◄ Ann Innosanted santel | Thomas a Gantorberi | Sabin ► |
r zant-ma a ioa ganet e kear Loundrez e Bro-Saoz, hag
a oue savet e doujans Doue gant he vamm. Goudeze
e oue kaset d'ar skolach, hag erfin ez eaz da Baris da
studia al lezennou.
Pa oue echu he studi ganthan, e oue kemeret da zekretour gant eunn dijentil hag a ioa o chom var ar meaz. Ann dijentil-ma a dremene he holl amzer o chaseal, ha Thomas a veze oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Evelse e teuaz da laoskaat eunn tammik e servich Doue; mes ann dra-ze ne badaz ket pell. Eunn devez oa lammet enn eur ster da baka eul labous, hag e oue dare d’ezhan beza flastret dindan rod eur vilin a ioa o trei. Raktal e kredaz oa bet saveteet he vuez dre virakl, hag e reaz he zonj da veza devotoc’h hiviziken.
O veza distroet da Loundrez, e c’houlennaz beza resevet etouez ann dud a iliz, ha prest goude, arc'heskop Kantorberi a ginnigaz eur plas d’ezhan enn he balez. Divezatoc’h ann arc’heskop-se her greaz avieler, hag abarz ar fin e choazaz anezhan evit he vikel vraz. Thomas a ioa dija brudet d’ann ampoent dre he spered kaer hag he zeskadurez, ha muioc’h c’hoaz dre he furnez hag he vertuz. Ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he lealded ; azalek he vugaleach zoken e vije bet guell ganthan gouzanv n’euz fors petra kentoc’h eget lavaret eur gaou.
Arc’heskop Kantorberi o veza great he veuleudi d’ar Roue Herri, eil euz ann hano, ar roue-ma a roaz d’ezhan ar garg huela euz he rouantelez. Thomas a guiteaz eta Kantorberi evit mont da jom da Loundrez, ha kemeret perz e gouarnamant ar vro evel ann tosta d’ar roue. A1 labour en devoue da ober er garg-ma ne reaz ket d’ezhan ankounac’haat oa avieler. Ar pedennou n’en deveze ket amzer da lavaret var ann deiz a lavare enn noz, ha bez’e oue bepred ken aketuz ha kent d’he holl zeveriou a gristen hag a zen a iliz.
Etre daou e varvaz arc’heskop Kantorberi, ha Thomas a oue choazet evit delc’her he blas, kaer en devoue klask miret. O veza ne oa c’hoaz nemed avieler, e oue beleget da genta, ha goudeze e oue sakret eskop. Divar neuze ec’h en em lakeaz da veva evel eur manac’h, hag e tougaz ato eur porpant reun dindan he zillad all. Sevel a rea bemdez da ziv heur dioc’h ar mintin da lavaret he offis, ha pa veze echu, e voalc’he ho zreid da drizek paour hag e rea eur c’housk all. Mes abred e save adarre, ha goude beza lavaret he bedennou, lennet ar Skritur Sakr ha bet pell o vedita, ez ea da velet ar venac’h pe ar veleien glanv. Da nav heur e lavare he offerenn, da zek heur e roe ann aluzenn, ha ne leine nemed da deir heur goude kresteiz.
Ar pab o veza asamblet eur c’honsil e kear Tour e Frans, Thomas a deuaz ive d’ar c’honsil-ma. Hogen, p'oa dija tost da Dour, ar gardinaled a ieaz d’he zigemeret er meaz euz a gear, petra bennag n’edo ket ar c’hiz, hag epad ar c’honsil, ar pab hen lakeaz da azeza enn tu deou d’ezhan. Kement-se a ziskouez sklear ann istim o devoa ann holl evithan abalamour d’he virit ha d’he zantelez.
Pa zistroaz da Vro-Zaoz, ar roue Herri hen resevaz gant kement a henor hag a respet ha m’en devije resevet he dad. Mes, prest goude, ar roue-ze a glaskaz lakaat ann eskibien da zina eunn dra hag a ioa kountrol da viriou ann Iliz. Arc’heskop Kantorberi a enebaz outhan raktal, ha kerkent karantez Herri a droaz e kasouni, hag enn eur gasouni kounnaret.
Thomas, o c’houzout edo e riskl da veza taolet er prizoun pe zoken lakeat d’ar maro, a dec’haz dre guz e Frans el leac’h m’edo c’hoaz ar pab. Mont a reaz da genta da gaout ann Tad Santel, evit kounta d’ezhan ar pez a ioa erruet, ha goudeze ec’h en em dennaz e Pontigni, enn eur gouent menac’h euz a Urs sant Bernard.
Epad ann amzer-ze, ar roue Herri a lakea he graban var holl zanvez ann arc’heskop ha var hini he gerent, he vignouned hag he zervicherien. Ouspenn-ze, ar re-ma a oue taolet holl e meaz ar vro, braz ha bihan, goazed ha merc’hed, heb damant ebed d’ho oad pe d’ho iec'hed. Thomas a oue rannet he galoun pa glevaz ar c’helou-ze ; mes chom a eure bepred stard enn he zever evel eur garrek, ha morse ne falvezaz d’ezhan asanti d’ar pez a ioa kountrol da viriou pe da lezennou ann Iliz.
Goulskoude roue Frans hag ar pab a reaz kement var roue Bro-Zaoz ma c’hellaz ann arc’heskop distrei da Gantorberi a benn ar seizved blavez goude m’oa deuet kuit. Hogen, digemeret e oue eno gant eur joa hag a zo dreist ar pez a c'houfet da lavaret : ar veleien, ar venac’h, ar bobl holl a ioa var zao, hag al levenez a bare var dal peb unan.
Mes tud aviuz a zornaz adarre a bep seurt traou divar he benn d’ar roue Herri, hag eunn devez hema a lavaraz enn eur gomz euz a Dhomas : « — Penaoz ne c’hellfenn-me ket erfin kaout peoc’h dioc'h ar belek-se ? »
Ar c’homzou-ma n’ez ejont ket gant ann avel, ha pevar dijentil fallakr, o veza ho c'hlevet, a gredaz dioc’htu e rajent plijadur d’ar roue o lamet he vuez digant ann arc’heskop kalounek. Setu hi eta da Gantorberi gant ar zonj-se enn ho spered. Pa errujont, edo poent gousperou, hag ar Zant a ioa enn iliz. Ar pevar muntrer a ieaz di rak ehun, hag a c'houlennaz : « — E pe leac’h ema ann treitour ? » Den ne respounte grik. « — E peleac’h ema ann arc’heskop ? » eme ar vuntrerien adarre. Ar vech-ma, Thomas a respountaz : « — Me eo ann arc’heskop, mes evit treitour avad ne d-ounn ket. »
Neuze ar Zant en em lakeaz var bennou he zaoulin, ha goude beza great, evithan he-unan hag evit he eskopti, eur bedennik da Zoue, d’ar Verc’hez, da zant Denis ha d’ar batrouned all euz ar vro, ec’h astennaz he c’houzoug d’he vourrevien heb aoun ebed, hag ar re-ma a faoutaz he benn outhan dre’nn hanter gant ho zabrinier pe ho c’hlezeier. He verzerenti a erruaz d’ann 29 a viz kerzu euz ar bloaz 1170.
Ar bed katholik a reaz eur skrijadenn a horrol pa glevaz ar c’helou-ze. Ar roue Herri he-unan a jomaz tri devez heb dibri nag eva, kouls lavaret, hag a ziskouezaz kaout eur c’heuz guirion d’ar gomz en doa lavaret re vuhan ha dre zrouk, hag a ioa bet kaoz euz a varo ann arc’heskop. Ober a reaz ive eur binijenn galet oc’h anzao dirak ann holl en devoa pec’hed o klask kaout digant Thomas eunn dra kountrol da viriou ann Iliz.
Ar zant-ma, goude beza bet ker karet, ken istimet, ker respetet gant he roue, a deuaz da veza kaseat ganthan enn eunn taol kount, ha kemeret evit he vrasa enebour. Setu aze petra eo mignounach ar bed, eur vignounach edro evel ann avel ha bresk evel eur goloenn. Ah ! enn han’ Doue, ne gountit ket var ar vignounach-se, mes klaskit dreist peb tra mignounach Jezuz ; rak n’euz nemed houma hag a ve stard ha paduz.