◄ Andre Avellin | Martin, Eskop | Martin, P. ha M. ► |
r zant-ma a ioa ganet enn Hongrii-Izela, hag a oue savet e kear Pavii enn Itali, el leac’h m’oa en em dennet he dud. Ar re-ma a ioa paianed ; mes hen a felle d’ezhan beza kristen, ha kerkent hag ann oad a zek vloaz ez eaz d’ann iliz enn despet d’ezho evit lakaat he hano da reseo
Goulskoude, o veza ma’z oa he dad offiser hag offiser a renk huel zoken, e oue galvet d’ar zervich a benn pemp bloaz goude, ha ne oa ket badezet c’hoaz. N’euz fors ; Martin a vevaz enn arme evel eur manac’h enn he gouent, ha morse ne oue guelet o koueza enn dizursiou a zo ker stank etouez ar zoudarded.
Mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he garantez evit ar beorien. Eunn devez, epad ar goanv, er blavez-se ar goanv a ioa rust meurbed, e kavaz, e kichen dor kear Amiens e Frans, eur paour keaz hag a grene gant ar riou. Ar paour keaz-ma a ioa enn noaz, kouls lavaret, hag a c’houlennaz diganthan eunn draik bennag enn hano Jezuz-Krist. Martin n’en doa netra nemed he armou hag he zillad. Raktal e krog enn he gleze, e trouc’h he vantell dre’nn hanter hag e ro eul lodenn anezhi d’ar paour keaz.
Enn noz varlerc’h, Jezuz-Krist en em ziskouezaz dirazhan gant ann hanter-mantell-ze var he ziouskoaz, hag hor Zalver a lavare d’ann elez a ioa enn dro d’ezhan : « — Ar zae-ma am euz bet digant Martin, petra bennag n’e ket c’hoaz badezet. » Ar c’homzou-ze a ieaz doun e kaloun ar zoudard iaouank, ha prest goude e resevaz ar vadiziant.
Neuze e kuiteaz ann arme kenta ma c’hellaz, hag e teuaz da gaout sant Hiler, eskop Poatie, evit deski ganthan ar guella feson d’en em zantelaat. Goulskoude, pa oue bet eur pennad e Poatie, e c’hoanteaz distrei d’he vro da velet hag hen a c’hellje gounit ive he dad hag he vamm da feiz Jezuz-Krist.
Enn eur dreuzi ar meneziou a zo etre ar Frans hag ann Itali, e kouezaz etre daouarn eur vandenn laeroun hag e oue dare d’ezhan beza lazet. Mes al laeroun a oue ker souezet o velet pegen nebeut a aoun en doa rak ar maro ma hen lezchont da vont gant he hent, hag unan anezho zoken a jenchaz buez var ann heur hag a heuliaz ar Zant evit en em rei holl da zervich Doue evel-dhan. Martin o veza digouezet enn he vro en devoue ann eur da lakaat he vamm da drei kein d’ann idolou ; mes ne c’hellaz ket dont a benn euz he dad, hag hema a varvaz paian.
Goudeze e tistroaz da Boatie hag e savaz eur gouent e Liguje, diou leo dioc’h ar gear-ze. Er gouent-ma e tremenaz meur a vloaz asambles gant eunn nebeut menac'h all, hag heb dale Doue a ziskleriaz he zantelez dre ar brasa miraklou. Pedennou Martin o doa kement a c’halloud ma roent zoken ar vuez d’ar re varo.
Etre daou e varvaz eskop Tour, hag ar Zant a oue choazet enn despet d’ezhan evit delc’her he blas. Hogen, eunn eston eo klevet hano euz ar burzudou a reaz epad ma oue eskop. Bordou he zae, al liziri a skrive, ar c’holo ma veze bet gourvezet varnho, ann distera tra a veze bet touch outhan a ioa aoualc’h evit parea ar re glanv, pellaat ann drouk-sperejou ha diarbenn ann tan pe ann dour. Dre ar burzudou-ze e teuaz a benn da ziskar betek ann diveza ann idolou a ioa c’hoaz er vro enn he amzer, ha da lakaat ar baianed a ioa chomet aheurtet bete neuze da gredi holl e Jezuz-Krist.
Erfin, d’ann oad a eur bloaz ha pevar-ugent, sant Martin a gouezaz klanv hag a ziskleriaz d’he ziskibien n’en doa mui pell da veva. Kerkent he ziskibien a zirollaz da vouela, enn eur lavaret: « — Tad ker, perak e kuitait-hu ac’hanomp hag etre daouarn piou hon lezit-hu? Ar bleiz a zaillo var ho tenved pa ne viot mui enn ho zouez. »
O klevet ar c’homzou-ze, Martin a reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Va Doue, emezhan, mar en deuz ho pobl ezomm ac’hanon c’hoaz, me zo prest da labourat, n’em euz ket aoun rak al labour : ra vezo great eta ho polontez ! »
Epad he glenved e chome ato gourvezet var he gein, he zaoulagad savet etrezek ann env. He ziskibien a lavaraz d’ezhan trei eunn tammik var he gostez da ziskuiza.
Mes ar Zant a respountaz : « — List ac’hanon da zellet ouz ann env kentoc’h eget ouz ann douar, evit ma c’hello va ene nijal var ehun d’ar baradoz. » Goudeze e remerkaz ann diaoul enn he gichen, hag e lavaraz d’ezhan : « — Petra rez-te aze, loan fall? Spered milliget ma’z oud, ne gavi netra ennon-me haga ve d’id. » Var gement-se e tremenaz e peoc’h d’ann unnek a viz du euz ar bloaz 400. He ene a oue digemeret gant eur vandenn elez, hag eur maread tud a glevaz ar re-ma o kana meuleudiou ann Aotrou Doue.
Sant Martin a ioa prest da labourat c’hoaz ha prest ive da vervel dioc’h ma pliche se gant Doue. Klaskit e peb tra bolontez Doue evel-dhan, hag eveldhan e viot ive eur zant braz. Ar c’hlenved pe ar iec'hed, ar vuez pe ar maro, digemerit-ho euz a zourn ann Aotrou Doue, o lavaret bepred mil bennoz d’he hano santel. N’euz hent all ebet suroc’h eged hennez evit mont d’ar baradoz.