Mont d’an endalc’had

Buhez ar Sent/1913/Julian ha Basilis

Eus Wikimammenn
◄   Lusian, Eskop ha Merzer Julian ha Basilis Guillou, Arc’heskop   ►



ann naved devez a viz genver


SANT JULIAN, MERZER, HA SANTEZ BASILIS, GUERC’HEZ
————


Julian a ioa ginidik a Antioch. He dad hag he vamm, tud pinvidik hag a lignez huel, mes ive kristenien vad, a boaniaz d’he zevel e doujans Doue ha da ober anezhan eur c’hrouadur fur ha devot. Ho foan ne oue ket kollet. Azalek he genta iaouankiz, Julian n’en devoue nemed disprij evit plijadureziou ar bed, ha n’oa ket c’hoaz trivac’h vloaz pa en em voestlaz da Zoue, evit ann nemorant euz he vuez, dre ar veu a jastete.

Goulskoude, pa oue deuet enn oad, he dad hag he vamm a c’hoanteaz he zimezi ; rak n’o devoa ken mab. nemethan. O klevet hano a gement-se, Julian a oue lakeat nec’het : dioc’h eur c’hostez, ne felle ket d’ezhan beza dizent ouz he dud, ha dioc’h eur c’hostez all, ne felle ket d’ezhan ken nebeut terri ar veu en doa great. Goulenn a reaz eiz dez da ober he zonj, hag epad ann amzer-ze e pede noz-deiz ann Aotrou Doue da skleraat he spered, ha da rei d’ezhan da anaout ar pez a dlie da ober. He bedenn a oue selaouet, hag abarz fin ann eiz dez hor Zalver a ziskleriaz d’ezhan e c’helle senti ouz he dud heb kaout aoun da vankout d’he veu.

Neuze Julian ne varc’hataz mui, hag a gemeraz da bried eur gristenez iaouank ha vertuzuz, he hano Basilis, a ioa bet choazet d’ezhan gant he dad hag he vamm. Ann eured a oue great gant eur zolanite vraz. Kalz tud a oue pedet da zont d’ar banked ; ar joa a bare var dal ann holl, ha Julian he-unan a ioa laouen evel ann heol.

Pa’z eaz ann dud nevez d’ho c’hambr dioc’h ann noz, kenta tra a rejont a oue en em strinka d’ann daoulin da lavaret ho Fater. Hogen, er gambr ez oa eur c’houez vad dreist-ordinal, e doare pa vije bet leun a roz hag a bep seurt bokedou, ha goulskoude ann dra-ma a ioa er goanv. Basilis a ioa souezet-maro, ha pa oue echu he fedennou ganthi, e c’houlennaz : « — Petra zinifi ar c’houez vad a zo ama ? » « — Chouez ar jastete eo, eme Julian ; Doue a ro ar c’houez-se da zantout d’ar re a vir ho c’horf pur ha chast dre garantez evithan. » O klevet ar respount-ma, Basilis a reaz ive dioc’htu veu a virjinite.

Neuze ann daou bried en em daolaz adarre d’an daoulin. Kerkent e teuaz er gambr eur sklerijenn gaer meurbed, hag e kreiz ar sklerijenn-ze e oue guelet eur vandenn ganerien hag eur vandenn ganerezed euz a Baradoz. E penn ar vandenn ganerien edo hor Zalver Jezuz-Krist, hag ar Verc’hez Vari a ioa e penn ar vandenn ganerezed. Hogen, ar vandenn ganerien a gane evelhenn : « Gounezet oc’h euz ar viktor, Julian gounezed « oc’h euz ar viktor ! » Hag ar vandenn ganerezed a gane d’he zro : Bennoz d’ehoc’h, Basilis, abalamour m’oc’h euz heuliet kuzuliou santel ho pried ! Enn eur ober fae var blijadureziou ar bed, oc’h deuet da veza din euz a c’hloar ann Env. »

Goudeze, daou zen guisket e guenn, ha kurunennou gantho enn ho daouarn, a dosteaz oc’h Julian ha Basilis, hag a lavaraz d’ezho : « — Savit enn ho sav; gounezet oc’h euz ar viktor hag ho plas a zo enn hon touez-ni. » Erfin eunn den all, hag hen koz, a lavaraz da Julian lenn ar c’homzou-ma, a ioa skrivet e lizerennou aour enn eul levr a zalc’he enn he zorn : « Julian, o veza disprijet ar bed dre garantez evit Jezuz-Krist, a vezo lakeat he hano etouez ar re a zo disklabez dioc’h plijadureziou ar c’hig, hag hano Basilis a vezo merket var levr ar guerc’hezed, el leach m’ema hano Mari er penn kenta. » Ann diou vandenn eneou euruz, sent ha sentezed, a respountaz asambles : « Evelse bezet great! » hag a zistroaz raktal d’ar baradoz.

Heb dale e varvaz tad ha mamm Julian hag ive tad ha mamm Basilis, enn eur lezel madou braz gant ho bugale. Mes ar re-ma a verzaz ann holl vadou-ze, hag a roaz ar priz anezho d’ar beorien. Goudeze ez ejont da jom peb hini d’he di ; rak bete neuze oant chomet asambles petra bennag ma vevent evel breur ha c’hoar.

Ho ziez a deuaz da veza henvel ouz diou gouent Basilis a gemeraz ganthi eunn toullad merc’hed evit deski d’ezho ar feson da en em zantelaat muioc’h mui, ha Julian a gemeraz ganthan ive eunn toullad paotred iaouank evit ho hencha da vont d’ar baradoz. Ar baotred iaouank-ma hag hen a dremene ho holl amzer o kaout soursi euz ann dud paour hag euz ar re glanv, hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Basilis a varvaz e peoc’h a benn eunn nebeut bloaveziou goude ; mes Julian a ioa galvet gant Doue da reseo ar gurunenn a verzerenti.

Eur bersekusion nevez o veza dirollet a enep ar gristenien, Julian a oue kaset gant ar re genta dirak ar barner. Raktal e tiskleriaz, krak ha berr, ne adorje biken ann doueou faoz, nag hen, na nikun euz ar baotred iaouank a ioa o veva ganthan. O klevet eur seurt respount, ar barner a ieaz enn egar, hag a reaz lakaat ann tan e ti ar Zant. Ar baotred iaouank a ioa eno a varvaz e kreiz ar flammou. Julian a oue skourjezet goudeze enn eur feson didruez, ha koundaonet erfin da veza dibennet. He verzerenti a erruaz er bloaz tri c’hant trizek.


SONJIT ERVAD

Ann holl n’int ket galvet da viret ar virjinite er stad a briedelez evel o deuz great sant Julian ha santez Basilis ; mes ann holl a dle poania d’en em zantifia hervez ar stad m’en em gavont ennhan. Mar d’oc’h dimezet, bevit er stad-se evel guir vugale da Zoue, n’o deuz ken ioul nemed da ober e peb tra bolontez ho Zad a zo enn Env ; ha mar d’oc’h tud iaouank, taolit evez da zelc’her bepred ho kaloun hag ho korf pur dirak Doue : ar burete a laka ann den var ann douar da veza henvel ouz ann elez er Baradoz.