Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Simeon Stilit

Eus Wikimammenn
◄   Anjela a Foligno Simeon Stilit Gouel ar Rouanez   ►



ar pemped devez a viz genver


SANT SIMEON STILIT
————


Buez ar zant-ma a zo eunn eston klevet hano anezhi ; abalamour da ze n’he lakeomp ket ama evit servichout d’ehoc’h da skouer, mes evit rei d’ehoc’h da anaout peger braz eo furnez ha galloud ann Aotrou Doue.

Simeon a ioa ganet e bourg Sisan er Silisii, hag a dremenaz he amzer genta o tiouall ann denved. Eunn devez ma ne c’helle ket ho c’has er meaz abalamour ma rea erc’h, ez eaz d’ann iliz gant he dad hag he vama. Eno e klevaz ar c’homzou-ma euz ann Aviel : « Euruz ar re a vouel ! Euruz ar re zo pur a galoun ! » Raktal e c’houlennaz ouz eunn den koz penaoz e c’hellje kaout perz enn diou eurusded-ze. « — Ar sura, eme ann den koz, a ve iun ha pedi evel a reer er c’houenchou, ha beza prest da zioueret ha da c’houzanv peb tra evit Doue. »

Ar respount-se a ieaz doun e speret ar Zant, ha setu hen ha mont da eunn iliz all da c’houlenn ouz Doue petra ioa guella d’ezhan da ober. Chom a reaz keit da bedi enn iliz-ze ma’c’h en em roaz da gousket. Hogen, epad he gousk, en devoue ann huvre-ma : sonjal a rea d’ezhan edo o toulla ann douar da zevel eunn ti, ha kaer en doa toulla, e kleve eur vouez o lavaret d’ezhan : « — Toull c’hoaz. » Abarz ar fin evelato ar vouez a lavaraz : « — Aoualc’h ec’h euz toullet ; sav brema da di evel ma kiri. » Simeon ne oa neuze nemet trizek vloaz, ha goulskoude e koumprenaz dioc’htu petra zinifie ar c’homzou-ze. Koumpren a reaz e tlie en em lakaat izela ha distera ma c’hellje dirak ann dud araok erruout enn huela renk etouez ar zent.

Prest goude, ec’h en em dennaz enn eur gouent, a ioa ennhi pevar-ugent manac’h, hag a ioa gouarnet gant eunn den Doue, he hano Heliodor. Ne oue ket pell er gouent-se na oue remerket dreist ar re all dre he spered a binijenn. O velet peger kriz ha pegen didruez oa outhan he-unan, ar superior en devoue aoun na deujo ar venac’h all da goll ho nerz hag ho iec’hed o klask kemeret skouer diouthan, hag a lavaraz d’ezhan mont kuit. Simeon a zentaz var ann heur heb lavaret eur ger : dek vloaz oa bet er gouent-se.

Enn eur zont ac’hano, e tremenaz pemp devez enn eur puns seac’h a gavaz var he hent. Mes he superior a anavezaz a berz Doue n’en doa ket great mad o lavaret d’ezhan mont kuit, hag a ieaz d’he glask. He gaout a eure, ha raktal e reaz he denna euz ar puns var bouez eur gordenn. Simeon a zistroaz d’ar gouent ; mes, a benn bloaz goude, e oue roet kounje d’ezhan da vont da jom el leac’h ma karje.

Evit ober he ermitach, e choazaz da genta eunn ti abandounet a ioa e traon eur menez. Goudeze e pignaz var gern ar menez-ma, hag eno e lakeaz ober eur c’hae mean tro var dro. Erfin, e diabarz ar c’hloz-se, e reaz sevel eur piller, ha var beg ar piller-ma, a ioa plad divar c’horre, e tremenaz ann nemorant euz he vuez heb toenn ebed azioc’h he benn nemed bolz ann Env. Abalamour da ze e oue leshanvet Stilit ; rak ar ger-ma a zinifie Paotr ar Piller.

Ar feson estranch-se da veva a gasaz ar brud euz a Zimeon dre bevar c’horn ar bed. Dont a reat d’he velet, n’e ket hebken euz a gostez ar Zao-Heol, mes c’hoaz euz a vroiou ar C’huz-Heol, euz ann Itali, euz a Frans, euz ar Spagn, hag euz a Vro-Zaoz zoken, Ar Zant n’en doa ket a blas da c’hourvez var he biller ; rak varlaez da hema ez oa eur balustr round, ha ne oa nemed tri zroatad etre ann eil tu hag egile euz ar balustr-se. Simeon a renke eta chom ato enn he za, pe var bennou he zaoulin, pe daoubleget ; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da bedi ha da veuli Doue noz-deiz, n’euz fors pe seurt amzer a rea. Ne zebre tamm ha ne gouske banne, kouls lavaret ; ar gommunion a veze digaset d’ezhan dre eur skeul eur vech er zizun, hag ouz eunn aoter a ioa eharz he biller e veze lavaret ann offerenn evithan.

Ar Zant a veze bepred laouen ouz kement hini a deue d’he gaout, ha setu perak ann holl, braz ha bihan, paour ha pinvidik, tud a iliz ha tud ar bed, prinsed ha prinsezed, o devoa c’hoant da ober anaoudegez ganthan ha da glevet he brezegennou. Prezeg a rea diou vech bemdez divar he biller, ha ne c’houfe den niveri ar baianed a c’hounezaz evelse da feiz Jezuz-Krist, ann heretiked a lakeaz da zistrei d’ar relijion gatholik hag ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue. Poblou a bez a guitea avechou ho dizursiou pe ho fals kredennou oc’h he velet pe oc’h he glevet hebken. Setu aze penaoz e tennaz Doue he c’hloar euz ar vuez estranch a rene Simeon ; ar vuez-ma a zo evidomp eta eunn testeni sklear hag anat euz a furnez hag euz a c’halloud ann Aotrou Doue.

Goulskoude, superiored ar Zant a falvezaz d’ezho gouzout pe a berz Doue, pe euz he benn he-unan, e veve er feson-ze. Kas a rejont tud da lavaret d’ezhan diskenn divar he biller. Kerkent ha ma klevaz ann urs-ma, Simeon a c’houlennaz eur skeul evit diskouez oa prest da zenti. Neuze e oue anavezet n’edo eno nemed dre volontez Doue, hag e oue lezet e peoc’h.

Ar zant-ma a varvaz var dro ar bloaz 160, en eur zoubla he benn da bedi hervez he gustumm : nao bloaz ha tregont en doa tremenet var he biller. He gorf a oue enterret e kear Antioch gant eur zolanite vraz.


SONJIT ERVAD

Sant Simeon a ioa prest ato da zenti ouz he zuperiored. Ar zentidigez eo ar guella merk evit anaout ar guir devosion. Kaer en defe eunn den mont aliez da govez, lavaret pedennou hirr, ha zoken iun hag ober pinijennou all, ma ne fell ket d’ann den-ze senti ouz he zuperiored, n’en deuz nemed eunn devosion faoz ha danjeruz evit he zilvidigez.