Cog Louis Padel
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kog Louiz Padel.
En ti Louis Padel eo e-man
Brawa cogic ’zo er vro-man.
Canan a ra dimeuz ann noz ;
Ma cousc he dud, na eo ket caus.
Canan ra d’hê, deuz ar beure,
Da zevel e-mès ho guele.
He lezrou a zo melenn glaz,
He vrago a zo taffetas ;
He bluanigo ’zo ken dous
Evel ar zeï pe ar voulous ;
Tuntan ma int picareef :
Biscoaz he bar n’am eus gwelet.
Hol dud ann ti ’zo ’nem glevet :
Ouz ar c’hog hol ez int fachet,
Ispisial Izabellic,
Honnès garfe ve maro mic.
— Caer ’c’h eus, ’mezhan, beza plac’h coant,
’N em didromplet, merc’hic iaouanc,
Me a zo coant, kercoulz ha c’hui,
Hac a gano ’n heur ma carin ;
Hac a gano ’n heur anter-noz,
Hep mont na pelloc’h na tostoc’h.
P’on ’nem laket da orlojer,
A rencan ober ma dever.
— Insolant, eme Iann Domas.
E cafan comzes deuz eur plac’h.
— Zerr da c’heno, eme ar c’hog,
Iann ’Domas, ha na ves ket zod...