Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Edouard

Eus Wikimammenn
◄   Seraphin Edouard Kallist   ►



ann trizekved devez a viz here


SANT EDOUARD, ROUE
————



Ar zant-ma a ioa mab da Ethelred, roue Bro-Zaoz, ha niz da zant Edouard, roue ha merzer. Ann Danemarkiz o veza saillet var rouantelez he dad gant eunn arme vraz, enn amzer ma’z oa c’hoaz krouadur, he vamm a deuaz ganthan e Frans da di ann duk a Normandi, he breur, hag eno e tremenaz he iaouankiz. Hogen, he vuez a ioa ker pur ma ne veze great nemed ann Eal anezhan.

He vrasa plijadur oa pedi Doue, mont d’ann Iliz da glevet ann offerenn, ha kaozeal a draou santel gant ar venac’h hag ar veleien. Gant ann dra-ze e veze ato chentil ha karantezuz e kenver ann holl, ha morse n’ez ea drouk ennhan. N’edo ket e chal ken nebeut gant madou hag henoriou ar bed-ma, ha lavaret a rea oa guell ganthan chom hep beza roue ma renkche skuill goad he nesa ha laza tud evit pignat var ann tron.

Goulskoude ar Zaozon hen anavezaz evitho roue anezho ho-unan, goude maro ar brinsed euz ann Danemark o doa kemeret rouantelez he dad dre nerz ho armou. Raktal e tistroaz d’he vro, hag o veza bet sakret e Wesminster, e labouraz da genta da rapari ann drouk o devoa great ann Danemarkiz.

Ar re-ma o doa pourmenet e peb leac’h ann tan hag ar c’hleze ; ann ilizou a ioa bet devet gantho, ar c’houenchou diskaret, hag ann eskibien kaset kuit euz ho eskoptiou. Edouard a c’halvaz dioc’htu ann eskibien da zont enn dro, hag a reaz sevel ilizou ha kouenchou nevez e plas ar re a ioa bet devet pe freuzet.

Goudeze e roaz d’he zujidi lezennou leun a furnez evit lakaat adarre ar relijion, ar peoc’h hag ann urs vad da ren e kement korn a ioa enn he rouantelez, hag al lezennou-ze a zo bet respetet hed ar vech gant ar Zaozon. Biskoaz Bro-Zaoz ne oue eurusoc’h eged enn he amzer. Enn aoun e veze ato na vije re vec’hiet ar bobl, ha morse ne veze joaiusoc’h eget p’en deveze goullonderet tenzor ar palez evit pourvei da ezommou ann dud keiz. Abalamour da ze oa hanvet tad ann emzivaded hag ar beorien.

He zujidi o doa c’hoant e timezche, hag abarz ar fin e sentaz outho. Mes araok ann eured ec’h en em glevaz gant ann hini en doa choazet evit pried da veva ho daou evel breur ha c’hoar ; rak pell a ioa en doa great veu a jastete. He garantez evit Jezuz-Krist e sakramant ann aoter a ioa ken tener ma veritaz he velet avechou epad ann offerenn dindan furm eur bugel hag a ioa koant evel ann deiz ha laouen evel ann heol.

Edouard en doa ive eunn devosion vraz evit ar Verc’hez, hag evit sant Per ha sant Iann Avieler. Ne vanke morse da rei eunn dra bennag d’ar re a c’houlenne ann aluzenn diganthan enn hano ar zant-ma. Eunn devez, sant Iann he-unan a astennaz he zorn d’ezhan dindan furm eur paour keaz goloet a druillou, hag enn eur lavaret evel ar beorien all : « — Eunn draik bennag, mar plij, enn hano sant Iann. » Hogen, ar roue n’oa ket eur guennek enn he c’hodell d’ann ampoent. Petra reaz neuze ? Lamet ar voalenn aour a ioa ganthan var he viz hag he rei d’ar paour keaz. Prest goude, sant Iann a zigasaz ar voalenn aour-ze enn dro, enn eur ziskleria da Edouard oa dija tost he heur diveza.

Ar roue santel-ma en doa great veu da vont da bardouna da Rom. Mes ar pab hen dispansaz euz ar veu-ze var bouez ma lakaje ann arc’hant en devije dispignet o vont da Rom da zevel eur gouent hag eunn iliz nevez e Westminster enn henor da zant Per. Pa oue echu ann iliz-ma, e oue great ann dedi anezhi gant eur zolanite vraz. Mes ar roue a renkaz mont d’he vele kerkent ha ma oue distro d’he balez, ha goude beza resevet he zakramanchou gant eur feiz beo, e varvaz leun a veritou d’ar pemp a viz genver euz ar bloaz 1066, oajet a bevar bloaz hatri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma n’ez ea morse drouk ennhan, ha c’houi marteze a ia drouk ennhoc’h evit ann distera tra. Goulskoude, ma karfac’h koumpren, n’e ket oc’h egari hag o pennfolli, evel eunn diskiant pe eunn diskiantez, eo e lakeot ann traou pe ann dud da jench. Red e d’ehoc’h poania da drec’hi ann tech fall-ze enn eur voustra var ho kaloun pa zantot anezhi o lammet gant ar vuhanegez, hag enn eur devel ken na vezo tremenet ar barr. Goudeze e c’hellot difenn ho kuir dre gaer mar d-euz great gaou ouzhoc’h, ha kelenn gant dousder ar re o deuz great pe lavaret ar pez a zo displijet d’ehoc’h.