Buhez ar Sent/1913/Jeanne d’Arc
eanne d’Arc a zo ganet en eur bourk dister hanvet
Domremy, var harzou al Lorraine, e tu ar zao-heol
deuz Frans. He c’herent, paour a vadou an douar, a oa
koulsgoude kalz anavezet ha brudet mad abalamour d’ho
feiz ha d’ho buez direbech. Jeann a oa ar bevare bugel,
tri breur e doa kosoc’h hag ar re man, assamblez gant ho
c’herent a zeskaz d’ezhi abred he fedennou hag he c’hatekis.
Goude he fask kenta e lavaret ez oa dija skuer an
oll vugale. An iliz a oa tost d’he zi ha karet a rea mont
aliez da bedi dirak an tabernakl. Aketuz oa da vont d’an
oferen bemdez pa c’helle hag aliez vije o kovez hag o
kommunia. Pa zonev an Angelus ez ea atao var bennou he
daoulin n’euz forz e peleac’h en em gave.
Da heul ar garantez evit Doue e man atao ar garantez evit an nessa : Jeanne a oa mad d’ar paour, rei a rea aluzen pa c’helle, hag hi iaouank c’hoaz, ha mont a rea da velet a re glanv evit komz d’ezho divar benn an Aotrou Doue. En he c’hear e vije atao eur paour benag da loja ha pa ne vije mui a blas e roe he guele he-unan hag e chomme da dremen an noz var eur skabel e korn an oaled.
He buez, a hent all, a oa evel buez ar vugale deuz he oad ; kemeret a rea he flijadur gantho, mad oa da labourat ha prest atao da zenti. Rei a rea an dorn d’he mam evit al labour var dro an ti, mont a rea zoken d’ar park gant he zad, neza a rea ha dioual ar chatal.
Setu aze penaoz e tremenaz he bugaleach an hini a oa dibabet gant Doue evit savetei ar Frans. Doue a gemer aliez ar re zistera evit ober an traou burzudusa, hag evelse e ro da gompren d’an oll eo Hen he-unan a ra al labour. D’an oad a drizek vloaz Jeann a glevaz, evit ar vech kenta, mouez an arc’heal sant Mikeal. Lavaret a rea d’ezhi beza mad ha devot, karet Doue ha mont aliez d’an iliz. Ar plac’hik a oue spountet, karantez Doue koulsgoude a domme he c’halon ha gwestla a reaz neuze chomm bepred guerc’hez.
Epad pemp bloaz e velaz hag e klevaz aliez sant Mikeal santez Katharin ha santez Mac’harit digaset gant Doue d’he c’helen var ar pez he doa da ober evit savetei ar Frans, rak truezuz oa e doare d’ar mare-ze. Ar zaozon a flastre hor bro, heb dale e vezo oll d’ezho, rak ne jomm gant Charles VII nemed eun nebeut kaeriou, nag arc’hant na zoudarded, tec’het a ranke varzu kreiz ar Frans, n’en doa mui nemed an hano a roue.
Jeann a rank senti ouz he moueziou. Heb lavaret netra d’he c’herent ez a gant he eontr da Vaucouleurs da gaout gouarner kear, Robert de Beaudricourt. Heman a oue souezet hag a reaz goap da genta, mes goudeze Jeann a ziskouezaz e teue aberz Doue ha Baudricourt a roaz d’ezhi armou ha soudarded evit mont da Chinon da gaout ar roue. Jeann a roaz d’anaout da Charles VII traou kuzet ha na c’hellent beza anavezet nemed ganthan ; sklear oa e teue aberz Doue hag heb dale e oue lakeat e penn ar zoudarded evit mont da vrezelekad da Orleans. Ne oa mui nemed ar gear vraz-man o terc’hel penn ouz Saozon ha pa zigouezaz Jeann, tud Orleans a zantas ar fizians o veva ennho adare. Ni a rai brezel eme Jeann ha Doue a roio d’eomp an treac’h. Ar Saozon a zo dibradet, al labourou braz o doa great, an touriou krenv o doa savet edro da gear a zo diskaret an eil goude egile, ha kement kear a oa kouezet etre daouarn ar Saozon var dro Orleans a zo diframet digantho. Tec’het a rankont a bep tu hag an hent a zo digor da Charles VII da vont da Reims. Di eo kaset gant Jeann evit beza kurunet roue Frans.
Ar plac’h iaouank kalonek ne grede ket ez oa deut ar mare eviti da ehana, mes pa glevaz gant he moueziou e kouesche heb dale etre daouarn he enebourien, e tigemeraz a galon vad, aberz Doue, ar pez a dlie digouezout. E Compiègne e oue paket gant ar Bourguignoned hag ar re-man a verzaz anezhi d’ar Zaozon. Kaset eo da Rouen ha stlejet dirak al lesvarn. Kement torfet so a rebecher d’ezhi nemed unan : den na gredaz lavaret n’e doa ket bet eur vuez pur, hag hi, heb klemm a c’houzanv pep tra evit Jesus.
Ar proses a zo great gant barnerien disleal, guerzet d’ar Zaozon, hag ar verc’hez iaouank dous ha didammal a zo kondaonet da veza devet. Kennerzet gant ar gomunion zantel, a c’houlenne keit a oa ; he daoulagad o para var groaz hor Zalver savet dirazhi ha var he muzellou an hano zantel a Jesus, Jeann d’Arc a nijaz d’ar baradoz d’an tregont a viz mae 1431. N’e doa ket c’hoaz ugent vloaz.
Jeann e doa bet atao kalz a garantez evit an iliz katholik ; meur a vech epad he froses e c’houlennaz beza barnet ganthi, hag ar Pap Callixte III, pevar bloaz var-n-ugent goude he maro, a talvezaz d’ezhan adober ar proses kenta. Torret oue ar varnidigez hag ar Verc’hez iaouank diskleriet didammal e pep tra.
Gant an amzer ar brud deuz he zantelez a ie dre ar bed hag er bloaz 1869 oll Eskibien Frans a c’houlennaz digant Pi IX renta da Jeann an enor a zo dleet d’an Dud Euruz. Hon Tad santel ar Pap Pi X goude eun enklask piz var gement tra e deuz lavaret Jeann, pe skrivet pe great epad he buez ha goude eun enklask pisoc’h c’hoaz var ar miraklou diveza e deuz great a lakeaz anezhi e renk an Dud Euruz d’an divrac’h a viz ebrel 1909.
Breman tud bro Frans a c’hell sevel d’ezhi aoteriou, ha goulen diganthi gant fizianz, evel ar Pap he-unan, savetei hor bro a nevez. Mall on deuz da c’hellet lavaret : Santez Jeann d’Arc, pedit evidomp.