◄ Iann Avieler | Ann Innosanted santel | Thomas a Gantorberi ► |
oude m’oa ganet hor Zalver Jezuz-Krist e Bethleem,
enn amzer ar roue Herodes, prinsed euz a gostez ar
Zao-Heol a erruaz eunn devez e Jerusalem enn eur
lavaret : « — E pe leac’h ema ar roue a zo nevez ganet d’ar
Iuzevien ? Rak guelet on euz he steredenn e kostez ar
Zao-Heol, ha raktal oump deuet d’he adori. »
O veza klevet menek a gement-se, ar roue Herodes a oue nec’het-braz : aoun en doa na vije diskaret divar he dron gant ar roue nevez ganet a ioa hano anezhan, ha kerkent e sonjaz en em zizober euz ar c’hrouadur-ze. Goulskoude ne ziskouezaz da zen ar pez a ioa enn he spered. Er c’hountrol eo, ober a reaz ann neuz da gaout c’hoant da vont ive da adori ar bugel a glaske ar brinsed divroad. Kas a eure eta dre guz kemennadurez d’ar re-ma da zont d’he balez, ha neuze e lavaraz d’ezho : « — It ha klaskit mad ar bugel-ze, ha p’o pezo he gavet, digasit kelou d’inn evit ma’z inn ive d’he adori. » Mes, goude beza adoret ar Mabik Jezuz e Bethleem, ann tri roue euz ar Zao-Heol a zistroaz d’ar gear dre eunn hent all ; rak difenn o doa bet, a berz Doue, da vont mui da gaout Herodes,
Ar roue-ma a ioa eur prins kriz ha dinatur mar d-euz bet biskoaz. Dija en doa lazet pe lakeat laza he c’hreg, ann daou grouadur en doa bet anezhi, hag he vella mignouned. O velet eta ne reseve kelou ebed digant ann tri roue euz ar Zao-Heol, ez eaz enn egar hag e roaz urs da lakaat d’ar maro ann holl vugale vihan a ioa e Bethleem ha tro var dro betek ann oad a zaou vloaz. Kredi a rea oa sur evelse da lamet he vuez digant ar Mabik Jezuz.
Mes eunn eal a deuaz da gaout Joseph, hag a lavaraz d’ezhan dre he gousk : « — Savit, kemerit ar bugel hag he vamm, tec’hit gantho d’ann Ejipt, ha chomit eno ken na livirinn d’ehoc’h. » Joseph a zentaz heb lavaret ger : kemeret a reaz ar Mabik Jezuz hag he vamm fenoz, ha raktal e tec’haz gantho d’ann Ejipt. Kerkent ec’h erruaz bourrevien Herodes e Bethleern, hag ar vourrevien-ze a ziframme ar vugaligou vihan euz a dre zaouarn ho mammou, hag ho laze holl heb damant ebed d’ho oad. E kement korn a ioa er vro ne glevet nemed hirvoud ha goelvan : ar vugaligou geiz a lenve hag ar mammou a grie fors.
« — Perak, a lavare unan, e lamit-hu diganen ann hini m’emaoun o paouez genel ? Nag a evez n’em euz-me ket lakeat epad m’edon oc’h he zougen gant aoun ne erruje drouk ganthan, ha brema c’houi a flastr he benn oc’h ann douar ? » « — Perak, eme eunn all, n’e ket ouzinn-me eo ec’h en em gemerit ? Ganen-me eo ema ar faot mar d-euz faot, ha ma n’euz faot ebed, tennit ar vamm a boan enn eur laza anezhi asambles gant he c’hrouadur. » Eunn all a lavare c’hoaz : « — Ne glaskit nemed unan, hag evit kaout hennez e lazit eur maread. Mad, kaer o pezo, ne gavot ket ann hini a glaskit. » Eunn all a lavare erfin : « — Deuit, Salver ar bed, hag hastit affo ; c’houi n'oc'h euz aoun rak den ; en em ziskouezit eta d’ar vourrevien evit ma lezint ganeomp hor bugaligou. »
Lod euz ar mammou a glaske kuzat ho bugale ; mes allaz ! ar vugaligou baour en em ziskuille ho-unan dre ho lenv. Lod all a zifenne ho re guella ma c’hellent, hag epad ma chache ar bourreo dioc’h eur c’hostez, ar vamm a zalc’he stard dioc’h eur c'hostez all ; mes abarz ar fin ar bourreo a veze ato treac’h d’ar vamm. Eur skrij hag eunn druez oa guelet eunn hevelep lazerez !
Ar vugale-ze, lakeat d’ar maro dre urs Herodes, a zo bet hed ar vech henoret gant ann Iliz evel merzerien ; rak e guirionez skuillet o deuz ho goad abalamour da Jezuz-Krist, hag evel pa lavarfenn enn he blas, petra bennag n’edont ket c’hoaz enn oad da chouzout petra reant.
Ar roue Herodes ne zaleaz ket da veza skoet gant dorn Doue. Mervel a eure e kreiz poaniou ker braz ma kave d’ezhan edo ann tan e diabarz ennhan. Lod euz he gorf a ioa dija debret gant ar prenved, ha kement a flear a ioa gant he alan ma’z oa eunn donjer tostaat outhan.
Kriz e kavit Herodes, hag he hano a ra heuz d’ann holl. Mad, ann tadou hag ar mammou a zesk d’ho bugale offansi Doue dre ar skouer fall a roont d’ezho a zo c’hoaz krisoc’h eged ar roue Herodes. Rak hema ne lamaz nemed buez ar c’horf digant bugale Bethleem, hag enn eur lamet ar vuez-se digantho e kasaz ho eneou var ehun tenn d’ar baradoz. Er c'hountrol, ann tadou hag ar mammou a zesk d’ho bugale offansi Doue dre ar skouer fall a roont d’ezho a lam digantho buez ann ene, hag ho laka var hent braz ann ifern.