Charlo pe ar bugel ijinus

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 363-373)



Charlo pe ar Bugel Ijinus
————
I

Eun divroad, eun den hag en doa doare da veza a reng huel, a voue guelet eun dervez o vont a brez a dreuz ar rehil a zo a zioc’h al lochen ma ema o chom enhi ar potrik ma zeomp da gomz anezhan. Charlo, ar potrik mad-ze, a velaz an divroad, hag a griaz outhan : na dit ket en tu-ze ! na dit ket en tu-ze ! Mont a rit da goeza en islonk ! Hag e guirionez e kichen e voa eun toul don, eleac’h ma vije coezet a dra zur an divroad hag eur bugel pevar bloaz a ioa gantha etre he zivrec’h panefe ma voue gueiet gant ar bugel mad-ma en doa epken var dro dek vloas.

An divroad o clevet Charlo, a jomaz a za, hag a c’houlennas dre he hent ec’h elje disken divar ar menez. Charlo a ziskuezas dezhan eun doare guenoden pe scalier e creiz ar rec’hil, hag eur pennadik goude edo an divroad gant he vugel e lochen baour Charlo.

— E peleac’h emaoun-me ama ? A c’houlennaz ar beachour.

E Breiz-izel, ha va zad a lavar emaomp ama pemzek leo dioc’h kær Dol.

— Peleac’h ema ho tad ?

— Eat eo en hent, ha ne zistroio ket ken na vezo abenn daou zervez ama.

— Ha n’oc’h eus-hu ket aoun ama oc’h unan ?

— Oh, ne maoun ket va unan. Bez’em euz ama va c’hi ha neuze eur c’havrik. Va zad en deuz lezet ganen leaz, fourmach, bara ha frouez. Mar oc’h eus naon, mar kirit me roio deoc’h.

— Peder heur varnugent zo, va bugel, n’on eus bet tam, na va map na me.

Charlo a ieas da gerc’hat kement en devoa, hag a lavare d’ar bugel : debrit, debrit, aotrou bihan, me am bezo avoalc’h c’hoas.

An divroad hag he vabig a zebras c’hoek, rak naoun o devoa. Goudeze, pa o devoa great eur pennadig ean, an aotrou a ginnigaz eur pez aour da Charlo, hag a iea da vont adarre en hent. — Ne gemerin ket, a lavaraz ar bugel. Me ve scandalet gant va zad, rak lavaret en deus din meur a vech : Va map, gra vad pa elli, ha ne c’hortos morse caout netra evit ar vad a ri.

Epad ma comzent evelse,e clefjont trouz. An divroad a deuas guenn evel he roched, hag a c’houlennas :

— Petra eo an trouz-ze ?

— An archerien, me voar vad, eme Charlo, ho zi a zo ama e kichen.

— Archerien, eme an divroad ? It da velet, va bugel, it da velet.

Charlo a ieaz en eur redaden da velet petra voa, hag a zistroas ker buan all, en eur lavaret : ne deo netra ; nao pe zeg archer a zo aze oc’h ober ho zro. Bremaig emaint ama. Guelet em euz anezho var ar menez, ha dre ama ema ho hent.

— O va Doue, a lavaraz an divroad, ar re-ze a glask va buez, ha me n’em eus great torfet ebet. Va bugel, en han’-Doue, cuzit ac’hanon.

Charlo a voue souezet o clevet kementse. Gouscoude ne varc’hatas ket. Cregi a reaz e dorn an divroad, hag e tiskuezas dezhan eun trap a ioa el lochen e kichen an oaled adren eur bern keuneut. « It buan aze, emezhan, rag emahint erru. »

— Na livirit da zen !

— Ne livirin ket zoken d’am zad, eme Charlo.

— Oh ! ma lavarfac’h, e lakeot ac’hanon da goll va buez, me hag ar bugel paour-ma.

Charlo a ziblasaz ar c’heuneut, a zigoras buan an trap, hag an divroad a ellaz en em guzet en eun tamik cao a voa eno. Goude beza taolet adarre ar c’heuneut var an trap, ar bugel a deuas d’an or etre he c’havr hag he gi.

II

An den estren-ze cuzet gant Charlo a ioa eun den a reng huel, tamallet ha condaonet evit eun torfet ha n’en doa ket great, hag evit ne vije ket croget enhan, e voa en em laket da dec’het gant he c’hreg hag he vap. En eur c’harroz o doa comanset ho zec’haden ; hogen o veza chomet da zibri eun tam bouet en eun hostaliri, an archerien deut var ho lerc’h, ho c’havaz eno. An aotrou a grogaz en he vugel hag a dec’has gantha, he bried avad ne vouie ket peleac’h e voa chomet. Ne zonje ket zoken enhi pa’z eaz euz an hostaliri dre eun or adren, hag en em lakeas da redek muia ma c’halle. Evelse eo e tigouezaz e lochen Charlo, ha brema edo adarre an archerien var he zeuliou.

Ar bugel-ta, o veza cuzet an aotrou hag he vap, ha deut da zor he lochen, en em lakeas da gana evit rei da gridi d’an archerien ne voa netra oc’h ober nec’h dezhan. Ar re-ma a voa pevar anezho, hag ar c’henta anezho a lavaras da Charlo :

— Eh ! paotrik, petra a rez-te aze ?

— Ne velit-hu ket ? Emaoun o cana. Ober a ran lit d’am c’hi, ha neuze e tescan d’am gavrik rei taoliou corn.

— Kenteliou brao avad a roez dezhi !

— Red eo deski dezhi en em zifen oc’h ar re a glaskfe ober drouk dezhi.

— Cleo-ta, n’ec’h eus-te ket guelet… ?

— N’em eus guelet netra.

— N’em eus ket lavaret dit choas petra a c’houlennen as poa guelet. N’eus ket tremenet dre ama eun den… gortoz… Setu ama var eur paper pebez doare den eo… Eun den hag en deus pemp troatad, vardro tregont vloas, sounn he benn ganthan, baleer diroufen, bleo du. daoulagad du ha bras, malvennou du, elgez rond. guenn en he liou, ginou crenn ; gantha eur bragou glaz, eur zae guer, botinezou bihan ; eur vouez vad dezhan…

— Oh ! oh ! eme Charlo, en eur ober eun abaden c’hoarzin, penauz em befe-me guelet kement all a dud hag a draou ; bleo glas, boutou guer, elgez faout…

— Potrig, eme an archer, hag ober goab ac’hanonme a fell dit. Camaradet, greomp ar pez a dliemp beza great dioustu ; guelomp petra zo el lochen-ma. Ah goal botr, chench a rez liou.

— Oh ia, mes…

— Mes petra ?

— Aze ema va bara, ha kement en deus lezet va zad ganhen bete ma teui en dro.

— Glaourenneg, evit laeron e kemerez ac’hanomp-ni ?

— Oh ne ran ket, me voar erfad c’hui zo archerien.

An archerien a ieaz el lochen, a zellaz oc’h kement corn a ioa enho. Charlo a voue tost dezhan abenn diou vech en em drahissa he unan ; ne alle ket miret da zellet oc’h an toullat keuneut, ha pa ho guelas o vont kuit ep beza dizoloet an trap, e tiskuezas re a blijadur, ar pez a rea d’ar brigadier cridi e cuze eun dra bennag outho. Lavaret a reas d’ar bugel : te ac’h eus guelet eun dra bennag ha ma na lavarez ket petra c’heus guelet, me ia da chadenna da zaouarn dit. Hag e tennaz eur jadennik. Charlo n’en doa ket a c’hoant da vancout d’ar ger en doa roet d’am emzivad, ne doa ket e poan ken nebeut da vont d’ar prizon. Evit en em denna a afer ta e lavaras d’an archerien en doa guelet marteze an hini a glaskent ; pell a ioa avad oa tremenet dre eno.

— Perag, eme ar brigadier, ne c’heus ket lavaret deomp dioc’htu-ta mar ec’h eus guelet an den a glascomp ?

— C’hui oc’h eus lennet kement a draou var ho paper, ne ouzon mui petra da lavaret.

— E peleac’h ema’n den-ze ?

— Me voar ? me’m eus guelet eun den ahont oc’h costez ar menez, hag a iea d’ar red ; d’ar c’hoad zo duhont me voar vad ez ea.

An archerien a ieaz etrezeg ar c’hoad, ha Charlo, fouge enha da veza roet ludu dezho eleac’h butun, en em lakeas da sutal. Ne voa ket gouscoude dinec’h, hag evit tremen he nec’hamant, en em lakeas da c’hoari gant he c’havrik ha gant he gi.

Pa voa deut an noz, ez eas da zigeri an trap, evit tenna ac’hano an daou brizonier a ioa eno. An divroad o veza clevet pe gen tost oa bet ar bleis dezhan, a bocas d’ar bugel, hag a lavaras dezhan : va bugel, mar plich gant Doue rei da anaout n’oun ket cablus, n’em eus great droug ebet, me ra ama al le e kemerin ac’hanout evit va map, hag e vezi breur d’ar bugel-ma zo etre va divrec’h.

— Ha Charlo da vouela. Neuze, emezhan, ez afen kuit dioc’h va zad ?

— Nan, va bugel, da garantez evit da dad a blich din ker couls hag ar pez ac’h eus great evidomp. Da dad a jomo ganeomp ; mes da galon vad a virit e vez savet guelloc’h evit na dout ama.

Charlo neuze a c’hoezas tan, a elumas goulou, hag a zigasas var an daol ar pez a ioa a vouet en ti, hag e lavaras d’an aotrou ha d’he vap dibri, rak naoun a dlient da gaout.

A veac’h o doa debret eur c’hinaouat bennak, ma clefjont skei goustadik var an or. Kerkent e chomjont evel tud sebezet. Skei a rejor eun eil guech. An aotrou a ioa deut ker guenn hag he roched.

— N’o pet ket aoun, eme Charlo, ne zigorin da zen ebet. Neuze e kemeraz eur skeul vian, hag e savas da zellet dre eun toul prenest a ioa azioc’h an or.

— Piou zo aze, emezhan ?

— Enhan’ Doue, digorit din, mont a ran da fata (sempla).

— Oh ! ne ran ket, me ne ouzon ket piou oc’h.

Digorit, a lavaraz an aotrou, va fried eo.

Maman, maman, a lavaraz ar potrik bihan, hanvet Herry pehini en doa anavezet mouez he vam.

Charlo a zigoraz eta, hag an itron, guisket mad, mes drouklivet, he bleo o fuia gant an avel, a deuaz en ti, hag a goezas dioc’htu semplet o velet he fried hag he map.

An aotrou a deuaz ep dale d’he dizemplao voalc’hi he fenn gant dour sclear e kichen he diou scouarn. Nebeut ha nebeut e teuaz he ners dezhi, ha neuze en em gave eurus da veza digouezet gant he zud ne vouie ket peleac’h e voant eat.

Epad an abaden-ze, Charlo a brenne an or, a c’hoarze hag a vouele, hag a gave e gouelet he galon eul levenez dreist da veza gallet ober vad da dud ker carantezuz. He levenez a grescas c’hoas pa glevaz an aotrou o lavaret d’he bried kement en doa great ar bugel-ze evitho.

An itron a voa c’hoas iaouank ; ne devoa nemet pevar bloas varnugent. Pa’z eaz he fried gant he vugel euz an hostaliri eleac’h ma voa coezet an archerien varnezho, ez eaz ive var ho lerc’h. Hogen ken tenval oa ma ne vouie ket pe varzu e voant eat, hag o veza evelse dianket e chomas da dremen an noz azezet oc’h tronjen eur vezen. Pa darzaz an deiz, e savaz ac’hano, hag ez eas gant ar c’henta guenoden a gavas. Dre chans ar venoden-ze a gase eün da di Charlo, eleac’h ma edo he fried hag he bugel.

Charlo neuze a reas tan, a gasas colo pe blous fresk er c’hao dindan an trap evit ma c’helje cuzet eno an tri den a ioa en he lochen, mar bije c’hoaz izom. Neuze ez eas da c’horo he c’havrik, evit gallout kinnik d’an itron eur banne leas livris.

Etre daou e voa deut an noz, hag ez eant da zibri eun tam bennak, pa zirollaz eur bar arneu scrijus, tan, curun, glao dourbil. Digouezout a reas an traou en hevelep doare ma chomaz ho c’hoan a dreuz en nosvez-ze.

III

Charlo hag an estren repuet gantha en he lochen, a iea da zibri eun tam bennak pa voue scoet adarre var an or :

— Digor ! Charlo, digor !

— Va zad, eme ar bugel en eur grena ; va zad, red eo din digeri dezhan, ho pet fizians enha.

— Nan, eme an Aotrou, lez ac’hanomp d’en em guzet. N’en em ziskuezimp dezhan nemed red e ve.

— Charlo, eme an tad, digeri a ri-te ? Ne ouzout ket pebez amzer a ra ? E guirionez eur glao diluch a goeze. An Aotrou hag an Itron a redas d’an trap, ha gant ho zrefu e chomaz ar potrig Herri var ho lerc’h, ha Charlo, keit ha ma voa he dad o tont en ti, her c’huzas dindan an daol.

— Petra a reaz aze, goal baotr, eme an tad, ne deues ket buan da zigeri din ?

— Ne anaien ket mad avoalc’h ho mouez da genta, hag an avel, ar glao, ar gurun a rea aoun din.

— N’eus ket eun neuden seac’h ac’hanon. Guella mad zo ec’h eus great tan, ha gouscoude em oa difennet ouzit ober pa na vezan ket ama, ne ket lacat a rafez an tan el lochen.

— Ia, va zad, mes ker ien eo !

An tad en em lakeaz e kichen an tan d’en em zec’ha, hag o veza taolet eur zell var an daol, e lavaras :

— Oh ! an Aotrou a gaf dezhan eo eur bourc’his bras ? Petra ? Eun douzier var an daol, kement tam bouet am oa lezet ganhez, ha neuze chist ive, mar plich ! ha neuze teir gueren. Naoun ha sec’het as poa, evit doare ?

— Oh ia, va zad.

— Ha da ober petra teir gueren ha tri blat ? petra, da gi ha da c’havrig a poa sonch da lacat da goania ganhez ?

— N’am gourdrouzit ket, va zad ; m’em oa aoun o clevet ar glao, an avel, ar gurun, ha neuze oun en em lakeat da ober en doare-ze, ha neuze e sonje din e voa iud all ama, ha neuze n’em oa ket kement a aoun. Me zonje din edoc’h aze, c’hui, ha neuze va mæronez…

Bertrom a gredas pe a reas neus da gridi ar pez a lavare he vap, rag he garet a rea cals. Pa en devoa great eun domaden, setu hen d’en em lakat oc’h an daol da zibri eun tam bennak. Charlo en em lakeas ive en he gichen, hag a roe dre guz lod euz ar pez a gemere d’ar bugel Herri a ioa cuzet gantha en eur c’horn dindan an daol.

Bertrom, pa n’en deveze den all ebet da savarat outhan, a garie savarat oc’h he vap pehini, evel on eus guelet, en doa skiant avoalc’h evit he oad. Setu hen o lavaret :

— Ne ouzout ket, Charlo, eun torfetour bras zo var ar meneziou, a leverer.

— Eun torfetour ? eme ar bugel. Eun torfetour ha ne deo ket eun den hag en deus great eur goal daol bennak !

— Ia, petra-ta sur, diodik.

— Petra en deus great, laerez, pe laza !

— Oh, n’en deus ket. Tamal a rer dezhan euz an traou-ze ha ne ellomp da gompren na te, na me. Lavaret a rer ez eo eun den a reng huel, ez eo den a zoare, mad d’ar paour, en deuz eur mignon ellez hag a boagn da ziskuez eo divlam, hogen asta afo a ell, rak mar bez paket…

— Petra vezo great dezhan ?

— Troc’ha he benn divar he chouk, na petra-ta.

Charlo a voue ker strafuillet o clevet kementse, ma loscaz he veren da goeza euz he zorn d’an douar.

— Da ziot ez ez, Charlo, eme an tad ; setu aze torret da veren ganhez.

— O va vad, troc’ha he benn da eun den eo he laza, hag an dra-ze zo scrijus da glevet.

— Guir eo, va map. Mad, p’eo guir e tiskuezez calon vad, ne c’hourdrouzin ket ac’hanout abalamour d’as kueren torret.

— Ha ne ket, va zad, ma helfac’h, e savetefac’h an Aotrou ker-ze ?

— Me garfe avad gallout hen ober, petra bennak ne ket brao lacat he fri e traou evelse. Daou c’hant loiz aour a ginniger d’an hini hen lacai etre daouarn ar justis, beo pe varo.

— Oh va Doue ! va Doue ! ha ma her c’hafac’h neuze, va zad ?

— Petra, marmous, sonjal a ra dide ez afen-me da verza goad va nessa ? biken.

Ar c’homzou diveza-ma a reaz eur blijadur vras da Charlo.

Hogen me ho les da zonjal pebez nec’hamant a dlie an Aotrou hag an Itron da gaout ebarz en trap, rak ac’hano e clevent ar pez a lavare Bertrom hag he vap. N’o doa ket a c’hoant d’en em rei da anaout d’an tad, ha dalc’h mad e crenent gant an aon na vijent discuillet pe gant Charlo pe gant ho bugel ho unan.

Abann eur pennad an tad a lavaras adarre :

— Asa, Charlo, me vel ac’hanout aze o sonjal, o sonjal e petra emaout-te ?

— Petra fell deoc’h, va zad…, ar glao, an avel, ar gurun....

— Oh ! ato em euz aoun raz’ho.

— Petra, bara ha frouez a roez d’as ki dindan an daol ?

Charlo n’en devoue ket a amzer da respont, tud a ioa adarre o skeï var an or.

— Marteze, eme an tad, an archerien o clask an torfetour.

— Oh ! va zad, ne zigoromp ket !

— Nan, marteze ! mar d’eo an archerien int, ar reze a vouezo brao divarc’ha an or. Kea buan da zigeri.

— Ne allan ket mont, va zad. Me zo crog ar c’hlaz em zreid, ha n’oun ket goest da ober eur gamet. Ar bugel bihan eo a ioa crog en he zivesker, ha ne alle ket en em zizober anezhan.

Bertrom a zavas da vont da zigeri, hag e c’hrosmole en eur vont : Charlo, Charlo, eun dra bennag a guzez ouzin. Eun dra bennag a zo dindan…

— Dindan an daol, eme Charlo ? Oh ! n’eus netra. Ar brigadier oa a ioa eno gant he bevar archer. Baleet o doa a dreuz hag a hed dre ar c’hoad, ha brema o doa paket eur gempen dioc’h ar bar arneu. Ober a rejont rebechou da Charlo da veza ho zromplet.

— C’hui, eme Charlo, o poa lavaret kement a draou dinme divar benn dillad guer, elgez faout, ha neuze me ne ouzon ket petra. M’em eus lavaret deoc’h ar pez a deue em penn kentoc’h eget beza chadennet ganeoc’h ha casset d’ar prizon.

An archerien, goude beza great eun domaden, en em dennaz ha neuze Charlo a anzavaz oc’h he dad ar pez en devoa great. Bertrom a gavas mad ar pez en devoa great he vap ; nec’het oa avad o clask gouzout penauz e saveteje an dudchentil-ze. Antronoz avad e vouent dinec’het oll. Mignon an dijentil a zigouezaz, ha gantha gras he vignon. Hema neuze en em gargaz euz ar bugel ijinuz ; he lacat a reas da studia, ha Charlo a deuas da veza eur medesin goueziek, hag eur c’hristen mad.

————