◄ Gouel ann hano santel a Jezuz | Sant Odilon | Per Balsam ► |
ant Odilon, ganet enn Aovergn er bloaz 962, a ioa tri bloaz dija, hane valee ket c’hoaz : ne c’helle ket poueza var he zivesker. Eun devez, he vagerez hel lakeaz da azeza var bazennou eur chapel, savet enn henor d’ar Verc’hez, epad m’edo o vont da ober eur gefridi bennag enn eun ti a ioa e kichen. Ar paotrik keaz, lezet he-unan, a gavaz hirr he amzer, hag a reaz kement gant he zaouarn ha gant he dreid ma c’hellaz en em dreina betek dor ar chapel. Hogen, ann or a ioa digor, hag ac’hano ar paotrik a velaz dirazhan aoter ar Verc’hez. Neuze e poaniaz adarre da vont a ruzou ha var he grabanou betek ann
aoter-ze, hag eur vech erruet eno e krogaz starta ma c’hellaz enn douzier a ioa var ann aoter evit klask sevel enn he zav hag en em zelc’her var he zivesker. Er memes amzer e pede a galoun ar Verc’hez Vari da rei d’ezhan ar c’herzed ; rak he dud a ioa kristenien vad, ha meur a vech dija en doa klevet hano gantho euz a c’halloud hag euz a vadelez Mamm Doue. Ar Verc’hez e devoue erfin truez outhan, ha pa zistroaz he vagerez, houma a oue souezet-maro o velet Odilon o redet da vont d’he c’haout.
Ar Zant en devoue ato, epad ann nemorant euz he vuez, eunn devosion dener evit Mamm Doue. Choazet en doa anezhi, azalek he vugaleach, evit he batrounez hag he alvokadez; en em voestlet oa d’he zervich, ha morse ne veze eurusoc’h eget pa c’helle kaout ann dro da lakaat ar re all d’he zervicha ha d’he henori evel ma rea he-unan.
Odilon en devoa resevet ann donsur zantel enn he genta iaouankiz ; mes ann dra-ze n’oa ket aoualc’h evithan. N’oa ket aoualc’h evithan zoken beza belek : kuitaat ar bed a-grenn eo a felle d’ezhan. Ar zonj-ma a ioa enn he spered pell a ioa pa’z eaz sant Maieul, abad Kluni, da ober eur bale d’ann Aovergn. Sant Maieul,o veza guelet Odilon, hen digasaz ganthan da Gluni,hag a roaz d’ezhan ar zae a vanac’h pe a relijiuz. Odilon ne oue ket pell eno na zervichaz da skouer d’ann holl venac’h all dre he zevosion hag he aked da studia ar skianchou sakr.
Pevar bloaz goude, sant Maieul, o velet e tostea he heur diveza, a lakeaz choaz Odilon evit beza abad enn he blas. Odilon n’en doa ket a c’hoant ; mes ar venac’h all a roaz holl ho moueziou d’ezhan, hag e renkaz senti : ne oa ket c’hoaz neuze daou vloaz ha tregont echu.
O veza abad, e kreskaz he binijennou ; iun a rea aliez, ha bepred e touge eur c’houriz reun ha chadennou houarn enn dro d’he gorf. Mes, mar d’oa rust outhan he-unan, oa ato chentil ha truezuz e kenver ar re all. Lod zoken a gave abeg ennhan abalamour ma’z oa re vad ; mes hen a lavare oa guelloc’h ganthan beza tamallet da veza re jentil eget da veza re rust.
He garantez evit ar beorien a ioa dreist, hag evit ho maga e tenne aliez ann tamm euz he c’hinou; rag rei a rea d’ezho ar pez a dlie da zibri he-unan. N’en doa ket he bar ken nebeut evit he aked da bedi ha da lakaat pedi evit ann eneou keiz a zo dalc’het gant justis Doue e tan ar purkator, ha sant Odilon eo en deuz ar c’henta digaset ar c’hiz da ober hanter-gouel ann Anaoun antronoz gouel ann Holl Zent. A bep amzer, ann Iliz e deuz pedet ha gourc’hemennet pedi evit eneou ar purkator; mes ar c’hiz da gonzakri eunn hanter-devez bep bloaz d’ann devosion-ze n’oa ket anavezet araok ar zant-ma.
Odilon a reaz kalz miraklou epad ar c’houec’h vloaz hag hanter-kant ma oue abad e Kluni, ha brudet oa dre he zantelez, n’e ket hebken e Frans, mes c’hoaz enn Allemagn hag enn Itali. Ar rouaned hag ann impalaered a skrive d’ezhan, pe a deue da c’houlenn kuzul diganthan, hag ar pabed o doa ive eunn istim vraz evithan; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da veza bepred humbl evel eur c’hrouadur.
D’ann oad a bemp bloaz ha pevar-ugent e c’hoanteaz mont da bardouna da Rom, enn esper mervel e harz beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol ; rag pell a ioa n’oa ket iac’h. Mes parea a reaz eno, hag e tistroaz adarre da Gluni. Mervel a eure erfin e Souvigni, enn eur gouent all hag a ioa ive enn he garg, d’ann deiz kenta euz ar bloaz 1049, ar seizved ha pevar-ugent euz he oad. Resevet en doa he zakramanchou diveza ouspenn eiz dez araok, hag enn derc’hent oa bet kommuniet e viatik evit ann eil guech.
Ma ne c’hellit ket kuitaat ar bed evel sant Odilon, nag ober ar pinijennou en deuz great, deskit gantha da vihana beza devot d’ar Verc’hez, beza dous hag humbl e kenver ann nesa ha mad d’ar paour, ha beza aketuz da bedi ha da lakaat pedi evit Anaoun ar purkator.