached, ha poultr ne vanke ket evit ho c’has. Martolodet ha beachourien, oll o doa taolet ho jupennou, hag edont e doare da rei eun digemer birvidik d’ar forbanet ma claskent teleur ho c’hraban var ar C’hallez.
Lestr ar forbanet, dioc’h ar c’houbari anezhan, en doa c’huec’h pez canol, tri a bep tu. Hogen evel n’en doa nemet goueliou ne chelle ket bale na trei ha distrei ker buan hag al lestr tan ; rag hema pa voa tomet mad he gaoteriou ha laket sounn var he aelou, a valee var ar mor evel eur c’har tan var eun hent houarn. A hent all ar forbanet, pere a velet var ho lestr, o sevel ho minou du evel drouk-sperejou o doa guelet, credabl, gant ho lunedeier, e voa sicour mad var al lestr beacher, ha ne ziskuezent mui caout mall da dostaat. Edont evel pa vijent var var o clask gouzout petra a rajent.
— Emaint deomp, eme ar c’habiten Mistral ; aoun o deus.
— Cabiten, eme ar c’hanolier, emaomp var hed tenn, ma lavarfen daou c’her d’ar botred chentil-ze e iez ho bro ?
— Ia, ia, p’eo guir ne leveront ger, eo red deomp diskuez dezho ne domp ket mud.
— Sturier, evez ! diskuez ato d’ar botred zu-ze penn pe lost al lestr. ha na laca anezhan morse a dreus dezho ; costeziou al lestr zo guiridik.
— Bezit dinec’h, cabiten, ne illigint ket costeziou ar C’hallez.
Etre daou ar c’hanolier en doa losket eun tenn canol, mes al lestr forbanet ne reas van. Hasta a reas carga ha loskel eun eil tenn, ha kerkent ar gedour a grias :
Burzudus ! burzudus ! canolier ; deut eo ganhez avad en dro-ma. Da brunen zo eat d’en em loja e corf eur macac braz a voa du-ze, ar c’habiten me voar vad, eur vialen lien guenn abez ganthan troidellet en dro d’he benn da ober bonet. M’em euz he velet oc’h en em deleur var he fri hag oc’h heja he c’har. Evit hennez en deuz prun avoalc’h.
Tousmac’h a zavas neuze gouscoude var lestr ar forbanet. Loskel a rejont eur bordeat tennou canol ; ne glaskent ket avad dont var araok, tec’het eo a felle dezho, hag en eur bellaat eo e tiscargent ho c’hanoliou. Ho bouliji gouscoude a reas drouk d’al lestr tan ; ar chiminal a voue toullet hag eilgostezet, ha ma vijent chomet da stourm douetuz o divije goal laket al lestr ha marteze he gaset d’ar gouelet. Hogen, credabl, evel ma lavare ar gedour eo ar c’habiten a ioa bet lazet, ha neuze ne voa mui a urz ha ne glaskent mui nemet en em denna a zanjer.
An abaden, evel a veler, ne oue nag hir na tenn ; muioc’h calz a aoun eget a c’hlas. Ar c’hanolier zur hag ar vartolodet all a grie.
— Cabiten, eun dro er stur ha var ho lerc’h, hag ar voricoled-ze zo deomp !
— Nan, ma na vije bet ama nemet martolodet, oamp eat dezho, hag on divije caset ar pennou gloan-ze da ziskuez ha da douza d’an Amerik. Mes ama zo beachourien, ha me a zo carget anezho, ha ne c’hellan ket ho lacat var var pa ne ket red. Rakse beac’h en hent, ha lezomp ar maoutet-ze da vont da dourta eleac’h ma carint.
— Ha ma cavont maoutet all da zont d’ho zicour ?
— Eur vech ma vezimp eat eur pennad dioutho ne velint mui roudou ar C’hallez.
Red e voue-ta chom var gementse. Gouscoude ar c’hanolier a c’hrosmole hag a lavare d’he gamaradet. — Ha penauz an discrognet bras-ze en defe cavet ker fall va frunen ma en deus lavaret dioc’htu : n’em eus afer ken ; ha me gouscoude dibabet ganhen unan euz va frun braoa da gas dezhan ? Asa, figuz e rencont beza ar voricoted !
Mes ar beacherien hag ar beacherezed a ioa en em dennet er c’hamprou, o devoa bet encrez eno epad an amzer-ze. Pa glefchont an tennou canol ha dreist oll pa voe tizet ar chiminal, e sonje dezho e voa deut ho heur diveza. Lod a grene, lod a vouele ; lod all ive a bede. Bez’ez oa itronezet hag a ioa eat er meaz anezho ho unan gant ar strafuil.
Alc’hoezet o doa doriou ar c’hamprou varnezho, hag harpet oc’h an or an nebeudig arrebeuri a ioa er c’hamprou-ze. Hiniennou a ioa en em guzet dindan an dillad vele, evit na vijent ket cavet ker huan gant ar forbanet pa deujent varnezho : rak cridi mad a reant ez ea al laeron vor da zont d’ho laza.
Kerkent ha ma voa echu an abaden, ar c’habiten a red da zistrafuilla he veachourien aounig. Hogen poan a voue o rei dezho da gridi e voa eat ar forbanet en ho zro. Ne felle ket dezho digeri ho c’hamprou na dont ac’hano. Red e voue d’ar veachourien o doa kemeret perz er stourmat dont da gomz outho ha d’ho asuri ne voa mui danjer ebet. Neuze gouscoude o clevet comzou laouen ar re-ma, o clevet ive ar vartolodet oc’h en em lacat adarre pephini gant he labour en eur gana hag en eur sutal, ec’h asantchont dont euz an toullou eleac’h ma voant en em guzet, ha sevel var ar pont. Lestr ar forbanet a ioa neuze eat pell dioutho, hag a veac’h her guelet en drem-vel.
Neuze evel ma tigouez peurliesa pa vez traou evelse, ar re o doa bet mui aoun eo a ziskueze muia laouenidigez, hag a grie muia o c’houlen penauz oa tremenet an abaden, ha red e voue lavaret da bephini anezho ger evit ger penauz oa tremenet pep tra Evelse istor Colibri a jomaz a dreuz evit an dervez-ze.
Kenta ma c’hellaz ar c’habiten Mistral dont adarre d’he istor, epad ma edo o rinsa he c’houzoug hag o lacat he deod da vont en dro, an itron saoz a lavaras :
— Cabiten, hirio da viana e clevimp penauz e teuas Colibri ganeoc’h ?
— Bagas ! ne fell ket deoc’h clevet petra a zigouezas ganhen etouez ar pennourous-ze o doa va stlejet d’ho c’hear evel ma stlejer eul leue d’ar gigerez ?
— Eo, eo ! cabiten, eme an oll, lavarit deomp penauz oc’h eus gallet sacha ganeoc’h ho ler ac’hano.
— Kent a-ze, eun tam evez c’hoas ; Colibri a zigoezo pa deui he vare. Ha da genta, divezatoc’h em eus gouezet ar botred vrao-ze a reat igoloted anezho, eun hano, evel a velit, a zoare dioc’h canfarted evel ma zoant.
Evel am eus lavaret deoc’h, va divesker a ioa bet diliamet din evit ober din bale, va divrec’h avad a ioa laset stard a dre va c’hein, ha ne vije ket bet æs din c’hoeza va fri.
Me lavare ouzin va unan : salo din o divije va lazet dioc’htu ; rak guelet a rean ervad dioc’h ar c’houbari anezho, dioc’h ar sellou a daolent varnon hag au ariezou a reant en dro din, o devoa sonch d’am laza gant ar brasa crisderi, credabl en henor d’ho c’habiten maro, d’am foazat oc’h ar ber, ha da ober eur banket ganhen. N’oa ket fall evit eur c’hos labous kement hag eur gelienen vraz, ha c’hoas ne ket evidhen oa. Kementse a zigase c’hoant din da c’hrosmolat a enep ar bigorneter pe al labousetaer en doa va zouellet.
Hogen pa zonjen e voa bet lazet he unan, ha pa velen he benn oc’h heja oc’h choug unan eus va bourrevien, rag ar penn o doa caset gantho, n’en em glemen mui.
Er geriad kenta ma en em gafchomp ne rejomp nemet eun ean ; amzer epken da eun nebeut merc’hed ha marmousien bihan, rag henveloc’h oant oc’h marmousien eget oc’h bugale, ha n’oant nemeur guelloc’h guisket, amzer dezho da zont da zellet ouzin evel ma teuer da zellet oc’h eur bleis pe eul louarn paket gant chaseourien, ha da loskel eur iouc’haden bennak. Evit ho c’homzou ne ententen ket muioc’h anezho evit eur vanden broc’het pa en em lakeont da c’hrognal. Ha va c’hredit mar kirit, guelloc’h e vije bet ganhen neuze clevet cant torrad moc’h gouez o soroc’hat en dro din eget clevet ar voricoted-ze.
Mont a rejomp adarre-ta ac’hano, a dreus coajou ha rec’hil hueloc’h var ar menez. Eat oan skuiz, ha petra bennak ma c’houien ervad n’em boa nag eun digemer nag eur goan re vad oc’h va gedal e penn va beach, em boa mall da zigouezout, hag em houe eun doare plijadur pa glevis chas oc’h harzal. Edomp o tigouezout e kær benn an igoloted. Ar geriaden-ma a ioa henvel oc’h an hini on doa treuzet kentoc’h, nemet ma zoa muioc’h a lochennou enhi ha ma zoa var he zro eur gael great gant spern ha keuneud all evel ma zeus mogeriou en dro d’ar c’heriou. Ama ar merc’hed hag ar vugale a ouc’haz hag a ziscrogaaz ha deat oc’h va guelet cals muioc’h eget o doa great re ar geriaden all, ha pa veljont corf ho c’habiten var eur c’hravas en em lakejont da iudal, da ober safar ha da zellet ouzin gant kement a gounnar ma sonjiz oa deut va heur diveza hag e zeant d’am dispeun e beo.
N’em boue gouscoude digantho nemet eun taol bennag ; ar re a ioa carget ac’hanon hed an hent am c’hassas da unan eus al lochennou. Azioc’h al lochen-ze e zoa eur picol guezen carget a frouez, ia mes frouez hag a ioa ar guel anezho goest da lacat ar bleo da zevel var benn eun den, hag he zent da stracai gant ar spont. Oc’h pep scour ez oa stroilladou pennou tud, lod c’hoas goadek, lod all dizec’het ha guennet gant ar glao, hag ho c’hlevet o stracal an eil oc’h egile, dre ma teue eur sourrat avel bennak da c’hoeza varnezho.
E creiz al lochen ez oa eur peul, eun dronjen vezen ; oc’h hennez e vouen staget gant chadennou. Em c’hichen, var an douar, e voue laket eur gocoen, dour enhi, hag eun delien varnezhi eun nebeut bleud sagou.
N’oa ket druz al lib-he-bao ; guelloc’h e vije bet ganhen caout keusteuren keginer al Louarn ; hogen n’em boa ket da choaz, hag, a lavaren, ne rin nemet mervel, ha ne dal ket ar boan din delc’her naoun pa c’hellan he derri. Epad ma rean va fred, e cleven va igoloted o iouc’hal, o cana, o tansal en dro da gorf ho c’habiten. Pa lavaran cana, c’hui vel ervad e fell din comz euz eur safar goasoc’h eget a rafe drouk-sperejou.
Pa’m boa debret va bleud hag efet eur banne dour, ar pez n’oa ket padet pell, setu me oc’h en em asten var an douar kement ha ma leze va chadennou ac’hanon d’hen ober, ha ker skuiz oan ma en em rois da gousket.
Divar greis va c’housk, e santiz eun dra bennag o starda var va gouzouk. Anter zihun e casis va dorn d’am gouzoug, hag e crogiz en eun dra bennag ien ha leiz ; eur zarpant a ioa eu em droidelled en dro d’am gouzouk, unan euz ar zarpanted-ze a veler stang e Borneo, o deus bete pemzeg ha zoken beteg ugent troatad hed, a voar en em droidellat en dro da gorf al loenet, a stard varnezho bete bruzuna ho eskern, hag ho long en eur pez goude ho beza kempennet dioc’h ho giz. Asa, ne choulennan ket e tigouese gant nicun ac’hanoc’h dougen eun hevelep mouchouer gouzouk !
Cridi a c’hellit oan dihunet mad neuze. Guelet a rean va zarpant o sevel he benn a zioc’h va hini, hag o sutal, ha ne velen nemet ar maro a bep tu din ; ar maro dioc’htu ma save droug em c’hamarad-guele, ar maro antronoz vintin digant va igoloted var bez ho c’habiten ; ne vouien ket pehini euz an daou varo-ze oa ar guella din da gaout.
— Cabiten, ha ne zonjac’h ket e Doue eun nebeut neuze ive ? ha ne zonjac’h ket ober eur beden bennak ?
— Bagas !eo sonjal avoalc’h. Ni etrezomp martolodet ne bedomp ket alies mes pa bedomp e pedomp c’hoek. Petra bennak ne velen nemet ar maro dirazhon, em boa c’hoant, er stus ma edon, da asten va buez hirra ma c’haljen, hag e peden calonek Doue hag ar Verc’hez, hag e chomen ep finval, rak m’am bije laket droug em zarpant, oa great va zro.
Etre daou an deiz a deue, hag e cleven va moricoted, pe da viana ho merc’hed o pilat sagou evit ober eur banket e pehini me, ep mar, a dlie beza ar rost.
— Asa, e guirioriez, cabiten, peadra a ioa eno da lacat ho pleo da venna en eun taol, rak clevet em euz ez eus bet guelet tud, hag hi iaouang, ho bleo o tont da veza guenn en eur pennad nosvez pa zigoueze gantho eur strafuilladen bennag evelse.
— Va bleo, bagas ! a ioa abenn antronos ker guenn ha lin.
— Neuze-ta, cabiten, e tougit perruken brema ?
— Ne ran ket. Abaoue eo bet croget an derzien velen enhon en unan euz ar beachou am eus great d’ar broiou tom, hag e voue tost din adarre serra va lagad evit mad. Hogen an derzien milliget-ze, ma lezas va buez ganhen ne lezas ket eur vleven var va fenn ; he lacat a reas ker moal hag eun irvinen. Pa voan pare avad e savas bleo din adarre, ha va bleo a zavas du evel ma voant em iaouankiz hag evel m’ho guelit c’hoaz hirio.
— Mall on eus, cabiten, da glevet penauz en em denjoc’h euz ar stad-ze e pehini nebeut a dud o divije bet avi ouzoc’h.
— Tron-de-Ler, va zarpant eo a zaveteas va buez din.
— Ia ? petra, lonca a reaz oll ar voricoted d’he zijuni ?
— Ne reas ket ; hen eo a voue lonket gantho.
— Ha c’hui a voue espernet neuze a benn eur vech all ?
— Mar kirit va lezel da zibuna va c’huden, e vouesot penauz e zeaz ar stal ; mes ma rouenvit a enep ar stur, ne dai ket ar vag eleac’h ma zeus c’hoant e zafe.
— Ia, ia, cabiten, dalc’hit mad d’ar stur ; ger ebet mui ken na vo deut ar mare da deleur an heor.
— Neuze-ta, p’oa deut an deis, setu me o clevet dor va lochen o tigeri goustadig, hag e veliz eur verc’hig oc’h asten he fenn dre voask an nor anter zigor evit sellet ouzin. Mes pa velas pebez mouchouer a ioa en dro d’am gouzouk, e loscaz eur iouc’haden, eur griaden c’houek, hag e scaraz ac’hano mar gouie. Kerkent an oll gouezidi a voue var zao, hag en dro d’am lochen ho armou gantho, oc’h ober eur safar evel diaoulou. Va c’hamarad guele a zavaz aoun ganthan, evit doare ; en em sila a reas didrous dre voask ar peuillou a zerviche da voger d’am lochen. Hogen n’oa ket eat c’hoaz an anter euz he gorf er meas na doa troc’het he benn dezhan gant eun taol lans. Al lost a ioa c’hoas tost din, en em lakeas da skei, da lopa gant kement a gounnar ma vijen bet flastret ha bruzunet ganthan ma en divije gallet va zizout. Eur moricod a deuaz el lochen eur vouc’hal ganthan, hag ep dale e voa great pennadou ber euz ar zarpant.
Hogen goudeze em eus gouezet eo ar zarpant en doa savetet va buez din. Ar voricoted a gemer ar zarpant evit ho Doue, hag an hini a deu ho Doue d’he velet ne c’hellont mui he laza. Ho lezen eo. Me-ta am boa bet bizit an Doue-Sarpant, hag evelse e voue lezet va buez ganhen ; eur sclavour avad a voue great ac’hanon, ha caset da labourat etouez eun dek pe zaouzeg all paket gantho eveldhon hini ac’hann, hini alesont.
Etouez ar sclavet-ze ez oa eur spagnolez tolet eno ive gant eur pense, hag eur bugel dezhi a dri pe bevar bloaz. E un nos vez ec’h eljont tec’het Mistral hag hi, hag ar bugel. Gant poan avoalc’h ec’h eljont, a dreuz ar c’hoajou, mont beteg an aod. Dre chans edo c’hoaz al lestr eno. Saveteet oant ; mes ar Spagnolez a varvaz eun nebeut derveziou goude. Ar c’habiten Mistral en em gargaz euz ar bugel, her c’hemeraz evit he vap, hen hanvas Colibri, hag a reaz anezhan, evel ma lavare, eur martolod dispar, hag eur c’hristen mad, eur c’hristen catolik ferm en he lezen.