allist a ioa ganet e Rom, hag a oue choazet evit pab
goude merzerenti sant Zephirin. Ar gristenien a
veve e peoc’h d’ann ampoent, hag ar pab nevez a gemeraz
tro ac’hano da zevel eunn iliz enn henor d’ar
Verc’hez enn tu all d’ar ster a reer ann Tibr anezhi.
Meur a iliz all a oue savet c’hoaz d’ar memes mare ;
mes ann holl ilizou-ze a oue pilet d’ann traon pa zirole
adarre ar bersekusion.
Ar pab-ma a greskaz ive eur vered goz el leac’h ma’z euz bet enterret merzerien a villerou, hag ar vered-se a oue hanvet a-c’houdevez gueret Kallist. Erfin, hen eo a reaz eul lezenn euz a iun ann Daouzek Deiziou, a ioa dija ar c’hiz anezhan abaoue ann Ebestel, ha gourc’hemenn a eure d’ann holl dud fidel miret ar iun-ze evit trugarekaat Doue abalamour d’ar grasou a resevent diganthan e peb amzer euz ar bloaz, ha tenna he vennoz varnho ha var ho douarou.
Goulskoude, ma ne glaske ket ann impalaer d’ann ampoent lakaat ar gristenien d’ar maro, ar baianed a ioa er c’hargou huela, ha beleien ann idolou a jome ato kounnaret enn ho enep. Eunn devez m’edo beleien ann idolou o kinnig eur sakrifis d’ann doue faoz Jupiter, pevar anezho a oue lazet gant ar gurun enn eunn tapl kount, hag aoter ann doue faoz a oue pulluc’het. Raktal ar baianed all a dec’haz kuit gant ho spount, hag hiniennou a erruaz betek al leac’h m’edo Kallist o kana meuleudiou ann Aotrou Doue asambles gant he veleien hag ar bobl fidel.
Hogen, etouez ar baianed-se ez oa eunn den a renk huel, he hano Palmaz ; hema a zonjaz dioc’htu oa ar gristenien a ioa kaoz dre ho zorserez d’ann drouk e devoa great ar gurun, ha setu hen d’ar red d’ho diskuill da c’houarner Rom. Ar gouarner a roaz kounje d’ezhan da gas soudarded ganthan evit kregi e servicherien Jezuz-Krist hag ober d’ezho adori ann idolou. Mes ar zoudarded a deuaz da veza dall pa zigouezchont e kichen al leac’h m’edo ar pab gant he veleien hag ar bobl fidel.
Neuze Palmaz a redaz adarre da gounta d’ar gouarner ar pez a ioa c’hoarvezet, hag ar gouarner hag hen en em glevaz da ginnig eur sakrifis d’ann doue Merkuur evit beza treac’h d’ar gristenien. Mes epad ar sakrifis eur plac’h iaouank, hag a ioa ann diaoul enn he c’horf, a griaz a bouez-penn : « — Doue Kallist eo ar guir Doue ! » Kerkent Palmaz a zigoraz he zaoulagad da sklerijenn ar feiz, hag a ieaz dre guz d’en en em strinka da dreid ar pab santel enn eur c’houlenn beza badezet.
He c’hreg, he vugale hag holl dud he di, hag ar re-ma a ioa daou-ugent anezho, a resevaz ar vadiziant asambles ganthan. Goudeze ar pab a vadezaz c’hoaz eunn den all a renk huel, he hano Semplis, gant he drivac’h ha tri-ugent esklav.
Ar brud euz a gement-ma a lakeaz ar gouarner da egari, ha setu hen ha koundaoni ann holl gristenien nevez-se da veza dibennet asambles gant ar belek Kalepod. Ar gouarner a roaz urs er memes amzer da glask Kallist ; rak kredi a rea oa hen ar penn-kaoz m’o doa kement all a baianed troet kein d’ann idolou.
Ar Zant a oue kavet erfin, karget a jadennou, ha kaset d’ar prizoun el leac’h ma oue lezet pemp devez dioc’htu heb tamm. Gant ann dra-ze skoet e veze bemdez ha meur a vech bemdez, a daoliou baz. Mes ar belek Kalepod en em ziskouezaz d’ezhan enn eur lavaret ne vije ket pell mui heb reseo he rekoumpans.
Da c’hortoz, Kallist a vadezaz enn he brizoun eur zoudard hanvet Privat. Ar zoudard-ma a ioa he gorf goloet a c’houliou heuzuz ; mes ar gouliou-ze a oue pareet dre ar vadiziant. Antronoz, paianed kear a grogaz ho-unan er pab santel, ha goude beza he stlejet dre ar ruiou, e taoljont anezhan enn eur puns, eur gordenn enn dro d’he c’houzoug. He verzerenti a erruaz d’ar 14 viz here euz ar bloaz 223.
P’en deuz unan bennag great pe blijadur d’ehoc’h, nebeuta a rit eo he drugarekaat, ha m’o pefe ankounac’heat hen ober, o pefe poan ha mez goudeze. Hogen, Doue ho karg bemdez euz he c’hrasou ; hag aketuz oc’h-hu ive da ziskouez d’ezhan hoc’h anaoudegez vad ? Nag a dud zo siouaz ! hag a vank aliez d’ann dever-ze ! Nag a re all zoken hag a implij oc’h offansi ho c’hrouer ar spered, ar c’horf, ann nerz hag an danvez o deuz resevet diganthan ! Ne c’houfe ket beza goasoc’h ingrateri eged houma, ha goulskoude nag a vech marteze oc’h euz great ann dra-ze hoc’h-unan !