Buhez ar Sent/1913/Andre Avellin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Dedi iliz hor Zalver e Rom Andre Avellin Martin, Eskop   ►

ann dekved devez a viz du


SANT ANDRE AVELLIN
————



Andre Avellin, hanvet da genta Lanselot, a ioa ganet enn eur bourg euz a rouantelez Napl, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez da zont. Pa oue deuet enn oad, e kuiteaz ti he dad evit mont d’ar skolach ; mes, enn eur ober he studi, ne gollaz morse ar guel a Zoue, ha chom a eure bepred pur ha chast kaer en devoue ann drouk-spered he denti. O veza m’en devoa eur gened dispar, merc’hed divezet a glaskaz meur a vech he zougen d’ar pec’hed ; mes Avellin a ioa devot d’ar Verc’hez ; bemdez e lavare ar chapeled enn he henor, ha gant sikour ar vamm benniget-ma e oue ato treac’h d’ann enebour.

Goude beza achuet he studi, e resevaz ann Ursiou sakr, ha neuze, o veza ma’z oa dija doktor hag habil var al lezennou, ec’h en em lakeaz da zifenn kaoz ar re a veze galvet dirak lez-varn ann eskopti e kear Napl. Mes, epad m’edo evelse oc’h ober ar vicher a alvokad, e tigouezaz ganthan eunn deiz lavaret eur gaou dister. Hogen,heb dale ec’h en em gavaz da lenn ar c’homzou-ma euz a levr ar furnez : « Ar ginou a laosk gevier da redet a laz ann ene. » Kerkent en devoue kement a geuz d’he faot ma ne falvezaz d’ezhan mui ober eunn hevelep micber.

Eskop Napl a gavaz eur plas all evithan dioc’htu, hag hen lakeaz da zuperior var eur gouent leanezed. Ebarz er garg-se e reaz kement a vad ma’z eaz ann dud fall enn egar outhan. Klask a rejont zoken he laza, hag eunn devez m’edo o tont euz ann iliz, e resevaz tri daol kleze enn he benn. Mes ne varvaz ket gant ann dra-ze, ha Doue a bareaz he c'houliou enn eunn hevelep feson ma ne jomaz kleizenn ebed var ho lerc’h.

Goulskoude pell a ioa n’edo ket enn he eaz er bed, ha setu perak, d'ann oad a bemp bloaz ha tregont, ec’h en em dennaz enn eur gouent o devoa ann Tadou Theatined e kear Napl. Eno e kemeraz ann hano a Andre, hag e reaz veu da enebi dalc'h-mad oc’h he volontez he-unan, ha da vont ato larkoc’h-larka var hent ar zantelez.

Ann amzer a c’helle da zioueret goude beza great he zeveriou a relijion hag he zeveriou a vanac’h pe a zuperior, rak hanvet e oue da zuperior meur a vech hag e meur a leac’h, a implije holl o pedi pe o vedita hag o labourat evit silvidigez ann eneou. Ne skuize morse o kovez, pe o konferans pe o vont da velet ar re glanv, ha Doue a ziskouezaz dre eur burzud kaer pegement e plije d’ezhan ar garantez-se en doa Andre evit he nesa.

Eunn nozvez m’edo o tistrei d’ar gear asambles gant eunn all, goude beza bet o velet eunn den klanv pell dioc’h he gouent, ar glao hag ann avel a vougaz ar goulou el letern a ioa gant he goumpagnoun. Hogen, tenval-sac’h oa, ha glao a rea egiz pa vijet bet o teuler dour gant barazou. Mad, ar Zant hag he goumpagnoun ne ouent tamm glepiet, ha dioc’h korf Andre e teuaz eur sklerijenn dreist-ordinal hag a ziskoueze ann hent kalz guelloc’h eget n'en devije great goulou al letern.

Ar zant-ma a ioa ive eur skouer a basianted, ha prest ato da bardouni ann offansou. Eunn niz d’ezhan o veza bet lazet, ne espernaz netra evit miret ouz he gerent d’en em venji. Mes kement-se zoken ne oue ket aoualc’h evithan : pedi a reaz ouspenn ar varnerien da veza trugarezuz e kenver ar re o doa great ann torfed.

Erfin, dinerzet dija dre ar gozni, ha mui c’hoaz dre he binijennou ha dre he labouriou abostolik, Andre Avellin a oue skoet gant eunn taol goad, eur mintinvez m’edo e traon ann aoter o lavaret ar c’homzou kenta euz ann offerenn : « Introibo ad altare Dei. » Goulskoude ne gollaz ket dioc'htu he anaoudegez ; amzer a oue da rei d’ezhan he zakramanchou diveza, ha goudeze e varvaz e peoc’h etre daouarn he Vreudeur, d’ann dek a viz du euz ar bloaz 1608, oajet a zeiz vloaz ha pevar-ugent.


SONJIT ERVAD

Mar fell d'ehoc'h chom bepred pur ha chast, grit evel sant Andre Avellin epad m'edo oc’h ober he studi. Ne gollit morse ar guel a Zoue, ha bezit ato devot d’ar Verc’hez. Ma ne c’hellit ket lavaret bemdez ar chapeled enn he henor, lavarit da vihana eul lodenn anezhan pe eunn Ave Maria bennag. Evelse e viot ive, koulz hag ar zant-ma, treac’h d’ann drouk-spered ha da gement hini a glaskfe ho tougen d’ar pec’hed. Troad ar Verc’hez a flastraz penn ar zarpant ifern ; he dourn gallouduz a roi d’ehoc’h ive ar gounid var ardou ann diaoul hag ioulou direiz ar c’horf.