◄ Remon Nonnat | Jiles | Stephan, Roue ► |
iles a ioa ganet e kear Atheen a dud a lignez huel hag
a zoujans Doue. O veza bet kaset d’ar skol, e teuaz da
veza habil e berr amzer; rak eur spered lemm en devoa,
hag e teske ar pez a garie. Mes he furnez hag he vertuz
a ioa c’hoaz treac’h d’he spered.
Koll a reaz abred he dad hag he vamm, ha kerkent e verzaz ar madou o doa lezet ganthan evit pourvei da ezommou ar beorien. Doue, evit he rekoumpansi, a roaz d’ezhan raktal ann donezoun a viraklou.
Eunn devez m’edo o vont d’ann iliz da ober he zevosionou, eur paour keaz klanv, hag hen enn noaz, kouls lavaret, a c’houlennaz ann aluzenn diganthan. Jiles a daolaz he zae var diouskoaz ar paour keaz-se, ha dioc’htu ec’h en em gavaz ker iac’h ha biskoaz. Eunn devez all e pareaz eunn den hag a ioa bet flemmet gant eunn aer-viber. Eunn droiad all c’hoaz e tennaz a boan eur reuzeudik hag a ioa eat ann diaoul enn he gorf.
Ar brud euz ar miraklou-ze a rea d’ann holl beza leun a istim evithan. Mes Jiles en devoue aounn na deuje erfin ann ourgouill da c’hounit he galoun, ha setu hen hag ober he zonj da guitaat he vro. Pignat a eure enn eul lestr evit dont e Frans ; mes heb dale al lestr-ma a oue e riskl da ober pense, ker krenv oa ann avel ha ker rust oa ar mor. Neuze Jiles en em lakeaz da bedi, ha ker buhan e kouezaz ann avel, hag ar mor a ehanaz da lammet.
Diskenn a reaz var douar Frans e kichen Marseill, hag ac’hano ez eaz da gaout sant Sezer, eskop Arles, evit deski ganthan ar guella feson da bignat huel e skeul ar zantelez. Mes, a benn daou vloaz goude, ec’h en em dennaz enn eur c’hoat doun, el leac’h ma choazaz evit ober he ermitach eur garrek kleuz ha ne oa enn dro d’ezhi nemed bodennou drez ha spern. Eno e felle d’ezhan tremen ann nemorant euz he vuez, pell dioc’h trouz ar bed ha dianavezet gant ann dud.
Goulskoude a veac’h ma kave el leac’h gouez-se eur c’hrizienn pe eul louzaouenn bennag da zibri ; mes Doue a zigase d’ezhan bemdez eunn heizez hag a vage anezhan gant he leaz.
Hogen, ann heizez-ma a oue remerket eunn devez gant chas Childebert, roue Frans, a ioa o chaseal er c’hoat-se. Raktal e redaz da guzat da ermitach ar Zant ; mes ar chas a redaz var he lerc’h, hag ar roue a ieaz ive da heul. Kaout a eure Jiles var bennou he zaoulin enn he garrek kleuz, he spered evel beuzet e Doue, hag ann heizez gourvezet eharz he dreid.
Childebert a jomaz mantret o velet kement all, hag evit diskouez ar respet en doa evit ar Zant, e kinnigaz d’ezhan prezanchou kaer. Mes Jiles a respountaz ne gemerje netra evithan he-unan. Kounsanti a reaz hebken ma vije savet eur gouent e plas he ermitach evit ann dud o devije c’hoant da guitaat ar bed eveldhan, hag ar roue a roaz urs da staga dioc’htu d’al labour-ze.
Ar gouent ne oue ket pell evit beza savet, hag abarz nemeur e oue leun a venac’h devot hag a veve evel ermited ann Ejipt hag ann Thebaid guech all. Jiles a oue hanvet da zuperior enn despet da gement a reaz evit klask miret.
Eunn devez, ar roue a gemennaz d’ezhan mont d’he gaout da Orlean. Jiles a zentaz, hag epad ma oue oc’h ober he dro, e reaz adarre eur maread miraklou. Goudeze ez eaz da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol. Eno da vihana ec’h espere ne vije anavezet gant den. Mes he zantelez hen diskuille e peb leac’h, hag ar pab, o veza gouezet piou oa, a c’hoanteaz he velet, hag a reaz stad anezhan evel m’en doa great ar roue Childebert.
Goude beza bet e Rom, ar Zant a vevaz c’hoaz meur a
vloaz enn he gouent. Doue her galvaz erfin davethan,
d’ar c’henta a viz guengolo, eur blavez bennag araok ar
bloaz 600.
Sant Jiles en deuz great ar pez a ioa enn he c’halloud evit miret na vije istimet hag henoret. Evit kement-se eo en em dennet enn eur garrek kleuz e kreiz eur c’hoat doun. Goulskoude n’ez euz nemeur a zent hag a ve bet great muioc’h a henor d’ezho eget na zo bet great d’ezhan : respetet eo bet e peb leac’h ha gant ann holl, gant ar roue kouls ha gant ar pab. Setu aze penaoz ec’h istimer bepred ar re humbl, e leac’h ann dud rog hag ourgouilluz a vez ato disprijet. Evel ma lavar d’eomp ann Aviel : Neb a glask en em zevel a vezo diskaret, hag ann neb en em izelai a vezo savet huel.