Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Per Balsam

Eus Wikimammenn
◄   Sant Odilon Per Balsam Anjela a Foligno   ►



ann trede devez a viz genver


SANT PER BALSAM, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Palestin, hag a oue taolet er prizoun, abalamour m’oa kristen, enn amzer ma rene ann daou impalaer Maksimin ha Galerius. Goudeze e oue kaset dirag ar gouarner Severus, hag hema a c’houlennaz outhan pe hano en doa. « — Balsam a reer ac’hanon, eme ar Zant, euz a hano va zad ; mes Per eo va hano badiziant, rak kristen oun. »

Neuze ar gouarner a lavaraz d’ezhan : « — N’hoc’h euz ket anaoudegez euz al lezenn o deuz douget ann impalaered? » Per a respountaz raktal : « —Anaout a rann gourc’hemennou va Doue, guir roue ann Env hag ann douar. » — « Gouezit eta, eme Zeverus, ez euz eul lezenn, douget gant ann impalaered, hag a ordren d’ann holl gristenien kinnig ezans dann doueou, dindan boan a varo. » — « Gouezit ive, eme Ber, ez euz eul lezenn all, douget gant roue ann Env hag ann douar, hag a zifenn ober ann dra-ze, dindan boan da veza daonet. Ouz pehini euz ann diou lezenn-ze e kav d’ehoc’h eo guella d’inn-me senti? » — « Me gav d’inn, eme ar gouarner, e tleit senti ouz lezenn ann impalaered. » — « Mes, eme ar Zant, ne c’hellann ket kinnig ezans da zoueou koat ha mean, evel ar re a adorit. » — « Hon offansi a rit o komz evelse, eme Zeverus. » — « Ne glaskenn ket hoc’h offansi, eme Valsam ; n’em euz great nemed lavaret d’ehoc’h ar pez a zo merket er Skritur Sakr : Idolou ar baianed ne dint nemed aour hag arc’hant, traou great gant daouarn ann dud. Ginou ha diouskouarn o deuz, ha ne gomzont na ne glevont ; bez’o deuz daouarn ha treid ha ne c’hellont ket ho manea : ra zeui da veza henvel outho kement hini a laka he fizians ennho ! »

Enn despet d’ar respount-se, ar gouarner a lavaraz adarre d’ar Zant. — « O pezet truez ouzhoc’h hoc’h-unan, ha kinnigit ezans d’ann doueou. » Mes ne oue ket dare d’ezhan beza selaouet. « — N’e ket, eme Ber, o kinnig ezans d’ann doueou eo e tiskouezinn kaout truez ouzinn va-unan ; er c’hountrol eo. » — « Mad, eme Zeverus, me roio amzer d’ehoc’h da ober ho sonj, evit ma c’hellot savetei ho puez. » — « Ne dal ket ar boan, eme Valsam ; va zonj a zo dija great, ha ne jenchinn ket. »

Var gement-se, ar gouarner a reaz he zevel a-istribill enn ear, hag epad m’edot oc’h he skourjeza, e c’houlennaz outhan : « Ac’hanta, Per, brao eo beza evelse ? Kinnig a reot brema ezans d’ann idolou? » — « Klaskit c’hoaz, eme ar Zant, ivinou houarn da zispenn va c’horf, mes ne gomzit ket d’inn divar benn adori ho trouk-sperejou. »

Severus a ieaz e kounnar o klevet kement all, hag a roaz urs d’he vourrevi goasoc’h-goaz. Neuze Balsam, e leac’h en em glemm hag huanadi, en em lakeaz da gana : « — Penaoz e c’hellinn-me trugarekaat aoualc’h ann Aotrou Doue evit ann holl grasou en deuz great d’inn ? »

Goulskoude, goad ar Merzer a zivere hag a boullade var ann douar. O velet ann dra-ze, ar re a ioa o sellet a griaz : « — Sentit’ta ouz ann impalaered, ma paouezo ar vourrevien ouzoc’h. » Mes ar Zant a respountaz : « — Me n’em euz poan ebed ; bez’ em befe avad ma tilezfenn servich va Doue. »

Ar gouarner a lavaras ive adarre : « — Per Balsam, kinnigit ezans d’ann doueou, pe c’houi o pezo keuz. » « — Ne ginniginn ket a ezans d’ann idolou, eme ar Merzer kalounek, ha n’em bezo ket a geuz, » — « Mad, eme Zeverus, me zo o vont da zougen ar zetans. » — « Mall am euz d’he c’hlevet, eme ar Zant. »

Ar gouarner a goundaonaz Per Balsam da vervel var ar groaz abalamour n’oa ket bet falvezet d’ezhan senti ouz al lezenn douget gant ann impalaered. He verzerenti a erruaz d’ann tri a viz genver euz ar bloaz tri c’hant unnek.


SONJIT ERVAD

Ar ger merzer a zinifi test, hag a verk d’eomp o deuz ar Verzerien roet testeni dre ho maro d’ar virionez euz ar relijion gristen. A villerou bag a gant millerou e kounter ar gristenien o deuz skuillet ho goad, hag her skuillet gant joa evit difenn ho feiz. Hogen, n’ema ket e natur ann den beza kel laouen-ze e kreiz ar boan ha pa vel ar maro dirazhan. Sklear eo eta eo Doue he-unan a lakea e kaloun ar Verzerien ann nerz ne c’hellent ket da gaout dre natur, ha dre eno ive eo ker sklear all e teu digant Doue ar relijion ma skuillent ho goad evithi, ha n’ez euz nemed ar relijion-ze hag a c’hellfe hor c’has d’ar baradoz goude ar vuez-ma.