Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Jerom

Eus Wikimammenn
◄   Mikeal Jerom Remi   ►



ann tregontved a viz guengolo


SANT JEROM, BELEK HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————



Ar zant-ma a ioa ganet enn Illirii, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. Goudeze e oue kaset da Rom da ober he studi, hag eno ec’h ankounac’heaz a nebeut a nebeut ar c’henteliou mad en devoa bet enn he vugaleach. Evelato ne renaz ket eur vuez direol ; mes dilezel a eure he zeveriou a relijion, ha ne zonje mui nemed e gloar ar bed hag enn ebatou. Goulskoude ann dra-ze ne badaz ket pell.

Ann ioul enn doa da veza brudet dre he zeskadurez a reaz d’ezhan mont da redet bro evit ober anaoudegez gant ann dud habila euz he amzer. Dont a reaz da genta e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ann Allemagn. Hogen, e kear Trev, he zaoulagad a zigoraz enn eunn taol kount : guelet a reaz sklear ne oa gloar ar bed nemed avel ha moged, ha divar neuze ec’h en em roaz holl da zervich Doue.

O veza distroet d’he vro, Jerom a jomaz eur pennad enn eur gouent a Akuilee ; mes aoun enn devoue ne vije ket eaz d’ezhan ober he zilvidigez er gouent-se abalamour m’edo eno etouez he gerent, ha setu hen ha treuzi ar mor evit en em denna er Sirii, enn eur plas gouez ha distro a ioa hanvet Kalsis.

Er plas-ma e tremenaz pevar bloaz o lenn ar Skritur Sakr, o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre a bep seurt pinijennou. Mes, kaer en devoa, ann drouk-spered ne leze repoz ebed ganthan. « — Nag a vech, emezhan, o veza va-unan em ermitach, va c’hroc’henn devet gant ann heol evel kroc’henn eur morian, e kave d’inn beza adarre e kreiz ebatou Rom ! Neuze ne ehanenn da vouela ha da huanadi etrezek ann env, ha pa vezenn dare gant ar c’hoant kousket, e c’hourvezenn var ann douar noaz ; mes ne c’hellenn ket zoken moredi... Ia, me paour keaz Jerom, goude m’oann en em goundaonet da veva er prizoun-ze gant ar spount am boa rak ann ifern, me zonje d’inn aliez beza e koumpagnunez tud iaouank, ha goulskoude ne oa enn dro d’inn nemed loaned gouez. Va divoc’h a ioa drouk-livet ha va c’horf ien evel ar skorn ; mes em c’haloun e santenn ato tan ar goall ioulou. Evit mouga ann tan-ma, e chomenn betek eiz dez dioc’htu heb dibri tamm, ha noz-deiz e skoenn var va stomok gant eur mean ken na glevenn eur vouez o lavaret d’inn : Aoualc’h ! aoualc’h ! »

Evit koumpren guelloc’h a ze ar Skritur Sakr, ar Zant en em lakeaz da studia al langach hebreu, eul langach hag a zo diez-braz da zeski. Goudeze e oue beleget gant eskop Antioch, ha divezatoc’h e teuaz da Rom da gaout ar pab asambles gant ann eskop-se. Mes araok oa bet c’hoaz o vizita ann Douar Santel, hag o velet sant Gregor a Nazians e Konstantinopl.

Ar pab Damaz a zalc’haz Jerom ganthan evit he zikour da c’houarn ann Iliz. Karga a reaz anezhan da respount enn he blas d’al liziri a reseve digant ann eskibien. Mes, goude maro ar pab-se, ar Zant a guiteaz Rom adarre evit en em denna e Bethleem, enn eur gouent a ioa nevez savet e kichen kraou ar Mabik Jezuz, hag er gouent-ma e tremenaz ann nemorant euz he vuez.

Jerom en doa lennet kement levr a ioa anavezet enn he amzer, kouls lavaret. Ouspenn-ze, gouzout a rea al langach hebreu hag al langach kaldaik kerkouls hag al latin pe ar gregach. Setu perak e c’houlennet kuzul diganthan euz a gement korn a ioa er bed, hag ar sperejou brasa zoken, evel sant Aogustin, a skrive d’ezhan evit kaout sklerijenn var ar pez ne goumprenent ket mad aoualc’h.

Trei a eure ar Skritur Sakr euz ar gregach hag euz al langach hebreu e latin, hag isplika a reaz he-unan darn anezhi. Erfin, goude beza skrivet c’hoaz eur maread levriou all, ken evit difenn ar feiz katholik a enep ann heretiked, ken evit kelennadurez ann dud fidel, e varvas leun a veritou d’ann tregont a viz guengolo euz ar bloaz 420, oajet a dost da zek vloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT JEROM

Da genta. — N’oump ket evit miret da veza tentet ; mes gant sikour gras Doue e c’hellomp ato beza treac’h d’ann dentasion.

D’ann eil. — Ne lezit ket eur zonj fall da greski enn ho spered mes kasit-hi kuit buhan. Epad m’eo bihan ann enebour eo rei d’ezhan taol ar maro.

D’ann trede. — Eunn ene hag a gar Doue a ra kement a zo enn he c’halloud evit tec’het diouz ar pec’hejou dister evel diouz ar re vraz.

D’ar pevare. — Pa lennit eul levr devot, e komz Doue ouzhoc’h, ha pa bedit, e komzit ouz Doue.