Buhez ar Sent/1913/Lusian, Eskop ha Merzer

Eus Wikimammenn
◄   Lusian, Belek ha Merzer Lusian, Eskop ha Merzer Julian ha Basilis   ►



ann eizved devez a viz genver


SANT LUSIAN, ESKOP HA MERZER
————


Sant Lusian, eskop, a ioa ganet e Rom, hag a oue gounezet d’ar feiz ha badezet gant sant Per. Goude maro ann abostol-ma, ar pab sant Klemant hen digasaz e Frans asambles gant sant Denis, hag e oue karget da brezeg ann Aviel e kostez Beauvais. Eskop oa dija d’ann ampoent, ha daou goumpagnoun a oue roet d’ezhan evit he zikour, ar belek Maksian hag ann avieler Julian.

E kostez Beauvais ez oa neuze kalz koajou evel a ioa ive e Breiz-Izel. Ann dud divar ar meaz o doa savet koz toullou-tiez e kreiz ar c’hoajou-ze, hag a veve eno, kouls lavaret, evel bleizi. N’o doa tamm anaoudegez ebed euz a Zoue, ha ne c’houient ket piou en devoa ho lakeat er bed nag evit petra edont var ann douar. A vare da vare ec’h en em zastument dindan eur vezenn zero braz-braz hag hirr he skourrou, evit kinnig sakrifisou d’ann doueou faoz a adorent. Neuze e veze danset, kanet, iouc’het, ha great a bep seurt diotachou. Avechou zoken e lazent tud, goazed, merc’hed pe vugale, evit henori ho doueou faoz.

Hed ar steriou, pe var c’horre ar meneziou, ez oa eur gear bennag ama hag ahont. Tud ar c’heariou-ma n’oant ket ker gouez, ha ne vevent ket enn eur fesoun ken dizoare hag ann dud divar ar meaz ; mes, a hent all, ne oant tamm guelloc’h, er c’hountrol eo. Enn amzer-ze, ar Frans a ioa holl dindan galloud ar Romened, hag ar re-ma a lakea buhan ho dizursiou hag ho fals kredennou da ren er broiou o deveze trec’het dre ho armou.

Lusian a brezegaz, da genta, d’ann dud divar ar meaz. Mont a reaz da jom enn ho zouez, kemeret a eure perz enn ho faourentez, enn ho foaniou, enn ho feson da veva, hag evelse e teuaz heb dale da veza mignoun d’ezho. Neuze e labouraz d’ho gounit d’ar feiz gant sikour he zaou goumpagnoun, ha Doue a vennigaz he labour. Eleiz anezho a zilezaz servich ho doueou faoz, hag a resevaz ar vadiziant hag ar zakramant a gonfirmasion.

Goudeze Lusian a ieaz ive da gear Beauvais. Eno ez oa soudarded romen, hag hiniennou euz ar re-ma a ioa kristenien : pebez joa evitho klevet hano euz ar Zant ! Hiviziken eta ne vijent mui var ann douar evel bugale emzivad ; mes bez’ o devije enn ho c’hichen eunn Tad evit pourvei da ezommou ho ene dre gomzou Doue ha dre ar zakramanchou.

E kear Beauvais, Lusian a brezegaz gant kement a frouez ha m’en devoa dija great var ar meaz. Ar pez a roe muia nerz d’he brezegennou, goude gras Doue, oa he vuez kalet ha pinijennuz. Ne zebre nemed bara ha louzeier kriz pe boaz, ha ne eve morse nemed dour. Ar sperejou hag ar c’halounou a veze gounezet dioc’htu oc’h he glevet pe ouz he velet hebken. Abarz nemeur eta, e kear evel var ar meaz, ar relijion gristen a oue heuliet gant eur maread tud, ha gant tud a bep stad hag a bep renk.

Lusian a gendalc’haz, epad pemp bloaz var’nn ugent, da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou e kear Beauvais hag er c’harteriou divar dro. Erfin, gouarner romen ar vro, o veza klevet e kreske bemdez niver ar gristenien ha n’oa ken kaoz nemed ar Zant, a roaz urs da dri archer da vont d’he glask ha d’hen digas dirazhan beo pe varo.

Ann tri archer a gavaz Lusian hag he zaou goumpagnoun var eur menez hag a reat Menez-Mil anezhan, varnhed eul leo dioc’h Beauvais. Evit spounta ar Zant, e lazchont da genta Maksian ha Julian a daoliou sabrenn. Mes Lusian ne reaz van evit kement-se, hag a lavaraz d’ezho : « — Me zo diskib da Jezuz-Krist, ha va brasa joa a ve mervel evithan. » Neuze ann archerien a stagaz d’ezhan he zaouarn adren he gein evit he skourjeza ha goudeze hen dibennchont d’he dro Kerkent e paraz eur sklerijenn dreist-ordinal var ar menez, hag eur vouez euz ann Env a lavaras : « — Deuz, servicher kalounek, p’e guir n’ec’h euz ket bet aoun o skuill da c’hoad evidon-me, deuz da reseo ar gurunenn a zo ouz da c’hortoz. » O velet ar sklerijenn hag o klevet ar vouez-se, ar vourrevien a dec’haz kuit raktal.

Var a gounter, ar Zant a gemeraz he benn etre he zaouarn, hag hen dougaz evelse betek eur c’hart heur bale dioc’h Beauvais. Dre ma’z ea, ar goad a zivere diouz he benn var ann douar hag el leac’h ma tivere e save dioc’h-tu bodennou roz leun a vokedou euz ar re gaera. — Merzerenti sant Lusian a erruaz var dro kant vloaz goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Hon tadou koz-ni guech all a laze ive tud eveldho, a zivoade ive tud ez veo evel ma vez divodet ar chatal pe al loaned, enn henor d’ho doueou faoz. Ann taoliou-mean a zerviche da ginnig ar sakrifisou heuzus-se a zo c’hoaz stank aoualc’h e Breiz-Izel. Eaz int da anaout dre ar c’haniou pe ar roudennou kleuz a zo varnho ; ar c’haniou pe ar roudennou kleuz-ma a ioa great evit rei plas d’ar goad da redet. Pebez anaoudegez vad eta ne dleomp-ni ket da gaout evit ar visionerien zantel o deuz digaset enn hor bro sklerijenn ar feiz ! Koumprenomp dre eno pebez vad a ra c’hoaz enn hon amzer-ni ar veleien galounek a ia d’ar broiou pell da brezeg ann Aviel d’ar boblou paian, ha pebez mirit a zo o kemeret perz enn ho labouriou dre ar pedennou hag ann aluzennou a vez great e Breuriez ar Feiz.