r zant-ma a ioa mab d’ann duk ha d’ann dukez a
Hongrii, hag a oue savet e doujans Doue gant he
dad hag he vamm. Ar re-ma a ziskenne euz a eur vouenn
dud paian hag hanter-c’houez, hag ho-unan oant bet
paianed er penn kenta euz ho amzer. Mes anavezet o
devoa erfin ar virionez euz ar relijion gristen, ha divar
neuze ne espernent netra evit ober ive kristenien euz
ho zujidi. Hogen, n’e ket hi, mes ho mab eo a dlie kaout
ar c’hloar hag ann henor-ze.
Stephan ne oa nemed ugent vloaz pa varvaz he dad ; mes he furnez a ioa dreist he oad, ha ne zaleaz ket da ziskouez oa ker goest ha peb hini da c’houarn he bobl dreizhan he-unan. Kenta tra a reaz a oue klask ann tu da veva ato e peoc’h gant ar brinsed a ioa amezeien d’ezhan, ha goudeze e lakeaz he holl boan da zistrei he zujidi dioc’h servich ann doueou faoz.
Beleien ann idolou a ieaz enn egar o velet ann dra-ze, hag a boulzaz ar baianed da gemeret ho armou evit ober brezel d’ann duk. Mes Stephan a oue treac’h d’ann dud aheurtet-se ; gounit a eure eur viktor gaer varnho, hag evit trugarekaat Doue e savaz eur gouent var dachenn ann emgann enn henor da zant Martin.
Neuze e c’halvaz misionerien euz a gement korn a ioa enn Allemagn evit prezeg ann Aviel d’he bobl. Doue a vennigaz labour ar visionerien, hag abarz nemeur e oue guelet eur jenchamant burzuduz er vro : ann idoiou a ioa dilezet e peb leac’h, hag ar guir Doue adoret gant ann holl, kouls lavaret.
Evit rei eunn diazez stard d’ar relijion, Stephan a zavaz enn he stadou dek eskopti hag eunn arc’heskopti. Goudeze e skrivaz d’ar pab evit goulenn kounje diganthan da gemeret ann hano a roue. Ar pab a respountaz enn eur zigas d’ezhan eur guruni hag a zervich c’hoaz hirio da guruni rouaned ann Hongrii.
Ann duk santel, o veza resevet al lizer-ze, a oue anavezet evit roue gant he holl zujidi, ha sakret gant eur zolanite vraz. Ar pab en doa digaset d’ezhan ive eur groaz, gant ar c’hallodd da lakaat dougen ar groaz-ma dirazhan abalamour m’oa bet abostol he vro.
Eur vech anavezet evit roue, Stephan a embannaz al lezennou ar re fura evit diarbenn ann dizursiou enn he rouantelez, ha lamet ar giziou fall euz a douez ar bobl. Evithan, he vuez a ioa evit ann holl eur mellezour euz ar c’haera vertuziou.
Chom a rea pell hag hirr da bedi ha da vedita abarz mont da gousket. Bemdez e kleve ann offerenn, hag aliez e tostea ouz ar zakramanchou. Boaz oa ive da iun ha da zougen eur c’houriz reun enn dro d’he gorf. Gant ann dra-ze en doa eur garantez heb he far evit ar beorien.
Ne vanke morse da rei eunn dra bennag d’ezho pa deuent da c’houlenn ann aluzenn diganthan. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, ha pa vezent klanv enn hospitaliou, ez ea d’ho guelet enn noz ha digoumpagnoun, evit entent outho hag ho louzaoui gant he zaouarn a roue.
Ar zant-ma a ioa bet dimezet da Jizel, c’hoar da zant
Herri, impalaer ann Allemagn, hag en devoue kalz bugale.
Mes holl e varvchont iaouank. Ar c’hosa anezho,
he hano Emerik, a ioa eur zant evel he dad. Mervel a
eure e barr he vrud, ha Stephan a oue treuzet he galoun
gant eur c’hleze a c’hlac’har. Evelato en em rezina a
reaz bepred da volontez Doue.
He-unan e oue skoet gant eur c’hlenved hirr ; mes ato e c’houzanvaz he boan heb en em glemm, hag er bloaz 1038 ez eaz erfin da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, da zeiz gouel Maria-Hanter-Eost. Hed ar vech en doa bet eunn devosion dener evit mamm Doue, ha choazet en doa anezhi evit patrounez he vro hag he rouantelez.
Ar roue santel-ma en deuz meritet beza hanvet Abostol ann Hongrii dre ar boan en deuz kemeret evit gounit he holl zujidi da feiz Jezuz-Krist, ha kendelc’her goudeze ann devosion enn ho zouez. C’houi, tadou ha mammou, mistri ha mestrezed, a c’hell meritout ive beza hanvet Ebestel ho tiegeziou, mar kirit ober evit ho pugale pe ho zervicherien ar pez en deuz great sant Stephan evit he bobl : da lavaret eo, ho c’helenn pe lakaat ho c’helenn egiz ma’z eo dleet var guirioneziou ar relijion, teuler evez ma vezint bepred aketuz d’ho deveriou a gristen, ha beza hoc’h-unan evitho eur skouer a bep seurt vertuziou.