Plac’hig yaouank, perak ’ta tec’hel
Pell dimeus da vam ha da dad ?
Perak kwitât da vro Breiz-Izel,
Elec’h out evurus ha mad ?
Ankoua ar c’heriou,
Gant o falz madou ;
Enne ’lec’h madou e kavfes trubuilhou…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Ar c’heriou a zo leun a anken
D’an dud zo ennê divroet ;
Ennê ar c’halonou a zo yen,
Karante wirion n’an eus ket !
Nemed gwarizi,
Droug ha kasoni,
An holl oc’h en em daga, en em dibri…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Pell eus da vro kollfes da c’hlanded,
Koll rafes ive da furnez,
Da yec’hed, da nerz ha da c’hened
Ha da vrud-vad a Vreizadez ;
Goude en distro,
E skuillfes daero :
An enor kollet n’eo deut biskoaz en dro !
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Da dad, da vam baour zo o ouela,
En o daoulagad daerou kri…
Piou a roïo d’ê eun tam bara ?
Ha piou a harpo o c’hozni ?
Glevez ket o mouez,
A lar hep paouez,
D’it gant karante ha gant kalz a furnez :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Petra eta c’hoarve d’ez kalon,
Ma kwitaez eur vro ken koant ?
Petra c’hoantaez, lavar hep aon,
Lavar breman hep nec’hamant ?
Evidout, me gred,
Breiz a zo bepred
Eur vro ar gwellan a zo ebarz ar bed !
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
An douar a roas d’ez tadou
Eur bevanz frank, mad ha nerzus,
A roïo d’it enpad da zeïou,
Magadurez krenv ha yac’hus ;
Bez eta dinec’h,
Gant poan da ziouvrec’h,
E vevi en Breiz gwelloc’h pell vit neb lec’h !
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Na gwita ket da douriou uhel,
Kizellet ha dantelezet,
En pere ar c’hleier en avel
A zon goueliou hon zent karet,
A lid pardoniou,
A gân eureujou
Hag a lavar d’it dre hekleo o moueziou :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Na gwita ket bro da Gendadou,
Bro ar giziou koz, koz ha fur,
Bro ar chapeliou, ar c’halvariou,
Bro pep frankiz renet gant stur ;
Bro ar zoniou kaer,
Ar gwerziou tener,
A ziston bemnoz a-dreuz d’hon farkeier…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Chom da veva en ez traouiennig,
Elec’h m’eo zavet da di plouz ;
Elec’h ma c’hoaries, bugelig,
Seder ha pell dimeus pep trouz…
Kar da veneou,
Da lann, da goajou,
Gantê e klevi dre vouez an aveliou :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Chom da veva en harz an iliz,
Elec’h ma ’z out bet badezet,
Kichen ar vered ’lec’h ma tiskwiz
Da gerent koz pell zo marvet…
Ha neuze ive
E c’halli goude
Diskwiza gante ’barz an hevelep be…
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Pep tra en Breiz a bed ac’hanoud
Da chom en o c’hichen, ’n o zouez,
Chilaou anê, holl o deus galloud
War da galon a Vreizadez…
O kaeran peden,
E laront d’an den
A c’hoanta kwitât e Vam-vro da viken :
O chom en bro da gavel,
Chom, chom en Breiz-Izel !
Kas pell diouit ar sonj divalo
An eus trubuilhet da spered,
Chom breman da veva en ez Pro,
Enni ’z po levenez bepred…
Lavar eveldon,
A greiz da galon,
Ma klevo Breiziz hon c’hân kaer ha gwirion :
Chomomp en bro hon c’havel,
Chomomp en Brelz-Izel !
|