◄ Simeon Stilit | Gouel ar Rouanez | Lusian, Belek ha Merzer ► |
oude m’oa ganet hor Zalver e Bethleem, tri roue euz
a gostez ar Zao-Heol a deuaz d’he glask da Jerusalem.
Eur steredenn mirakuluz e devoa roet da anaout d’ezho
oa ganet erfin ar Mesias m’edo ar bed holl var c’hed
anezhan, ha raktal o doa sonjet en em lakaat enn hent
evit mont d’he adori. Ar steredenn mirakuluz a gerze
enn ho raok, hag ho c’hasaz etrezek ar Judee ha betek
kear Jerusalem. Mes pa errujont eno, ne veljont mui ar
steredenn-ze. Neuze ez ejont dre ruiou kear enn eur
c’houlenn ouz ann holl : « E pe leac’h ema ar roue a zo
nevez ganet d’ar Iuzevien ? Rak guelet on euz he steredenn
e kostez ar Zao-Heol, ha raktal oump deuet
d’he adori. »
O veza klevet menek a gement se, ar roue Herodes a oue nec’het-braz, ha tud Jerusalem ken nec’het hag hen. Herodes a c’halvaz d’he balez prinsed ar velein hag ann doktored euz al lezenn, evit goulenn outho e pe leac’h e tlie genel ar Christ pe ar Mesias. Hi a respountaz dioc’htu : « E kear Bethleem, var douar Juda. Rak, emezho, skrivet eo e levr ar prophet Michee : Ha c’houi, Bethleem, douar Juda, n’e ket c’houi eo ann distera euz a geariou Juda ; rak ac’hanhoc’h-hu e teuio ann hini a dle ren var Israel, va fobl. »
Neuze Herodes a gasaz dre guz kemennadurez d’ann tri roue divroad da vont d’he gaout, ha pa ouent erruet dirazhan, e lavaraz d’ezho : — « It ha klaskit mad ar bugel-se, ha p’o pezo he gavet, deuit d’hel lavaret d’inn evit ma’z inn ive d’he adori. » Var gement-se, ann tri roue euz ar Zao-Heol a gimiadaz dioc’h Herodes, hag a guiteaz Jerusalem.
Hogen, pebez joa evitho pa veljont ar steredenn mirakuluz o kerzet adarre enn ho raok, hag o kendelc’her d’ho hencha ken na jomaz a za azioc’h al leac’h m’edo ar c’hrouadur a glaskent ! Ann tri roue a gavaz eno ar Mabik Jezuz gant ar Verc’hez Vari ha sant Joseph, ha raktal ec’h en em strinkchont d’ann douar evit he adori. Goudeze e tispakchont ann traou abriz a ioa deuet gantho euz ho bro, hag e rojont d’ezhan aour, ezans ha mirr, evit diskouez hen anavezent er memes amzer evit ho Roue, ho Doue hag ho Zalver.
Enn noz varlerc’h, e oue kemennet d’ezho, a berz Doue, arabad oa mont mui da gaout Herodez : kemeret a rejont eta eunn hent all evit distrei d’ar gear.
Setu aze euz a betra e ra ann lliz ar memor dre ar gouel hirio. Ann Iliz e deuz lakeat ato ar gouel-ma e renk ar goueliou brasa euz ar bloaz, abalamour da genver ann deiz-ma e oue galved ar baianed, evit ar vech genta, da sklerijenn ar feiz. Ann tri roue a deuaz da Vethleem da adori ar Mabik Jezuz a ioa euz a eur vro baian, ha paianed ho-unan ken na blijaz gant Doue rei d’ezho da anaout ginivelez hor Zalver. Ho hano a ioa Melkior, Gaspar ha Balthazar : Melkior oa ar c’hosa, Gaspar ar iouanka, ha Balthazar oa ar morian ; rak ar brud zo bet a bep amzer ez oa eur morian enn ho zouez. Ann dra-ze a zo kaoz ma kreder e teuent euz a gostez ann Arabii pe ann Ethiopii, hag ar pez a ro muioc’h a nerz d’ar gredenn-ma eo abalamour n’oa ket a labour ouspenn daouzek pe drizek devez da vont ac’hano da Vethleem gant kanvaled, var bouez ober d’ar re-ma bale. Pa ouent distro d’ar gear, ann tri Roue a oue mall gantho embann epeb leac’h ar pez o doa guelet gant ho daoulagad ho-unan. Kounta a reer oant beo c’hoaz pa’z eaz ann abostol sant Thomas da brezeg ann Aviel er c’hosteziou-ze. Thomas ho badezaz, a roaz d’ezho ar zakramant a gonfirmasion, hag ho c’hemeraz ganthan evithe zikour enn he labouriou abostolik. Ann tri brins euruz-se, galvet da genta, dreist ann holl baianed all, da adori Mab Doue en em c’hreat den, a echuas ho buez dre ar verzerenti. Ho c’horfou santel a oue kaset divezatoc’h da Gonstantinopl, ac’hano da Vilan, hag erfin euz a Vilan da Gologn, el leac’h m’ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.
Hor bro-ni, Breiz-Izel, a ioa paian ive araok donedigez hor Zalver. Gant pebez joa eta ha gant pebez anaoudegez vad ne dleomp-ni ket selebri ar gouel kaer-ma ! Trugarekaomp ann Aotrou Doue evit ar vadelez en deuz bet da lakaat sklerijenn ar feiz da bara var hor bro, ha poaniomp da gerzet bepred dre ann hent a ziskouez d’eomp ar sklerijenn-ze ; evel ma poaniaz guech all ann tri roue euz ar Zao-Heol da heul ann hent a verke d’ezho ar steredenn mirakuluz.