Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Mikeal

Eus Wikimammenn
◄   Venseslas Mikeal Jerom   ►



ann naved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT MIKEAL, ARC’HEAL
————



Ann Iliz a ra hirio eur gouel hag eunn offis a gostez evit henori sant Mikeal, arc’heal, hag henori asambles ganthan ann holl elez euz ar baradoz. Ann elez a zo sperejou pur krouet gant Doue evit he adori hag he zervicha. Abalamour ma’z int sperejou pur, ec’h anavezont hag e koumprenont ann traou kalz guelloc’h eged ann den. Ouspenn-ze, Doue enn eur ho c’hroui, ho c’hargaz a bep seurt donezounou dreist-natur. Goulskoude ne roaz ket d’ezho dioc’htu perz enn he c’hloar. Ho c’hroui a reaz, evit guir, enn eur stad santel hag euruz ; mes koueza a c’hellent euz ar stad-se, ha siouaz ! eleiz anezho a gouezaz.

Ann hini en devoa ar renk huela enn ho zouez oa Lusifer, ha goudeze e teue Mikeal. Ne oa eal all ebed ker kaer ha Lusifer, na nikun hag en devije bet kement a c’hrasou digant Doue. Mes ann ourgouill a c’hounezaz he galoun, hag hen lakeaz d’en em zevel a enep he grouer asambles gant eur maread elez all en devoa touellet da ober eveldhan. Kerkent Mikeal a laoskaz ar griadenn-ma : « — Piou a zo henvel ouz Doue ? » Ha setu hen ha gelver ann holl elez fidel d’he zikour evit ober brezel da Lusifer ha d’he zrouk-elez. Ar re-ma a gollaz gantho, hag a oue kaset kuit euz ann env ha stlapet enn ifern.

Evit rekoumpansi ann elez fidel, Doue a roaz d’ezho hiviziken perz enn he c’hloar hag enn he joauzded, hag abaoue ne c’hellont ket pec’hi. Abaoue ive sant Mikeal a zo deuet da veza ar c’henta anezho e plas Lusifer.

Niver ann elez a zo dreist kount, ha rannet int etre nao geur : ar Seraphined, ar Cherubined, ann Troned, ann Dominasionou, ar Prinsipoteou, ar Puisansou, ar Vertuziou, ann Arc’helez hag ann Elez. Holl e velont Doue egiz m’ema ha tremen a reont ho amzer oc’h he veuli pe oc’h ober ar pez a c’hourc’hemenn. Ar prophet Daniel guech all a velaz eur milion anezho o servicha ann Aotrou Doue, ha mil milion all tro var dro d’he dron.

Ann elez ne ehanont da gana noz-deiz, evel a lavar d’eomp ann abostol sant Iann : « Santel, santel, santel eo ann Aotrou Doue holl-c’halloudek, ann hini a zo bet, a zo hag a vezo euz a viskoaz da virviken ; » pe, evel a lavar ar prophet Isaias : « Santel, santel, santel eo ann Aotrou, Doue ann armeou ; ann douar holl a zo leun euz he c’hloar ! »

Avechou evelato Doue ho digas etouez ann dud da ober eur gefridi bennag. Evelse, ann eal Raphael guech all a oue digaset da ober koumpagnunez da vab Tobias p’edo o vont da gear Rajes dre urs he dad. Divezatoc’h, ann eal Gabriel a oue digaset ive da lavaret da Zakarias en devije eur mab hag a vije hanvet Iann, ha goudeze da lavaret d’ar Verc’hez Vari oa choazet evit beza mamm da Zalver ar bed. Abalamour da ze e reer elez anezho ; rak ar ger eal a zinifi kannad, unan hag a zo kaset gant eunn all. Ouspenn-ze, peb hini ac’hanomp en deuz eunn eal d’he ziouall, evel a velimp d’ann eil a viz here.

Sant Mikeal oa guech all difennour ar bobl a Israel, pobl Doue d’ann ampoent, bag hirio eo adarre difennour ann Iliz katholik, pried Jezuz-Krist. Bez’ ez eo ive difennour ar Frans, merc’h hena ann Iliz. Erfin, karget eo c’hoaz, var a greder, da gas eneou ar re varo d’ar baradoz pe d’ho zeuler enn ifern, dioc’h ar zetans azo bet douget enn ho c’henver pa’z int erruet dirak ho barner. Ann dra-ma a zo kaoz ma’z euz bet ato etouez ar gristenien eunn devosion vraz evit sant Mikeal, arc’heal, ha ma’z euz savet ilizou hag aoteriou enn he henor e kement korn zo er bed.


SONJIT ERVAD

Eur maread elez a zo bet kaset kuit euz ann env ha stlapet enn ifern, el leac’h ma chomint da viken, evit eur pec’hed a ourgouill hebken. Koumprenit dre eno peger braz drouk eo ar pec’hed, ha lakit bepred hoc’h holl boan hag hoc’h holl evez d’en em viret dreist peb tra dioc’h ar pec’hed marvel. Trugarekait ive ann Aotrou Doue euz he vadelez enn ho kenver. Rak, m’en divije ho skoet evel ann droug-elez, goude ho kenta pec’hed, e pe leac’h e vijec’h brema, siouas d’ehoc’h !